Devri

Recherche 'degemer...' : 7 mots trouvés

Page 1 : de degemer-1 (1) à degemerva (7) :
  • degemer .1
    degemer .1

    m. –ioù

    (1) Accueil.

    (1732) GReg 9b. Accueillir bien, tr. «Ober un diguemer mad.»

    (1844) LZBg 2l blezad-2l lodenn 112. er hetan diguemérieu-zé. ●(1860) BAL 38. eat ouc'h araog, da apresta diguemer deomp. ●(1867) MGK 75. Ha c'hoaz c'houi ho pe c'hoant da gaout digemer mad ! ●(1869) FHB 215/42a. eun digemer all, hag hema a vez great ar solenna ma c'heller.

    (1907) LZBt Genver 23. An oll en em lakeaz en pleg d'ober eun digemer deuz ar gwella. ●(1908) FHAB Gwengolo 273. ar geriou a frito d'ar verc'h, hervez an digemer ! (1919) LZBl Genver 33. An digemer great d'eomp 'oa peuz-seven.

    (2) Goulenn degemer : demander à être reçu.

    (1911) BUAZperrot 259. Yaouank flamm oa c'hoaz pa c'houlennas digemer e manati sant Mark. ●(1935) SARO 16. e c'houlennas digemer en hano Doue.

    (3) Reiñ degemer d'ub. : recevoir, accueillir qqn.

    (1889) ISV 404. Merc'hed Rieu n'o deus ket roet a zigemer din.

    (1901) FHAB Genver 201. rei digemer d'ar zoudarded cleiz-ze. ●(1908) FHAB Even 185. hag ar re-ma, pa c'hellent tapa peg en eur beleg pe en dud vad a roe digemer d'ezo, o lakea var eur bilig-ru. ●(1915) HBPR 69. na falvezas gantho biken, rei digemer d'hezan. ●249. Ar pennou bras deuz Kemper (...) a reaz d'hezan an digemer ar guella.

    (4) Ober degemer d'ub. : accueillir qqn.

    (1915) HBPR 212. eun niver bras a dud deuet var digarez ober digemer d'ar belek koz.

    (5) Refuge.

    (1912) MMPM 31. Ha c'hui Mari, digemer ar bec'herien ?…

    (6) Kavout degemer : être reçu.

    (1911) BUAZperrot 36. e skoaz evit an eil gwech var dor santez Martha hag e kavas digemer. ●675. A bouez ober o chouchet e c'helljont kaout digemer e kastel Beuzit.

    (7) Degemer dic'hras, teuc'h, treut : accueil frais, froid.

    (1869) FHB 250/323b. eun digemer dic'hras tre.

    (1906) BOBL 03 février 72/3b. eno neuz bet eun digemer treut digant ar ministr. ●(1907) AVKA 200. Ar servijer a deuas d'ar ger da gonta an digemerio teuc'h an evoa bet. ●(1924) BILZbubr 43-44/1033. Bidoullig, mar plich, a reas eun digemer treut da becherou he mestr.

    (8) Degemer kalonek, karadek : accueil chaleureux.

    (1877) EKG I 83. rei d'eomp ar galouneka digemer.

    (1910) ISBR 216. Digemér kaer ha karadek e oé bet groeit dehon. ●(1910) MBJL 73. Digemer kalonek en kêr Londrez.

    (9) Degemer mat, vat : bon accueil, bienvenue.

    (1874) FHB 500/236a. eur voleaden a zigemer vad. ●(1877) BSA 77. ha digemer vad a rea ato d'an oll boaniou.

    (1904) BOBL 1er octobre 2/2b. o deuz gret beb a ziskour evid lâret digemer mad. ●(1907) AVKA 190. Ha Martha, hi, a veske hag a verve evid aoza pep tra evid un digemer mad. ●(1908) FHAB Even 178. da ober gourc'hemennou en dro deomp evit ma kafont digemer mad e peb ti !

    (10) Degemer trenk =

    (1909) FHAB Kerzu 355. an digemer trenk ha kasaüz o deuz great tud ar C'houarnamant da Lizer Eskipien Frans var ar skoliou.

    (11) Degemer birvidik : accueil agité, rugueux.

    (1889) ISV 354. e doare da rei eun digemer birvidik d'ar forbanet.

    (12) Sal-degemer : salon.

    (1939) MGGD 28. Pa en em gavas an diaveziad er sal-zegemer.

  • degemer .2
    degemer .2

    v. tr. d.

    (1) Recevoir.

    (1864) SMM 85. ar maro a ia d'ho skei, ha n'ho tiguemerin ket em reposvan.

    (1907) PERS 262. Ho digemeret a rea gant kalz a blijadur. ●(1911) BUAZperrot 428. pa wele ne zigemeret ket tear awalc'h e gomzou e rea miraklou d'o c'hennerzi.

    (2) Loger.

    (1659) SCger 175a. tiquemeret, tr. «loger.» ●(1732) GReg 9b. Accueillir, tr. «Diguemeret.» ●Accueillir bien, tr. «Diguemeret èrvad.»

  • degemerañs
    degemerañs

    f. =

    (1901) GKLA 7. Jezuz a-neus deurveet ober digemerans / Evit bezan hon mignon ha zoken hon bevans.

  • degemerer
    degemerer

    m. –ion Récepteur.

    (1907) BOBL 28 décembre 170/2b. daoust da glemmou ar c'haser ha da re an digemerer. ●(1980) LLMM 210/258. marv ar roer, marv an degemerer.

  • degemeridigezh
    degemeridigezh

    f. Réception.

    (1914) DFBP 275b. réception, tr. «Digemeridigez

  • degemerus
    degemerus

    adj. Accueillant.

    (1912) MMKE xiv. Ker sioul ! Gwaskedet a bep tu (…) digemerus da zor.

  • degemerva
    degemerva

    m. –où Réceptacle.

    (1914) DFBP 275b. réceptacle, sm, tr. «Digemerva

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...