Recherche 'diflip...' : 4 mots trouvés
Page 1 : de diflip-1 (1) à diflipet (4) :- diflip .1diflip .1
m. & adv.
I. M. Échappatoire, issue, porte de sortie.
●(1926) FHAB Genver 16. Hogen, ac'han n'eus diflip ebet evidomp nemet dre ar frankiz gounezet da vat, evidomp hag evit hor bro, pe dre gontel ar c'hilhotin.
II. Loc. adv.
(1) War ziflip =
●(1935) BREI 436/2d. Aman ive, eman an traou war ziflip.
(2) War an diflip : en situation instable.
●(1947) TNOG 5/21. (Tregor ha Goelo) bezañ war an diflip a zo bezañ war ul lec'h riklus ma c'heller rampañ diwarnañ pa ne soñjer ket, evel penn pellañ ur skaoñv, ma 'z eus tud warnañ ; pa sav an dud e tiflip ar skaoñv hag e kouezher.
- diflip .2diflip .2
adj.
I. Adj.
(1) =
●(1904) BOBL 24 septembre 1/3c. eul lizer a c'hourc'hemennou evid ar c'hiz diflip ma ro fouet d'al leanezed da vond er meaz.
(2) Dégourdi.
●(1919) DBFVsup 15b. Diflip, diflap (Arv[or] adj, tr. «dégourdi.»
II. Adv.
(1) Facilement.
●(1943) TRHS 54. Ar gwin a zo mat-tre, an dour n'eo ket fall kennebeut, ha pa vez lakaet kler ennañ, an traoù a ziskenn diflip d'an traoñ.
(2) Vivement.
●(1909) DIHU 52/343. Saùet en doé é avé mañné Kerboutér, divéh kaer, diflip, èl é hoari, hag ur spiz groah ou laké ar ou lah ér léh plén ! ●(1919) DBFVsup 15b. Diflip, diflap (Arv[or] adv., tr. «vivement.»
- diflipañdiflipañ
v.
I. V. intr.
(1) S'échapper (des mains de qqn).
●(1912) BUAZpermoal 325. o welet an abostol bras o tiflipan eus adre o daouarn. ●(1947) TNOG 5/21. (Tregor ha Goelo) Diflipañ, verb. : tec'hout a-daol-trumm, en ur riklañ. Diflipet eo an evn diouzh va daouarn.
(2) Échapper (à qqn).
●(1857) HTB 84-85. An neuden-ze [neuden hor buez] a ziflip en amzer ma oer an nebeuta e gortoz.
(3) Arriver inopinément.
●(1838) CGK 21. Mar diflip un œl dishano.
(4) (en plt d'un frein) Se desserrer.
●(1936) BREI 453/4a. Penôs e teuas starderez ar wetur da c'houita ? Bepret eo e tiflipas.
(5) Surgir.
●(1957) AMAH 53. Meneg a oa bet graet eus listri-splujerien alaman diflipet eus porzhioù aostriat, Pola, Triesta, pe me oar. ●(1963) LLMM 99/267. ken drant hag ur c’hrennard diflipet diouzh ar skol.
II. V. tr. d.
(1) Arracher (qqc.) des mains de qqn.
●(1879) ERNsup 153. Diflipañ u. b. arracher quelque chose des mains de quelqu'un : difliped 'n eus egile, ed e'r vas gañt-hañ, Lang[oat], Pleud[aniel], St-M[ayeux].
(2) Exprimer.
●(1913) BOBL 21 janvier 421/1c. Jobik an euz diflipet eun toullad komziou fur tre.
III. V. pron. réfl. En em ziflipañ : s'échapper.
●(1970) BHAF 107. Me d'en em ziflipa digand ar re karget ahanon. ●(1978) EMGI 145. Eñ ha daou pe dri all da rebarbiñ ouzh ar soudarded en ur glask en em ziflipañ. ●149. ur c'hastell ken kreñv ha ma vefe bet aner d'ul logodenn en em ziflipañ dioutañ !
- diflipet