Devri

Recherche 'barrek...' : 3 mots trouvés

Page 1 : de barrek-1 (1) à barrekaat (3) :
  • barrek .1
    barrek .1

    adj.

    I. Attr./Épith.

    A. (en plt de qqc.)

    (1) (Récipient) plein à ras bord.

    (1855) FUB 58. Pask gléb ha môr-larjes kaillarek / A lak enn arc'h da vézâ barrek. ●(1878) SVE 14 §88. Heiz dibell ha gwiniz pellek / A lak' an arc'h da veza barrek, tr. «Orge sans balle et froment à balle / Font que la huche devient comble.» ●102 §688. Meurlarjez kaillarek / Arc'h ha solier barrek, tr. «Carnaval crotté, / Huche comble et plein grenier.»

    (1927) GERI.Ern 39. barrek adj., tr. «plein jusqu'au bord.» ●(1941) FHAB Meurzh/Ebrel 36. (Skrignag) Mollarjez druz ha Pask kailharek / a ra d'an arc'h beza barrek.

    (2) (en plt de l'eau) =

    (1949) KROB 11/13. Pa vez barrek an dour o ruilh war bep pengenn, eo aesoc'h gwelet al labour, ober stankou nevez, cheñch lec'h d'ar re goz, renevezi eur fardell dismantret.

    (3) = (?) Abondant (?).

    (1869) FHB 248/317a. hag an eost ne vez nemeur barrog en he di.

    (4) Disponible.

    (1983) PABE 221. (Berrien) barreg, tr. «disponible.»

    B. (en plt de qqn)

    (1) Capable.

    (1927) GERI.Ern 39. barrek adj., tr. «capable.»

    (2) Bezañ barrek : être paré.

    (1908) PIGO II 153. Ar pôtr, pa welas piou 'oa war e dro, a gredas d'ean 'oa barrek hag e oa o vont d'ober domino raktal.

    (3) Bezañ barrek : avoir fini.

    (1914) KZVr 75 - 09/08/14. barrek on, me 'zo barrek, tr. «j'ai fini, Even.»

    (4) Tiré d'affaire, sauvé.

    (1975) UVUD 91. (Plougerne) Ar gazek zo barrek. ●(1985) AMRZ 285. Goude-ze e vezed barreg.

    II. [empl. avec un compl. amené par une prép.]

    A. (en plt de qqc.) [avec la prép. «da»] Bezañ barrek da : avoir le pouvoir de.

    (1908) PIGO II 75. Me 'm eus bet, breman zouden, eur bilhed-vot, hag a zo barrek da lakat c'houenn en lêrou unan bennak. ●(1942) DADO 8. n’oun ket barrek da lavarout kaoc’h evit eur gwenneg !

    B. (en plt de qqn)

    (1) [avec la prép. «da»] Bezañ barrek da : être capable de (croire).

    (1908) PIGO II 139. Marvad, barrek e oant da gredi 'm oa boutet ane 'mesk ar chas a-ratoz kaer, ha d'ober skilhou ganin.

    (2) [avec la prép. «da»] Bezañ barrek da : être capable de, avoir la compétence de.

    (1933) MMPA 143. Piou, gwelloc'h eviti, a oa barrek d'ober skol d'an Ebestel ? ●(1954) VAZA 87. barrek da zeskiñ buan ha buan c'hwistañ war an daboulin vras. ●(1955) STBJ 138. e oan eur pôtrig barrek d'en em geita.

    (3) [avec la prép. «diouzh»] Bezañ barrek diouzh : compétent en, dans.

    (1911) BUAZperrot 123. e oue dibabet da vont er garg-ze, hag e zantelez hag e ouisiegez a reas ma oue barrek diouti brao bras. ●335. Ez-yaouank e teuas da veza barrek diouz labouriou ar park. ●847. Alies an neb a zo barrek diouz eul labour en deus ezom eus e nesa evit eul labour all. ●(1955) VBRU 144. barrek e oa hemañ diouzh e garg e pep feur.

    (4) [avec la prép. «ouzh»] Bezañ barrek ouzh : pouvoir venir à bout de.

    (1908) FHAB Du 329. Barrek oant breman eus al labour, rag ar vugale, kerkent ha deuet eus ar skôl, a veze sterniet evel ar re all.

    (5) [avec la prép. «war»] Bezañ barrek war : être compétent dans.

    (1924) FHAB Here 380. unan barrek war e vicher a zo krog er stur.

    III. Adv. En quantité.

    (1880) SAB 96. digassit dezo grassou, barreg ha fonnuz.

    (1923) FHAB Gouere 264. Hor pedennou ivez hag hor c'hatekiz a ya ganeomp barrek.

    IV. (Prlt du cidre) Bezañ barrek da lakaat un askorn torret en e blas : il a du degré.

    (2020) TREGO 31 a viz kerzu p. 35d. Barrek eo da lakat un askorn torret en e blas, tr. « il pourrait remettre un os cassé en place, il a du degré. »

  • barrek .2
    barrek .2

    adj. Branchu.

    (1732) GReg 114a. Branchu, uë, tr. «barrec

    (1890) MOA 149a. Branchu, tr. «Barrek

    (1927) GERI.Ern 39. barrek adj., tr. «Branchu.» ●(1931) VALL 80a. Branchu, tr. «barrek

  • barrekaat
    barrekaat

    v.

    I. V. intr.

    (1) Acquérir de la compétence.

    (1914) KZVr 75 - 09/08/14. Barrekaat, tr. «devenir capable, Est[ienne].» ●(1931) VALL 33b. devenir apte, tr. «gouestaat.» ●(1964) ABRO 53. Barrekaet e oan da aozañ priaj.

    (2) Barrekaat war : se perfectionner dans.

    (1966) BREZ novembre 109/8b. evid barrekaad war ar brezoneg.

    II. V. tr. d. Rendre capable de, apte à.

    (1931) VALL 33b. rendre apte, tr. «barrekaat.» ●(1954) BAHE 2/couv. 1. da gelenn an dud, da varrekaat ar vugale da c'honit o bara ha d'ober o zreuz er vuhez.

    III. V. pron. réfl. En em varrekaat.

    (1) Se perfectionner.

    (1938) GWAL 110-111/66. Turka 'rae d'en em varrekaat.

    (2) Acquérir des compétences.

    (1956) BAHE 9/2. dastum deskamant hag en em varrekaat d'ober e dreuz er vuhez.

    (3) En em varrekaat war : se perfectionner dans.

    (1927) FHAB Gouere 149b. e teuemp d'en em varrekaat war ar brezegerez. ●(1969) BAHE 60/69. em eus gallet en em varrekaat war an div yezh-se.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...