Devri

Recherche 'diarbenn...' : 7 mots trouvés

Page 1 : de diarbenn-1 (1) à diarbennus (7) :
  • diarbenn .1
    diarbenn .1

    adj., prép. & adv.

    I. Adj. =

    (1874) FHB 508/301b. Brabanserien ne chomont kren (lire : ken) / Evit en tam mez dialben.

    II. Prép. A-ziarbenn.

    A. Prép.

    (1) spat. A-ziarbenn da : à la rencontre de, au devant de.

    (1864) SMM 92. e za a ziarben dezan evit he vriata. ●199. Ra deui a ziarben deoc'h ar Verzerien. ●(1868) FHB 163/50a. Eat omp a ziarben dezho gant ar muzik. ●(1880) SAB 230. Jesus a deuas a ziarbenn dezo.

    (1927) GERI.Ern 100. a-ziarbenn, tr. «au devant (da de).»

    (2) sens fig. =

    (1861) BSJ 74. n'en dé quet mui a ziarben er péh e hoès laret d'emb é credamb, mæs a ziarben er péh hun nès ni-memb cleuet-é.

    (3) War-ziarbenn : à la rencontre de.

    (1867) MGK 17. Ema 'nn nec'h, ann enkrez atao war ziarbenn / Ar re a vez enn hent !

    (4) War-ziarbenn da : à la rencontre de.

    (1907) BOBL 16 février 125/2. ar besamiral Melchior a zeuaz var ziarbenn d'ezo.

    III. Adv. A-ziarbenn =

    (1890) BSS 9. escob Metz, pa glevas edo Serves e tistrei d'e escopti, a ieas ive a ziarben d'en diguemeret. ●(18--) BAG 17. Rac a leonis eur vanden / En em leqas a ziarben, / A droc'has etre'r mor hag hi, Da viret outo d'ambarqui.

  • diarbenn .2
    diarbenn .2

    m. –où

    (1) Opposition, contradiction, obstacle.

    (1927) GERI.Ern 100. diarbenn m., tr. «Opposition, contradiction, obstacle.»

    (2) Précaution.

    (1911) BUAZperrot 28. goude meur a ziarbenn mezus.

    (3) Kemer e ziarbennoù : prendre ses précautions.

    (1926) FHAB Mae 199. kemer o diarbennou evit dont niverus. ●(1927) GERI.Ern 100. kemer e ziarbennou, tr. «prendre ses précautions (contre).»

    (4) Fait d'aller à la rencontre de qqn.

    (1905) BOBL 09 décembre 64/3b. an hini goz a ieaz var benn hent d'ei. Mez Mari Pinec a oa droug ennhi deuz an diarbenn-ze.

  • diarbenn / diarbenniñ .3
    diarbenn / diarbenniñ .3

    v. tr.

    I. V. tr. d.

    (1) Détourner, parer (un coup).

    (1864) SMM 95-96. var ho calon evel eur pez dir da ziarben ar birou.

    (2) Prévenir, empêcher (des désordres).

    (1884) BUZmorvan v. Diarbenn an dizursiou : miret outho d'en em skigna. ●(1894) BUZmornik 49. labourat da ziarbenn an dizursiou ha da derri ar giziou fall.

    (1909) MMEK 2. ar roue koz, dinerzet, n'oa mui goest da ziarben ken braz dizursiou.

    (3) =

    (1915) HBPR 57-58. Guelet ar gristenien dre oll, o sevel gant ar veleien na blegent ket, na ziarbennaz tamm anezhi [an Assemblée Nationale]. ●83-84. parrez vihan Mellac e tal hor c'hear he deus hor diarbennet beteghen.

    (4) Dont da ziarbenn ub. : venir à la rencontre de qqn.

    (1857) HTB 224. hi, ker hastek en amzeriou-all da zont d'hen diarben.

    (5) Rencontrer.

    (1869) KTB.ms 14 p 200. Un dez a oa he dad o vale gant-han war ann hent-braz, hag hen gwall-drist, pa diarbenjont ur marc'hadour moc'h o vont da ur foar.

    (6) Diarbenn udb. da ub. =

    (1926) FHAB Kerzu 456. Diarbenn d'ezan al lamm diwezan zo ret ober, ma paouezo da vont war draon.

    (7) Diarbenn udb. diwar ub. =

    (1909) FHAB C'hwevrer 51. eun disouezenn hag unan vad a dapint (...) en em glemm ouz ar re o devezo klasket he diarbenn diwarno.

    (8) Repousser.

    (1878) EKG II 74. Mari-Antoinett ha Louis XVI a ieaz dre eun tu, hag a oue diarbennet. ●(1882) BAR 172. diarbenn an enebourien.

    (1916) KANNlandunvez 64/462. goulen ma vezo diarbennet an enebour kriz a dennaz ar goaleuriou-ma var ar bed.

    (9) Arrêter.

    (1906) BOBL C'hwevrer-Meurzh. setu amañ teir gwastellenn, ha ganto e tiarbenni e gounnar. (d'après KBSA 191). ●(1907) PERS 303. Doue (…) en euz digaset d'ezhan eur c'hlenved evit he ziarben var an hent fall. ●314. heb beza diarbennet, dalc'het a za. ●364. den n'en divije gallet ho diarben. ●(1911) BUAZperrot 268. e teu alies abenn da ziarbenn ar c'hlenved. ●778. diarbenn an tan pe an dour.

    (10) Diarbenn ub. : aller au devant, à la rencontre de qqn.

    (1659) SCger 141b. diarbena, tr. «aller au rencontre.» ●(1732) GReg 282b. Devancer quelqu'un, aller au devant de lui, tr. «Diarbena ur re-bennac. diarben ur re.»

    (1857) AVImaheu 28. Ha chetu ol dud kær e ziarbennas Jesus, hag arlerh en dout huélet anehou, ind e pedas anehou de bellat a zoh hou brô.

    (11) Anticiper, prévenir, obvier à.

    (1659) SCger 7b. anticiper, tr. «dialbenn.» ●85a. obuier a ce que quelque chose ne se fasse, tr. «dialben na ve gret.» ●(c.1718) CHal.ms i. anticiper, tr. «arraucat, dialbenein

    (1872) ROU 93a. Obvier, tr. «Diarbenn

    (1904) DBFV 46a. diarbennein, v. a., tr. «anticiper, prévenir, aller au devant, obvier à.» ●(1907) VBFV.fb 5a. anticiper, tr. «diarbennein

    (12) Diarbenniñ kounnar ub. : calmer/désamorcer la colère de qqun.

    (1906) BOBL 03 mars 76/2b. setu ama teir wastellen, ha gantho e tiarbenni e gounnar.

    (13) Retourner qqun (physiquement).

    (1732) GReg 919b. Si je vous prend, je vous mettrai la tête à l'envers, tr. «Mar gan-me deoc'h, me oz dialbenno

    (14) local. Faire retourner.

    (1879) ERNsup 150. diarbenn ar zaout, fais retourner les vaches d'un autre côté, Lanr[odec]. ●(1884) BUZmorvan v. Diarbenn. – Ober da eun den da da eul loan dont var he giz. Diarbenn ar zaout pa'z eont da laerez.

    II. V. tr. i. Diarbenn ouzh : se prévenir contre.

    (1908) FHAB Gwengolo 263. diarbenn ouz an dorfetourien.

  • diarbennekiñ
    diarbennekiñ

    v. tr. d. Anticiper, prévenir.

    (1744) L'Arm 305b. Prévenir (…) Aller au-devant, tr. «Diarbennéquin

    (1904) DBFV 46a. diarbennikein, v. a., tr. «anticiper, prévenir, aller au devant, obvier à.»

  • diarbenniñ
    diarbenniñ

    voir diarbenn .3

  • diarbennour
    diarbennour

    m. –ion =

    (1941) FHAB Gwengolo/Here 81a. diarbennourien ar yaouankiz diouz kement a ziskar o gened hag o brud : mezventi, hudurnez.

  • diarbennus
    diarbennus

    adj. =

    (1872) ROU 81a. Paroles propres à détourner, tr. «Comzou diarbennuz

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...