Devri

Recherche '"damantiñ"...' : 1 mots trouvés

Page 1 : de damantin-damant (1) à damantin-damant (1) :
  • damantiñ / damant
    damantiñ / damant

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Soigner.

    ●(17--) ST 36. Evel-se e vezo ret d'he dud he zamanti, tr. «c'est ainsi que ses gens devront le traiter.»

    ●(1874) FHB 507/291a. ar vam a zeuaz d'he c'herc'hat evit he damanti er ger. ●(1874) FHB 515/356a. Re baour evit beza damantet en he zy. ●(1876) TDE.BF 97b. Damañti eunn den klañv, tr. «soigner un malade. C[ornouaille].»

    ●(1927) GERI.Ern 88. damanti v. a, tr. « soigner.»

    (2) Craindre.

    ●(1869) FHB 210/5b. an hevelep merc'hed, – ha fur eo ho damanti, rak flemm mad ho devez peur vuia.

    (3) Plaindre.

    ●(1904) DBFV 43a. demant –eien, v. a., tr. «plaindre.»

    (4) Se plaindre (de qqc.).

    ●(1939) RIBA 149. Hag er voéz (...) e zemant hé halonad hag e zeviz héh ankén a voéh ihuél.

    II. V. tr. i.

    A.

    (1) Damantiñ d'e gorf : se ménager, s'épargner.

    ●(1864) SMM 88. Breman e tamanter dezan, peb evez so evithan [ar c'horf]. ●(1867) MGK 81. Ne choumaz dibreder / Da zamanti d'he gorf.

    (2) Damantiñ ouzh an-unan : se ménager, s'épargner.

    ●(1862) JKS 72. Seul vui e tamantot breman ouz-hoc'h hoc'h-unan, ha seul vui ec'h heuliot gwall-ioulou ar c'hik.

    (3) Damantiñ d'ar boan : plaindre, ménager, épargner sa peine.

    ●(17--) EN 1672. me gastiou ma horf gand peb sort crueldet / eb damantin dar boain, balamour dam fehed, tr. «je châtierai mon corps avec toute sorte de cruauté, / sans me plaindre de la peine à cause de mon péché.»

    (4) Damantiñ d'e labour : travailler avec moins d'ardeur.

    ●(1921) FHAB Kerzu 318. Setu m'en doa ranket, war e zivezadou, / Damanti d'e labour ha d'e brezegennou.

    B. absol.

    (1) Hésiter à fournir, ménager.

    ●(1909) FHAB Even 182. kerz da voueta an dornerez ; arabet did damanti.

    (1) Hep damantiñ : sans hésiter.

    ●(1867) MGK 79. Ha dont hep damanti dioc'h-tu da labourat.

    ●(1911) SKRS II 160. Kerkent ha ma vezont guelet o tioan [an techou fall], e ranket dioc'htu hag heb damanti, ober brezel dezho. ●(1936) PRBD 122. Klaskit ho pec'hejou heb damanti tamm.

    III. V. intr.

    (1) Se plaindre, gémir.

    ●(1790) MG 128. ha liès m'hé lausquai peèl de zemant quênt ma tostèn de rein dehi er péh hi doai dobér. ●298. hi e zamantai hac e griai a bouis hé fèn. ●(1792) BD 3627. nin na damantomp en nep guis, tr. «Nous ne nous plaignons d'aucune façon.» ●(1792) CAg 117. Pe bouéh ê honnéh ë zemante / El-cè guet huannadeu calet ? ●(17--) TE 108. pèh ræson e eèll er-ré cablus ou dout de zemantt eid er péhiq ou dès dandur ?

    ●(1904) DBFV 43a. demant –eien, v. n., tr. «se plaindre ; gémir.» ●(1912) MMKE 110. He mouez eo a glevomp o tamant barz an tour. ●(1921) GRSA 203. Abrest en em laka de zemant ha de laret éma édan merùel.

    (2) Damantiñ a ri : il t'en cuiras.

    ●(1857) CBF 122. M'hen talvo d'id ! Damanti a ri ! tr. «Tu me le payeras ! Tu t'en repentiras ! » ●(1876) TDE.BF 97b. Damañti a ri, tr. «tu t'en repentiras, tu me le paieras !»

    (3) Se ménager.

    ●(1889) ISV 453a. Guelomp eta ep damanti / An droug en deus great pephini.

    (4) Avoir regret.

    ●(1927) GERI.Ern 88. damanti v. n, tr. « avoir regret.»

    IV. V. pron. réfl. En em zamantiñ : s'amender.

    ●(1867) MGK 93. Rak ma na deu d'am c'haout ha d'en em zamanti / Tesko diwar he goust mont da goumananti.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...