Devri

Recherche 'diazez...' : 10 mots trouvés

Page 1 : de diazez-1 (1) à diazezin (10) :
  • diazez .1
    diazez .1

    adj.

    I. (en plt de qqn)

    (1) (en plt de qqn) Mûr.

    ●(1752) BS 566. En amser ma edo c'hoas crouadur (...) e ree pep-tra gant un ær poset ha parfet, evel pa vise bet un den diasez.

    ●(1867) MGK 62. Ann den diazez hag an diou intanvez. ●(1872) GAM 44. ann dud iaouank diazez a gaset da loueda da Gonli. ●(1874) FHB 515/356a. groagez, intanvezet, goazet diazez, tud koz.

    ●(1927) GERI.Ern 101. diaze(z) adj., tr. «(homme) mûr.»

    (2) Oad diazez : âge mûr.

    ●(1867) MGK 62. Eunn den war eunn oad diazez.

    ●(1912) MMPM 49. hon oad diazez hag hor c'hozni.

    II. (en plt de qqc.)

    (1) Bara diazez : pain rassis.

    ●(1732) GReg 685b. Pain rassis, tr. «Bara diasez.»

    ●(1857) CBF 11. Bara diazez, tr. «Pain rassis.»

    ●(1927) GERI.Ern 101. diaze(z) adj., tr. «(pain) rassis.»

    (2) Maen-diazez : pierre de base.

    ●(1633) Nom 139b. Coria : bauches : an meïn diasez, an meïn quentaf.

    ●(1905) KANngalon Du 534. Penaoz sevel an ti pa ne vez ket mein diazez evit founti anezhan ? ●(1911) SKRS II 167. mean-diazez an holl vertuziou all.

    (3) Lezenn diazez : constitution.

    ●(1941) ARVR 28/3e. adkempenn lezenn-diazez ar vro.

  • diazez .2
    diazez .2

    m. –où

    I.

    A.

    (1) Base, assiette, fondement, assise.

    ●(1633) Nom 137b-138a. Opus isodomum : quand les assiettes de pierres sont de mesme hauteur : pa vez an diasez ves, an mein á vr memes vhelder. ●138a. Puluinus : l'assiette de l'œuure : an diasez an œufr.

    ●(1732) GReg 82a. Base, soûtien & fondement de tout corps, tr. «Diasez.» ●(1744) L'Arm 359. Situation, tr. «Azé : Diazé : Assætte.»

    ●(1904) DBFV 46b. diazé, m., tr. «assises, établissement, action de placer.» ●(1907) AVKA 253. sellet eta pebez mein, ha kaera labour ! Ar re-all a lo[r]c'he e diazeo ledan, hag ar c'hempenn kaer, graet gant ar profo. ●(1927) GERI.Ern 101. diaze(z) m., tr. «assise, base.»

    (2) Place, endroit où se met qqc.

    ●(1557) B I 246. pa on eux ehaffn (variante : ehafn) a danfuez / Ny ho lacay cuit (variante : euit) quent try dez / En o diasez da bezaff, tr. «puisque nous avons assez de matériaux, nous les mettrons en place avant trois jours d'ici».

    (3) Ober e ziazez : s'établir.

    ●(1962) GERV 99. Er c'horn-bro-se (...) e rajont o diazez.

    (4) Ober diazez dindan udb. : servir de base à qqc.

    ●(1925) FHAB Mae 162. distroadet gevier zo keit 'zo oc'h ober diazez dindano.

    B. sens fig. Base, fondement.

    ●(1862) JKS.lam 27. Senti a zo diazez ar peoc'h.

    ●(1981) ANTR 194. Diazez bevañs Yann Gouer eo ar c’hig moh.

    II. Service (à table), ensemble de mets servis en même temps.

    ●(1867) BBZ 239. Benn ar c'henta diaze, tr. «Au tour de danse qui suivit le premier service.»

    ●(1908) FHAB Gwengolo 275. Kreiz deiz !... ar c'henta diazez... ●276. An diazez a bad eun heur, div heur. ●(1939) MGGD 84. tri diazez bemdez. ●(1955) STBJ 210. Etre an daou ziazez e veze dañs. ●222. diazez : taoliad-veuziou, «service», e galleg. ●(1957) BRUD 1/105. pounner a-walh ma divesker war-lerh an abadennou-dañs stank am-oa grêt etre an daou ziazez.

    III.

    (1) (fisc) Assiette (des impôts).

    ●(1909) BOBL 20 février 217/1a. An diazez nevez euz ar c'hargou a zizammo al leveou dindan 500 skoed, hag a wasko muioc'h var ar fortuniou en tu-all da seiz hag eiz mil lur leve. ●(1925) BUAZmadeg 255. Guelet a reer alies kalz dislealdet, e diazez an taillou, hag er rollou.

    (2) Siège (social).

    ●(1909) BOBL 23 octobre 252/3a. An diazez deuz ar syndicat a zo en parrez Trabrian.

  • diazezamant
    diazezamant

    m. Établissement.

    ●(1854) PSA I 178. en diazéemant ag er religion a grechéneah.

  • diazezañ / diazeziñ
    diazezañ / diazeziñ

    v.

    I. V. intr.

    (1) S'effondrer.

    ●(1929) FHAB Genver 24. Met pa vez teuzet re a holen e c'hell toullou bras chom a-zindan hag an douar a ziazez awechou en eur ober kalz a zroug.

    (2) Convenir, correspondre.

    ●(1872) ROU 72. Ce couvercle s'adapte bien, tr. «cloz e tiazez ar golo var ar pod.» ●85a. Elle pose à faux, tr. «ne ziazez ket mad.»

    (3) Rassir.

    ●(1732) GReg 808b. Reposer, rasseoir, parlant des liqueurs, tr. «Diaseza. pr. diasezet. (Van[netois] diaseeiñ.»

    ●(1904) DBFV 46b. diazéein, v. n., tr. «devenir rassis.» ●(1927) GERI.Ern 101. diazéein, tr. «devenir rassis.»

    (4) S'établir, s'établir.

    ●(1959) LLMM 77/398. ne fell ket din diazezañ e New York.

    (5) Se tasser, s'affaisser.

    ●(1927) GERI.Ern 101. diazeza v. n., tr. «baisser, diminuer, se tasser.» ●(1958) BRUD 3/14. ar bern kolo a zo diazezet gwall vuan er bloaz-mañ.

    (6) Reposer.

    ●(c.1718) CHal.ms iii. cette poutre ne doit pas poser sur mon pignon, tr. «en trest man ne zeliquet diasseein ar me fignon»

    (7) Diazezañ war : se fonder sur.

    ●(1732) GReg 424b. Se fonder, faire fond sur quelque chose, tr. «diaseza var &c.»

    (8) Diazezañ ouzh ub. : convenir à qqn.

    ●(1557) B I 441. Ouz it un pas ne diasez / Prezec oar ho stat, tr. «Cela ne te convient point du tout de parler de leur fait.»

    II. V. tr. d.

    A.

    (1) Établir.

    ●(1633) Nom 192a-b. Castra metari, ponere : camper, asseoir le camp : campiff, diasezaff an camp.

    ●(1744) L'Arm 160b. Fonder Etablir, tr. «Dïazéein.» ●(17--) TE 21. Doué (…) e gommanças a nezè diazéein er fondæson ag ur Guær santel.

    ●(1854) PSA II 117. én ur ziazéein enta er fondæzon ag é Ilis ar en doar. ●(1877) BSA 48. eiz cant vloaz goude ma oa diazezet ar gear a Roum. ●90. Eno hor boa dija lakeat diazeza eun niver bras a ilizou.

    ●(1904) DBFV 46b. diazéein, v. a., tr. «établir, fonder.» ●(1927) GERI.Ern 101. diazeza v. a., tr. «fonder, établir.»

    (2) Faire les fondations.

    ●(1732) GReg 424a. Cette maison est fondée sur pilotis, tr. «an ty-hont a so diazezet var biloichou.»

    ●(1928) LEAN 51. Evit diazeza mat eun ti, e ranket toulla doun, ha seul uheloc'h e savet eun ti, seul dounoc'h e tleer e ziazeza.

    (3) Installer, mettre en place.

    ●(1659) SCger 95a. poser, tr. «diasseza.» ●(1732) GReg 721b. Tendre des pieges, tr. «diaseza peichou.»

    (4) Diazezañ ar maen kentañ : poser la première pierre.

    ●(1847) FVR 234. Ann Eskop Richard du Poirier, a ziazezaz ar mean kenta anezhi.

    ●(1929) FHAB Ebrel 125. An A. Coetlogon a ziazezas mean kenta ar mogeriou nevez d'an 21 a viz ebrel 1678.

    B. (en plt de la nourriture, des repas)

    (1) Digérer.

    ●(1921) GRSA 259. ur voéz é tiazéein hé fred. ●(1924) ZAMA 79. da ziazeza, da hismori e gofad bara. ●92. evit diazeza he c'horfad peuri. ●(1927) GERI.Ern 101. V[annetais] diazé, diazéein, tr. «digérer.»

    (2) Servir.

    ●(1732) GReg 863a. Servir sur table, tr. «Diaseza var an daul.»

    C. par ext.

    (1) Cuver (son vin).

    ●(1877) FHB (3e série) 7/56a. Eur mesvier (...) a ioa oc'h ober cofig-rouz var gae Montroulez, o tiazeza he gorfad odivi.

    (2) (en plt d'un chagrin) Digérer.

    ●(1936) DIHU 306/181. Met Sidoni ne ziazéè ket hé zorrad chif.

    (3) Asseoir (l'impôt).

    ●(1732) GReg 56a. Asseoir une Taille, une Taxe, &c. tr. «Diaseza un taçz, un tell, ur roll.» ●(1752) BS 267. pa vez o tiasea ar c'hargou publiq.

    ●(1839) BEScrom 235. Pihue-benac e falle dehou bihuein dibéh ha bout qùitte a restituein eit er réral, e zelie, pe vé é tiazéein en droèdeu publiq, derhel er balance én é zourne. ●(1894) BUZmornik 286. karget da ziazeza ann taillou.

    ●(1925) BUAZmadeg 255. an neb a zo o tiazeza an taillou na dle sellet nag ouz kar, nag ouz enebour.

    (4) Mettre, poser (les pieds).

    ●(1857) HTB 134. e taoler pled pelec'h diazei an treid.

    (5) Établir, argumenter.

    ●(1921) GRSA 394. Hag er ré-man goulen eùé en nozeh aveit diazéein ou respont.

    (6) Diazezañ war : fonder sur.

    ●(1732) GReg 424b. Sur quoi fondez-vous vôtre demande, tr. «Pe var dra ez diasezit-hu ho coulenn.»

    III. V. pron. réfl. En em ziazezañ : s'affaisser.

    ●(1904) DBFV 46b-47a. hum ziazéein, tr. «s'affaisser.»

  • diazezer
    diazezer

    m. –ion

    (1) Fondateur.

    ●(1909) FHAB Here 293. Doue an diazezer bras. ●(1911) BUAZperrot 82. Diazezour Urz Leaned I. V. a Drugarez. ●101. Diazezour Manati Kamaldul.

    ●(1927) GERI.Ern 101. diazezer, tr. «fondateur.» ●(1928) FHAB Mezheven 206. An Aotroned Menez (…) eo a voe diazezourien ar chapel.

    (2) Celui qui est chargé d'asseoir (l'impôt).

    ●(1732) GReg 179b. Collecteur, qui asseoit & leve la Taille, tr. «Diasezer an dell.» ●902a. Celui qui met la taille l'asséeur, tr. «Diasezèr. p. diasezéryen.» ●(1752) BS 266. An Diaseourien a dle ober attantion (...) taxa neubeut unan ep taxa ar re-all.

    ●(1925) BUAZmadeg 255. An diazezourien a dle lakât evez na c'hellont dizamma unan evit samma eun all, heb ober gaou ouz heman. ●(1927) GERI.Ern 101. diazezer, tr. «répartiteur des contributions.»

  • diazezerez
    diazezerez

    f. –ed Fondatrice.

    ●(1911) BUAZperrot 194. diazezourez eleiz a ilizou, a hospitaliou hag a vanatiou.

  • diazezerezh
    diazezerezh

    m. –ioù

    (1) Action d'asseoir (l'impôt).

    ●(1847) MDM 386. diazezerez an taillou.

    (2) Posage, pose.

    ●(1904) DBFV 47a. diazereh, m. pl. eu, tr. «posage, pose.»

  • diazezet
    diazezet

    adj.

    I. (en plt de qqc.)

    (1) Établi.

    ●(18--) SAQ I 113. Dija d'ar mare-ze, oa en em skignet bolz steredennuz an Envou, dija an douar a ioa diazezet var he ael.

    (2) =

    ●(1884) BUR I 17. eur bank-labour diazeet fall.

    ●(1949) KROB 20/14. Evel-se, eul laouer e bilibann er c'hraou a vezo diazezet gwelloc'h.

    (3) =

    ●(1861) BSJ 41. Ag er momand ma oé bet conceuet, donæzoneu er Speréd-Santel e oé diazéet én-hou ; ean-oé er hlid sacret hont, er boquet-hont ag en nean, er vroncen-hont en dès cresquet doh gùen Jessé.

    (4) (Pain) rassi.

    ●(c.1718) CHal.ms iii. pain rassis, tr. «bara diazeet.» ●(17--) TE 93. laquad e rait ré fresq é léh er-ré diazéét [er Baraènneu].

    ●(1856) VNA 49. du Pain rassis, tr. «Bara diazéet.»

    (5) =

    ●(1908) PIGO II 141. an dosen 'lec'h ma oa diazeet ar c'hastel. ●(1940) DIHU 354/186. héh iliz diazéet é kalon kér, èl ur boket é kreiz ur sklisennad hoarielleu.

    (6) (Pierres) posées, assemblées.

    ●(1633) Nom 139b. Cubilia, coagmenta : perpins : an meïn diasezet.

    (7) Tassé, affaissé par l'usure.

    ●(1905) BOBL 28 octobre 58/1b. e giz arrebeuri nemed eur c'holc'hed truillek ha diazezet.

    II. (en plt de qqn)

    (1) Dans l'âge mûr.

    ●(1955) STBJ 82. Ha, koulskoude, e talc'he mat d'e zoñj da gaout eur wreg a-barz ma vije re-ziazezet holl. ●211. un intañvez diazezet.

    (2) Célibataire.

    ●(1869) SAG 254. Ar plac'h yaouank diazezet-ze am-beuz anavezet mad.

    ●(1905) KANngalon Ebrel 374. eur plac'h iaouank diazezet, n'oa bet morse diampej. ●(1957) BLBR 97/14. «merhed yaouank koz diazezet / ne hoarz mui den ouz o gweled». ●(1977) PBDZ 810. (Douarnenez) ur plac'h yaouank kozh diazezet, tr. «une vieille fille rassise.»

  • diazezidigezh
    diazezidigezh

    f. –ioù Établissement.

    ●(1923) SKET I 87. Diazezidigez ar seiz strollad war aod ar Goularz hag e bro an Teir stêr.

  • diazeziñ
    diazeziñ

    voir diazezañ

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...