Devri

Recherche 'dilhad...' : 3 mots trouvés

Page 1 : de dilhad (1) à dilhadet (3) :
  • dilhad
    dilhad

    plur. –où

    I.

    (1) Vêtements.

    (1499) Ca 63a. Dillat vide in cres. ●(1557) B I 628. Guisqu y yuez a neuez flam / Gant un dillat fin ha dinam, tr. «Revêt-la d'un habit fin et sans tache.» ●(1580) G 644. Guyscaf dyllat syher, tr. «Vêtir des habits de sacs.» ●(1647) Am A.293. Dal, na espern glat, dillat, na madou., tr. « Tiens, n’épargne ni argent, (ni) vêtement, ni biens ». ●(1650) Nlou 140. nep dillat natur, / Ne cafset quet sur, pur de mailluraff, tr. «aucun habit normal / on n'aurait trouvé, à coup sûr, pour l'emmailloter vraiment.»

    (c.1680) NG 227. He dillat ne douen quet doublet. ●(1710) IN I 284. hac evit an Anaon decedet e touguer dillajou caoun. ●(1716) PEll.ms 330. Daleda an dillat, etendre le linge ou autres hardes au soleil. ●(1732) GReg 368a. Essanger, tremper et laver le linge pour le mettre à sécher, tr. «Prada an dilhad.» ●(1790) Ismar 124. de brenein dillad.

    (1849) LLB 28. kouh dillad. ●(1856) VNA 108. Faites votre paquet, tr. «Paquétet hou tillad.» ●(1877) EKG I 31. C'houeac'h pe eiz a viskaz dillajou oferenna ar veleien hag ho japou.

    (1925) SFKH 8. é dammeu dillad én ur val lién d'en tréz ar é ziskoé. ●(1962) EGRH I 60. dilhad pl., tr. « vêtements. »

    ►[au plur. après un art. ind.] Un dilhad, ur re zilhad un habit.

    (1906) BOBL 25 août 101/1b. eun dillad kaër a ve lakeet mare ha mare. ●(1907) PERS 97. N'o pezit morse nemed eur re zillad. ●(1910) MAKE 3. Gwiska 'ra eun dilhad, nevez c'hoaz kouls lavaret. ●109. eun dilhad kaer eus ar c'haera, kaeroc'h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc'h uza war ar skinvier.

    ►Dilhadoù : articles d’habillements.

    (1910) MAKE 109. eun dilhad kaer eus ar c’haera, kaeroc’h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc’h uza war ar skinvier. ●(1962) EGRH I 60. dilhadoù, tr. « articles d’habillements. »

    (2) Dilhad dindan : sous-vêtements.

    (1916) KANNgwital 169/187. dillad-dindan a bep seurt.

    (3) Dilhad da sul : vêtements du dimanche.

    (1919) FHAB Kerzu 184. a lakeas d'e vamm he dilhad da zul. ●(1950) LLMM 23/31. gwisk da zilhad da sul. ●(1950) KROB 22/10. lakaat war ar c'hein an dilhad da zul.

    (4) Dilhad-dizilhad : avec tous ses vêtements sur lui.

    (1995) BRYV II 150. (Milizag) e-neus treuzet ar ganol vraz, er goañv, dillad-dizillad, gantañ. ●dillad-dizillad : heb tenna e zillad.

    (5) Pezh-dilhad : article de vêtement.

    (1866) FHB 70/140b. N'hor boa da lakaat en dro d'e-omp pez dillad zec'h e-bed. ●(1889) ISV 231. o c'hriat eur pez dillad.

    (1911) BUAZperrot 80. Mari (…) a nezaz kement pez-dilhad a c'holoas e izili benniget.

    (6) Bazh-dilhad : battoir.

    (1904) DBFV 16a. bahtilhad, f. pl. eu, tr. «battoir.» ●(1906) DIHU 18/297. ér penn a beb unan anezhé é hes ur vahtillad.

    (7) Preñv-dilhad : mite.

    (1499) Ca 163a. Preff an dillat. g. taingne le ver des robes.

    II.

    (1) Ober dilhad nevez da ub. : dénigrer qqun.

    (1912) FHAB Du 348 (L) M.-A. Abgrall. E c'hellit kredi eno ne veze ket a amzer da ober dillad neves d'an dud, na da lavaret kaochou divalo.

    (2) Kempenn dilhad ub. : dénigrer qqun.

    (1953) LLMM 43/14 (T) J. Konan. Eno, war ar c'hae-se, e vez kempennet dilhad tud ar barrez a-bezh.

    (3) Bezañ en e zilhad Pantekost : être dans ses plus beaux atours.

    (1924) NFLO. Atours. (être) dans mes + beaux atours, tr. Loeiz ar Floc'h «em dilhad Pantekost

  • dilhad-gwele
    dilhad-gwele

    plur. Literie.

    (1860) BAL 58. Ar c'horf a zo c'hoas etouez an dillat vele. ●(1868) FHB 170/110a. an dillad vele a voa en armel-ma. ●(1879) BAN 201. he groc'hen, egiz dev et, a stage ouz an dillad guele. ●(18--) SAQ I 225. dinerz ha divuez var an dillad vele.

    (1911) SKRS II 192. he vestr a ra skouarn vouzar hag a jom souchet dindan he zillad vele.

    ►absol.

    (1857) HTB 43. He gustum a oa da gousket gant he diou vreac'h war var an dilad.

    (1905) HFBI 158. eus ar pes a voa prénèt à zillat évit ar goéléou.

  • dilhadet
    dilhadet

    adj. Vêtu.

    (1900) KZVr 105. eur jolfa a zo eur plac'h difurlu, gwisket fall ha digempenn ha hi, koulskoude, dilhadet-mad. ●(1924) FHAB Du 411. gwazed dilhatet gant dilhad grêt hervez giz ar XVIIet kantved.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...