Devri

Recherche '"digêriñ"...' : 2 mots trouvés

Page 1 : de digerin (1) à digerin-digorin (2) :
  • digêriñ
    digêriñ

    v.

    (1) V. intr. Quitter la maison.

    (1908) DIHU 35/72. n'hel ket anehon digérein hemb ne vé ataù noz du a pe za d'er gér. ●(1927) GERI.Ern 98. digérein, tr. «partir de la maison.» ●(1931) FEZO 13. digérein en dé-sé. ●(1936) IVGA 110. Digêri a rae d'o heul o ziadou merc'hed ha bugale. ●(1942) DIHU 378/181. ur voéz goh ha n'en des ket digéret. ●(1972) SKVT I 34. Biskoazh n'en doa bet Veig kement a vall da zigêriñ.

    (2) V. tr. d. Éloigner (qqn) de chez lui à dessein.

    (1947) YNVL 84. Me a zo bet klasket va digêriñ.

  • digeriñ / digoriñ
    digeriñ / digoriñ

    v.

    I. V. tr. d. (en plt d'une porte, de qqc. d'assimilé ou d'un lieu clos)

    (1) Ouvrir.

    (1871) FHB 313/413a. araog m'am boa bet amzer da zigeri an draf.

    (1905) IVLD 116. en eur zigeri eun or a frapp.

    ►absol.

    (1877) EKG I 117. Ma ne zigor ket ni a zivarc'ho an nor.

    (2) Digeriñ (an nor, h.a.) war ub. : ouvrir (la porte, etc.) à qqn.

    (1936) PRBD 127-128. pa ve digoret ar vichet warno, e chimudont, e c'hrosmolont eun dra bennag.

    ►absol. Digeriñ war ub. : ouvrir à qqn.

    (1909) KTLR 223. Ar paotr (…) a dapaz an alc'huez hag a zigoraz var Merlik.

    (3) Digeriñ (ur gambr, h.a.) : ouvrir (une chambre, etc.).

    (1909) KTLR 92. setu aze eun alc'huez hag a zigor eur gambr ha na dleit, morse, mond ennhi.

    (4) (en plt d'une boîte, d'un meuble ou qqc. d'assimilé) Ouvrir.

    (1766) MM 286. dont da zigeri ar c'heler.

    (1878) EKG II 121. e tigoriz eur gofesion goz. ●128. da esa digeri eun armel.

    II. V. tr. d. par ext.

    A.

    (1) (en plt d'un nœud) Dénouer.

    (1925) SATR 44. Ar skoulm a zo grêt... ha na vo kin digoret !...

    (2) (en plt de paquets, courrier, etc.) Ouvrir.

    (1612) Cnf 54a. Digueriff, ha disclosaff lizerou.

    (1903) JOZO 29. Er hasour-lihérieu, é tigor er lihér.

    (3) (en plt d'un livre) Ouvrir.

    (1921) GRSA 31. Digor e hran el lévr dirakzè.

    (4) (en plt d'un coquillage) Séparer ses valves.

    (1732) GReg 503b. Ouvrir des huitres, tr. «Digueri histr.»

    B. (en plt de certaines parties de son corps)

    (1) Digeriñ e zaoulagad : ouvrir les yeux.

    (18--) CST 17. Nemet, a wech da wech, e tigore e zaoulagad.

    (2) Digeriñ e zaoulagad : se réveiller.

    (1903) MBJJ 8. mes hadvenel a ran ; ha souezet on, pa digoran da vad ma daoulagad.

    (3) Digeriñ an daoulagad : bien regarder.

    (1877) FHB (3e série) 15/115a. digeri an daoulagad ha beza divibich pa vez da joaz etre daou zen.

    (4) Digeriñ e zaoulagad : commencer à comprendre.

    (1880) SAB 302. ar re a zigoras o daoulagad o velet e oberou, a esclame, a rê marz.

    (1904) DBFV 52a. digorein, v. a., tr. «dessiler (les yeux).»

    (5) Digeriñ e c'henoù : ouvrir la bouche.

    (1868) FHB 161/39a. e tigor he c'hinou da zisvlezi ien.

    (6) Digeriñ e c'henoù : parler.

    (1732) GReg 277b. Il n'a pas desseré les dents, il n'a point parlé, tr. «Ne'n deus qet digoret e c'hinou.»

    (1877) EKG I 248. En aner e c'haloupe, den ne zigoraz he c'hinou.

    (7) Digeriñ an daouarn : desserrer les mains.

    (1732) GReg 277b. Desserrer les mains, tr. «Digueri an daouarn

    C.

    (1) Défricher.

    (1855) MAV 29. o tigeri lanneier. ●(1876) BJM 31. Ama a so douar tirien da zigheri. ●(1879) BMN 129. an douar a oa da zigori a oa gouez.

    (1904) DBFV 52a. digorein, v. a., tr. «défricher.» ●(1960) EVBF I 335. Outre les expressions données plus haut, on trouve encore, pour «défricher» : (…) digor, dïgori douar, Plonéour-L[anvern] digor douar neuez, ouvrir de la nouvelle terre.

    (2) Digeriñ douar kozh : jachérer.

    (1732) GReg 257a. Defricher, mettre une terre en état d'être cultivée, tr. «digueri douar coz

    (3) Digeriñ ambrioù : ouvir de nouveaux sillons sur des anciens.

    (1913) KZVr 29 - 21/09/13. Ambriou, deux bandes, ou «bomm» jetées par la charrue de chaque côté pour former un nouveau sillon du creux, ou «ant», qui séparaient les deux anciens sillons. Cette opération s'appelle «ober» ou «digeri ambriou, digeri war an ambriou» H[au]t Leon.»

    (4) Digeriñ mammennoù : ouvrir des sources.

    (1956) BLBR 94/4. Pa vez kont euz douarou êt re seh, n'eo ket a-walh doura diwar-horre, gwelloh labour eo andona ha digeri ar mammennou.

    (5) Digeriñ hent : ouvrir un chemin, une route.

    (1847) MDM 165. Digeri henchou, steriou.

    (1910) MBJL 60. Digoust eo digeri hencho houarn er vro-man. ●(1912) BUAZpermoal 341. Evit digeri hent, Jann a reas eur mug d'eze [d'ar Saozon].

    (6) (en plt d’un cours d’eau) Creuser.

    (1847) MDM 165. Digeri henchou, steriou. ●(1868) FHB 204/384a. labourat ar foenneier-ze, digeri caniou evit lacat varnezho an dour a lezont da vont da goll.

    (7) Ouvrir, séparer en deux parties.

    (1530) J p. 128b. Ha choaz muy eguyt hoz dihuz / Er guereu digor an mor ruz, tr. «Après vous avoir ouvert un passage commode à travers la mer rouge.»

    (8) Ouvrir (avec une arme tranchante).

    (c.1680) NG 1550. Longeus guet vr glaiuë é digoras e calon.

    III. V. tr. d. sens fig.

    (1) Digeriñ brezel, trouz : engager une guerre, un conflit, les hostilités.

    (1931) VALL 347b. engager la guerre, tr. «digeri brezel.» ●(1932) FHAB Gouere 284. ar yaouankizou (...) eo a zo o tigeri trouz evit kaout eur marc'h-houarn.

    (2) Digeriñ dispignoù : engager des dépenses.

    (1927) FHAB Genver 18. ped tiegez kristen a welit (...) o tigeri dispignou evit kas o bugale d'eur skol gristen ?

    (3) (pathologie) Froisser.

    (1943) FHAB Gwengolo/Here 350. (Kleder) Digoret en deus e vrec'h, distreset, forset. ●(1962) TDBP II 109. Me am-eus digoret ma breh o troha bizi, tr. «je me suis ouvert (forcé) le bras en coupant du goémon.»

    (4) Initier, commencer.

    (1869) HTC 91. Salamon (lire : salomon) a reas digeri al labour evit sevel eun ti.

    (1920) AMJV 77. Ar Vam e doa c'hoant da zigeri labour en eul leac'h all.

    (5) Commencer.

    (1908) FHAB Gwengolo 276. o tigeri eur gavoten.

    (6) Ouvrir, inaugurer.

    (1867) MGK 34. Ar vozadik razed, dastumet a vagad, / A zigoraz kuzul. ●(1869) FHB 257/380a. Ar brezegen great gant ar Pab evit digeri ar Sened.

    (7) Digeriñ e galon : ouvrir son cœur.

    (1732) GReg 252b. Découvrir ses sentiments, s'ouvrir à quelqu'un, tr. «Digueri e galoun da ur re.»

    (8) Digeriñ ar spered : ouvrir l'esprit.

    (1906) KPSA xvii-xviii. Pedi a rea an A. Doue da zigeri d'ezan e spered, ato e chomme poud. ●(1911) BUAZperrot 34. Ar bale-bro a zigor ar spered.

    IV. V. tr. i.

    (1) Digeriñ war (ur gambr, h.a.) : ouvrir (une chambre, etc.).

    (1909) KTLR 92. setu aze eun alc'huez hag a zigor eur gambr ha na dleit, morse, mond ennhi. Ma tigorit var-n-hi, dioc'h-tu e vezoc'h lazet.

    (2) (agriculture) Digeriñ war an ambrioù : ouvir de nouveaux sillons sur des anciens.

    (1913) KZVr 29 - 21/09/13. Ambriou, deux bandes, ou «bomm» jetées par la charrue de chaque côté pour former un nouveau sillon du creux, ou «ant», qui séparaient les deux anciens sillons. Cette opération s'appelle «ober» ou «digeri ambriou, digeri war an ambriou» H[au]t Leon.»

    V. V. intr.

    A.

    (1) (en plt d'une porte) S'ouvrir.

    (1633) Nom 146a. Valuæ, valuæ bifores : porte à deux batans, ou qui s'ouure en deux parties : vn nor á diou stalaff, pe á digor daou anter.

    (1871) FHB 313/412b. pa gleviz dor porz va zi o tigeri a flao... ●(1878) EKG II 118. kaer em boa horta an or, ne zigore ket.

    (1902) PIGO I 51. o c'hortoz an nor da zigori. ●(1904) DBFV 52a. digorein, v. n., tr. «s'ouvrir.»

    (2) Digeriñ war : s'ouvrir en donnant sur.

    (1867) BUE 203. Ann iliz a digore war ru San-Jakez.

    (3) (en plt de fleurs, de feuilles) Éclore.

    (1872) ROU 83a. S'épanouir, tr. «Digori

    (1904) DBFV 52a. digorein, v. n., tr. «s'ouvrir, s'épanouir, éclore.» ●(1928) FHAB Ebrel 136. an deliou o paouez digeri er faou.

    (4) (en plt d'un arbre) Déployer ses branches.

    (1838) OVD 173. Er gùé queneu (…) e hroa un dommage bras : rac èl ma cresquant forh ihuél ha ma tigueorant hilleih, ind en denne tout er chuguon ag en doar.

    (5) (en plt d'un coquillage) Ouvrir ses valves.

    (1867) MGK 121. eunn histren a zigor.

    (6) (en plt de lézardes) Se former.

    (1928) BFSA 72. gwaskou o tigeri er mogeriou.

    B. par ext. (en plt d'un commerce) Ouvrir.

    (1903) MBJJ 168. Ha bazar e-bed na zigoro arc'hoaz.

    C. sens fig.

    (1) (en plt de l'esprit.) S'épanouir.

    (1926) SAHE 13. Kerkent ha ma teuaz e spered da zigeri. ●(1964) BRUD 18/26. Poseve e tigoro e spered gand an oad.

    (2) (en plt d'un événement) Commencer, éclater.

    (1867) MGK 124. Brezel a zigoraz. ●(1869) SAG 302. hag emgann vras a zigoraz. ●(1888) SBI II 300. gwassa bar tourmant a dior ! ●(18--) CST 21. eur brezel spontus a yea da zigeri etre relijion ar baganed hag hini ar gristenien.

    (1923) FHAB Gouere 250. eman ar pardon bras o tigeri. ●(1953) BLBR 57/5. pedi ha pleustri a ra hag en aon ne zigorje brezel etrezo.

    (3) (en plt d'une époque) Commencer.

    (1869) FHB 205/385a. ar re so en oad da ober ho fask er bloaz a ia da zigeri. ●(1893) IAI 92. Pa zigoras an ennekvet kanved.

    (1911) BUAZperrot 900. Ar bloaz nevez a ia da zigeri. ●(1916) KANNlandunvez 60/431. Ha d’al lun e tigoro eur sizuniad nevez ha benniget.

    (4) (marine ; en plt de la mer) Rapporter, augmenter d'amplitude.

    (1962) TDBP II 109. Bremañ emañ ar mor o tigeri, tr. «en ce moment les marées augmentent de hauteur, on approche de la pleine lune ou de la nouvelle lune (le contraire de menel).»

    (5) (en plt des membres) Se développer.

    (1942) FHAB Gwengolo/Here 197b. gant al labour-douar an holl izili a c'hoari a-bep eil hag e tigoront, e kaletaont, ec'h astennont, e startaont.

    (6) S'ouvrir (à qqc.).

    (1924) ARVG Eost 172. mar boa unan dall bennak, didallan a reont ; digeri a ra o daoulagad d'ar wirione.

    VI. V. pron. réfl. En em zigeriñ : s'élargir.

    (1903) MBJJ 104. dre ma savomp e teu an draouien d'en em zigeri.

    VII.

    (1) Digeriñ klaz : voir klaz.

    (2) Digeriñ evel dor ur forn : voir forn.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...