Recherche '"dic'hastañ"...' : 1 mots trouvés
Page 1 : de dichastan-dichastrin (1) à dichastan-dichastrin (1) :- dic'hastañ / dic'hastriñdic'hastañ / dic'hastriñ
v. tr.
I. V. tr. d.
(1) Tuer, détruire, bousiller.
●(1905) LZBg Gwengolo 235. er soudarded hag e vé bremen é tihast er geh tud. ●(1919) MVRO 16/1a. Pere eo an dud a zo bet ar muia dic'hastet gant ar brezel ? – Ar bayzanted, a c'heller respont hep aoun. ●(1920) MVRO 27/Aa. araok ma oa deut ar brezel milliget da zic'hasta an holl draou. ●(1952) LLMM 32-33/133. (Douarnenez) Dic'hastriñ (...) dastum kement a besked ken ez eo un distruj : A'e 'p eus dic'hastret anez'o de ! ●(1974) THBI 189. Er beredou weller bernou anoiou tud yaouank eus triwerch da ugent bloaz dihastet gant an droug-skevent. ●(1984) HYZH 154-155/24. dic'hastet ar c'hilhog dezhañ gant al louarn.
(2) Corriger physiquement.
●(1952) LLMM 32-33/133. (Douarnenez) Honnezh zo bet dic'hastret gant he mamm.
(3) Donner (des coups).
●(1962) EGRH I 59. dic'hastañ v., tr. « asséner, atteindre d’une façon violente. » ●(1971) CSDC 75. en a zihaste taoliou boutou gand al laer. ●(1975) UVUD 117. (Plougerne) dic'hasti eur vac'had ganta dustu. ●126. Ag e dic'hasti unan dac'h penn an ofiser eno.
(4) Nettoyer (un endroit) de ses putains.
●(1882) CDFi 124-4 novembre p 3. Kompeza Braspartz, / Dic'hasta Poullaouen, / diradena Plouie : / Tri zra re ziez da Zoue.
●(1900-1901) MELU X 276-277. Le premier vers [cf. DDPB 246/1469], devrait rimer avec le suivant; c'est ce qui arrive dans la variante : Dic'hasta Poullaouen comme qui dirait : "Dégarcer Poullaouen". ●(1955) STBJ 9. Gouzout a ouie hon tud koz taolenni doare eur vro e berr-gomzou hag anavezet mat eo c'hoaz ar c'hrennlavar-mañ savet ganto : An tri dra na c'hell ket an Aotrou Doue ober a zo / Kompeza Brasparz, / Diradena Plouie / Ha d[ic'hast]a Poullaouen. ●(1997) PLVB 122. An tri zra na c'hell ket an Aotrou Doue ober a zo : / Kompezañ Brasparzh / Diradennañ Plouie / Ha dic'hastañ Poullaouenn.
●(2002) MVAHU 158. (An Uhelgoad) Pevar dra 'n-eus ket bet gallet / An Aotrou Dou ober gwech ebed : / Plennaad Brasparz / Diradenna Plouyé / Diveina Huelgoad / Dihasta Poullaouen, tr. «Il y a quatre choses / que Dieu n'a jamais pu faire : / Aplanir Braspartz, / Arracher les fougères de Plouyé, / Arracher les pierres du Huelgoat. / ‘députaniser' Poullaouen.»
II. V. tr. i. Dic'hastañ war =
●(1981) ANTR 45. Ar «sœcula…a» a vez dihasted warnañ beteg dialani.
III. V. intr.
(1) Travailler dur.
●(1975) UVUD 16. (Plougerne) Daou glas 'm oa great e memes blavez. Dic'hasti rean.
(2) En mettre un coup.
●(1981) ANTR 52. mall ganto gweled ar rederien o tihasti da baka ar c'hillog.