Devri

Recherche 'besel...' : 3 mots trouvés

Page 1 : de besel (1) à beselier (3) :
  • besel
    besel

    f./m. –où, beseier Récipient.

    (1612) Cnf 22a. Caffout an Azrouant en boutaillou pé en beseyer, so pechet maruel.

    (1829) IAY 39. Eur vessel neve a vir pell ar c'hoëz deus ar liqueur quentan a ve bet ennan.

    (1910) MBJL 6. ar besel zakr a zervijas d'hon Zalver en e goan diwean. ●7. e oa bet kuzet ar besel-ze en ul lec'h amwel. ●(1910) EGBT 66. besel, m., tr. «vase, pièce de vaisselle.» ●(1969) BAHE 62/42. beseloù houarn pil. ●(1975) BAHE 86/2a. Besel (-où) g. a dalvez kement lestr kleuz a zo er gegin, pe en ti : terinennoù, podoù, kelornioù, potouarnioù, h.a. Ur ger all, armoù-kegin (implijet el liester dreist-holl) en deus war-bouez nebeut an hevelep ster ha beseloù-kegin, pe listri-kegin.

  • beselad
    beselad

    f./m. Contenu du récipient nommé «besel». (?) cf. pezelad (?)

    (1863) GBI i 264. Ur beseled amann melenn tr. «Un vase rempli de beurre jaune.»

  • beselier
    beselier

    f. Vaisselier.

    (1955) STBJ 119. E korn ar zal, leun-tenn a veajourien, e oa eur benveg-iñgaler da werza madigou hag, evel just, ne ouien ket petra e oa eur seurt ijin. Ruz-tan e liou, e tenne kalz d'eur veselier vihan. ●148. Dirak an nor, en tu-all d'al leur-zi, eur veselier kizellet brao, a luc'he enni an tachou koueor melen. Eur grusifi a oa warni hag a-dreñv, war ar rizou, renkennadou plajeier livet ha rikamanet. ●(1962) EGRH I 14. beseïer n’eo nemet ar ger gallek vaisselier disatget e doare Gwened. E Kernev e lavarer beselier gwregel, avat. ●(1984) ECDR 150. ar viseliar, an horoalj hag an armel e-kichen an toull keuneud.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...