Recherche '"c'hoar"...' : 55 mots trouvés
Page 1 : de c_hoar (1) à choarzher (50) :- c'hoarc'hoar
f. c'hoarezed
I.
(1) (famille) Sœur.
●(1499) Ca 111b. Hoar. g. seur. ●(1576) H 52. An breuzr dan Choar, tr. « the brother to the sister. »
●(1659) SCger 110b. sœur, tr. «c'hoar, c'hoareset.» ●(1710) IN I 198. hor breudeur ha c'hoareset. ●(1792) CAg 119. Hou perdér omb, hou ç'hoérezet. ●(17--) TE 22. é hoènt ou deu brær ha hoær.
●(1856) VNA 100. Mes sœurs sont mortes, tr. «Me hoérezèd zou marhue.» ●(1866) FHB 54/12b. Breudeur ha c'hoarezed. ●(1868) FHB 160/29a. ne zigor he ginou nemet dre ral, evit flipata tad, mam, breur, c'hoar... ●(1876) SBI I 322. diou a c'hoerezed, tr. «deux sœurs.»
●(1907) PERS 79. Epad ma chomm e ti he c'hoar. ●(1913) THJE 10. Honen e oé bet dehi enta hum vellein a zesaù hé hoér.
(2) Femme.
●(1939) RIBA 126. En hoér-man e rekehè berùein get er vuhé.
II. (religion)
(1) Sœur.
●(1710) IN I 124. d'ar Vreudeur ha C'hoareset eus ar Breurieziou-se.
●(1844) DMB 72. Hoér erbet ne lar pedenneu, tr. « Aucune bonne-sœur ne dit autant de prières. » ●(1889) SFA 93. beza mamm da eur vandenn c'hoarezed – herrio e leveror seurezed – a dlie lugerni dre ar bed. ●187. C'hoarezed Stez Klara.
●(1913) THJE 27. hag e laka hé zrespleg releg en Hoér Teréz. ●(1915) KZVr 116 - 23/05/15. ar c'hoar Jann, eus e hano-bed Le Beaudour.
(2) C'hoar c'hris : sœur grise.
●(1868) FHB 190/266b. c'hoarezet guenn, c'hoarezet gris.
●(1911) BUAZperrot 256. Sevel a eure urz ar C'hoarezed gris.
(3) C'hoar wenn : sœur blanche.
●(1868) FHB 190/266b. c'hoarezet guenn, c'hoarezet gris.
- c'hoar-gaerc'hoar-gaer
f. c'hoarezed-kaer Belle-sœur.
●(c.1718) CHal.ms i. belle sœur, tr. «hoüereset caer.»
●(1878) EKG II 269. da zellet ouc'h he c'hoar-gaer.
●(1900) KEBR 12. Ar c’hoar-gaer, tr. « La belle-sœur » ●Ar c’hoarezed-kaer, tr. « Les belles-sœurs ». ●(1934) PONT 13. eur c'hoar-gaer d'ezi oa mestrez skol.
- c'hoar-gompezc'hoar-gompez
f. c'hoarezed-kompez Sœur germaine.
●(1732) GReg 870b. Sœurs germaines, sœurs de pere, & de mere, tr. «C'hoaresed compès.»
- c'hoar-iou
- c'hoar-laezh
- c'hoar-magerc'hoar-mager
voir c'hoar-vager
- c'hoar-vager
- c'hoarec'hoare
v.
(1) Arriver, se produire.
●(1659) SCger 161b. oariout, tr. «arriuer.» ●petra a oari deoc'h, tr. «qu'auez-vous ?» ●(1710) IN I 440. Ar memes tra a c'hoare gant an eneou pere a gar Doue. ●(1727) HB 429. evelse a c'hoare gant ar re so stag o c'halon ouz traou ar bed. ●(1732) GReg 68b. Qu'avez-vous ? tr. «petra a c'hoare gueneoc'h-hu ?» ●350a. Il s'ensuit de la, que, tr. «ac'hano e c'hoare, penaus.»●(1752) BS 261. Pa c'hoare un drouc benac gueneomp.
●(1866) FHB 80/217a. Evelse a c'hoare ive gant eost an ene.
●(1902) PIGO I 25. petra 'oa c'hoare gantan. ●122. Petra 'zo 'c'hoare a-neve ganit fenoz ?
(2) =
●(1902) PIGO I 111. petra 'oa c'hoare da gement-ze. ●(1908) PIGO II 11. Petra zo c'hoare d'it ? ●(1922) IATA 14. Ma c'hoare dezho mervel e maoun rivinet neat. ●46. Divar ar mare, petra 'zo c'hoare ganez ?
- c'hoareg / c'hoarezegc'hoareg / c'hoarezeg
f. –ed
(1) Belle-sœur.
●(c.1718) CHal.ms i. belle sœur, tr. «hoüerec, houeresec, houerezeguet.»
●(1839) BESquil 192. souffrein a berh é zihue hoérêc.
●(1913) AVIE 47. Hérod e fal viùé get Hérodiad, é hoereg.
(2) Belle-sœur d’un autre lit, demi-sœur.
●(1732) GReg 88b. Belle-sœur, fille d’un autre lit, tr. «Hanter-c’hoar. p. hanter-c’hoaresed. Van. Hoëreg. p. hoëregued.» ●870b. Sœur de pere, & non de mere, ou de mere, & nom de pere. «Hanter-hoar. p. hanter-hoaresed. (Van[netois] hoëreg. p. hoëregued.) En un quartier de Leon, ils disent : Lès-hoar. p. lès-hoaresed.»
- c'hoari .1c'hoari .1
m. –où
(1) Jeu.
●(1499) Ca 194b. g. fuyte / ou chace a lesteuf. b. chancc en hoari polot. ●(1575) M 218. Na huerzin, na hoary, na deduy á priet, tr. «Ni de rire, ni de jeu, ni de plaisir conjugal.» ●(1612) Cnf.epist 22. comediennou profan, bancquedou, mascaradennou, hoariou, danczou, gourenerez, chasceal, festou dez, ha festou nos. ●(1612) Cnf 14a. Mar blasphem Doué oz hoary, ez dlé quittat an hoaryou.
●(1659) SCger 68a. ieu, tr. «hoari, p. iou.» ●(1710) IN I 319. un darn eus an arc'hant pehini a yoa er c'hoari. ●(1732) GReg 138a. Jeu de cartes, tr. «C'hoary cartou. p. c'hoaryou-cartou.»
●(1838) CGK 20. Camarad va c'hoario. ●(1856) VNA 160. se marier n'est point un jeu d'enfants, tr. «diméein n'en dé quet un hoari bugalé.»
●(1902) PIGO I 87. ledanâd e borz, ober eur c'hoari boulou ha kilhou. ●(1907) PERS 27. Ne oa ket goall droet var ar c'hoariou. ●(1907) BSPD I 238. ne garé tam en hoarieu-bugalé.
(2) Jouet.
●(1633) Nom 171b. Crepundia : tous ieux de petits enfans : oll hoaryou an bugalè munut.
(3) Affaire.
●(1924) CBOU 2/29. Me gav d'in L..., ma rankfe merc'hed Kastell golei o fas evelse, e ve eur c'hoari all, int-i hag a gar kement en em ziskouez !... ●(1938) DIHU 328/149. Un hoari aral e oè bet dehon lakat é lavreg ; deit e oè de ben neoah get éleih a boén hag a zamanteu.
(4) Peine (à faire qqc.).
●(1910) FHAB Here 307. mil c'hoari d'ezo diouall o douarou a enep o amezeien.
(5) Faits et gestes.
●(1879) ERNsup 149. Oñm c'hoario, nos faits et gestes, Trév[érec].
●(1936) CDFi 4 janvier. distroomp d'al Leo-Drêz da welet penaos ez a ar c'hoari en dro etre al laeron, Jakez Gargamm hag e c'hoar.
(6) Difficulté(s).
●(18--) MILg 15. araok neuze c'hoari vezo.
●(1915) HBPR 208. meur a vech e vije atao c'hoari o klask lakaat anezho er prizoniou. ●(1923) FHAB Mae 181. C'hoari am eus ganez, amboubal koz, met dont a ri kouskoude ! ●(1934) KOMA 6. En dro-man em eus bet c'hoari o tont. ●(1941) FHAB Gouere/Eost 59. ha me am eus c'hoari o klask derc'hel eur bluenn em dourn. ●(1994) BRRI 16. C’hoari en deus o pignat gant an diri, ne vez ket digoret klaz dezhañ.
(7) Fort à faire.
●(1915) HBPR 108. Mar deomp da brizounia anezho, neuze avad, e vezo c'hoari.
(8) Querelle.
●(1869) SAG 302. C'hoari a zavaz gouzkoude entrez-ho.
(9) (Ober) c'hoari gaer : faire cocagne, s'amuser, s'en donner.
●(c.1718) CHal.ms i. cocagne, tr. «hoari gaer, ober cocagn'.»
●(1925) SFKH 13. gobér hoari gaér ha buhé fal…
(10) Ober ur c'hoari gaer : faire un beau coup.
●(1834) SIM 161. e voa en em introduet (…) en ur maner, e pelec'h ec'h espere ober ur c'hoari gaer.
(11) Ober ur c'hoari gaer da ub. : jouer un bon tour à qqn.
●(1866) BOM 42. Te n'euz gret d'in eur c'hoari-gaer ! tr. «tu m'as joué un joli tour !»
(12) C'hoarioù dorn : attouchements sexuels.
●(1838) OVD 155. en hoarieu dourne (...) é mesque er sorte boufonnereaheu-zé. ●(1839) BESquil 495. hum zihuen doh er bocqueu, doh en hoarieu dourne, doh er bouffonnereaheu digampen.
(13) (sport) Joute.
●(c.1500) Cb 94a. [goaff] Jtem hoc hastilicidium / ij / g. ieu de lance / cest proprement iouste de lance. b. hoary gant goaff.
(14) Digeriñ ar c’hoari : lancer le jeu.
●(1941) STRN 5/9-10. Evit digeri ar c'hoari, e kemere ar c'hosa ac'hanomp eun tog, ha pep-hini a lakae eur biz ebarz.
(15) Acte sexuel.
●(1763-1767) SE 55ab. Lavar dign gouscoudé a biquen ne cessi / emér vaoues de breur a garé ar c’hoari ?
- c'hoari .2c'hoari .2
v.
I. V. tr. d.
(1) Jouer.
●(1499) Ca 112a. [hoari] Jtem ludipilo / as. g. iouer a la pelote a lesteuf a la paulme. b. hoari an bolot. ●(1647) Am 753. Mar bez foull e’r bro nep sceurt jolory. He fezo hem’zy, a n’y c’hoario., tr. S’il y a foule dans le pays, un tapage d’aucune sorte, ce sera dans ma maison, et nous jouerons. »
►personnification-meton.
●(1942) DRAN 142. War grec’h, e tu barakennou ar Rusianed, eun akordeons a c’hoarie goustad, e peoc’h an hañv.
(2) Manier (un outil).
●(1847) FVR 72. Ho trugarekaat, Aotrou, eme ar goaz koz, ha ker kent e c’hoarie laouen he vulzun.
(3) Manier (les armes).
●(1741) RO 1200. Huy a lar em diquet da hoary an armo. ●(17--) EN 56. o hoari ar fleuret, tr. «à jouer du fleuret.»
●(1854) GBI i 366. Ewit c’hoari un taol kleze, tr. «Pour jouer un coup d’épée.» ●Da c’hoari ar c’hleze int bet et, tr. «Ils se sont mis à jouer de l’épée. ●(18--) PEN 92/39. c’hoariomp un toll fleuret. ●61. c’hoarri mosklet c’hoarri ar fleured.
●(1911) AOTR 9. hag eo bet red d’in c’hoari ar c’hlenze evit dont beteg aman. ●14. kavet e bar da c’hoari klenze. ●15. desket c’hoari ar c’hlenze.
(4) Jouer aux (cartes, dés, etc.).
●(1499) Ca 112a. iouer a la pelote a lesteuf a la paulme. b. hoari an bolot.
●(1834) SIM 15. c’hoari dinçou.
(5) C’hoari buhez fall : mener une vie de patachon.
●(1902) PIGO i 24. mez o c’hoari bue fall en evoa kollet e vado.
(6) C’hoari ardoù : se servir de ruses.
●(17--) VO 11. En ardeu e hoari en diaul eit trompein er-ré en devai ur certæn hoand de bratiquein er vertu.
(7) C’hoari koll pe c’hounit : risquer le tout pour le tout.
●(1633) Nom 193b. De summa rerum prœlio decertare, de summa imperij dimicare extremam belli aleam, experiri summam salutem periclitari, in dubiam seruitij imperiiq ; aleam ire, aleam omnem iacere, vltima experiri : se mettre en hazard, ou de vaincre ou d’estre vaincu par bataille : en em lacquat en hasard, da fezaff pe da vezaff, fezaff fezet dre’n coumbat, hoariff coll pe gounit.
(8) Jouer (une pièce de théâtre).
►absol.
●(1633) Nom 132a. Fori, spectacula : eschaffaut où sont ceux qui regardent ioüer : an chaffòt pè en læch an rè á vez ô guelet hoary.
II. V. tr. i.
(1) C’hoari war ub. : insister sur qqn.
●(1902) PIGO i 133. kement e c’hoariaz warnan, ma sinaz ar pôtr.
(2) (musique) C’hoari gant : jouer de.
●(1732) GReg 482a-b. Pincer, ou batre les cordes d’une guitarre, joüer de la guitarre, tr. «C’hoari gand ar guitarr.»
●(1928) LEAN 46. Diouz an noz e c’hoarie gand ar piano.
(3) C’hoari gant =
●(1951) KROB 39-40/18. N’eo ket gwall aes c’hoari gant al linenn etre Kastell ha Montroulez peogwir n’eus nemet eul linenn el lec’h an diou a gaver peurvuia.
(4) C’hoari ouzh ub. : jouer contre qqn.
●(1894) BUZmornik 495. eur mevell hag a risklfe er c’hoari da zul kement guennek en deuz gounezet var ar zizun, en defe zur pec’hed (...) ; mes an dud pinvidik a c’hoarife outhan o defe c’hoaz brasoc’h pec’hed.
(5) C’hoari ouzh ub. : égaler qqn.
●(1857) CBF 73. Me glaoustfe barver ar roue ne ve ket evit c’hoari out-han, tr. «Je gagerai que le barbier du roi ne pourrait lutter avec lui.»
(6) C’hoari anezhi : s’en donner.
●(1927) GERI.Ern 18. c’hoari anei T[régor], tr. «s’en donner.»
III. V. intr.
(1) Jouer.
●(1499) Ca 111b. Hoari. g. iouer. ●(1580) G 588-589. Danzomp, hoaryomp, groeomp cher/ pan eou hon mecher ober yoay, tr. «Dansons, jouons, faisons la vie, / Puisque notre métier de faire la joie.» ●Note d’E. Ernault : Lire ‘ober yoay hon mecher’. ●(1612) Cnf 14a. Mar blasphem Doué oz hoary, ez dlé quittat an hoaryou. ●(1621) Mc 34. nep à gounez archant dre choary.
●(1838) OVD 217. ne hoariér nameit eit hum zivertissein.
(2) C’hoari da vat : jouer pour de bon.
●(1955) STBJ 89. war zigarez na oa ket diviz etrezo e c’hoarient da vat...
(3) C’hoari da fall : jouer pour de faux.
●(1907) DRSP 35. Gwelet a raïnt bremaïk ha ni c’hoari da fall. ●(1955) STBJ 89. ...Hervez ar c’hiz, n’en deveze ar gounezer ar gwir da gaout netra pa c’hoarie da fall.
(4) C’hoari da fall : être gravement malade.
●(1939) KTMT 62. Perig, ar yaouanka eus ar baotred, a oa o c’hoari da fall.
(5) =
●(1954) VAZA 9. Hemañ a c’hoarie un dra bennak gant e c’har.
IV. (acte sexuel)
(1) V. tr. d. C’hoari ur vaouez, ur plac’h : faire l’amour (point de vue masculin).
●(1884) CRYP 296. C’hoari eur plac’h, tr. « jouer d’une fille. »
●(1982) TREU 29. C’hoari (eur vaouez), tr. « faire l’amour (pour un homme). »
►absol. (point de vue féminin).
●(1580) G 574. Pemdez hoary eu a spyaf, tr. « Chaque jour c’est jouer que je cherche. » ●588-589. Danzomp, hoaryomp, groeomp cher, // pan eou hon mecher ober yoay, tr. « Dansons, jouons, faisons la vie, / Puisque c’est notre métier de faire la joie. »
●(17--) EN 567-569. Petra varboulles te, mam an jnpocrisy ? / ne voais evid pad quen er gouand eb hoary, / quis ar gisty ehe [ha] lairres, a pillal, tr. « Que barbouilles-tu, mère de l’hypocrisie ? / tu ne pouvais plus durer dans le couvent sans jouer, / la manière des putains, c’est et voler et piller. » ●note G. Dottin : « hoary au sens grivois de ce mot. »
●(1905) TCEL 460. … est des plus salés en breton, étant donné le sens à double entente du mot c’hoari dans la langue populaire : Ma fé, ôtro curé, pétra fot d’ec’h ? Pé c’hoari éno [au théâtre], pé c’hoari er gêr !... (« Ma foi, monsieur le curé, que voulez-vous ? Ou jouer là, ou jouer à la maison. »). Le bon Vincent Coat, après m’avoir cité le propos, ajoutait : « Je ne sais pas comment elles jouaient chez elles, mais sur le théâtre c’était plaisir de voir comme elles s’en tiraient. »
►absol. (point de vue masculin).
●(1763-1767) SE 55ef. Selaouit, selaouit, an heilloun, emïzi / bete’n neur diveza e fell deza c’hoari, tr. « Ecoutez ! écoutez ! le polisson ! dit-elle, jusqu’à la dernière heure il lui faut jouer ! »
►absol.
●(1580) G 690-694. A bout e bout gant mygnony // ezyf em youl, na ret sy. / Deomp car ma car da hoary : // aeth eu Guenole non cleu muy, tr. « D’asile en asile, avec amour, / J’irai à ma volonté, n’en doutez pas. / Allons, ami, mon ami, jouer:/ Guenolé est parti, il ne nous entend plus. »
(2) V. intr. C’hoari gant : faire l’amour avec.
●(1710) IN I 298. Abimelec er guelas o c’houari ganti, da lavaret e oc’h e cherissa gant ur garantez tener. ●(1727) IN 299. Amimelec er guelas o c’hôari ganti, da lavaret e oc’h e cherissa gant ur garantez tener.
●(c.1870) SBI I 200. Neuze, war ar mor dôn pa int bet digwezet, / Da c’hoari gant ar plac’h ec’h ê bet ’n em laket, tr. « Alors, sur la mer profonde quand ils sont arrivés, / A lutiner la fille il s’est mis. »
●(1943) DOGA 15. an Aotrou Komiser bras a zo, d’an eur-mañ, o c’hoari gant… Kompren a rez, Lom ? ●(1981) PNHN 101. Ha marteze a-walc’h, pa soñjan mat, ez eo ac’hub gant ur paotr all a-benn bremañ. Moarvat n’on ket va-unan o c’hoari ganti.
V. En em c’hoari :
●(1907) KORN 8. Hag e kasint anezan da benn en em c’hoari marteze, eme Fanch ?
VI. Diwar c’hoari eo kelenn : le théâtre instruit.
●(1907) KORN 8. « Diwar c’hoari eo kelenn, » a lavare ar re goz hag ar skiant vad a zo a du ganto war an dra-ze.
VII.
(1) C'hoari e baotr : s’amuser. Cf. GMB 176 : « La virgule après c'hôary est sans doute fausse; le premier hémistiche contient l'expression actuelle c'hoari i bôtr, faire son jeune homme, s'amuser ».
●(1647) Am 736. D'a c'hôary, va paôtr, a d'a disäotren, tr. R. Hemon «Pour faire le jeune homme et me débarbouiller.»
(2) C’hoari e baotr : faire des siennes.
●(1903) MBJJ 61. an drouk-mor o c’hoari e bautr.
(3) C’hoari e baotr : se battre virilement.
●(1633) Nom 193a. Ad manis venire, collato pede prœliari, conferre manum, conferre signa vel pedem, confligere acie, gradum conferre cum hoste, decernere armis, decernere acie vel ferro : batailler, combattre, venir à la main, liurer la bataille : battailliff, coumbatiff, coummeret an armou ha neuse hoariff ez paotr.
(4) C'hoari kas d'ar gêr : raccompagner les filles à la maison, le soir ; flirter.
●(1966) BRUD 30/13 (T) E. ar Barzhig. Ha penaoz e vefe bet vil eur plah yaouank daou-vloaz warn-ugent d'eur paotr pevar bloaz kosoh egeti, didonet d'an oad ma vez darn o redeg ar pardoniou, ha goude, lakeda, o c'hoari kas d'ar gêr.
(5) C'hoari mil-ha-kazh : jouer (sa vie) à la loterie. Cf. mil-ha-kazh
●(1957) AMAH 110 (T) *Jarl Priel. Gwerzh o bilhed hent-houarn, peadra rik-ha-rik da brenañ bitailh, butun hag hini kreñv a-hed ar veaj, setu gopr an dud-se pa bellaent diouzh Varsovia da c'hoari mil ha kazh gant o buhez.
(6) C'hoari bintañ-bantañ : dodeliner de la tête lorsque l’on a envie de dormir.Cf. le jeu enfantin du même nom.
●(1958) BRUD 5/28 (L) *Mab an Dig. Serra a reas e zaoulagad, ha goustadig e benn en em lakeas da hoari binta-banta.
(7) C'hoari tro an impot : voir impot.
(8) C'hoari an dall da : voir dall.
(9) C'hoari ar vazh : voir bazh.
(10) C'hoari las : voir las.
(11) C'hoari e gi war ar mor : voir ki.
(12) C'hoari e loa : voir loa.
(13) C'hoari an troad leue da : voir troad.
(14) C'hoari e droad porc'hell : voir troad.
(15) C'hoari viel : voir viel.
(16) C'hoari gant e voned : voir boned.
(17) C'hoari gant e dog : voir tog.
(18) C'hoari gant he c'hoef : voir koef.
(19) C'hoari penn pe fleur : voir fleur.
(20) C'hoari ar sac'h war udb. : voir 2. sac'h.
(21) C’hoari sac’h : voir 2. sac’h.
(22) C'hoari e benn : voir penn.
(23) C'hoari e benn bihan : voir penn.
(24) C'hoari tourig ar prad : voir prad.
(25) C’hoari al louarn : voir louarn.
- c'hoari-dotuc'hoari-dotu
m. Jeu de la crosse.
●(1732) GReg 237b. Crossement, jeu de la crosse en hiver pour s'échauffer, tr. «c'hoary d'o-tu.»
- c'hoari-gatik
- c'hoariadegc'hoariadeg
f. –où
(1) Jeu collectif.
●(1879) ERNsup 145. c'hoariadek, jeu collectif.
(2) Pièce de théatre (jouée).
●(1931) FHAB Genver 36. staga gand ar c'hoariadeg. ●(1941) FHAB Gwengolo/Here 84. Ar c'hoariadeg dec'h a dalveze kement ha kaera prezegenn a oufe beza graet war ar gontrision. ●(1942) FHAB Meurzh/Ebrel 143. epad ar c'hoariadeg a voe graet gant c'hoarierien Scrignac.
- c'hoariadennc'hoariadenn
f. –où
(1) Partie, match (jeu, sport).
●(1879) ERNsup 146. c'hoariadenn, une partie de jeu, Trév[érec].
●(1927) GERI.Ern 10 & 82. c'hoariadenn, tr. «partie de jeu.» ●(1941) ARVR 48/4a. eur c'hoariadenn football.
(2) Pièce de théâtre (jouée).
●(1907) KORN 11. kenta gwech ma klevo meneg eus eur c’hoariadenn vrezonek bennak. ●(1912) GMGE 24. pa welomp displega dirag hon daoulagad c’hoariadennou brezounek.
- c'hoaribennc'hoaribenn
s. Le prix ou les gages qu’engage qqn pour une partie.
●(1633) Nom 204b. Præmium : guerdon : an pris pe'n gaiou á douc vn den euit vn hoary-benn.
- c'hoaridi
- c'hoariellc'hoariell
f. –où
A.
(1) Comédie, pièce de théatre.
●(1867) FHB 124/154a. Guech all e Breiz-Izel e veze diskuezet e c’hoariellou passion hor zalver J.C.
●(1907) KORN 12. eur c’hoariell eus ar regaëra savet gant an Aot. Job er Bayon. ●(1922) IATA 3. c’hoariel farsus.
(2) Chose sans importance, bagatelle.
●(1716) PEll.ms 213. C’hoäriel, (…), tr. « niaiserie, badinerie. » ●(1744) L’Arm 12b. Amusement, tr. «Hoariell.. leu. f.» ●(1790) Ismar 357. haval vehai é seèllér er Hatechén avèl un hoarièl necessær. ●(1792) CAg 71. A p’ou dèss ean aquippet [jesus], / En traite el un hoariele.
●(1821) GON 286b. Eur c’hoariel n’eo kén, tr. « ce n’est qu’une bagatelle. » ●(1825) COSp 82. hoarielleu væn. ●(1866) BOM 44. Kement-se zo c’hoariellou. ●(1869) SAG 17. peleac’h em-an ho istim evit sin ar Groaz ; anat eo ne deo evit ho nemet eur c’hoariel. ●(1889) SFA 62. diouallomp d’en em goll gand c’hoariellou ar bed-man.
●(1907) VBFV.fb 9a. babiole, tr. «hoariel, f. (pl. leu).»
B.
(1) Jouet.
●(1716) PEll.ms 213. C’hoäriel, tr. « Jeu d’enfant, joüet, petit jeu. » ●(1732) GReg 511a. Jeu pour amuser des enfans. C'hoaryell. p. c'hoaryellou. (Van. id. p. ëu. ●544b. C'hoaryell. p. c'hoaryellou. (Van. id. p. ëu. ●(1744) L'Arm 191a. Pour amuser les enfans, Hoariell.. leu f.
●(1821) GON 286b. [c]’hoariel (de 3 syll. c’hoa-ri-el), s. f. Jeu ou jouet d’enfant. (..) Pl. c’hoariellou. Eur c’hoariel a bréninn d’hô pugel, tr. « j’acheterai un jouet pour votre enfant. » ●(1867) MGK 141. ar re a ra c’hoariellou. ●(1876) TDE.BF 90a. c'hoariell, s. f. Jeu d'enfant en général; pl. ou.
●(1907) PERS 11. eur patroum bian, skeuden ar Verc’hez Vari, e koat ; mes el leac’h bea eur c’hoariell evithan, ez oa eun dra da veza enoret. ●(1927) GERI.Ern 56. [c'hoar]iell f., tr. « jeu, jouet. » ●82. c’hoariell f., tr. «jouet.» ●(1937) DIHU 310 Ebrel 245. me mam en devoè degaset dehon ag en Oriant un hoariell neùé.
(2) Hochet.
●(1732) GReg 496b. Hochet, petit jouet d'un enfant encore à la mammelle. C'hoaryell. p. c'hoaryellou. diduell. p. diduellou. ●(1744) L'Arm 185b. Hochet, petit jouet d'un nourisson, Hoariell.. eu. m.
(3) sens fig. Servijout da c’hoariell da ub. : être un jouet entre les mains de qqn.
(4) Jeu.
●(1927) GERI.Ern 82. c’hoariell f., tr. «jeu.»
●(1854) MMM 79. e teu da servichout da c’hoariel d’ê volontes barbar.
(5) sens fig. Dont da vezañ c’hoariell da ub. : devenir le jouet de qqn.
●(1863) GOM 254. hac int deut da veza erfin c’hoariel d’an diaoul.
C.
(1) Ober ur c’hoariell = (?) faire une bêtise (?).
●(1906) KPSA 182. Aotrou Persoun, eur c’hoariel eo, na muioc’h na nebeutoc’h, a roit ali d’in da ober.
(2) Lakaat ar siell war ar c’hoariell : voir siell.
- c'hoariellajoù
- c'hoariellañ / c'hoariellatc'hoariellañ / c'hoariellat
v. intr.
(1) Jouer, s'amuser.
●(1921) PGAZ 24. bugaligou vian o c'hoariellat enn dro d'eomp. ●(1927) FHAB Genver 19. c'hoariellat da ober ar medisin bihan. ●(1927) GERI.Ern 82. c'hoariella, tr. «s'amuser.» ●(1953) BLBR 58-59/12. setu metalennou deoc'h da c'hoariellat. ●(1982) MABL I 42. (Lesneven) kollet tout he studi o c'hoariellat.
(2) Folâtrer.
●(1928) BFSA 22. Chom da c'hoariellat bepred gant eun toullad pennou skanv ? ●(1951) BLBR 36/13-14. Yvonaig a zo eur baotrez a zoare, hag a dle kaout peadra. Met ne garfen ket gwelout va mab o c'hoariellat war he zro.
- c'hoarieller
- c'hoariellerezhc'hoariellerezh
m.
(1) Bagatelles.
●(1920) AMJV 6-7. re gaer eo kement-se evit ma'z afen d'en em goll gant c'hoariellerez ha traou a netra ar bed.
(2) Quelque chose sans importance.
●(1869) FHB 219/74a. Er fals relijionou, mar o deus dalc'het eul lit bennag, al lit-ze a deu da veza eur c'hoariellerez, eun dizurs.
(3) Jeu, passe-temps.
●(1963) EGRH II 115. c’hoariellerezh m., tr. « jeu, passe-temps. »
- c'hoarielligc'hoariellig
f. enfant. Petite joueuse.
●(1974) TDBP III 104. Gwelet a rit c'hoarïellig ive ?, tr. « voyez-vous cette petite Jouaillon ? »
- c'hoarier .1
- c'hoarier .2c'hoarier .2
m. –ion
(1) Joueur.
●(1499) Ca 112a. [hoari] g. iouer. b. hoarier. ●Jtem hic pilliludius dii. gal. ioueur de pelote. b. hoarier dan bolot.
●(1659) SCger 70b. ioueur, tr. «hoarier.»
(2) spécial. Joueur (de cartes, dés, etc.).
●(1790) Ismar 419. er-ré e fourniss tiér d'en (...) hoarierion cartès.
●(1824) BAM 121. d'ar vezverien, d'ar c'hoarieurien. ●(1834) SIM 13. c'hoarierien dinçou. ●(1838) OVD 218. n'hé doé biscoah hantet compagnoneah en hoarerion nac en hoarierézèd. ●(1868) KTB.ms 14 p 114. ann tri c'hoarier karto.
●(1903) LZBg Meurzh 61. Anjuliet e oé bet dré un hoariour argand. ●(1927) GERI.Ern 82. c'hoarier, tr. «joueur.»
(3) Acteur.
●(1927) GERI.Ern 82. c'hoarier, tr. «acteur.» ●(1931) FHAB Genver 34. c'hoarierien ha c'hoarierezed eus an dibab. ●(1942) FHAB Meurzh/Ebrel 143. epad ar c'hoariadeg a voe graet gant c'hoarierien Scrignac.
(4) Musicien.
●(1659) SCger 78a. menestrier, tr. «c'hoarier.»
●(1903) MBJJ 242. Dont 'ra ganti ar Marseillaise (...) 'vel pa vije enni c'hoarierien euz an dibab.
- c'hoarier-lazh
- c'hoarierez
- c'hoarierezh
- c'hoarigc'hoarig
f. enfant. Petite sœur.
●(1974) TDBP III 104. Pelec'h ema (…) e c'hoarig ?, tr. « où est (…) sa petite sœur ? »
- c'hoarigaerat
- c'hoarigan .1
- c'hoarigan .2c'hoarigan .2
m. –ed Bohémien, comédien.
●(1981) LIMO 17 octobre. ur vandenn Hoariganed. ●«Hoariganed» est une des formes données à «Korriganed» avec ici un autre sens, celui de «bohémiens».
- c'hoarigandic'hoarigandi
m. –où (musique) Opéra.
●(1931) VALL 513a. Opéra ; édifice, tr. «c'hoarigandi m. pl. ou.»
- c'hoariig
- c'hoarilec'hc'hoarilec'h
m. –ioù (lieu)
(1) Théâtre.
●(1931) VALL 737b. Théâtre, tr. «c'hoarilec'h m. pl. iou.» ●(1931) DIHU 245/355. Marsé eùé, obér e hra er péh-hoari, (é gallek), ur spleit bennak ar en hoariléh.
(2) ext. Scène.
●(1925) FHAB Du 410. e pignint war ar c'hoarilec'h evit distaga d'eomp kanenn zispar «an Eured». ●(1937) DIHU 310 Ebrel 245. Er paotrig (pé er plahig) e za ar en hoariléh en ur dorchein e zeulagad goudé bout ouilet.
- c'hoarius
- c'hoariva / goarivac'hoariva / goariva
m. –où
(1) Théâtre (lieu). cf. c’hoarilec’h
●(1912) AHBT 76. Ruben hag é vab e zizoh ar en hoariva. ●(1921) LABR iv-v. Ebarh Paris, ne dolè ket ur zell ar er goarivaeu nag el léheu arall a ziverr-amzer, tr. « A Paris il n’avait pas un regard pour les théâtres et les lieux de plaisirs. » ●(1931) VALL 737b. Théâtre, tr. «c’hoariva m. pl. ou.» ●(1947) YNVL 91. E penn-laez ar c’hoariva, a-dreñv ur voger izel, gant ur gloued war an tu dehou, ez eus ul liorzh gant gwez avalou. ●(1963) LLMM 99/266. daou pe dri c’hoariva ha zoken ur c’hoarigan hag a vez leun kouch bemnoz !...
(2) ext. Théâtre (art).
●(1970) BRUD 35-36/145. eur pez-c’hoari frammet mad, en desped da veno ar re a zo chomet gand stummou klasel ar c’hoariva.
- c'hoarout
- c'hoarventez
- c'hoarvezet
- c'hoarvezoutc'hoarvezout
v. intr.
(1) Arriver, se produire.
●(14--) Jer.ms 1. Ha pebez maru a hoarvoe da Map Doe Roe ploeou, tr. «Et quelle mort advint au Fils de Dieu Roi des nations.» ●179. Quent hoarvot goaz hon en (lire : hem) lazomp, tr. «Avant qu’il n’arrive pire, tuons-nous.» ●(1499) Ca 27b. Broillaff in hoaruout est. ●(1612) Cnf 36a. eguit miret n’a hoarffez an tràsé. ●62a. Exempl so hoaruezet en amser Sant Gregor. ●(1621) Mc 103. Desiret em eux drouc dre ma coler, hep deuruout ez choaruife.
●(1659) SCger 161b. oaruezout, tr. «arriuer.» ●(1710) IN I 365. C’hoarvout a allo. ●(1727) HB 560. Peb tra hoc’h eus anavezet / Quen da c’hoarvout quen c’hoarvezet. ●(1732) GReg 65a. Avenir, arriver, parlant de l’évenement que les choses peuvent avoir, tr. «c’hoarvezout. pr. c’hoarvezet.» ●401a. Cela est arrivé par ma faute, tr. «C’hoarvezet eo bet qemen-ze dre va goall.» ●(17--) ST 152. kalz a c’hoarvez pa zonjer nebeuta, tr. «bien des choses arrivent quand on y pense le moins.»
●(1860) BAL 133. Setu petra c’hoarv. ●(1867) MGK 18. drouk a c’hell c’hoarvezout. ●(1868) KMM 114. Aliez e c’hoarv gant an dud coll Jesus. ●193. evel ma c’hoarv perliessa. ●(1872) ROU 67. L’esprit est comme une terre qu’il faut arroser, tr. «ar spered a c’hoarv ganta tro an douar, a ranc beza douret.» ●(1877) EKG i 155. ar pez zo c’hoarvezet a bell zo.
●(1903) MBJJ 233. ober a spered eun adtremen war 'bez a c'hoarveaz. ●(1907) PERS 88. Eur burzud oll (lire : all) a c'houarvezaz neuze.
(2) C'hoarvezout gant ub. : arriver à qqn.
●(1732) GReg 65a. S'il avient que je meure, tr. «mar c'hoarvez ganign, ou, mar c'hoare guenê, mervel.»
●(1862) JKS 23. Enep tra eo a c'hoarvez aliez gan-e-omp.
●(1900) MSJO 69. ne c'hall c'hoarvezout drouk ebet ganeomp. ●(1909) FHAB Gouere 202. an darvoudou a c'hoarves ganto, evel ar marvou chatal. ●(1911) BUAZperrot 77. ne c'hoarvezaz drouk ebed gantan.
(3) C'hoarvezout da ub. : arriver à qqn.
●(1847) MDM 222. pa c'hoarvez d'ezhan beza klan, dilabour, intaon.
(4) Avoir lieu, exister.
●(1857) HTB 136-137. Eur gustum, pe eur lezen meurbet dibaot a c'hoarveze ebarz ar gear a Gosmi.
(5) Aller, se passer.
●(1869) TDE.FB 34b. Tout va pour le mieux, tr. «pep tra a c'hoarvez evit ar gwella.»
(6) C'hoarvezout e : se constituer de.
●(1857) HTB 188. En petra a c'hoarvez-han ?
- c'hoarvezus
- c'hoarvezusted
- c'hoarvoutc'hoarvout
voir c'hoarvezout
- c'hoarzhc'hoarzh
m.
I.
A.
(1) Rire.
●(1659) SCger 105b. ris, tr. «c’hoars.» ●154b. hoars, tr. «ris.» ●(1732) GReg 823b. Ris, le ris d’une personne, tr. «C’hoarz. an hoarz. ar c’hoarz. Van[netois] hoarh.»
●(1933) KANNkerzevod 78/12. Va c’hoarz a strinke… ’vel en despet d’in. ●(1992) HYZH 189/61. (Treboull) O, na c’hoarzh !
(2) Rire général.
●(1752) BS 249. ur c’hoarz hac un huerez etouez an dud.
●(1878) EKG ii 70. Evit en em zevel a enep ar c’hoarz. ●71. Mar doa bet c’hoarz etouez ar zoudarded. ●146. O klevet-se, e savaz c’hoarz e touez ar zoudarded-all.
●(1942) DRAN 128. Chaok ha c’hoarz a zo en dro d’ar c’hirri.
(3) Un taol-c’hoarzh : un éclat de rire.
●(1896) HIS 46. Goliath (…) e hras un taul hoarh.
●(1906) DIHU 18/302. Un taul hoarh e achap genein. ●(1907) DIHU 25/413. Un taul hoarh e strimpas er méz a galoneu me hansorded.
(4) Ur bomm-c’hoarzh : un éclat de rire.
●(1929) FHAB C’hwevrer [couv. II]. na savo war e lerc’h nemet eur bomm-c’hoarz. ●(1934) OALD 48/163. Eclat de rire a zo bomm c’hoarz en brezoneg diwar ar maez.
(5) C’hoarzh diremed : fou rire.
●(1982) TKR 98. ur c’hoarzh diremed.
B. Ricanement.
(1) C’hoarzh ki : ricanement.
●(1910) EGBT 51. c’hoarz-ki, tr. «ricanement.»
(2) C’hoarzh skrign : ricanement.
●(1942) STOB 18/102. – Petra a vez graet d’al loened pa vezont marvet ? emezañ. / – Plantañ anezo, a respont an holl vugale war un dro. / – Mat, hag an dud ?... / Hag ur plac’h vihan da hastañ buan respont : / – Plantañ anezo ’barz ar vered ! / Ha c’hoarz skrign gant ar vugale all... ha gant an aotroù Person daoust ma kav amzere awalc’h ar respont-se.
C.
(1) Sourire.
●(1889) ISV 46. Ar mabik Jesus, a lavarer, a reaz eur c’hoarz. ●(18--) AID 132. groet ouzin ur hoars pe eur ser lagad, tr. «faites-moi un sourire ou un clignement d’œil.»
(2) C’hoarzh goap : sourire moqueur.
●(1901) FHAB Genver 207. eur c’hoarz goab en ho daoulagad ha var ho muzellou.
II. Ober ur c'hoarzh ki : voir ki.
- c'hoarzh-dic'hoarzhc'hoarzh-dic'hoarzh
adv. Qui rit tout le temps.
●(1977) PBDZ 784. (Douarnenez) c'hoarzh-dic'hoarzh, tr. «qui ne cesse d'avoir des accès de rire.»
- c'hoarzhadegc'hoarzhadeg
f. –où Rire collectif, explosion de rires, risée.
●(1913) PRPR 123. deut mad int gant ar re a gav mad ar vuez da veva, ar c'hoarzadeg uhel, ar serr-lagad fistoul. ●(1924) BILZbubr 38/843. Ha skrijadeg, c'hoarzadeg ! ●(1943) VKST Genver-C'hwevrer 208. Echu ar c'han, tamm ha tamm e teuas adarre marvailhadeg ha c'hoarzadeg e-touez ar yaouankizou. ●(1961) LLMM 86/151. e veze gwelet alies a-walc’h gouleier o flaminañ dre ar garm, skrij, gouel pe c’hoarzhadeg o sevel diouzh ar mogerioù didoenn. ●(1975) BAHE 87/11. nag a griadeg, nag a c'hoarzhadeg ! ●(1977) PBDZ 738. (Douarnenez) c'hoarzhadeg, tr. «énorme éclat de rire de nombreuses personnes.» ●aze zo bet c'hoarzhadeg, tr. «là on a bien ri.»
- c'hoarzhadennc'hoarzhadenn
f. –où
A.
(1) Éclat de rire.
●(1866) FHB 67/114a. c'hoarzadennou euzus. ●(1877) EKG I 77. he c'hoarzadennou a ioa re galounek. ●144. eur c'hoarzadenn iudaz.
●(1919) TOBB 45. c'hoarzadennou hudur. ●(1926) FHAB Gouere 258. c'hoarzadennou skiltrus an dud yaouank.
(2) Ober ur c'hoarzhadenn : rire.
●(1902) PIGO I 39. an itron a reaz eur c'hoarzaden. ●(1902) LZBt Du 18. Ober, riz neuze eur c'houerzaden. ●(1905) HFBI 126. Mari a réas eur pes choarzaden. ●(1926) FHAB C'hwevrer 62. Ar Gwinver a reas eur c'hoarzadenn.
(3) Ober ur c'hoarzhadenn war ub. : se moquer de qqn en riant.
●(1902) PIGO I 197. an dimezel a reaz eur c'hoarzaden warnan pa deuaz ouz tôl gant e vaz etre e ziouhar.
B.
(1) Sourire.
●(1934) OALD 48/163. Ha nann a-vat, eur c’hoarzaden n’eo ket un éclat de rire an hini ê, mez un sourire. « Yfik, gra eur c’hoarzaden da Data. » Yfik bihan n’ei ket d’ober hô hô hô d’e Data. Eclat de rire a zo bomm c’hoarz en brezoneg diwar ar maez.
(2) Ober ur c’hoarzhadenn ouzh ub : sourire à qqn.
●(1974) TDBP III 205. Graet he-devoa ur c’hoarzadenn ouzin, tr. « elle m’avait fait un sourire »
C. C’hoarzhadenn ar Werc’hez : éclaircie du samedi.
●(1931) VALL 237b. Éclaircie du samedi, tr. «c’hoarzadenn ar Werc’hez T[régor] f.»
- c'hoarzhekc'hoarzhek
voir c'hoarzhin
- c'hoarzher