Devri

Recherche 'dal...' : 85 mots trouvés

Page 1 : de dal (1) à daleet (50) :
  • dal
    dal

    v. [à l’impér.] & interj.

    (1) Tiens, tenez.

    ●(1499) Ca 54a. Dalet. g. tenes. ●(1647) Am A.293. Dal, na espern glat, dillat, na madou., tr. « Tiens, n’épargne ni argent, (ni) vêtement, ni biens ».

    ●(1856) VNA 91. Tenez, voilà un morceau de poisson, tr. «Dalet, chetu un tam pisquèd.» ●(1857) CBF 13. dalit-hi, tr. «prenez-les.»

    ●(1962) EGRH I 52. del int., tr. « tiens, voilà (= dal !). »

    (2) Expression de jeu : et voici un, et d’un, etc.

    ●(1962) EGRH I 50. dal a-unan, dal a-zaou… dal a-nav, expression de jeu : et voici un, et d’un…

  • dala
    dala

    s. enfant. Balle à jouer, baballe.

    ●(1879) ERNsup 150. eun dala, une ballotte, Quimp[er]-Guéz[ennec].

    ●(1931) VALL 56a. balle à jouer, tr. «trala et dala T[régor] C[ornouaille].» ●(1954) VAZA 186. redek war-lerc'h un dala. ●193. Dala : polotenn da c'hoari.

  • dalac'hao
    dalac'hao

    m. Tohu-bohu

    ●(1915) HBPR 31. Kerkent e savaz varnhan ar c'hri hag an dalac'hao. ●(1923) KNOL 123. Bemdez e veze kri ha dalac'hao ken a dregerne an ti eus an traon d'al laez. ●(1924) NFLO. bruit infernal, tr. «dalac'hao.»

  • daladarre
    daladarre

    interj. =

    ●(1929) SVBV 83. ar gwella m'int eo da lavarout gevier ! Daledarre. O !

  • daladur
    daladur

    m. –ioù Herminette, doloire.

    ●(1499) Ca 54a. Daladur. g. dalouere. ●(c.1500) Cb 55b. Daladur. g. dolouere.

    ●(1659) SCger 140a. daladur, tr. «dolouere.»

    ●(1856) VNA 55. une Herminette, tr. «un Daradur.» ●(1869) FHB 218/68a. a daoliou bouc'hal hag a daoliou daladur. ●(1894) BUZmornik 364. Eunn devez m'edo he dad o labourat gant an daladur, hen a oa o c'hoari gant ar skolpachou.

    ●(1904) DBFV 39b. daladur, daradur, m. pl. eu, ieu, tr. «herminette, doloire.»

  • daladuriat
    daladuriat

    v. tr. d. Doler.

    ●(1499) Ca 54a. Daladuryat / g. doler ou aplainer.

    ●(1659) SCger 140a. daladuriat, tr. «doler.»

  • dalanao
    dalanao

    s. C'hoari dalanao.

    (1) Jeu de main-chaude / Jouer à la main-chaude.

    ●(1857) CBF 125. C’hoari dalanao, tr. «Jeu de main-chaude.» ●(1876) TDE.BF 89a. c'hoari dalanao, tr. « Jeu ou jouer à la main chaude. » ●96b. C’hoari dalanao, tr. « jouer à la main chaude. »

    (2) Aller de plus en plus mal, décliner.

    ●(1924) NFLO . indisposé (être), tr. «c’hoari dalanao.» ●mal. aller de plus en plus mal, tr. «o c’hoari dalanao.» ●mon mari s’en va peu à peu, tr. «va gwaz ’zo o c’hoari dalanao.»

  • dalatenn
    dalatenn

    voir talatenn

  • dalbat
    dalbat

    adv. Toujours. cf. dalc'hmat

    ●(1904) DBFV 39b. dalbat, adv., tr. «toujours.»

  • dalbezh / dalbec'h
    dalbezh / dalbec'h

    adv. Toujours.

    ●(1843) LZBg 1añ blezad-2l lodenn 6. Quasi dalbéh é ma ér guis-cé-é é hra en Eutru Doué. ●(1861) JEI 258. de guemér dalbéh scùir ar Sænt en Eutru-Doué. ●273. guet en hani e zou dalbéh guet-n-emb !

    ●(1904) DBFV 39b. dalbéh, adv., tr. «toujours.» ●(1905) IMJK 42. Ma ne hellet dichen dalbéh én oh hous unan. ●80. hum seùel dalbéh betag Jézus. ●(1913) AVIE 208. te zou té dalbéh genein. ●233. gout e hren é cheleuet dalbéh doh on. ●(1932) BRTG 75. Tro er vatéh e zo sentein ataù ha dalbéh.

  • dalc'h .1
    dalc'h .1

    adj. & prép.

    I. Attr.

    (1) Bezañ dalc'h an amzer gant ub. =

    ●(1936) DIHU 301/100. N'é ket dalh en amzér get Uisant alkent, trugèré Doué.

    (2) (marine) Accroché au fond (ancre, hameçon), engagé.

    ●(1944) GWAL 165/314. (Ar Gelveneg) dalc'h eo an eor pa n'eur ket evit e zibradañ a-ziwar ar strad ; «dalc'h eo an eor en ur c'hev», «emañ dalc'h an eor», «dalc'h on», «emaon dalc'h», «dalc'h omp, paotred, halomp (pe «frapomp») war ar chadenn ma teuy ganeomp» (...) En hevelep doare e reer gant dalc'h o komz eus al linenn : «dalc'h eo va linenn».

    (3) (pêche) Ferré.

    ●(1957) BRUD 2/86. Emei dalh ! (...) diou gurzenn a oa dalh.

    (4) Pris.

    ●(1912) RNDL 43. Bout dalh é kraboneu en diaol ! tr. «Etre pris dans les griffes du diable !»

    II. Loc. prép.

    (1) Dre zalc'h : à force de.

    ●(1939) RIBA 147. Dre zalh monet é tegoéh doh aodeu er mor bras. ●160. Dré zalh monet é tegoéh doh dor sant Pier.

    (2) Bezañ a-zalc'h ouzh : adhérer à.

    ●(1732) GReg 12a. Adherent, tr. «a zalc'h ouc'h.»

  • dalc'h .2
    dalc'h .2

    m. -où, -ezier

    I.

    (1) Tenue.

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'h m., tr. «Tenue.»

    (2) (droit) =

    ●(1942) LANB 21-22. Eun dalc'h a 3 boezellad winiz ha 5 gwenneg leve ar bloaz a ranke paea da Aotrouniez Keroulaz. Betek ar Revolusion eun dalc'h a veze war bep tamm douar ha ti da brofa d'eun aotrouniez bennak.

    (3) (droit) Ressort, juridiction d'un juge.

    ●(1633) Nom 203b. Canon : l'ordinaire, domaine : an ordinal, an douar á depand diouz an dalch pe'n Iuridiction.

    ●(1732) GReg 296a. District, ressort d'un juge, tr. «Dalc'h. p. dalc'hou.» ●552b. Juridiction, ressort d'une Juridiction, tr. «Dalc'h. p. dalc'hou.» ●814b. Ressort, Juridiction, & son étenduë, tr. «Dalc'hou. p. dalc'hou.» ●(1772) KI 389. nequet e dalch ar roue. ●395. a separ an dalch royal / Diouch hini ar c'hastel.

    ●(1847) FVR 40. dindan boan da veza kaset d’ar Giana, evit ar re n’ho divije ket great ho diskleriadurez d’ho dalc’h.

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'h m., tr. «juridiction.»

    (4) Fief.

    ●(1633) Nom 234b-235a. Prædium clientelare, vel beneficiarium, colonia : fief : fief, dalch.

    ●(1659) SCger 57a. fief, tr. «dalc'h.»

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'h m., tr. «district, fief.»

    (5) Cause.

    ●(17--) TE 135. petra é hoai en dalh ag e nærh.

    (6) Session, séance de travail.

    ●(1732) GReg 863b. Session, séance des peres d'un Concile, tr. «Dalc'h.» ●915a. Tenuë, parlant d'assemblée generales, tr. «Dalc'h.» ●Pendant la tenuë des Etats de Bretagne, tr. «E pad an dalc'h eus ar stadou a vreyz-Arvoricq.»

    ●(1909) FHAB C'hwevrer 45. hag e reamp hon dalc'hou en eur c'horn eus ar c'hoat. ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'h m., tr. «séance.»

    (7) Raison, mesure.

    ●(1862) JKS 321. ann dilezet he-unan n'en deuz ken dalc'h nemet d'ann drouk ha da draou ann douar.

    (8) Bout e dalc'h gant ub. : être dans le pouvoir, la possibilité de qqn (de faire qqc.).

    ●(1790) MG 21. mæs idan condition ma rehèmb ehue er péh e vou é dalh guenemb. ●23. P'hou pehai groeit er péh e oai é dalh gueneoh, er pénigenneu, en ævreu mat-ce e vehai impléet eit hou profit. ●(17--) VO 3. meid un amzér pehani n'en dai quet é dalh guet t'ai. ●4. Chetu paud a dreu ar béré é hoh én arvar ; rac n'en dint quet é dalh gueneoh. ●103. Er repos e glasquan, e zou é dalh gueneoh.

    ●(1854) PSA II 66. p'en dé hoah en dra-zé é dalh guet-n-emb. ●(1856) VNA 188. il me demande des choses qu'il ne dépend pas de moi de lui céder, tr. «ean e oulèn gueneign treu n'en dé quêt é dalh gueneign dilézèl guet-ou.» ●193. s'il est en mon pouvoir, tr. «mar bé é dalh guet-n-ein.»

    (9) Retenue, modération.

    ●(1732) GReg 816b. Il n'a point de retenuë, tr. «n'en deus qet a zalc'h ènhâ hâ ne deus poëll e-bet enhañ.»

    ●(1852) MML 109. en em lesel da vont, hep delc'h, d'he disurjo. ●157. enem lesel da vonet hep dalc'h da basiono ha viso ar muian louz. ●(18--) CST 39. Lavaret a rea eo ar wrizienn genta eus ar zantelez kaout eun dalc'h striz war an dibri hag an eva.

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'h m., tr. «retenue, réserve.»

    (10) Difficulté, problème.

    ●(1872) ROU 92b. C'est là le nœud, tr. «Eno ema an dalc'h.»

    ●(1909) BROU 221. (Eusa) Aze ema an dalc'h, tr. «voilà la difficulté.»

    (11) Kaout dalc'h en e barlant : être bègue.

    ●(1909) BROU 221. (Eusa) Dalc'h hen deus en he barlant, tr. «il est empêché de la langue.»

    (12) Dindan dalc'h da : à condition de.

    ●(1866) SEV 147-148. dindan dalc'h da ober eur binijenn vraz.

    (13) Emprise, prise.

    ●(1862) JKS 87. O veza ma'z eo ann den sempl ha dindan dalc'h ar maro, ne dleit nemeur fisiout enn-han. ●(1867) MGK 97. ann ankou hag he falc'h / Ho doa poant o staga, o toulla da gaout dalc'h.

    (14) Hep dalc'h = (?) sans discontinuer (?).

    ●(1925) KANNgwital 274/5. Kerkent ha 5 heur euz ar mintin, oferennou a ioa lavaret heb dalc'h ouz aoter Sant Visant.

    (15) (marine) Croche.

    ●(1979) VSDZ 66. (Douarnenez) Gant an dalc’hijer, gant ar sonn ’ni zismeres da rouejoù, tr. (p. 230) «Tes filets d’abîment sur le fond.»

    (16) Obstacle.

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'h m., tr. «obstacle, ce qui retient.»

    (17) Attitude.

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'h m., tr. «attitude.»

    II. Eno emañ an dalc'h : ce qui met en difficulté.

    ●(1935) ANTO 131 (T) *Paotr Juluen. Eno eman an dalc'h. Tenn ha garo vo hor reuz, / 'Vit kas hon erv da benn, e vo ret beza beuz.

  • dalc'h-diarbenn
    dalc'h-diarbenn

    m.

    (1) Empêchement.

    ●(1909) BOBL 28 août 244/1b. an droug great a zo braz, hag ato e zai war vrasaat, ma ne ve ket laket eun dalc'h diarbenn. ●(1931) VALL 250b. Empêchement, tr. «dalc'h-diarbenn m.» ●voilà l'empêchement que je trouve (dans cette entreprise), tr. «eno emañ an dalc'h-diarbenn ganén.»

    (2) = (?) Somme due aux parents retirés de la ferme (?).

    ●(1919) MVRO 13/1b. Ar c'hosa, Gwilhou, a gase an tyegez en dro, hen eo a roe an dalc'h-diarben.

  • dalc'h-douar
    dalc'h-douar

     m. Domaine.

    ●(1877) FHB (3e série) 22/181b. mestr eun dalc'h douar en devoa pemzec leo dro.

  • dalc'h-gwele
    dalc'h-gwele

    m. Non-délivre.

    ●(1890) MOA 207b. Suites de la non-délivre, tr. «dalc'h gwele, m.»

  • dalc'h-izel
    dalc'h-izel

    m. Fief servant.

    ●(1931) VALL 303a. Fief servant, tr. «dalc'h izel.»

  • dalc'h-izelañ
    dalc'h-izelañ

    m. Arrière-fief.

    ●(1732) GReg 53a. Arriere-fief, tr. «Dalc'h Iséla.» ●410a. Arriere-Fief, Fief servant relevant d'un autre Fief qui en a encore un au-dessus de lui, tr. «Dalc'h Isélañ.»

    ●(1931) VALL 303a. arrière fief, tr. «dalc'h-izela.»

  • dalc'h-ouzh-dalc'h
    dalc'h-ouzh-dalc'h

    adv. Attenant.

    ●(1732) GReg 60a. Attenant, ante, qui tient à un autre, tr. «dalc'h-ouc'h-dalc'h.» ●912b. Tenant, ante, tr. «dalc'h-ouc'h-dalc'h.»

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'h-oc'h-dalc'h, tr. «attenant.» ●(1931) VALL 44a. Attenant, tr. «dalc'h-oc'h-dalc'h.»

  • dalc'had
    dalc'had

    m. -où

    (1) Contenance, capacité.

    ●(1962) EGRH I 50. dalc’had m. -où, tr. « contenance, capacité. »

    (2) Contenant.

    ●(1962) EGRH I 50. dalc’had m. -où, tr. « contenant. »

  • dalc'hadur
    dalc'hadur

    m.

    (1) Tenue.

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'hadur m., tr. «tenue.»

    (2) Chicheté.

    ●(c.1500) Cb 59b. tenacitas / tis. g. chichete / auarice. b. dalchadur pe auaricc.

    ●(1732) GReg 164b. Chichete, trop grande épargne, tr. «dalc'hadur.»

    (3) Occupation militaire.

    ●(1960) BAHE 23/23. E-pad eil dalc'hadur ar vro gant an Alamaned.

  • dalc'hamant
    dalc'hamant

    m.

    (1) De quoi s'accrocher, se retenir.

    ●(1974) YABA 23.03. Mé kroged ennè [diskoharn ur had], sur, meit ne oè ket a zalhemant ha chetu mé nezé é koébel (lire : koéhel) ar me ziardran. ●(1974) LIMO 23 mars. Ne oè ket a zalhemant, tr. «il n'y avait pas de retenue.»

    (2) (en plt de boisson) Tenue.

    ●(1974) YABA 11.08. Dahlemant a zo geton [er jistr]. ●(1974) LIMO 11 août. Dahlemant, tr. «tenue.»

    (3) (en plt de qqn) Bout a zalc'hamant : savoir se tenir.

    ●(1974) YABA 07.09. [merhed] ré fur ha ré digampenn, unan a zahlemant, un aral hoariell pé kampou.

    (4) =

    ●(1975) LIMO 18 octobre. Nen dé ket lared e vehè genom dalhemant ken hir eltè.

    (5) Diskouez dalc'hamant : faire preuve de persévérance.

    ●(1977) LIMO 19 mars. diskoein dahlemant.

    (6) Kavout dalc'hamant : trouver de la résistance.

    ●(1982) LIMO 01 septembre. Synclair en doè kavet muioh a zahlemant eid nen doè krédet. (résistance).

  • dalc'hañ
    dalc'hañ

    v. tr. d. local. Récolter au râteau du goémon-épave pour le mettre en tas. cf. derc'hel

    ●(1987) GOEM 47. A Porspoder l'action de récolter les algues avec les râteaux de grève se nomme kalza. Ailleurs, dalc'ha. ●112 il faut ramener au sec le goémon que les vagues brassent et rebrassent. Cette action porte le nom de kalza bijin à Porspoder, de dalc'ha bijin à Plougerneau.

  • dalc'hañs
    dalc'hañs

    f.

    (1) (au moral) Maintien, tenue.

    ●(1907) BOBL 21 décembre 169/2c. evit pez a zell an urz vad, an espern, an delc'hanz vad, an arokaat. (…) delc'hanz o ziegez. ●(1914) DFBP 203a. maintien, tr. «Dalc'hanz.»

    (2) Tenue, fermeté, consistance.

    ●(1911) BOBL 14 octobre 355/2d. ar blouzen ne devo mui awalc'h a zelc'hans, hag a gouezo a blad d'an douar

  • dalc'hapl
    dalc'hapl

    adj.

    I. Attr./Épith.

    (1) Continuel.

    ●(1790) MG 136. dré er pedenneu dalhabl e rai de Zoué. ●417. un offrand dalhabl ag ou foénieu de Zoué.

    ●(1838) OVD 144. ur glahar tranquille ha dalhable a hur fauteu. ●(1849) LLB 1562. Arlerh ur glaw dalhapl. ●(1854) PSA I 132. un nehuéhan dalhabl. ●(1855) BDE 83. un act a drugairé dalhabl. ●(1857) LVH 17. n'en dint quet dalhet d'hobér ur vigil dalhabl èl el léannesi ag en eil Urh. ●(1856) VNA 10. a zivout er changemant burhud dalhabl ag el lettrenneu tâl. ●(1861) BSJ 217. gobér ur brézel dalhabl d'er gueih fidélèd. ●309. ur banquet dalhabl.

    ●(1907) BSPD I 463. Èl ma hré er sant brezél dalhabl d'en diaul. ●(1925) SFKH 25. ur brezél kri, rust ha dahabl.

    (2) Bout dalc'hapl da : être assidu à.

    ●(1831) RDU 129. Mæs ret-é bout fidel ha dalhabl d'hum aquittein ag en exercice spirituel-men.

    II. Adv. Continuellement.

    ●(1839) BESquil 171. hi e yunas dalhable ar bara ha deur. ●(1861) BELeu 49. dalhabl é oé é chonge guet Doué.

    ●(1906) HIVL 99. Ean e glaské dalhabl en tu d'ou arrest. ●(1913) AVIE 205. Er mab kouhan hag e chom dalhabl get en tad.

  • dalc'he
    dalc'he

    s.

    (1) Parole donnée.

    ●(1975) YABAlevr 243. Dalc'he a le sens de parole jurée ; – N'em eus ket d'ober ag ho talc'he : je n'ai pas besoin que vous le juriez.

    (2) Ma dalc'he emañ gwir : ma parole que c'est vrai.

    ●(1974) YABA 06.07. Ha me dalhé é ma gwir... ●(1975) LIMO 09 août. Men dalhé ema gwir, tr. «ma parole que c'est vrai !»

    ►absol.

    ●(1974) LIMO 06 juillet. Me dalhé, littéralement : mon tiens, avec sens de «je le jure !»

    (3) Reiñ e zalc'he : donner sa parole.

    ●(1975) YABAlevr 243. Dalc'he a le sens de parole jurée ; roiñ e zalc'he : donner sa parole.

  • dalc'hegezh
    dalc'hegezh

    f. Persévérance.

    ●(1922) EMAR 84. Da c'hortoz ma reno ar Gwir, / Ho pet dalc'hegez eur menhir.

  • dalc'hek
    dalc'hek

    adj.

    (1) Persévérant.

    ●(1962) EGRH I 50. dalc’hek a., tr. « persévérant. »

    (2) Qui retient.

    ●(1962) EGRH I 50. dalc’hek a., tr. « qui retient. »

  • dalc'helezh
    dalc'helezh

    f. Maintien, tenue.

    ●(1922) EMAR 113. Dalc'helez an Amzer ne verzit gwell 'nep lec'h.

  • dalc'her .1
    dalc'her .1

    m. –ion (en plt de qqn)

    (1) Celui qui tient, retient.

    ●(1906) BOBL 06 janvier 68/2d-e. An dalc'her mad a jommaz gantan struz troad Brijel, ha kaer en devoe Paol kregi e kev he lost, n'oa mui nerz na galloud d'he houarna. ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'her, tr. «celui qui tient, retient.»

    (2) = Celui qui …

    ●(1847) FVR 268. ann Aotrou a Gergre, dalc'her Breujou Gwengamp.

    (3) Dalc'her a-dreñv : fainéant, tire-au-cul.

    ●(1938) SAV 11/28. N'eo ket souez, eta, e veze graet outañ «an dalc'her-adreñv» gant an holl.

    (4) (marine) Dalc'her a-benn : matelot chargé de tenir le canot bout à la lame.

    ●(1977) PBDZ 639. (Douarnenez) dalc'hour a-benn, tr. «le marin qui, dans un canot, est chargé de tenir l'embarcation bout à la lame.»

    (5) [au plur.] Parrain et marraine.

    ●(1911) RIBR 126. setu aze eur c'hrouadurig ha n'eo ket badezet c'hoaz, ne gavomp ket dalc'herien.

  • dalc'her .2
    dalc'her .2

    m. –ioù (en plt de qqc.)

    (1) Support qui maintient diverses choses.

    ●(1924) ZAMA 91. Va moereb (…) a gemeras eur rastell, eur varr, eur falz, en dalc'her a-ziadrenv an nor. ●(1943) SAV 27/82. Enaoui a reas ar c'houlaouenn goar (...) evit he lakaat war eun dalc'her houarn beg lemm. ●(1957) ADBr lxiv 4/452. (An Ospital-Kammfroud) Dalher : n. m. – Accessoire ordinairement en bois, constitué par deux longerons parallèles maintenus fixes par deux barreaux (comme les échelons). Sert à soutenir (...) un ustensile (tamis, passoire...) au-dessus d'un récipent (bassine, seau...) : re striz eo ar zil : ne jom ket war an dalher.

    (2) Présentoir à crêpes.

    ●(1988) TIEZ II 224. Si les crêpes ne sont pas tout simplement empilées sur une pièce de tissu, elles sont entassées sur une sorte de tressage en osier (bouteg-krampouez), ou une claie montée sur des pieds plus ou moins soignés dans leur apparence (dalhar, plad-krampouez)

  • dalc'her .3
    dalc'her .3

    m. = (?) Table de nuit (?).

    ●(18--) SBI II 166. E-man soubenn al lès / O vônt war ann dâlfèr, tr. «voici la soupe au lait qui va sur la table de nuit (?)»

    Note : voir RECE xxvi E. Ernault.

  • dalc'het
    dalc'het

    adj.

    (1) Tenu.

    ●(1499) Ca 54a. Dalchet vide in derchell.

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'het, tr. «tenu.»

    (2) par ext., spécial. Bien tenu, propre.

    ●(1917) LZBt Gouere 7. Setu aze eun iliz delc'het !

    (3) =

    ●(1852) MML 169. A bean ec'h oc'h-u dalc'hed gant ar c'hlenvet ?

    (4) Obligé, assujetti.

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'het, tr. «obligé, assujetti.»

  • dalc'hiad
    dalc'hiad

    m. dalc'hidi

    (1) Partisan.

    ●(1921) GRSA 206. un dén e gavan éañn é galon : un dalhiad dein. (...) Distroein e hra eùé de gastel hé dalhiad. ●296. delhidi e oent dehon ha d'un eutru aral.

    (2) [plur.] Parrain et marraine.

    ●(1927) GERI.Ern 94. delc'hidi m. pl., tr. «Le parrain et la marraine.»

  • dalc'hiadezh
    dalc'hiadezh

    f. Féodalité.

    ●(1910) ISBR 132. er prantad-sé e hrér anehon en dalhiadeh.

  • dalc'hidigezh
    dalc'hidigezh

    f.

    (1) Persévérance, ténacité.

    ●(1846) BAZ 296. Coms a rejont eus ar silvidiguez, eus an dalc'hidiguez, hac ar poaniou a gaver er stad a briedelez. ●(1855) BDE 740-741. Ma ne huès dalhedegueah er bet, mar doh perpet é changein, petra hrehed-hui a vad ?

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'hidigez f., tr. «tenacité.»

    (2) Détention (du bien d'autrui).

    ●(1732) GReg 279b. Detention du bien d'autrui, tr. «dalc'hidiguez eus a dra an hentez, aënep justiçz.»

    (3) Assujetissement.

    ●(1744) L'Arm 18b. Assujetissement, tr. «Dalhédiguiah. m.» ●19a. Attachement, tr. «Dalhédiguiah.. heu. m.»

    (4) Restriction.

    ●(1732) GReg 615a. Restriction mentale, tr. «Dalc'hidiguez a spered.»

  • dalc'hmat
    dalc'hmat

    adv.

    (1) Toujours.

    ●(1790) MG 83. ne vourran quet bout dalh-mad é labourad.

    ●(1882) CDFi 124-4 novembre p 3. eur vaoues dalc'hmad ar vastaren oc'h he fri.

    ●(1910) MAKE 32. ar randonenned-ze a ve klevet dalc'h-mad o konta doareou an nesa. ●(1955) VBRU 37. gant pephini anezho e veze dalc’hmat un tremen-hent a-zoare hag alies daou evit unan.

    (2) Loc. adv. Dalc'hmat-atav : tout le temps, constamment.

    ●(1911) BUAZperrot 72. dalc'h mat atô e veze gant ar boan-benn. ●237. ne vefemp ket dalc'h mat atô o kaout abeg ennan. ●365. Lenn a rea dalc'h mad atô buez ar zent hag e klaske ober diouto gwella ma c'helle. ●506. dalc'h mat atô e veze o pedi. ●693. mes dalc'h mat atô e tigaser d'eomp ivez ar zonj eus an ifern. ●795. diou rouantelez, dalc'h mat atô e brezel an eil ouz eben.

  • dalc'hus
    dalc'hus

    adj.

    (1) Qui retient.

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'hus, tr. «qui retient.»

    (2) Tenace.

    ●(1499) Ca 54a. Dalchus vide in derchell. ●(c.1500) Cb 59b. tenax / cis. g. tenant. b. dalchus.

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'hus, tr. «tenace.»

    (3) Chiche.

    ●(1732) GReg 164a. Chiche, qui craint de dépenser, tr. «dalc'hus.»

    ●(1876) TDE.BF 96b. Dalc'huz, adj., tr. «Avar, chiche.»

    ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'hus, tr. «avare.»

  • dalc'husted
    dalc'husted

    f. Constance, persévérance, ténacité.

    ●(1926) FHAB Meurzh 105. diskouez abred an dalc'husted o defe an dud-ze difennet ganti o buhez, o feiz hag o gwiriou. ●(1927) GERI.Ern 87. dalc'husted f., tr. «ténacité.» ●(1976) LLMM 175/120. seul-vui ouzhpenn ma veuled dalc'husted d'al labour ar merc'hed hag ar re gozh.

  • dale .1
    dale .1

    m. & adv.

    I. M.

    (1) Retard.

    ●(1955) STBJ 159. An termen d'en em gavet 'zo,'benn disul kente ; / Me a roy doc'h ho poutou, n'o ket hiroc'h dale...

    (2) Retardement.

    ●(1659) SCger 105a. retardement, tr. «dale.»

    (3) Lakaat dale : occasionner du retard.

    ●(1955) STBJ 110. Eur seurt tra evit gwir, kasaus-tre, a lakee dale hag a zirenke urz ar c'hoari, eeun d'an ampoent ma c'hortozed taol ar maro da goueza.

    (4) Na gaout dale ebet : ne pas être longtemps (à faire qqc.).

    ●(1939) VKST Ebrel 71. N'en devoe Yann dale ebet o tiskarga ar girinad dien er ribod... ha dao d'ezi breman... ●(1943) FATI 32. An tri mesaer a oa digor o c'halon ha n'o doe dale ebet evit debri o fred. ●(1975) UVUD 85. (Plougerne) E-skoaz va re-me [keuneud], peus dale ebet evit ober ur bern aneho. ●168. Ennez a rea marc'hajou da gempenn keuneud. (…) O ! me, pehe dale ebet evit kempenn da geuneud ganta ! Pase daou-c'hant bemdiz a rea. E vehe dale ebet ganta.

    (5) Na vezañ pell an dale : ne pas durer longtemps.

    ●(1922) FHAB Meurzh 88. en taol-man e vezoc'h dilabanet en eur wech ha ne vo ket pell an dale c'hoaz ! ●(1928) FHAB Mae 176. hag ar soner her gouezas, ne voe ket pell an dale. ●(1931) FHAB Mezheven 203. anez ema graet gant Breiz ha ne vezo ket pell an dale c'hoaz.

    (6) Ur pennad mat a zale : un bon bout de temps.

    ●(1873) FHB 431/410a. Ar c'har araog a ruillaz er foz, hag eno e voue eur pennad mad a zale, rak ret e voue discarga ar c'har hag he garga a nevez, epad ma tiskarget taoliou sabren a dreus hag a-hed var ar c'hezeg ha var ar charretourien.

    II. Loc. adv.

    A. Hep dale.

    (1) Sans tarder.

    ●(1557) B I 12. Hep dale enn em retreas, tr. «celui-ci se retira aussitôt.» ●411. Bezet oar se heb dale dereet / Diraz ouff, tr. «Sur ce, qu'elle soit, sans délai, amenée devant moi.»

    ●(1852) MML 33. lemmet an aelen digant an den, hep dale e coll ar vue. ●(1860) BAL 197. Kenavezo, adie, eb dale e tremenin. ●(1867) MGK 18. Distrei rinn hep dale.

    ●(1954) VAZA 67. piv a felle dezhañ lakaat e anv war roll ar vachelourien da zont, rak ret e oa kas hep dale ar baperenn-se da Skol-Veur Roazhon.

    (2) Bientôt.

    ●(1908) PIGO II 3. eno e vije ezom hep dale eus eur vatez da baran ar mevel. ●11. Hep dale, tour neve Tremuzon a baraz d'o daoulagad. ●159. Hep dale e benn a oe ken baoutet ma na oa evit mont ken.

    B.

    (1) Hep nemeur a zale : sans guère tarder.

    ●(1783) BV 1038-1039. Lar dese ho Lemin a quaptiuite / (…) hep nemeur a dalle. ●(1792) BD 3975. pe otramant evo hep nemeur adalle, tr. «qui arrivera sans beaucoup tarder.»

    (2) Hep pell dale : bientôt, sans tarder.

    ●(1866) FHB 60/61a. Hep pell dale e savas etre d'he ho daou. ●(1874) POG 116. Teurveit, hep pell dale, kaout truez ouz-omp-ni.

    (3) Hep dale pell : bientôt, sans tarder.

    ●(1902) PIGO I 31. Hep dale pell, Herri an evoa 'n em gollet ; neuze tiskennas diwar e varc'h hag e krapaz war eur ween. ●(1939) MGGD 23. Hep dale gwall-bell marteze.

    (4) Hep dale ket : sans tarder aucunement.

    ●(1557) B I 158. Me ya oarse hep dale quet, / Eualhenn pan gourchemenet, tr. «Sur ce, je vais sans délai, puisque vous l'ordonnez ainsi.»

    (5) Hep dale ken : sans plus tarder.

    ●(1530) J p. 26a-b. Ma mam (…) / discleryet (…) / Dif plen, en scaf, hep tardaf quet / Ho requetou, hep dale quen, tr. «Ma mère (…) exposez-moi pleinement, en peu de mots et sans tarder vos demandes qui se font trop attendre.»

    C. Kent dale : sans tarder.

    ●(1955) STBJ 75. Hogen ar yarig paour, glebet he flu gant al livaj du ha teo, a varvas kent dale ha ne voe ket kredet ober soubenn ganti evel ma 'z eo ês kompren.

  • dale .2
    dale .2

    voir daleañ

  • daleadenn
    daleadenn

    f. –où Attente.

    ●(1659) SCger 10a. atente, tr. «daleaden.»

  • daleadur
    daleadur

    m. Retard.

    ●(c.1500) Cb 56a. [dale] Jtem hec mora / e. ga. tardete / demeure. b. daleadur.

  • daleamant
    daleamant

    m. (?) Retard intellectuel (?).

    ●(c.1718) CHal.ms iv. tardiuite, tr. «ponereh, dalemant.»

  • daleañ / daleout / daleiñ / dale
    daleañ / daleout / daleiñ / dale

    v.

    I. V. intr.

    A.

    (1) S'attarder.

    ●(1557) B I 379. An bet a calet ez rede / (…) / Na dale muy ne deuruihe, tr. «elle courait vite le pays (…) et sans consentir à s'arrêter.»

    ●(1659) SCger 82b. muser, tr. «dale.»

    ●(1870) MBR 174. Ia da, paour-keaz den, komzit hep aoun e-bed, evit beza n'em euz ket amzer da zale.

    ●(1904) DBFV 39b. dalé, –ein, v. n., tr. «s'attarder.» ●(1936) IVGA 130. etre chourdal ha dalea, e oa aet an amzer e-biou.

    (2) Tarder.

    ●(1499) Ca 54b. Dale. g. tarder. ●(1530) Pm 56. Hac ez duiz aman hep dale tam, tr. «Et je vins ici sans point tarder.» ●(1557) B I 198. Heb dale muy me study he dicaczc, tr. «Sans plus tarder, je compte l'amener.»

    ●(17--) ST 14. mont da Londres, heb kammed dalea, tr. «aller à Londres, et sans délai.»

    ●(1904) DBFV 39b. dalé, –ein, v. n., tr. «tarder.» ●(1911) BUAZperrot 335. mont, heb dale ken, da gaout Rober Baudricourt.

    (3) S'arrêter, hésiter.

    ●(1908) PIGO II 8. Koulskoude, e droad a daleas eun tam war an treujou.

    (4) Daleañ da : tarder à.

    ●(1894) BUZmornik 110. ar pab a zaleaz pell ive da rei he aotreadur.

    ●(1911) SKRS II 133. pa zale ar c'herzed da zont dezho.

    (5) Daleañ e : s'arrêter à, s'attarder (qqp.).

    ●(1904) BSAB 22. O tistrein eus an Alverni da Floranz, e taleaz eur pennad en Arezzo.

    (6) Tarder à venir.

    ●(1924) CBOU 2/29. an noz a abreta beb abardaez hag an deiz a zale bep beure.

    B. [au négat.]

    (1) Tarder.

    ●(1878) EKG II 177. ne zaleaz ket [an dispac'h] d'en em skigna e Breiz-Izel. ●(1880) SAB 93. Va Doue, na zaleit ken, na apellit mui !

    ●(1909) KTLR 14. Fanch koz ne zaleas ket da vervel. ●(1909) HBAL 5. Tonton Biel, emezo, na zaleo ket da doulrida... ●(1909) FHAB Kerzu 383. Ar Bi ne zaleas ket da zellet skeulf en dro dezan. ●(1923) ADML 75. ne zaleaz ket re hirr goulskoude da jokat geriou gand e gamaladed. ●(1955) STBJ 117. Ne zaleas ket ar merc'hed da flepa ha da vatouilhat etrezo.

    (2) S'attarder.

    ●(1923) ADML 75. ne zaleaz ket re hirr goulskoude da jokat geriou gand e gamaladed.

    (3) Daleañ da vezañ : ne pas être longtemps à être.

    ●(1834) SIM 19. Ne zaleas qet da veza punisset eus an ancounac'ha en devoe evit ar re da bere e tleye ar vuez. ●(1866) FHB 62/77b. ne zaleo ket da veza riet tre doc'h ar pez en devoa. ●(1878) EKG II 234. An Aoutrou Branellec ne oue ket pell he abadenn. Ne zaleaz ket da veza kaset da Vrest, el leac'h ma oue barnet d'ar maro.

    ●(1910) FHAB 54. ne zalejont ket da veza ive d'o zro, en despet d'an donjer o devoa evit ar sklavaj, treac'het ha pennasket gant ar Romaned breac'hiou-dir.

    II. V. tr. d.

    (1) Retarder (qqn).

    ●(1557) B I 58. Rac honn dale en se ne falhe quet, tr. «car il ne faudrait pas que cela nous retardât. 

    ●(1659) SCger 105a. retarder, tr. «dale.»

    (2) Retarder, remettre, différer.

    ●(1732) GReg 260b. Faire delay, remettre, differer, retarder, tr. «Dalea. daleout. ppr. daleët. Van[netois] daleeign. pr. dalet. daleeiñ. pr. daleët.» ●(1790) Ismar 315. En Ilis e ordrén d'er Govezerion dalæein en absolvèn d'er-ré ne gaveint quet disposét mad eit gobér ou Fasq.

    ●(1904) DBFV 39b. dalé, –ein, v. a., tr. «retarder, remettre, différer.» ●(1907) AVKA 25. Evid dalei bepred o pinijen hag o tistro ouz Doue.

    III. V. pron. réfl. En em zaleañ.

    (1) = (?) Rester traîner (?).

    ●(18--) BAG 16. Prinç Leon, an aotrou Even, / Pini en em zale he bepret / Er gær a Lesneven hanvet.

    (2) Perdre son temps.

    ●(1912) FHAB Ebrel 122. Hag e vije bet tud klanv en ti, ne 'zear ket d'en em zale da rinsat ar puns. ●(1925) BUAZmadeg 354. An den a zalc'h he ene en eur stad santel, ne dle ket en em zale kalz d'en em ficha en he viskamant.

  • dalebini
    dalebini

    voir helebini

  • daleenn
    daleenn

    f. -où Attente, retard.

    ●(1962) EGRH I 50. daleenn f. -où, tr. « attente, retard. »

  • daleer
    daleer

    m. –ion

    (1) Personne arriérée, qui refuse le progrès.

    ●(1990) ISBE 26. ruzer pe daleer, chomet ouzh ar c'hiz kozh.

    (2) Yann Daleer : personnification des arriérés.

    ●(1990) ISBE 26. unan pe unan (…) chomet un tammig dilerc'hiet, un tamm daleet, Ur Yann daleer, seizhdaleet, 'vel ma lavarer a-wechoù e Bro-Gernev.

    (3) Homme qui fait perdre son temps à qqn.

    ●(c.1718) CHal.ms i. amuseur, tr. «daleour.»

    ●(1904) DBFV 39b. daléour, m. pl. daléerion, tr. «celui qui tarde, qui retarde.»

    (4) Retardataire.

    ●(1876) TDE.BF 97a. Daleer, s. m., tr. «Qui est toujours en retard ; pl. ien.»

    ●(1962) EGRH I 50. daleer m. -ien, tr. « retardataire, qui est toujours en retard. »

  • daleerez
    daleerez

    f. –ed Retardataire.

    ●(1876) TDE.BF 97a. Daleerez, s. f., tr. «Femme qui est toujours en retard.»

  • daleerezh
    daleerezh

    m. Action de retarder, retardement.

    ●(1904) DBFV 39b. daléereh, m. pl. eu, tr. «action de retarder.»

  • daleet
    daleet

    adj. Bezañ daleet gant ub. : être retardé par qqn.

    ●(1792) BD 1648. men nen don quet daleet davont guenit das tan[s], tr. «Tu ne tardes pas à m'entraîner à ta danse.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...