Devri

Recherche 'birvilh...' : 4 mots trouvés

Page 1 : de birvilh (1) à birvilhet (4) :
  • birvilh
    birvilh

    f. –où

    (1) (en plt de qqn) État d'excitation.

    (1915) KZVr 116 - 23/05/15. Birvilh, féminin, pluriel ou, tr. «tressaillement de joie, d'épouvante, remuement, agitation, bouillonement, battement répété et fréquent.» ●Ar virvilh a zo em gwazied, tr. «mon sang bout dans mes veines. Milin.» ●(1947) YNVL 35. Re a virvilh eo an dra-se evit ar memes devezh hag ar memes den. ●(1955) STBJ 94. Eur redadeg kezek-houarn a dlee mont e-biou ha, morse c'hoaz, ne oa bet e Pleiben eur seurt tra da zidui an dud. N'eo ket souezus, eta e oa birvilh gant re ar barrez hag e c'hortozent gant mall ar re a anver bremañ, war ar c'hazetennou, «ramzed an heñchou bras.»

    (2) (en plt de la mer) Agitation, bouillonnement.

    (1962) LLMM 95/404. Eno e c'houezhe dalc'hmat un avel yac'hus ha kreñv hag e veze birvilh gant ar mor.

  • birvilhañ / birvilhat
    birvilhañ / birvilhat

    v.

    I. V. intr.

    (1) (en plt de qqn) Être excité, agité.

    (1915) KZVr 116 - 23/05/15. Birvilha, verbe neutre, tr. «tressaillir de joie, de peur, se remuer, (s') émouvoir, Milin.» ●(1981) ANTR 157. Red eo distana goude re virvilla.

    (2) (en plt d'un liquide) Bouillonner.

    (1925) BILZ 116. eur wazennig dour beo ha seder a virbille. ●(1939) MGGD 81. Briz e oa gorre ar mor gant pennou ar pesked o tont er-maez dioutañ ha birvilhat a rae gant ar firbouch a oa ennañ.

    (3) (en plt d'une foule) S'agiter.

    (1985) AMRZ 39. Eun neiziad merien hag a virville, eur pez trouz ganto.

    II. V. tr. d. Animer.

    (1931) VALL 26b. Animer ; exciter (le courage, etc.), tr. «birvilha

  • birvilher
    birvilher

    m. –ion (?) Homme qui aime parler, bavard (?) agitateur (?) confusion avec birbilher, marvailher (?).

    (1963) LLMM 96/5. Yann-Louj a oa bet re hir e deot ha, daoust d'e vezh-natur, e rankas sentiñ. Marteze ivez, ar birvilher a oa anezhañ ne c'houlenne ket gwelloc'h evit hen ober.

  • birvilhet
    birvilhet

    adj.

    (1) Animé.

    (1915) KZVr 116 - 23/05/15. beza birvilhet eus a eur feiz kre, tr. «être animé d'une foi forte, Combeau.»

    (2) Excité.

    (1958) BRUD 3/31. emede an oll war-zao e Pont-Koblant, birvilhet o 'fenn o hedal eun darvoud iskiz bennag da c'hoarvezoud. ●(1964) ABRO 109. ha, birvilhet-holl, e krie a-bouez penn.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...