Devri

Recherche 'diskempenn...' : 2 mots trouvés

Page 1 : de diskempenn (1) à diskempennerezh (2) :
  • diskempenn
    diskempenn

    adj.

    1. (en plt de qqc.)

    (1) Mal entretenu.

    (1866) FHB 67/118a. he varo dizkempenn. ●(1889) ISV 429. eun ear gouez a ioa var he zrem, he vleo a ioa diskempen.

    (1922) FHAB Eost 240. eur baro hir ha diskempenn. ●(1923) FHAB C'hwevrer 50. Penaoz a gav deoc'h e talc'ho kempenn ar merc'hed o zi, ma vez lezet ken diskempenn an ardremez gant ar wazed ?

    (2) Immodeste, déshonnête.

    (1923) FHAB Meurzh 115. ar giziou diskempenn a gas an den d'ar pec'hed. ●(1926) FHAB Eost 314. rimadellou diskempenn.

    II. (en plt de qqn)

    (1) Désordonné.

    (1838-1866) PRO.tj 174. Penmoc'h ar lous disquempenn.

    (1924) FHAB Kerzu 457. eur vaouez diskempenn a zo eur rivin en eun ti !

    (2) Bezañ diskempenn e-keñver ub. =

    (1926) FHAB Mezheven 219. hag an dud-se a zo bet diskempenn a-walc'h en ho kenver evit nac'h ouzoc'h eun dournadig gloan.

    (3) Ober diskempenn war an arc'hant : gaspiller l'argent.

    (1930) VKST 90. Hag an Iliz ne ra ket diskempenn war ar pez a vez roet d'ezi !…

  • diskempennerezh
    diskempennerezh

    m. Gaspillage.

    (1924) FHAB Kerzu 457. e vezo rebechet d'ezi he diskempennerez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...