Devri

Recherche 'daoust...' : 8 mots trouvés

Page 1 : de daoust-1 (1) à daoustouet (8) :
  • daoust .1
    daoust .1

    adv. & conj.

    I. Adv.

    A. Daoust ha(g).

    (1) [devant un pron.] Est-ce que.

    (1867) MGK 126. Daoust ha te ne vez ket figuz ? ●(1868) FHB 193/294a. Ha ma ve tud o c'hoari en hostaliri-ze, daoust hag hi a ve ken diabaf (…) ? ●(1878) EKG II 67. daoust ha c'houi a viche bet diskiant avoualac'h evit en em lakaat e tal da goll hoc'h arc'hant.

    (1902) LZBt Du 44. Daoust ha n'in a furaio ? ●(1904) BOBL 24 septembre 1/2a. Daoust ha te ne vez ket bet er skol ? Gout ! ●(1906) KANngalon Mezheven 144. daoust ha ni a jommo mud ha diaket ?

    (2) [devant un subst.] Est-ce que.

    (1902) MBKJ 108. Daoust hag hor c'halounou a vije kaletoc'h eget an traou divuez ? ●(1910) FHAB Meurzh 107. Daoust ha c'hoant zo da vont var ar c'hiz ?

    (3) [devant un v.] Est-ce que.

    (1878) EKG II 76. Daoust ha n'euz ket enn deiz a herrio var an douar tud henvel ouc'h soudarded ar Republik koz ?

    (1907) PERS 336. Daoust hag absolvi ac'hanoc'h a c'hellint ? ●(1910) MAKE 28. daoust ha n'eo ket poent c'hoaz didoulla alese ? ●(1919) MVRO 3/4c. Daoust ha n'eo ket deut ar c'hanfard-ze da veza darzod ? ●(1926) BIVE 12. Dampasion ! Leret-hu ? Daoust ha n'on ket mestr d'am zra ?

    (1905) ALLO 48. Ah ! mil gutez, / Daoust hag e tizrofe hennez ? ●(1927) YAMV 8. Daoust hag e fell d'eoc'h beza kaset ho pevar dirag ar barner ? ●(1935) ANTO 11. Daoust hag e teufe an amzer da veza druz ?

    B. Daoust hag-eñ : est-ce que.

    (1909) NOAR 58. Daoust hag-en ema ho rouanteleziou o tismantri ? ●(1919) BUBR 2/41. Daoust hag hen n'eo ket ken aes e vuhez d'an eil ha d'egile ? ●(1924) BILZbubr 41/948. daoust hag-en ne ve ket alïes gwelet a skoueriou. ●(1927) CONS 903. Daoust hag hen ne roas ket e hano da Zroug ar Roue ?

    C.

    (1) Daoust eo deoc'h : que vous le vouliez ou non.

    (1902) PIGO I 12. «Daoust ê d'ac'h, eme Bipi, kredet pe na gredet ket ; an evn 'zo tremenet bepred.»

    (2) Daoust ha(g) + adj. : bien que.

    (1972) SKVT I 48. Veig a oa dihun en e wele, daoust ha kloz e valvennoù. ●99. mes a wenneien yac'h hag onest, daoust hag estren. ●131. Hesonik eo e ourouler, daoust ha dister.

    (3) Daoust ha : bien que.

    (1906) KANngalon Gwengolo 198. daoust ha n'hen anzavont ket ato. ●(1906) KANngalon Du 244. daoust ha n'oan ket kristen. ●(1924) FHAB C'hwevrer 69. Me va-unan, daoust ha n'on ket pinvidik, a zikouro gwella ma c'hellin da veva ha da wiska ar paotr.

    (4) Daoust ha da =

    (1907) KANngalon Mae 405. Daoust ha d'ar vrezel a reer d'ar relijion, daoust ha d'an niver braz a relijiuzed a zo bet kaset er meaz euz ar vro.

    (5) Daoust da bep tra : envers et contre tout.

    (1911) BUAZperrot 393. ober bepred e lavar daoust da bep tra. ●675. a douas var e le ober e daol daoust da bep tra.

    (6) Daoust petra oa : quoi qu'il en soit.

    (1870) FHB 280/150b. Daoust petra voa, an douar a ieas droug enha. ●(1889) ISV 463. Daoust petra voa, mont a reaz en hent.

    (7) Malgré.

    (1659) SCger 84a. nonobstant le vent, tr. «dioust pe daoust an auel.»

    (8) Daoust da se : malgré cela.

    (1963) LLMM 99/268. Met daoust da se e skoazelle eus e wellañ El Lobo hag e genseurted.

    II.

    A. [suivi d'un adv. interrog.]

    (1) Daoust pe =

    (1576) Cath p. 19. neuse an impalazr leun a frenesy a lauaras dezy choas vnan a daou : daoust dit pete a sacrifio hac ez beuy a pe a anduro tonrmanchou exquis ha ma vizy distruget, tr. «Alors l'empereur, plein d'emportement, lui dit : choisis un des deux : ou bien tu sacrifieras et tu vivras, ou bien tu endureras des tourments cruels et tu seras mise à mort.» ●24. daoust pe en articl an marou, pe en necessite arall. ●(1621) Mc 32. dauest pe euff é hunan, pe personaigou all.

    (1710) IN I 320-321. en em resolvit da rei dezàn quement hoc'h eus a breciussa (…) daoust pe hoc'h arc'hant hac ho madou-all, daoust pe ho tad, ho mam. ●(1766) MM (Brestad 17) 1230. daoust pe dre farz, pe dre zevri.

    (2) Daoust (ha) perak : mais pourquoi ; pourquoi donc ?

    (1867) MGK 80. Daoust ha perak / Ann tiek n'en defe ket chemed, skiant ha furnez. ●(1877) EKG I 55. Daoust perag e teu an dud-se d'am direnka-me aman ?

    (1910) MBJL 2. daoust perak e vijen chomet er gêr ?

    (3) Daoust pegeit =

    (1924) FHAB C'hwevrer 78. Daoust pegeit emañ eus ar ger.

    (4) Daoust petra =

    (1870) FHB 309/380b. Daoust, emezhi, ha va fenn a ia e barboel, daoust petra zo en noz-ma ? ●(1889) CDB 172. Ha daoust para c'hoari d'hon c'hi.

    (1910) MBJL 138. Daoust petra a dremenas neuze dre o spered ? ●(1926) BIVE 3. Daoust petra eo an dro-ze ?

    (5) Daoust pegement =

    (1903) MBJJ 28. daoust pegement a oa da ziskrapan, ne c'hwitaz ket war skol ar Mil Micher. ●(1932) FHAB Eost 310. daoust pegement a frankiz a zo eno.

    (6) Daoust penaos ? : mais comment ?

    (1919) BUBR 6/162. Daoust penaos ar foec'h e teuyo hon c'hompagnunez a-benn da zont ebarz en he fez ?

    (7) Daoust pelec'h ? : mais où ?

    (1926) BIVE 3. Daoust pelec'h eman tonton Jakez ?

    (8) Daoust piv ? : mais qui ?

    (1908) PIGO II 39. Daoust piou eo hounnez-all c'hoaz ?

    (9) Daoust peur =

    (1860) BAL 185. daoust peur e erruin er porz salo !

    B. [devant un adv. exclam.] Daoust pegen : quelque soit.

    (1821) SST v. dust peh guet pel on doh-t-hai. ●(1839) BSI 80. daoust pegen tom ha pegen fatig a voué an amser en e vrô.

    (1912) BUAZpermoal 144. daoust pegen pennadus e oa. ●(1924) FHAB Ebrel 138. e rankas, daoust pegen amzere e oa kement-se, mont d'he gwele dirazo.

    III. Loc. conj. Daoust ha ma + v. : bien que.

    (1904) KANNgwital 17/313. daoust ha ma 'z oa tear da c'hourdrouz gant ruster. ●(1907) KANngalon Genver 312. Daoust ha ma'z eo gouez meurbed ar barr amzer e deuz brema an Iliz da dreuzi. ●(1910) MBJL 103-104. barek e vin, daoust ha mac'hê tost da c'hwec'h heur. ●(1912) MMPM 150. Daoust ha ma kolle euz he nerz bemdez, ne dorre netra var he bedennou bemdiziek hag he binijennou kriz.

  • daoust .2
    daoust .2

    m. & prép.

    I. M.

    (1) Doute.

    (1839) PBC 02 février p. 1. Arrondissamant Lannion pehini a brodu lin ac a deu en eur memes amser d'er labourat evit er gouerza en neud, a souffr muioc'h evit pep plaçz-all eus an daouest tentus a so entre an daou sort marc'hadoures, tr. «A la fois producteur de lin et fabricant de fil, l'arrondissment de Lannion souffre plus qu'aucun autre de cette terrible concurrence.»

    (2) N'eo ket ma daoust =

    (c.1930) VALLtreg 539. daoust (…) Substantif dans Hidu an de n'e ket ma daoust astenn ma dorn evit goulen zikour = je ne suis pas libre de…. ou non (Lizer. Gweng. 98 20. Corn.).

    (3) Bezañ en daoust : être dans l'indécision.

    (1982) TKRH 102. Va zonton (...) aliet gant an ofiserien da chom en arme a oa bet pell en daoust. Na oueze ket kaer petra ober.

    II. Loc. prép. En daoust da : en dépit de.

    (1868) FHB 201/358a. Ag en daoust da difenn é vam.

  • daoust-pe-zaoust
    daoust-pe-zaoust

    adj. Quoi qu'il arrive.

    (1931) VALL 99b. en tout cas, quoi qu'il arrive, tr. «daoust-pe-zaoust

  • daoustañ / daousto
    daoustañ / daousto

    adv.& conj.

    I. Adv.

    A. Malgré.

    (1869) FHB 211/15b. daoustan d'ar skorn, d'ar frim.

    (1905) KDBA 15. Ha deustou de gement-sé n'em es chet taulet ma dillad. ●(1925) SFKH 4. Me zad koh, hag e oé deustou d'é oed kaset mat, chomet él a viskoah, un dén bourabl. ●(1939) KOLM 68. Met é dad, deusto dehon bout en em-gaereit doh Kolmkel, e varùas èl er rouañné aral.

    B. [suivi d'un adv. interrog.]

    (1) Daoustañ pegement =

    (1790) MG 53. Mæs en dud coloneq péré ne hum santant jamæs deusto peguemènd e zaibrant hac e ivant.

    (2) Daoustañ pegen : quelque soit.

    (1895) GMB 144. daoustañ pegen kréñ e 'nn avel, quelque fort soit le vent, petit Tréguier.

    II. Loc. conj. Daoustañ ma : quoique.

    (1790) MG 3. É amiet gùellan e oai queih pésquerion, e vaguai get bara hey, hac e lausquai liès d'andur nan, deusto ma heèllai gobér miracleu eit ou maguein délicat. ●71. deusto m'hé rebutènt. ●162. deusto ma mès tostiq puar-uguênt vlæ. ●(17--) TE 185. deusto ma hoai en nombrussan a baud.

    (1856) VNA 152. Quoique tout le monde doive travailler, tr. «Deustou mei deliet d'en ol labourat.» ●(1861) BSJ 152. deustou ma tennent méh ar nehai dré ou ardeu fal. ●(1879) GDI 301. deustou ma vé couciet dré béhèd Adam muyoh a dud.

    (1906) HIVL 22. deusto ma oé er huéh ketan ma treméné dré-hont.

  • daouste
    daouste

    adv. & conj.

    I. Adv.

    (1) Daouste ha : est-ce que.

    (1874) FHB 481/87b. Daousde ha ne ket me eo. ●88a. Daousde ha p'am bezo lavaret va fec'hejou all ne daio ket ive heman d'ho eul ?

    (2) =

    (1925) DIHU 171/334. dusti penaus / E ma geton.

    II. Loc. conj. Daouste ma : bien que.

    (1909) BLYA 91. Daoust e ma 'z eo distro. ●(1927/30) LUMO 61. Daouste ma droc'h ar vuhez.

  • daousto
    daousto

    voir daoustañ

  • daoustoc'h
    daoustoc'h

    adv. Bien que.

    (1925) SFKH 12. deustoh dehon bout pinùik mat. ●Ret e vehé bout goah eit en diaul deustoh dehon bout lon erhoalh.

  • daoustouet
    daoustouet

    adj. Courbé.

    (1909) ADBr xxv 221. Plié en deux Dans un cantique qu'on chante à Quimperlé, j'ai entendu : Daoustouet.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...