Devri

Recherche 'damant...' : 5 mots trouvés

Page 1 : de damant-1 (1) à damantus (5) :
  • damant .1
    damant .1

    m. –où

    I.

    (1) Soin, souci, ménagement.

    (1659) SCger 112a. soucy, tr. «sourci

    (1867) MGK 48. Ne vije bet damant d'he ler.

    (1927) GERI.Ern 88. damant m. Soin, souci, ménagement (d'eur gwenneg, pour ne pas perdre ou dépenser un sou).

    (2) Kaout damant ouzh : ménager.

    (1867) MGK 95. Kaout truez oc'h an tiek hag oc'h he ialc'h damant.

    (1924) ZAMA 204. sonj am eus ivez en doa damant eus e gazeg…

    (3) Kaout damant da : ménager, épargner.

    (1868) GBI I 330. Ha posubl ve digant Doue, / Ve damant d’am dillad ho pe !, tr. « Serait-il Dieu possible / Que vous craigniez de salir mes habits ! »

    (4) Hep damant (ebet) : sans ménagement, sans se ménager.

    (1867) MGK 24. hep damant diskouezomp / Plegou kuz hor c'haloun.

    (1900) MSJO 228. pleustrit eb damant var al labour dies-se. ●(1911) BUAZperrot 222. Goude beza labouret heb damant ebed. ●(1912) MMKE xvi. Difennomp eta an tiegez ; poaniomp evitan hep damant.

    (5) Hep damant da : sans ménagement pour.

    (1911) BUAZperrot 143. Heb damant ebed d'e yec'hed na d'e vadou.

    II.

    (1) Crainte, inquiétude.

    (1838-1866) PRO.tj 193. Heb kaout an nebeuta damant e tigor frank he genou.

    (1927) GERI.Ern 88. damant m., tr. «inquiétude.»

    (2) Kaout damant o =

    (1996) GRVE 78. Kas an hucher d'am Ferson ? Eun tamm damant evelkent am-eus oh ober eun taol ar seurt-se.

    (3) Kaout damant da (+ v.) : craindre de.

    (1906) KANngalon Here 223. Arabad eo ken neubeut kaout damant da zispign eur guennek benag evit maga ar spered.

    III.

    (1) Kaout damant : être clément.

    (17--) ST 360. Pa oa et ar procez dirag ar parlamant / Eleiz a lavare d'ar roue kaout damant, tr. «Lorsque le procès fut déféré au parlement, grand fut le nombre de ceux qui prièrent le roi d'avoir de la clémence.» ●366. gras d'he da gaout damant ! tr. «puissent-ils montrer quelque pitié !»

    (2) E damant = (?) à cause de, en raison de // pour racheter (?).

    (1909) FHAB Eost 227. an ene ne varv ket, p'e guir ez ea deuz corf maro ar c'habiten e corf udur eun touseg e damant an torfed bras hen doa great.

    (3) Doléance.

    (1973) LIMO 07 avril. lakad dré skrid ou zamanteu, klemmeu hag avizeu.

    (4) (Taol) damant : plainte, gémissement.

    (1790) MG 298. Itré peb-taul demantt e achappou gueneoh, offret hou poénieu de Zoué.

    (1904) DBFV 43a. demant, m. pl. eu, tr. «plainte, lamentation.» ●(1938) DIHU 328/149. Un hoari aral e oè bet dehon lakat é lavreg ; deit e oè de ben neoah get éleih a boén hag a zamanteu.

  • damant .2
    damant .2

    voir damantiñ

  • damanterezh
    damanterezh

    m. Plainte(s).

    (1921) GRSA 329. Haval é trouz er gléañnatereh, huchereh, demantereh doh tarañnereh er gurun.

  • damantiñ / damant
    damantiñ / damant

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Soigner.

    (17--) ST 36. Evel-se e vezo ret d'he dud he zamanti, tr. «c'est ainsi que ses gens devront le traiter.»

    (1874) FHB 507/291a. ar vam a zeuaz d'he c'herc'hat evit he damanti er ger. ●(1874) FHB 515/356a. Re baour evit beza damantet en he zy. ●(1876) TDE.BF 97b. Damañti eunn den klañv, tr. «soigner un malade. C[ornouaille].»

    (1927) GERI.Ern 88. damanti v. a, tr. « soigner.»

    (2) Craindre.

    (1869) FHB 210/5b. an hevelep merc'hed, – ha fur eo ho damanti, rak flemm mad ho devez peur vuia.

    (3) Plaindre.

    (1904) DBFV 43a. demant –eien, v. a., tr. «plaindre.»

    (4) Se plaindre (de qqc.).

    (1939) RIBA 149. Hag er voéz (...) e zemant hé halonad hag e zeviz héh ankén a voéh ihuél.

    II. V. tr. i.

    A.

    (1) Damantiñ d'e gorf : se ménager, s'épargner.

    (1864) SMM 88. Breman e tamanter dezan, peb evez so evithan [ar c'horf]. ●(1867) MGK 81. Ne choumaz dibreder / Da zamanti d'he gorf.

    (2) Damantiñ ouzh an-unan : se ménager, s'épargner.

    (1862) JKS 72. Seul vui e tamantot breman ouz-hoc'h hoc'h-unan, ha seul vui ec'h heuliot gwall-ioulou ar c'hik.

    (3) Damantiñ d'ar boan : plaindre, ménager, épargner sa peine.

    (17--) EN 1672. me gastiou ma horf gand peb sort crueldet / eb damantin dar boain, balamour dam fehed, tr. «je châtierai mon corps avec toute sorte de cruauté, / sans me plaindre de la peine à cause de mon péché.»

    (4) Damantiñ d'e labour : travailler avec moins d'ardeur.

    (1921) FHAB Kerzu 318. Setu m'en doa ranket, war e zivezadou, / Damanti d'e labour ha d'e brezegennou.

    B. absol.

    (1) Hésiter à fournir, ménager.

    (1909) FHAB Even 182. kerz da voueta an dornerez ; arabet did damanti.

    (1) Hep damantiñ : sans hésiter.

    (1867) MGK 79. Ha dont hep damanti dioc'h-tu da labourat.

    (1911) SKRS II 160. Kerkent ha ma vezont guelet o tioan [an techou fall], e ranket dioc'htu hag heb damanti, ober brezel dezho. ●(1936) PRBD 122. Klaskit ho pec'hejou heb damanti tamm.

    III. V. intr.

    (1) Se plaindre, gémir.

    (1790) MG 128. ha liès m'hé lausquai peèl de zemant quênt ma tostèn de rein dehi er péh hi doai dobér. ●298. hi e zamantai hac e griai a bouis hé fèn. ●(1792) BD 3627. nin na damantomp en nep guis, tr. «Nous ne nous plaignons d'aucune façon.» ●(1792) CAg 117. Pe bouéh ê honnéh ë zemante / El-cè guet huannadeu calet ? ●(17--) TE 108. pèh ræson e eèll er-ré cablus ou dout de zemantt eid er péhiq ou dès dandur ?

    (1904) DBFV 43a. demant –eien, v. n., tr. «se plaindre ; gémir.» ●(1912) MMKE 110. He mouez eo a glevomp o tamant barz an tour. ●(1921) GRSA 203. Abrest en em laka de zemant ha de laret éma édan merùel.

    (2) Damantiñ a ri : il t'en cuiras.

    (1857) CBF 122. M'hen talvo d'id ! Damanti a ri ! tr. «Tu me le payeras ! Tu t'en repentiras ! » ●(1876) TDE.BF 97b. Damañti a ri, tr. «tu t'en repentiras, tu me le paieras !»

    (3) Se ménager.

    (1889) ISV 453a. Guelomp eta ep damanti / An droug en deus great pephini.

    (4) Avoir regret.

    (1927) GERI.Ern 88. damanti v. n, tr. « avoir regret.»

    IV. V. pron. réfl. En em zamantiñ : s'amender.

    (1867) MGK 93. Rak ma na deu d'am c'haout ha d'en em zamanti / Tesko diwar he goust mont da goumananti.

  • damantus
    damantus

    adj.

    I. (en plt de qqn)

    (1) Qui ressent une douleur morale, douloureux, affligé.

    (1866) FHB 67/118b. Me bed an dud kisidik ha damantus da vont eun droad d'eun bennag euz an tier-ze da zeski beva ha mervel.

    (1933) MMPA 157. an eneou damantus. ●(1996) CRYK 120. Kalon Mari zo damantus, tr. «Le cœur de Marie est douloureux.»

    (2) Pitoyable.

    (1659) SCger 92b. pitioiable, tr. «damantus.» ●111a. soigneux, tr. «damantus

    (3) Bezañ damantus e-keñver ub. : être attentionné pour qqn.

    (1752) BS 187. mæs indulgeant ha damantus e quêver ar re-all.

    (1870) FHB 304/339b. pe gen damantus e voa bet e kenver ar barzed euz he amzer.

    (4) Bezañ damantus ouzh e gorf : ménager son corps.

    (1911) BUAZperrot 165. eur c'horf hag e oar bet re zamantus outan.

    (5) Bezañ damantus da : ménager (sa peine, son corps).

    (1869) FHB 224/114a. ne ket bet damantus de gorf.

    (1902) MBKJ 201. ne vijent ket ken damantuz d'ho c'horf. ●(1907) KANngalon Mezheven 429. morse ne veze damantus d'he foan. ●(1911) SKRS II 212. morse ne veze damantuz d'he foan. ●(1927) GERI.Ern 88. damantus, tr. « soucieux, qui craint (d'e dra pour son bien, qui l'épargne.»

    II. (en plt de qqc.)

    (1) Regrettable.

    (1906) BOBL 24 février 75/1b. eun error vraz ha damantus meurbed. ●(1985) AMRZ 28. Gwechall, siwaz ! n'edo ket ar hiz da espern pe da vired an traou oz en tiegeziou diwar ar meaz, ar pez a zo damantuz braz.

    (2) = (?) Pénible, laborieux (?).

    (1866) FHB 70/140b. goude eur zarmon hir ha damantuz divar benn passion hor Zalver, o tiskenn euz ar gador e lavaraz d'in : Tad, gouzanv a ran. – Drouk-kof ha drouk claoun am euz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...