Devri

Recherche 'bale...' : 27 mots trouvés

Page 1 : de bale-1 (1) à balevart (27) :
  • bale .1
    bale .1

    m. & adv. –où, –ioù

    I. M.

    A.

    (1) Marche, action de marcher.

    (1868) KMM 51. Tenn oa ar bale, ha diez an ent a-dreuz ar meneziou. ●(1877) BSA 286. evel trouz bale eun niver bras a dud.

    (1905) IVLD 18. Va zreid, divoazet euz ar bale, a deuaz da goenvi. ●(1919) LZBl Genver 33. eur vro kaer kenan da velet, mez tenn ha difounn d'ar bale. ●(1923) KNOL 149. Ne gouie ket pegement a vale en doa da ober hag en doa aon da veza re ziwezad. ●(1927) GERI.Ern 36. bale m., tr. «action de marcher.»

    (2) Marche, promenade.

    (1849) LLB 293. é valéieu noz. ●(1860) BAL 18. ober baleou. ●(1870) MBR 190. Evelato, ne voa ket echu, na tost zo-ken, he valeou gant-han, tr. «Et pourtant il était bien loin d'avoir terminé ses voyages.» ●(1872) GAM 19. ar mear a iea da ober eur bale d'ar prospital. ●(1874) FHB 502/251b. ar baleou niverus en doa renket da ober.

    (1903) MBJJ 169. mont d'ober eur bale. ●(1904) DBFV 16b. balé, m. pl. eu, ieu, tr. «promenade.» ●(1933) IVGV 34. Graet am eus eur bale enni. ●(1927) GERI.Ern 36. bale m., tr. «promenade.»

    (3) Allure, démarche, façon de marcher.

    (1838) CGK 32. Eur bale quer manivicq. ●(1877) EKG I 268. hor bale dichek ha faeuz.

    (1921) PGAZ 13. drant ha skanv he bale. ●(1957) BRUD 1/52. penaoz n'am-eus ket anavezet da vale ? ●(1959) BRUD 7/18. Eur bale kamm moarvad, pe jorgell, pe imparfall. ●(1983) PABE 62. (Berrien) eur bale palao, tr. «une démarche gauche, lourde.»

    (4) Ar bale bro : les voyages.

    (1911) BUAZperrot 34. Ar bale-bro a zigor ar spered.

    B. [en locution]

    (1) Mont er bale : se mettre en route, partir.

    (1872) ROU 73b. Allez-vous-en, tr. «it er bale.» ●94a. Partez, tr. «it er bale.» ●(1880) SAB 175. beza prest atao da vont er bale.

    (2) Bezañ war ar bale/war vale : être debout, veiller.

    (1904) DBFV 16b. ar valé, tr. «(être) sur pied.» ●(1914) KZVr 67 - 21/06/14. Bean war 'r bale, tr. «être sur pieds ; veiller, Trég[uier] ; bout (ou chom) war vale, veiller, ne pas aller se coucher H[au]te-Corn[ouaille] Besco.» ●(1931) GUBI 79. Un dé ma oen ar er valé tostig tra de Huéned. ●(1957) AMAH 53. ne vane war vale nemet an isletanant Bouvier ha me. ●243. ur vaouez oberiant-dreist na selle ket berr ouzh he foan keit ha ma veze war vale.

    (3) Tro-vale : tour de promenade.

    (1904) DBFV 16b. tro balé, tr. «tour de promenade, tour, expédition, exploration.»

    II. Adv.

    (1) War vale : à pied.

    (1911) BUAZperrot 349. pa ne c'helle mui ober hent var vale, e rea anezan en eur c'harr.

    (2) Bezañ war vale : se promener.

    (1970) BHAF 26. 'Hanta, paotred, war vale ez oh ?

    (3) A-vale : à pied.

    (1977) TDBP II 30. Me a vo paotr (ou : plah) a-vale disul, tr. « je serai garçon (ou : fille) de promenade (de sortie) dimanche ».

    (2000) PCRMM 658. (Plougastell-Daoulaz) M'a ze da d'eomp m'ont avale / Vo ked aez m'ont war eun droad, tr. «Si on doit marcher pour rentrer / ça ne sera pas facile sur un seul pied.»

  • bale / baleañ .2
    bale / baleañ .2

    v.

    I. V. intr.

    (1) Se promener, cheminer, marcher.

    (1530) J p. 42a. Ha quement re a baleo / Glan dren bro, tr. «et tous ceux qui passeront par le pays.» ●193a. Mar bale nep tro en broman, tr. «s'il se promène jamais dans ces lieux.» ●206a. Ouz vale, tr. «en cheminant.» ●(1557) B I 131. Huy a bale dren broezou, tr. «Vous voyagez de pays en pays.» ●275. Ne alhes fifual na bale, tr. «tu ne peux remuer ni marcher.» ●(1580) G 394. Dre an bro un dro crenn bale tenn a mennaf, tr. «Par le pays une bonne fois je veux me promener hardiment.» ●(1647) Am 685. List an oristal dre'n sall da bale, tr. «Laissez l'original se promener dans la salle.»

    (1659) SCger 95b. pourmener, tr. «bale.» ●(1732) GReg 160b. Cheminer, se promener, tr. «Bale. pr. baleët.» ●(1792) BD 398. na sessan o valle, tr. «Je ne cesse de marcher.» ●1001. baleet emeus partout dre ar contrée, tr. «J'ai parcouru partout la contrée.» ●1068. nen deus nep meudessin davalle voar masro, tr. «Il n'y a pas de médecin mpour venir me soigner.»

    (1838) CGK 4. Bale sioul vel al logod. ●(1847) BDJ 35. o valea / E dicheolen ar cedrenhou. ●(1877) EKG I 286. va goad a rede puill, chaflika a rea em boutou dre ma valeen.

    (1904) DBFV 16b. balé, v. n., tr. «se promener, voyager.» ●(1924) SBED 28. Un dé é falé barh er hoed. ●(1927) GERI.Ern 36. bale v. n., tr. «se promener.» ●(1931) GUBI 193. Arlerh em bout bet é Ploué / Un herrad baléet.

    (2) Bale ouzh, war : marcher sur.

    (1878) EKG II 109. baleomp var soudarded Canclaux.

    (1911) BUAZperrot 458. Bretoned ha Gallaoued a en em glevas da vale outo [an Normaned].

    (3) sens fig. (en plt de coups) Voler.

    (1908) PIGO II 118. Malloziou ha toliou a valee stank etre ar jendarmed hag an dud.

    II. V. tr. d.

    (1) Bale e zaoulagad, e selloù : promener son regard.

    (1866) LZBt Genver 70. eur Pastor mad en deuz baleet he zello aketuz dre ann holl broio.

    (1910) MBJL 70. Skwizan a ra an nen o vale e zaoulagad war ar sort treo.

    (2) Bale e votoù-koad war an hentoù : parcourir les chemins.

    (1926) ARVG (niv 7 gouere) 146. Me ’oa ive o vale ma botou koad war henchou ar barrouz, hag en em gavis gant Per…

    (3) Bale ub. : promener qqn.

    (1910) MBJL 77. da gerc'hat he beajourien evit o bale dre gêr. ●(1978) LLMM 188/181. dirak an dud da vale ar merc'hed war al lenn.

    (4) Bale ub. : envoyer qqn promener.

    (1914) KZVr 67 - 21/06/14. Bremaïk m'ho paleo ! tr. «je vais vous faire marcher, déguerpir, Milin.» ●(1927) GERI.Ern 36. me ho paleo, tr. «je vous ferai déguerpir.»

    (5) Bale ub. : suivre, filer qqn.

    (1902) PIGO I 100. Ouz e vale, e oa muioc'h a c'hoant d'ean da welet pelec'h ha penôz e tremene e vreur-kaer e amzer.

    (6) Bale hent(où) : parcourir les chemins (de).

    (1868) FHB 200/348a. Ropars a vije bet guelloc'h gantha beza o vale hent.

    (1954) VAZA 20. biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel.

    (7) Bale bro : parcourir du pays.

    (1902) PIGO I 24. ni a yelo hon daou da vale bro. ●(1964) KTMR 15. A-viskoaz e-noa bet daou venoz : bale bro ha skrapa peadra da veva.

    (8) Bale ur marc'h : faire marcher un cheval.

    (1904) DBFV 16b. balé, v. a., tr. «faire marcher, (un cheval).»

    III.

    (1) Bale eeun (gant an hent) : obéir sans discuter. Cf. kerzhet eeun, gant an neudenn war-eeun.

    (1908) KMAF 12 E. Crocq. Ah ! Fanchik-Fall, me gred e ranki chench kalz da zoare ha bale eünoc'h gant an hent, da vihana ma ec'h eus an disterra c'hoant da uza kalz a vouteier en ti-man. ●(1908) KMAF 19 E. Crocq. An nep a zo eveldon dindan ar Gouarnamant ne c'hello morse bale re-eün, re zoun. ●(1923) AAKL 46 (L) Y.-V. Perrot. Ha ! diaoc'h, breman e vo gwelet ha c'houi a valeo eün !... ●(1933) FHAB Genver 12 *Lizik. Me a gav d'in, e rank an Aotrou Person bale eün ganti !

    (2) Bale moan : marcher droit, filer doux.

    (1931) VALL 536. Il doit marcher au pas, être soumis, tr. F. Vallée «rankout a ra bale moan.» ●(1958) ADBR LXV-4 510 (K-An Ospital Kammfroud). L'expression Bale moan signifie «marcher droit» (au fig.), mais surtout «filer doux» : Klevet e-noa e bater, bale moan a ree o vond kuit.

    (3) Bale strizh : marcher les fesses serrées.

    (1958) ADBR LXV-4 510 (K-An Ospital Kammfroud). Marcher les fesses serrées (sens propre) se dit : bale striz.

    (4) Bale kempenn : marcher droit.

    (1861) MILg 246 (L) F. Gourc'hant. E rankfemp c'hoaz, ni kannaded, / Beza gwisien ar Jesuisted, / Lezel hor strak, plega touchenn, / Ha war ho guer bale kempenn.

    (5) Bezañ gwellañ den zo o vale : le meilleur homme que l’on puisse avoir.

    (1928) FHAB Mae 171 (L) Y.-V. Perrot. Er Faou, e veve gwechall eur soner, gwella den a oa o vale, ma n'en divije ket bet karet, re, en holl, e vanne.

    (6) Kas da vale : envoyer paître.

    (1732) GReg 685a. Je vous envoirai paître, tr. G. Rostrenenn «Me o caçzo da vale

    (1908) PIGO II 39 (T) E. ar Moal. Ha kaset da vale evel eur stoupaer. ●(1910) MBJL 32 (T) Clerc. Ma ! eme Herri : êt ar Pab da vale gant e lezenno. ●(1911) RIBR 151 (L) K. ar Prat. Ar vaouez-ma na oe ket kaset da vale koulskoude. ●(1931) VALL 525. au fig. envoyer paître, tr. F. Vallée «kas da vale (express. relevée).» ●(1957) AMAH 60 (T) *Jarl Priel. Biskoazh en e vuhez soudard n'en divije kredet e c'helled kas ofiserien da vale en ur stumm ken dichek.

    (7) Bale war roudoù ub. : voir roudoù.

    (8) Na vale war un troad : voir troad.

    (9) Boiar a vale : voir Boiar.

  • balead
    balead

    m. –où Promenade.

    (1866) FHB 82/240a. bemdez ez a e kear da ober baleadou.

    (1929) MKRN 179. Balead… Promenade. – Oc'h ober eur balead ?

  • baleadenn
    baleadenn

    f. –où

    (1) Promenade.

    (1889) ISV 262. da ober eur valeaden dre vouelet Leon.

    (1902) PIGO I 45. Ar valeaden a achuaz eur pennadik 'raog koan. ●(1910) MBJL 78. epad ma baleaden dre Londrez. ●129. ec'h afe hon oll indervez gant ar valeaden-ze. ●(1924) ARVG Ebrel 83. ha baleadenn pe, gentoc'h, pignadeg evit gwelet doare ar mene. ●(1925) SFKH 15. deustou ma oé un tammig hir er valéaden. ●(1935) BREI 406/2a. Met doare an amzer hag a splet kement en eur valeadenn, en eur pirc'hirinaj ne ra ket nemeur. ●(1957) AMAH 206. Bemdeiz e ranken ivez ober gant kalz diegi ur valeadennig. ●(1963) LLMM 99/266. hag a gase bep sul ha bep gouel-berz un nebeut tud lezirek na gave netra welloc’h da ziduiñ o amzer eget ur valeadenn.

    (2) Voyage.

    (1857) HTB 68. an den iauank en difoa eun tam baleaden a bemzek de, pe a daer zun d'ober.

  • baleadenniñ
    baleadenniñ

    v. intr. Se promener.

    (1965) KATR 24. baleadenni a-hed an aot. ●28. da valeadenni war varh-houarn.

  • baleañ
    baleañ

    voir bale .2

  • baleant .1
    baleant .1

    adj.

    I. Épith. Errant.

    (1874) FHB 480/79b. ar brezegerien baleant-ze. ●(1874) FHB 506/281a. ar varc'hadourien baleant-ze a gaver e pep leac'h.

    II. Adv.

    (1) Bevañ baleant : vivre en nomade.

    (1868) FHB 169/102a. ar Sarazined a veo baleant.

    (2) Mont baleant : s'enfuir.

    (17--) ST 336. setu daou zen vechant / O sailla dreist ar vur, hag o vont baléant, tr. «voilà deux drôles, qui sautent par dessus le mur et qui prennent la fuite.»

  • baleant .2
    baleant .2

    m. –ed

    (1) Homme qui aime se promener.

    (1732) GReg 27a. C'est un allant, qui aime à aller, tr. «ur baleand eo.»

    (2) Vagabond.

    (1732) GReg 224b. Coureur, vagabond, tr. «Baleand. p. baleanded

    (1866) FHB 85/265b. buez eur baleant. ●(1866) FHB 94/335a. baleanted o vont eus a guær var ar meaz. ●(1874) FHB 471/6b. ar valeanted eveldhan.

    (1962) EGRH I 11. baleant m. -ed, tr. « chemineau. »

  • baleantañ
    baleantañ

    v. intr. Vagabonder.

    (1914) DFBP 334b. vagabonder, tr. «Baleanta

  • baleantez
    baleantez

    f. –ed Prostituée.

    (1732) GReg 225a. Coureuse, femme prostituée, tr. «Baleandès. p. baleandesed

  • baleantour
    baleantour

    m. –ion Promeneur.

    (1978) PBPP 2.1/7. (Plougouskant) pe deus ur baleantour pe deus un abandonet 'tez muiañ a druez ?, tr. «as-tu plus pitié d'un promeneur ou d'un abandonné ?»

  • baleata
    baleata

    v. intr. Déambuler.

    (1931) VALL 182b. Déambuler, tr. «baleata.» ●(1955) VBRU 48. ourzien ha bleizi o valeata er straedoù ken stank ha chas. ●71. lenn, baleata pe boanial da zeskiñ ar rusianeg.

  • baled
    baled

    s. –où (architecture) Auvent, avant-toit.

    (1499) Ca 17a. Balet. g. idem. l. hic cheruchus / chi. ●(c.1500) Cb 21a. Balet / alias scubell. g. idem. l. cherusus / i.

    (1732) GReg 72a. Auvent, petit toit de planches qu'on met au-dessus des boutiques pour les garantir de la pluie tr. «baled. p. balegeou, baledou apateiz.»

    (1895) GMB 52. baled, auvent, Gr., v. fr. balet, poitevin id., gall. balog, f. «pincle, turret».

    (1927) GERI.Ern 36. baled C[ornouaille] m., tr. «Auvent de boutique.»

  • baleek
    baleek

    adj. Qui cause des allées et venues.

    (1914) KZVr 67 - 21/06/14. Pask gloek / Est baleek, tr. «(si) Pâques (est) pluvieux, août sera de même), causant bien des allées et venues (aux moissonneurs) H[au]te-Corn[ouaille] Besco.»

  • baleer
    baleer

    m. –ion

    I.

    (1) Promeneur.

    (1732) GReg 27a. C'est un allant, qui aime à aller, tr. «ur baleeur eo.»

    (1857) CBF 52. Eur baleer kaer oc'h, tr. «Vous êtes un fier promeneur.» ●(1889) ISV 366. sounn he benn ganthan, baleer diroufen.

    (1903) MBJJ 60. eun hent braz, dalc'hmad goloet a valeerien.

    (2) Marcheur.

    (1732) GReg 602b. Marcheur, tr. «baleër. p. yen

    (1977) PBDZ 639. (Douarnenez) baleour, baleourien, tr. «bon marcheur.»

    II. [en apposition]

    (1) Manac'h-baleer : religieux mendiant.

    (1909) NOAR 5. ha hi gwelet eur manac'h baleer en e zav e-kichen dor ar voger. ●(1911) BUAZperrot 275. bez e vezo eur manac'h baleer.

    (2) Marc'hadour-baleer : marchand ambulant.

    (1911) BUAZperrot 176. Neuze ec'h en em reas marc'hadour-baleer, hag e rede ar vro o werza taolennou ha levriou santel.

    (3) Marvailher-baleer : barde errant.

    (1909) NOAR i. N'ho peus ket a zonj (…) eus ar varvailherien-valeerien-ze, a rede gwechall henchou hor bro.

  • baleer-bro
    baleer-bro

    m. baleerion-vro Celui qui parcourt du pays ; vagabond.

    (1964) KTMR 6. kê da weled piou eo ar baleer-bro-ze.

  • baleer-noz
    baleer-noz

    m. baleerion-noz Coureur nocturne.

    (1868) FHB 173/132a. tri baot-distro, tri lakipod, tri valeer-noz, pe 'vit lavaret guel, tri laer-touet.

  • baleer-skritelloù
    baleer-skritelloù

    m. Homme-sandwich.

    (1925) DIHU 164/214. baléour-skritelleu get ur Sinéma.

  • baleg .1
    baleg .1

    m. –où

    (1) (architecture) Saillie.

    (1633) Nom 142a. Proiectura, corona, lorica testacea : saillies, larmies : balegou, balirou.

    (1732) GReg 838b. Saillie, avance d'un bâtiment, tr. «balecg. p. balegou

    (1927) GERI.Ern 37. baleg m., tr. «Saillie d'architecture.»

    (2) War valeg : saillant, qui fait saillie.

    (1931) VALL 671a. Saillant, qui fait saillie, tr. «war valeg

  • baleg .2
    baleg .2

    m.

    (1) Appréhension. cf. balc'heg

    (1732) GReg 810b. Repugnance, opposition qu'on a à faire une chose, tr. «(H[aute] Cor[nouaille]) balecg em eus e vont. balecg so guenañ e vont.»

    (1927) GERI.Ern 37. baleg m., tr. «dégoût, répugnance C[ornouaille].»

    (2) Chagrin, inquiétude.

    (1732) GReg 146b. Chagrin, inquiétude, tr. «balecq

  • baleg-karr
    baleg-karr

    m. Pièce qui termine la charrette.

    (1962) EGRH I 12. baleg-karr m., tr. « pièce qui termine la charrette. »

  • balegek
    balegek

    adj. Qui forme saillie, saillant, proéminent.

    (1931) VALL 671a. Saillant, qui fait saillie, tr. «balegek.» ●(1943) FHAB Gwengolo/Here 345. ledan e dal, hag balegek eskern e jodou.

  • balegiñ
    balegiñ

    v. intr. Faire saillie, saillir.

    (1931) VALL 597a. Se projeter, apparaître en avant, tr. «balegi.» ●671a. faire saillie, tr. «balegi.» ●saillir, en parl. d'un bâtiment, tr. «balegi.» ●719a. Surplomber, tr. «balegi

  • balen
    balen

    m. –ed (ichtyonymie) Baleine.

    (1499) Ca 17a. Balen. g. balaine de mer. ●(c.1500) Cb 21a. g. le lieu ou len prent les balaines. b. an lech ma quemerer an balenet. ●gal. cest celuy qui vend ou prend les balaines. bri. nep a quemer / pe a guerz balenet. ●(1633) Nom 44a. Balæna : balene : balen.

    (1659) SCger 12a. ballaine, tr. «balen.» ●(1727) HB 361. Balen ha pesquet. ●(1732) GReg 487b. Harponner, darder, accrocher avec le harpon, tr. «Treanti balened &c.» ●(1744) L'Arm 25a. Baleine, tr. «Balein.. nétt. m.»

    (1866) FHB 88/281a. lonket gant eur balen. ●(1869) HTC 105. Jonas a dremenas tri dervez ha teir nozvez e corf ar balan. ●(1869) KTB.ms 14 p 214. ar balenn. ●(1880) SAB 146. bet tri dervez e cof ur baleen.

    (1904) DBFV 16b. balèn, m. pl. ed, tr. «baleine.» ●(1909) LZBt Du 12. pesketerez ar balenned. ●13. Deuz miz du da viz meurz, a ve kemeret, (...) eur balenn bemdez. ●(1934) BRUS 255. Une baleine, tr. «ur balèn –ed, m.»

  • balevard
    balevard

    m. –ed

    (1) Imbécile.

    (1919) DBFVsup 5a. balevard (Lang[uidic], s., tr. «imbécile.»

    (2) =

    (1942) DHKN 74. balevarded e oè er ré goh.

  • balevardaj
    balevardaj

    m. Bavardage.

    (1790) MG 121. hac e cheleu guet plijadur cant-sort balivardage ?

  • balevart
    balevart

    adj. Imbécile.

    (1919) DBFVsup 5a. balevard (Lang[uidic], adj., tr. «imbécile.» ●(1934) BRUS 134. Imbécile, tr. «balevart

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...