Devri

Recherche 'dilez...' : 16 mots trouvés

Page 1 : de dilez (1) à dilezour (16) :
  • dilez
    dilez

    m. –où, –ioù

    I.

    A.

    (1) Démission, abdication.

    ●(1732) GReg 4b. Abdication, demission d'une charge, tr. «Dilés.» ●(1744) L'Arm 3b. Abdication, tr. «Diléss.. pl, dilézeu.»

    ●(1876) TDE.BF 132b. Dilez, s. m., tr. «Abandon, démission.» ●(1878) EKG II 65. c'houi ne falveze ket d'eoc'h kemeret digan-en an dilez euz va c'harg. ●(1894) BUZmornik 122. O veza eta roet ann dilez euz he garg.

    ●(1904) DBFV 55b. diléz, deléz, m. pl. eu, tr. «cession, renonciation, démission, abdication.» ●(1911) BUAZperrot 379. e roë an dilez eus e garg. ●(1915) MMED 281. An aotrou persoun (...) rannet e galoun (...) a ioa er zonj euz an dilez o rodella dre he spered.

    (2) Lakaat, reiñ e zilez : donner sa démission.

    ●(1884) FHB 15/113a. An amzer a zo deut evit kazeten Feiz-ha-Breiz da lakaat he dilèz.

    ●(1915) MMED 281. red mad e vezo d'in rei va dilez hirio.

    (3) =

    ●(1867) FHB 147/340a. dibaot e vez an ozac'h a ra an dilez euz he c'hreg.

    (4) Reiñ e zilez da ub. = kas kuit.

    ●(1950) KROB 25/14. Petra c'hortozez neuze evit rei he dilez da Janig ? (...) ma ro din he merc'h ne roin ket dezhi he dilez.

    (5) Abandon.

    ●(1866) SEV 26. Ar maro a zo ann dilez euz a gement tra a zo er bed-ma. ●(1879) BAN 35. Seul nebeutoc'h a vadou o pezo er bed-man, seul essoc'h e vezo ober dilez anezho.

    ●(1904) DBFV 55b. diléz, deléz, m. pl. eu, tr. «abandon.» ●(1911) BUAZperrot 287. Petra eo an dileziou-ze.

    (6) Rebut.

    ●(1904) DBFV 55b. diléz, deléz, m. pl. eu, tr. «rebut.»

    B.

    (1) Ce qui n'est pas pris, qui est délaissé par les autres, rebut.

    ●(c.1718) CHal.ms ii. Vous aués tout pris le bon, et ne m'aués laissé que le meschant, tr. «quemeret hoües er choes, ha n'hoües leset tin nemeit en dilés.»

    ●(1904) DBFV 42b. deléz, m., tr. «rebut.» ●(1906) KPSA 32. Hor iaouankiz a roomp d'an diaoul, hag an dilezou da Zoue.

    (2) Dénuement.

    ●(1846) BAZ 125. en em gave en dilez ar brassa. ●(1889) ISV 156. En diles ma en em gavent.

    (3) Délaissement, abandon.

    ●(1867) FHB 146/330b. Evithan he unan ne vev nemet dre an diouer hag an dilez a bep tra.

    ●(1912) MMKE 109. spern an dilez ha drez hir an ankoaz.

    (4) =

    ●(1922) BUPU 12. ma n'hun es diskoeit meit digasted ha diléz, allas ! na huerùet fréh e vou é hortoz hun inean !

    II. (droit)

    (1) Cession de biens.

    ●(1732) GReg 3a. Abandon, abandonnement, cession de ses biens, &c., tr. «Dilès.» ●260a. Delais, cession d'un bien pour lequel on est inquieté, tr. «Dilès.»

    ●(1965) LLMM 109/87. ar pezh a vez divizet en dilezou, gant an tad hag ar vamm.

    (2) Ober an dilez eus (e vadoù, h.a.) : abandonner (ses biens, etc.).

    ●(1732) GReg 3a. Faire abandonnement de ses terres, tr. «Ober dilès eus e zoüarou. ober dilès eus e dra.»

    ●(1928) BFSA 84. Eun den pinvidik eus bro Ankôn en doa graet an dilez eus e vadou, met etre e gerent en doa rannet.

    ►absolu.

    ●(1957) BRUD 2/29. Ar hiz a zo gand ar gerent, e-touesk ar Hlaziked, d’ober o dilez pa zimez ar hosa euz o bugale ha da roi deañ ar stal-diegez hag an douar, gand diviz da vaga an tad hag ar vamm ha da zevel en arhant o lod euz an danvez d’e vreudeur ha d’e hoarezed.

    ►sens fig.

    ●(1869) LZBt Gouere 227. ober (...) ann dilez euz hé falz rélijion.

    (3) Sevel an dilez : rédiger la cession de bien.

    ●(1965) LLMM 109/86. Kerkent ha m'en devoe [an noter] an disaouzan sklaer eus an afer, e kemeras ar c'hrad da sevel an dilez.

    (4) Terriñ an dilez : révoquer une donation.

    ●(1942) SAV 23/65. ar re-mañ, daoust da se, o deus bet diegi lakaat terri an dilez (révocation de donation).

    (5) Donation-partage.

    ●(1942) SAV 23/65. E zanvez en devoa bet en arc’hant (soulte) hag an tiegez a oa bet roet d’ar breur p’o devoa graet o zud o dilez (donation-partage) kalz vad (plus-value) a oa deuet en douar abaoe ar mare-se.

  • dilez-vamm
    dilez-vamm

    m. Retour d'âge.

    ●(1922) DIHU 133/108. Diléz-vam = retour d'âge. Gir dastumet ar er méz é parréz St Padern Guéned.

  • dilezadeg-labour
    dilezadeg-labour

    f. Grève.

    ●(1919) MVRO 6/1a. Dre holl e strak dilezadegou-labour (grèves).

  • dilezadur
    dilezadur

    m. Abdication.

    ●(1960) BAHE 22/20. arouez a emnac'h, a zilezadur.

  • dilezel / dileziñ
    dilezel / dileziñ

    v. tr. d.

    (1) Délaisser, abandonner, quitter.

    ●(1499) Ca 62b. Dilesell. g. delaisser. ●(c. 1501) Donoet 17-3. hac ehel dilesel an lizeren se, tr. « et peut délaisser cette lettre-là » ●(1612) Cnf 61b. Rac sé nemetto à prometté d'an Confessor dilesell ha quittat à fet do mezuynti na dléer quet ho obsoluiff (lire : absoluiff).

    ●(c.1680) NG 134. Peré en des deleset Doué. ●(1732) GReg 260a. Delaisser, ne point secourir, tr. «Dilèsèl. pr. dileset.»

    ●(1838) CGK 18. deut eo an devez ma renqan dilezel / (…) ma bro. ●(1856) VNA 188. il me demande des choses qu'il ne dépend pas de moi de lui céder, tr. «ean e oulèn gueneign treu n'en dé quêt é dalh gueneign dilézèl guet-ou.»

    ●(1904) DBFV 55b. dilézel, dilézein, delézel, delézein, v. a., tr. «délaisser, quitter, abandonner.» ●(1907) PERS 282. Diez e kavit dilezel ho mam. ●(1914) FHAB Ebrel 104. eun diframm eo evidon o dilezel.

    (2) Dilezel e garg : démissionner, quitter ses fonctions.

    ●(1732) GReg 4b. Faire abdication de sa Charge, tr. «Dilesel e garg.»

    ●(1915) HBPR 38. toui sentidigez d'al lezennou pe dilezel ho c'harg.

    ►absol.

    ●(18--) SAQ II 344. Goude beza bet dilezet, e tilez d'he dro.

    (3) Dilezel e vro : quitter son pays.

    ●(1732) GReg 774a. Quiter son païs, tr. «dilesel e vro.»

    ●(1878) EKG II 310. dilezer ho bro.

    (4) Dilezel e wir : se désister de son droit.

    ●(1732) GReg 774a. Quiter son droit, s'en désister, tr. «Dilesel e vir.»

    (5) Dilezel ar bed : mourir.

    ●(c.1680) NG 1899. Pe day demp delezel er bet.

  • dilezenn
    dilezenn

    adj. Qui ne suit aucune loi.

    ●(1870) FHB 292/243b. ha na vevont-hi ket ivez dilezen, dilezen Doue hag ann Iliz santel ?

  • dilezennañ
    dilezennañ

    v. tr. d. Enlever le bord (de qqc.).

    ●(1931) VALL 184a. Déborder, enlever le bord (vêtement, etc.), tr. «dilezenna.»

  • dilezer / dilezour
    dilezer / dilezour

    m. –ion

    (1) (droit) Abandonnataire.

    ●(1732) GReg 146b. Celui qui fait cession, le cedant, tr. «Dileser. p. dileséryen.»

    ●(1904) DBFV 55b. dilézour, m. pl. –erion, tr. «cédant, celui qui laisse.» ●(1957) BRUD 2/30. Ha, pa oe ano euz ar rezervasion, e tivizas an dilezer e rankje, hervez ar hiz, beza bevet ouz ar memez taol gand e vab, lojet, gwisket ha fresket, evel just, ha pêet mizou e interramant.

    (2) Oublieux.

    ●(1831) MAI 210. C'houi ancoaer ha dilezer.

  • dilezerez
    dilezerez

    f. (droit) Abandonnataire.

    ●(1904) DBFV 55b. dilézouréz, f. pl. –ézed, tr. «cédant, celui qui laisse.»

  • dilezerezh
    dilezerezh

    m. Abdication.

    ●(1744) L'Arm 3b. Abdication, tr. «Dilésereah.. pl. heu. m.»

  • dilezet .1
    dilezet .1

    adj.

    I.

    (1) Délaissé, abandonné.

    ●(c.1500) Cb 26b. [blashat] g. ressauourer ce que on a delaisse. b. saouriff vn dra dilaeset. ●64a. [dilesell] g. delaisse. b. dileset.

    ●(1835) AMV 104. bugale dilezet. ●(1876) TDE.BF 132b. Dilezet, adj. et participe de dilezel ; abandonné.

    ●(1904) SKRS I 44. ar vugale dilezet. ●(1907) PERS 290. ober vad d'ar vugale dilezet. ●(1908) FHAB Mezheven 166. Bugale dilezet. ●(1920) AMJV 56. an eneou dilezet. ●(1934) ALMA 139. an ene dilezeta eus ar purgator.

    ►

    ●(1862) JKS 321. ann dilezet he-unan n'en deuz ken dalc'h nemet d'ann drouk ha da draou ann douar.

    (2) Délaissé, dont on ne s'occupe plus.

    ●(1659) SCger 60b. terre en friche, tr. «douar dileset.» ●(1732) GReg 274b. Une terre deserte, tr. «douar dileset.»

    ●(1866) LZBt Genver 75. eunn douar dilezet.

    ●(1928) BREI 60/1b. al liorz dilezet.

    (3) Inhabité.

    ●(1732) GReg 274b. Une maison deserte, tr. «Un ty dileset.»

    II. Bezañ dilezet gant ar Spered Santel : voir Spered-Santel.

  • dilezet .2
    dilezet .2

    adj. Déhanché.

    ●(1732) GReg 259a. Dehanché, ée, tr. «dilèset.» ●(1774) AC 31. e toues ar merhet cameset, torteset, dileïet, tr. «chez les boiteuses, bossues, déhanchées.»

  • dileziad
    dileziad

    m. –ed, dilezidi (droit) Cessionnaire.

    ●(1732) GReg 146b. Cessionnaire, celui à qui on fait une cession, tr. «Dilesyad. p. dilesidy.»

    ●(1927) GERI.Ern 10. dileziad –iaded, tr. «cessionnaire.»

  • dilezidigezh
    dilezidigezh

    f.

    (1) Abandon, abandonnement.

    ●(1732) GReg 3a. Abandonnement, l'action d'abandonner, tr. «Dilesidiguez. Van[netois] dilesidigueh.»

    ●(1906) BOBL 03 février 72/1a. Dilezidigez an douar.

    (2) Délaissement.

    ●(1847) MDM 122. Piou a gemer truez oud ho infirmiteou, ho c'hozni, ho dilezedigez ?

    (3) Abdication.

    ●(1914) DFBP 1b. abdication, tr. «Dilezidigez.»

  • dileziñ
    dileziñ

    voir dilezel

  • dilezour
    dilezour

    voir dilezer

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...