Devri

Recherche '"c'hoarzh"...' : 11 mots trouvés

Page 1 : de choarzh (1) à choarzhus (11) :
  • c'hoarzh
    c'hoarzh

    m.

    I.

    A.

    (1) Rire.

    (1659) SCger 105b. ris, tr. «c’hoars.» ●154b. hoars, tr. «ris.» ●(1732) GReg 823b. Ris, le ris d’une personne, tr. «C’hoarz. an hoarz. ar c’hoarz. Van[netois] hoarh

    (1933) KANNkerzevod 78/12. Va c’hoarz a strinke… ’vel en despet d’in. ●(1992) HYZH 189/61. (Treboull) O, na c’hoarzh !

    (2) Rire général.

    (1752) BS 249. ur c’hoarz hac un huerez etouez an dud.

    (1878) EKG ii 70. Evit en em zevel a enep ar c’hoarz. ●71. Mar doa bet c’hoarz etouez ar zoudarded. ●146. O klevet-se, e savaz c’hoarz e touez ar zoudarded-all.

    (1942) DRAN 128. Chaok ha c’hoarz a zo en dro d’ar c’hirri.

    (3) Un taol-c’hoarzh : un éclat de rire.

    (1896) HIS 46. Goliath (…) e hras un taul hoarh.

    (1906) DIHU 18/302. Un taul hoarh e achap genein. ●(1907) DIHU 25/413. Un taul hoarh e strimpas er méz a galoneu me hansorded.

    (4) Ur bomm-c’hoarzh : un éclat de rire.

    (1929) FHAB C’hwevrer [couv. II]. na savo war e lerc’h nemet eur bomm-c’hoarz. ●(1934) OALD 48/163. Eclat de rire a zo bomm c’hoarz en brezoneg diwar ar maez.

    (5) C’hoarzh diremed : fou rire.

    (1982) TKR 98. ur c’hoarzh diremed.

    B. Ricanement.

    (1) C’hoarzh ki : ricanement.

    (1910) EGBT 51. c’hoarz-ki, tr. «ricanement.»

    (2) C’hoarzh skrign : ricanement.

    (1942) STOB 18/102. – Petra a vez graet d’al loened pa vezont marvet ? emezañ. / – Plantañ anezo, a respont an holl vugale war un dro. / – Mat, hag an dud ?... / Hag ur plac’h vihan da hastañ buan respont : / – Plantañ anezo ’barz ar vered ! / Ha c’hoarz skrign gant ar vugale all... ha gant an aotroù Person daoust ma kav amzere awalc’h ar respont-se.

    C.

    (1) Sourire.

    (1889) ISV 46. Ar mabik Jesus, a lavarer, a reaz eur c’hoarz. ●(18--) AID 132. groet ouzin ur hoars pe eur ser lagad, tr. «faites-moi un sourire ou un clignement d’œil.»

    (2) C’hoarzh goap : sourire moqueur.

    (1901) FHAB Genver 207. eur c’hoarz goab en ho daoulagad ha var ho muzellou.

    II. Ober ur c'hoarzh ki : voir ki.

  • c'hoarzh-dic'hoarzh
    c'hoarzh-dic'hoarzh

    adv. Qui rit tout le temps.

    (1977) PBDZ 784. (Douarnenez) c'hoarzh-dic'hoarzh, tr. «qui ne cesse d'avoir des accès de rire.»

  • c'hoarzhadeg
    c'hoarzhadeg

    f. –où Rire collectif, explosion de rires, risée.

    (1913) PRPR 123. deut mad int gant ar re a gav mad ar vuez da veva, ar c'hoarzadeg uhel, ar serr-lagad fistoul. ●(1924) BILZbubr 38/843. Ha skrijadeg, c'hoarzadeg ! ●(1943) VKST Genver-C'hwevrer 208. Echu ar c'han, tamm ha tamm e teuas adarre marvailhadeg ha c'hoarzadeg e-touez ar yaouankizou. ●(1961) LLMM 86/151. e veze gwelet alies a-walc’h gouleier o flaminañ dre ar garm, skrij, gouel pe c’hoarzhadeg o sevel diouzh ar mogerioù didoenn. ●(1975) BAHE 87/11. nag a griadeg, nag a c'hoarzhadeg ! ●(1977) PBDZ 738. (Douarnenez) c'hoarzhadeg, tr. «énorme éclat de rire de nombreuses personnes.» ●aze zo bet c'hoarzhadeg, tr. «là on a bien ri.»

  • c'hoarzhadenn
    c'hoarzhadenn

    f. –où

    A.

    (1) Éclat de rire.

    (1866) FHB 67/114a. c'hoarzadennou euzus. ●(1877) EKG I 77. he c'hoarzadennou a ioa re galounek. ●144. eur c'hoarzadenn iudaz.

    (1919) TOBB 45. c'hoarzadennou hudur. ●(1926) FHAB Gouere 258. c'hoarzadennou skiltrus an dud yaouank.

    (2) Ober ur c'hoarzhadenn : rire.

    (1902) PIGO I 39. an itron a reaz eur c'hoarzaden. ●(1902) LZBt Du 18. Ober, riz neuze eur c'houerzaden. ●(1905) HFBI 126. Mari a réas eur pes choarzaden. ●(1926) FHAB C'hwevrer 62. Ar Gwinver a reas eur c'hoarzadenn.

    (3) Ober ur c'hoarzhadenn war ub. : se moquer de qqn en riant.

    (1902) PIGO I 197. an dimezel a reaz eur c'hoarzaden warnan pa deuaz ouz tôl gant e vaz etre e ziouhar.

    B.

    (1) Sourire.

    (1934) OALD 48/163. Ha nann a-vat, eur c’hoarzaden n’eo ket un éclat de rire an hini ê, mez un sourire. « Yfik, gra eur c’hoarzaden da Data. » Yfik bihan n’ei ket d’ober hô hô hô d’e Data. Eclat de rire a zo bomm c’hoarz en brezoneg diwar ar maez.

    (2) Ober ur c’hoarzhadenn ouzh ub : sourire à qqn.

    (1974) TDBP III 205. Graet he-devoa ur c’hoarzadenn ouzin, tr. « elle m’avait fait un sourire »

    C. C’hoarzhadenn ar Werc’hez : éclaircie du samedi.

    (1931) VALL 237b. Éclaircie du samedi, tr. «c’hoarzadenn ar Werc’hez T[régor] f.»

  • c'hoarzhek
    c'hoarzhek

    voir c'hoarzhin

  • c'hoarzher
    c'hoarzher

    m. –ion Rieur.

    (1868) FHB 153/388b. nag a c'hoarzerien a velan-me. ●(1876) TDE.BF 90a. C'hoarzer, s. m., tr. «Rieur ; pl. ien

    (1907) PERS 166-167. ar c'hoarzerien a ia da gouskat. ●(1934) ALMA 139. a respontas erfin ar c'hoarzer brasa.

  • c'hoarzherezh
    c'hoarzherezh

    m. Action de rire, rires.

    (1792) CAg 87. Houarheréaheu hardéh à zivout galanded.

    (c.1802-1825) APS 49. en ol hoarhereah dijauge. ●(1839) BESquil 495. er minieu dibarfæt, en hoarhereah dibrope, er selleu douce ha carantéus.

    (1904) LZBg Meurzh 58. hoarereh gouiù hun anemized. ●(1931) FEZO 15. ino éh oè saùet skrign ha hoarhereh.

  • c'hoarzhidik
    c'hoarzhidik

    adj. Risible.

    (1876) TDE.BF 90a. C'hoarzidik, adj., tr. «Qui porte à rire.»

    (1927) GERI.Ern 83. c'hoarzidik, tr. «risible, ridicule.»

  • c'hoarzhigell
    c'hoarzhigell

    f. –où Comédie.

    (1931) VALL 134b. Comédie, tr. «c'hoarzigell f.» ●(1963) EGRH II 115. c’hoarzhigell f. -où, tr. « farce. »

  • c'hoarzhin / c'hoarzhet / c’hoarzhek
    c'hoarzhin / c'hoarzhet / c’hoarzhek

    v.

    I. V. intr.

    A.

    (1) Rire.

    (1499) Ca 113b. Huerzin. g. rire. ●(c.1500) Cb 31b. agelaster / stri est ille qui nunquam ridet. b. nep na hoarz bizuiquen. ●(1612) Cnf.epist 31. hoant da hoarzin. ●(1621) Mc 28. Lauaret comsaou disonest en vn chuerzin.

    (1659) SCger 105b. rire, tr. «c'hoarsin p. c'hoarset.» ●154b. hoarsin, tr. «rire.»

    (1803) MQG 10. C'hoarzit eta ho coalc'h ac'hann da zeiz ar varn. ●(1838) CGK 4. C'hoarzin gant caon en e galon. ●(1856) VNA 121. Tu me ferais presque rire, tr. «T'em laquehé quasi de hoarhein.» ●(1867) MGK 8. C'hoarzin-ouela a ra gant teneridigez. ●(1877) EKG I 219. Hag ar zoudardet a-bez da c'hoarzin a-unan gand ho c'habiten. ●(1888) REC 9/247. c’hoarzek a ra, tr. « il rit » (…) à Saint-Mayeux, etc.

    (1907) PERS 113. ar re a zans hag a c'hoarz. ●(1939) RIBA 72. en ur hoarhet a galon diar amoédigeh er groagé.

    ►[empl. comme subst.)]

    (1575) M 218. Na huerzin, na hoary, na deduy á priet, tr. «Ni de rire, ni de jeu, ni de plaisir conjugal.»

    (2) C'hoarzhin ouzh ub. : sourire amicalement à qqn.

    (1877) EKG I 77. herrio e c'hoarz ouzomp, evel pa vichemp deuet da veza mignouned a galon.

    (3) C'hoarzhin war chouk ub. : rire de qqn.

    (1902) PIGO I 7. gant aoun na jachfe c'hoaz e vignon an dud da c'hoarzin war e chouk.

    (4) C'hoarzhin àr : rire de.

    (1861) BSJ 61. quement a dud é hoarhein ar vourdeu amoêd.

    (5) C'hoarzhin a-strak, a-ziroll : rire aux éclats.

    (1909) KTLR 148. pa glef-jond, er meaz, c'hoarzin a ziroll. ●(1910) MAKE 44. Fistoulig a ziskordas da c'hoarzin a-strak.

    (6) Daoudortañ, dibalediñ, dirollañ, diskordañ, distankañ, disvantañ, pezeliañ, sailhañ, sklokal da c'hoarzhin : éclater de rire.

    (1868) FHB 180/192a. an oll a zivantaz da c'hoarzin. ●(1872) ROU 82a. Eclater, de rire, tr. «diroll da c'hoarzin

    (1908) PIGO II 180. en eur sklokal da c'hoarzin. ●(1909) BROU 223. (Eusa) Dibalèdi da c'hoarzin, tr. «éclater de rire.» ●226. Diroll da c'hoarzin, tr. «éclater de rire.» ●(1909) KTLR 152. Lod a zirolle da c'hoarzin. ●(1910) MAKE 30. Kement-hini a oa en ti a zailhas da c'hoarzin e walc'h. ●(1914) LZBl Mae 422. Mez peadra zo da bezelia da c'hoarzin, en eur velet an oll draou a vev enno assamblez ha mesk-ha-mesk : goazed, merc'hed, bugale ; kicher, chas, gevr, denved, kezek, etc... ●(1924) ZAMA 13. pa glevas eur vouez fresk o tiskorda krenv da c'hoarzin en e gichen. ●(1954) VAZA 156. daoudortañ da c'hoarzhin. ●(1967) BRUD 26-27/ 17. hag a zisvantent da c'hoarzin. ●(1982) PBLS 622. (Sant-Servez-Kallag) distankañ da c'hoarzin, tr. «éclater de rire).»

    (7) Tortañ o c'hoarzhin : être plié de rire.

    (1919) BUBR 8/205. lakaat eur bagad tud da dorta o c'hoarzin. ●(1935) KANNgwital 388/45. Torta a ra an holl o c'hoarzin.

    (8) C'hoarzhin leizh e vegin : rire à plein poumons.

    (1900) KAKE 131. Ha ! ha ! eme Willou / Leiz e vegin / O c'hoarzin. ●(1901) FHAB Genver 206. Ag e c'hoarze leiz he vêgin.

    (9) C'hoarzhin leizh e jave : rire à plein poumon.

    (1978) EMGI 125. hag eñ da c'hoarzhin e-leizh e javez.

    (10) C'hoarzhin yud : rire sardoniquement.

    (1878) EKG II 151. Hag ar c'here a c'hoarze iud en eur zellet ouc'h ar c'habiten. 324. an diaoul hen dilez en eur c'hoarzin iud.

    (1909) KTLR 190. Breiziz a gave diez hag ar c'hallaoued a c'hoarze iud. ●(1963) LLMM 99/275. Peogwir, eme El Lobo, en ur c’hoarzhin yud, eo krog ar c’henaouien-mañ d’en em zistrujañ an eil egile.

    (11) Choarzhin ifern : rire d'une manière diabolique.

    (1938) FHAB Genver 4. C'hoarzin ifern a reas eta ar re-man.

    (12) C'hoarzhin treut : rire d'un rire pincé.

    (1872) DJL 24. neur c'hoarzin treut.

    (13) C'hoarzhin kalonek, a-greiz-kalon : rire de bon cœur.

    (1857) HTB 38. Ar gorrandoned a c'hoarze a greiz ho c'halon ouzh hen klevet o komz a hevelep treou. ●(1878) EKG II 312. C'hoarzin a rea kalounek gand an nep a gounte d'ezhan a-du eur marvaill brao.

    (14) C'hoarzhin a-vegad : rire à gorge déployée.

    (1937) DIHU 310/254. Hag er ré dichonj, é sellet dohtè, e hoarh a végad.

    (15) Kaout un taol c'hoarzhin diwar-goust ub. : se divertir au dépens de

    (1949) KROB 12/4. Ar re-mañ a c'hoanteas, eun devez, kaout eun taol c'hoarzin diwar goust Loeiz-Vari.

    (16) C'hoarzhin war =

    (1911) BUAZperrot 433. evit c'hoarzin var he nec'hamant.

    (17) C'hoarzhin gant ub. : rire de qqn, se moquer de qqn.

    (1854) PSA I 25. ind e hrei bourd, ind e hoarhou guet-hou.

    (1908) PIGO II 41. Ne c'hoarzfet ket ganin, ma zud vat, pa larin d'ac'h e kouskis nebeut an nosvez-ze.

    B. (en plt de qqc.) C'hoarzhin ouzh ub. : faire envie à qqn.

    (1868) KTB.ms 15 p 269. Ann arc'hant a c'hoarz ouziñ.

    II. V. tr. d.

    (1) C'hoarzhin da ub. : se moquer de qqn.

    (1889) SFA 51-52. E meur a leac'h ar bobl a c'hoarze dez-ho.

    (2) C'hoarzhin goap (da ub.) : se moquer en riant, faire la risée (de qqn).

    (1878) EKG II 310. edo an oll o c'hoarzin goap da Nonnik an Deun. ●(1889) SFA 58. da c'hoarzin goap d'ar Zant. ●(18--) SAQ I 175. hag a deu da c'hoarzin goap, pa gozeer d'ezhan deuz a varadoz pe ifern.

    (1900) MSJO 201. beza c’hoarzet goab avoalc’h d’he ziskibien. ●(1908) KMAF 72. goular e kavan gwelet ar re-all o tont da c’hoarzin gwap d’in d’am zi. ●(1909) HBAL 5. ken aliez guech ma teuont d’ho kwelet, ne reont nemet ho rouza, ha kerkent a ma vez ho zreid er meaz, e tirollont da c’hoarzin goap... ●(1910) FHAB Genver 28. Ia, Enebourien Doue a ra van da c’hoarzin goap. ●(1924) ZAMA 14. Hag int ac’hano, o c’hoarzin goap leun o begou. ●(1943) HERV 158. Trei a reas he fenn hag e welas kamaladed ha kamaladezed Anton o sellout outi, evel en eur c’hoarzin goap.

    III.

    (1) C'hoarzhin melen : ne pas avoir envie de rire (rire jaune).

    (1870) MBR 98 (L) A. Troude. Egile a-vad a c'hoarze melen hag en doa nec'h. ●(1872) ROU 101. Rire, forcément, du bout des dents, tr. «c'hoarzin melen.» ●(1889) ISV 315-316 (L) G. Morvan. Guelet a rit e croge du, hag a dra zur, ar Zaozon hag an Hollanted a dlie c'hoarzin melen pa velent lestrik Ian Bart. ●339. Hogen an dud a lez a c'hoarze melen, rag oll o doa debron eun tu bennag.

    (2) C'hoarzhin gwenn : faire semblant de rire.

    (1732) GReg 823b. Rire du bout des dents, faire semblant de rire lors qu'on ne rit pas, tr. G. Rostrenenn «c'hoarzin guëñ

    (3) C'hoarzhin gwenn evel bleud flour : rire jaune.

    (1732) GReg 823b. Il rit jaune comme farine, tr. G. Rostrenenn «(phrase proverbiale. guënn e c'hoarz, evel bleud flour

    (1878) SVE 609. C'hoarzin gwenn evel bleud flour, tr. L.-F. Salvet «Rire blanc comme fleur de farine. (Rire jaune.)»

    (4) C'hoarzhin glas : rire sans en avoir envie (rire jaune).

    (1936) TKAL I 37 (Ki) J. Riou. Sell, me, va-unan, me a c'hourc'hemenno war ar soudarded, hag a-barz pell amañ, e vezo gwelet al loen fall o c'hoarzin glas ha tenna hir e deod. ●(1978) PBPP 2.1/214 (T-Plougouskant). C'hoarzhin glas, tr. J. le Du «rire jaune.»

    (5) C'hoarzhin plat : rire jaune.

    (1912) RVUm 317 (Gu). Hoarhein plat, tr. P. ar Gov «Rire plat : Fr. rire jaune.»

    (6) Ken ma c'hoarzh an diaoul ouzh an treid // Ken ma c'hoarzh e dreid ouzh ub. : très rapide(ment).

    (1943) SAV 29/14 (T) *Jarl Priel. Hag heñ er-maez ken na c'hoarze an diaoul ouz e dreid !... ●(1957) AMAH 102 (T) *Jarl Priel. Mont kuit gant e holl genlabourerien, hep an disterañ dale ha buan, ken ma c'hoarzhje e dreid outañ.

    (7) C'hoarzhin dindan e vourrou : voir mourroù.

    (8) C'hoarzhin e dreid ouzh ub. : voir treid.

    (9) C'hoarzhin evel roñseed : voir roñseed.

    (10) c'hoarzhin ouzh an avel : voir avel.

    (11) C’hoarzhin a ra he c’hleñved outi : voir kleñved.

    (12) Choarzhin edan e fri : voir fri.

  • c'hoarzhus
    c'hoarzhus

    adj.

    (1) Risible.

    (1927) GERI.Ern 83. c'hoarzus, tr. «risible.»

    (2) Riant.

    (1995) BRYV v 107. (Milizag) honnez a oa eur plah c'hoarzuz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...