Devri

Recherche '"dibunañ"...' : 1 mots trouvés

Page 1 : de dibunan-dibunin-dibun (1) à dibunan-dibunin-dibun (1) :
  • dibunañ / dibuniñ / dibun
    dibunañ / dibuniñ / dibun

    v.

    I. V. tr. d.

    A.

    (1) Dévider.

    (14--) N 1613-1614. A huy oz eux eff euez nezet / Na dibunet en hoz metou, tr. «L'avez-vous aussi filé / Et dévidé chez vous ?» ●(c.1500) Cb. [pellenn neut] Jtem glomero as. g. amasser / ou arrondeler fil. b. dibunaff neut.

    (1732) GReg 283a. Devider, tr. «Dibuna. pr. dibunet. Van[netois] dibunein.» ●(1767) ISpour 387. dibune pé pellennein næd.

    (1857) CBF 93. Dibuna ann neud war ar ganellou, tr. «Dévider le fil sur les bobines.» (1897) EST 58. Peb néouréz e hast dibun hé gourhedad. ●59. Ean e bouiz peb darned. (…) dibun en darnedeu.

    (1903) JOZO xi. épad me troei dousik (…) en dibunér e zibun en ned… hag en amzér !… ●(1910) YPAG 4. poac'hat mern, dibuni gloan. ●(1935) BREI 389/2c. Pep hini a reio gwella ma c'hello da zibuni e vann neud !!

    ►absol.

    (1905) FHAB Gouere/Eost 126. Pa vez dibunet aoualc'h evit eur viad, e teu ar guyader da steui.

    (2) Marc'h-dibunañ : dévidoir.

    (1879) ERNsup 161. marc'h dubunein, Lanr[odec] ; dubunañ, Trév[érec] instrument pour dévider.

    (3) (marine) Laisser aller (un cordage enroulé).»

    (1977) PBDZ 170. (Douarnenez) dibuniñ, tr. «laisser aller (un[e] corde roulée).»

    B. sens fig.

    (1) Dibuniñ hent : parcourir du chemin.

    (1903) MBJJ 181. leo e-bed da dibuni. ●(1908) PIGO II 144. e krogas da zibuni hent. ●(1936) FHAB Eost 312. Ar gazeg a zibune hent atao. ●(1962) TDBP II 105. Hennez a zo akuit, hennez ne vez ket pell o tibuna hent, tr. «celui-là est rapide, il n'est pas long à faire du chemin.»

    (2) Débiter (des mensonges, des sornettes, etc.).

    (1872) ROU 80a. Débiter, des mensonges, tr. «Dibuna geier.» ●(1890) MOA 201a. Débiter des mensonges, tr. «dibuna gevier

    (1904) LZBg Gwengolo 223. Ind e zibun konz ar gonz hag e geijmeij girieu a dréz hag a ben. ●(1907) AVKA 177. en ur dibuni stal vallozo. ●(1909) KTLR 67. dibuna forzik geier. ●(1909) BROU 223. (Eusa) Dibuna kaosiou, tr. «débiter des sornettes.» ●(1929) MANO 119. e tibunas ive eun aridennad geier.

    (3) Réciter, raconter.

    (1870) FHB 288/213b. dreist oll e tibune chapeledou dioc'h an druil. ●(1889) ISV 344. mad a rid digas da zonch din eo histor Colibri am eus da zibuna.

    (1923) KNOL 115. Dibuna a rean va orogell. ●(1936) PRBD 131. Dibunit ho pec'hejou, krak ha berr, ha netra ken. ●(1943) SAV 29/73. Dibunet e vez ar grasou gant ar grasaouer. ●(1955) STBJ 159. Pa veze grignous ma breudeur bihan, e kane pe e tibune ma mamm, pe ma maeronez, regennou ar seurt-mañ da c'hlochat dezo.

    (4) Solutionner (un problème, une affaire).

    (1878) EKG II 114-115. kudennou diez da zibuna, ha ne c'helli ho dibuna nemed pa vezi var al leac'h. ●(1883) MIL 280. Chans vad d'an hini a glasko dibuna ar guden-ze var va lerc'h.

    (1911) BUAZperrot 228. Ar guden a deuas da fuilha kement, ma oue red boda eur c'honsil e Makon d'he dibuna. ●365. Pa gaset an affer pelloc'h, ez ea da Roazon (…) evit dibuna da vat ar pez a veze bet fisiet ennan.

    (5) Dibunañ e gudenn : se débrouiller, se tirer d'affaire.

    (1970) BHAF 259. Red e oa d'e vab, da-larsañ, dibuna e gudenn e-unan.

    (6) Dibunañ ur goulenn : expliquer, répondre à une question.

    (1925) FHAB Genver 18. dont a reot buan da gemeret an tu da zibuna hevelep goulennou.

    II. V. intr.

    (1) Défiler.

    (1927) GERI.Ern 101-102. dibuna, V[annetais] dibun, dibunein v. n., tr. «se dérouler (procession, cortège, etc.), défiler.»

    (2) Se dépécher.

    (1913) KOME 31-32. An tad. Ma femp skoed 'n em dorn, raktal ! Ar potr. Ha dibunomp !

    III.

    (1) Dibunañ e gudenn : voir kudenn.

    (2) Dibunañ kudennoù : voir kudennoù.

    (3) Dibuniñ lev : voir lev.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...