Devri

Recherche 'diskred...' : 10 mots trouvés

Page 1 : de diskred (1) à diskredus (10) :
  • diskred
    diskred

    m. & adv.

    I. M.

    (1) Méfiance, défiance, soupçon.

    ●(1866) FHB 74/172b. ober brezel d'an discred a so hirio e touez an dud. ●(1876) TDE.BF 145a. Diskred, s. m., tr. «Soupçon, défiance.»

    ●(1904) DBFV 59a. diskred, m., tr. «soupçon.»

    (2) Kaout diskred war : douter de.

    ●(1870) MBR 22. Map ar roue en doa diskred war he vamm, tr. «Le fils du roi se méfiait de sa mère.» ●(1878) EKG II 197. Ma vefe unan-bennag hag en defe diskred var ar varnedigez-se.

    (3) Bezañ e diskred : être dans le doute.

    ●(1862) JKS 93. ann hini a zo ginet ha drouk, hennez a zo bepred he spered e diskred.

    II. Loc. adv. Kred-diskred : sans trop y croire.

    ●(18--) SAQ II 4. An holl evelkent, ne lavaront ket ar c'homzou difeiz-se a galoun. Mes var bouez klevet, lod a lavar etre fars ha drevi, kred diskred ; Lod all a lavar heb ho c'hredi, lod all a zelaou heb lavaret.

  • diskredañs
    diskredañs

    f. (religion) Incrédulité, incroyance.

    ●(1732) GReg 525a. Incrédulité, tr. «Discredançz.»

  • diskredapl
    diskredapl

    adj. Incroyable.

    ●(1732) GReg 525a. Incroïable, tr. «Discredapl.»

  • diskredenn
    diskredenn

    f. –où

    (1) Doute.

    ●(18--) SAQ II 210. Ar re ma 'c'helfe kaout eun diskreden, eun douetanz benag. ●360. kaout diskreden.

    ●(1907) AVKA 331. Rebech a reas d'he ho diskreden.

    (2) spécial. (religion) Incrédulité, incroyance.

    ●(1732) GReg 525a. Incrédulité, tr. «discredenn.»

    ●(1846) DGG 433. an discreden, an avi, an aheurtamant hac an obstination da chom er pec'het. ●(1857) HTB 41. tud impi, tud a ziskreden o attaki ar relijion.

    ●(1926) FHAB C'hwevrer 50. eun enebiez peurbadus, diremed, a zo bet, a zo hag a vo da viken etre ar Gredenn hag an Diskredenn.

  • diskredig
    diskredig

    m.

    (1) Personne sceptique, soupçonneuse.

    ●(1908) FHAB Du 322. blenia an discredic.

    (2) =

    ●(1904) DBFV 59a. diskredik, s. m., tr. «discrédit (l'A.).»

  • diskredigezh
    diskredigezh

    f. Irréligion.

    ●(1921) GRSA 228. de bedein Doué d'ankoéhat é ziskredigeh.

  • diskredik
    diskredik

    adj. Incrédule, sceptique.

    ●(1659) SCger 41a. deffiant, tr. «discridic.» ●69a. incredule, tr. «discridic.» ●143b. discridic, tr. «qui ne croit point.» ●(1732) GReg 9b. Il est difficile de lui en faire accroire, tr. «Discridic eo térrupl.» ●(17--) TE 58. Doué en dès merchét en Histoërieu-ze ér Scritur eit contraignein er-ré discrediquan d'avouéein é ma ean e regl tout ér béd.

    ●(1868) FHB 172/124a. tud amzent ha diskredik. ●(1869) HTC 262. ne d'it ket da ober an den discredic. ●(1876) TDE.BF 145a. Diskredik, adj., tr. «Incrédule, défiant, méfiant, soupçonneux.» ●(1895) GMB 178. pet[it] Trég[uier] diskrideq méfiant, peu crédule.

    ●(1904) DBFV 59a. diskredik, adj., tr. «défiant, incrédule, mécréant.»

  • diskrediñ
    diskrediñ

    v.

    I. V. intr. Ne pas avoir la foi.

    ●(1894) BUZmornik 857. e leac'h diskredi, bez eunn den leun a feiz.

    II. V. tr.

    A. V. tr. d.

    (1) Ne pas croire.

    ●(1659) SCger 143b. discridi p discredet, tr. «mecroire.»

    ●(1860) BAL 89. discredi ur virionez bennac. ●(1876) TDE.BF 145a. Diskredi, v. n., tr. «Ne pas croire à, se méfier de, avoir des soupçons, soupçonner.»

    ●(1904) DBFV 59a. diskredein, v. a., tr. «décroire, ne pas croire, douter, soupçonner.»

    (2) Diskrediñ udb. diwar-benn ub., war ub. : soupçonner, suspecter qqn de qqc.

    ●(1876) TDE.BF 145a. Diskredet eo bet laeroñsi war-n-ezhañ, tr. «on l'a soupçonné de vol.» ●(18--) SAQ II 102. An drouk-sounjer ne ziskleir da zen an drouk a ziskred, heb rezoun, divar benn eun all...

    ●(1915) HBPR 133. an dud oa o tarempredi an hospital a ziskredas eun dra benag divar benn ar seur Lazare.

    (3) [devant une prop. amenée par la part. verb. «e, ne»] Se douter que.

    ●(1878) EKG II 265. diskredi a rea n'e doa ket izoum a galz. ●(18--) SAQ I 120. e c'hellan diskredi e zeuz ama, kouls hag e peb leac'h, tri seurt tud.

    (4) Ne pas croire (qqn).

    ●(1732) GReg 253a. Je ne le crois, ni le decrois, tr. «Ne'r c'hredañ, na ne'-n discredañ.»

    (5) Se douter.

    ●(1878) EKG II 285. mez breman, pa rank kuitaat he zi, hag her c'huitaat evit biken, hen diskredi a ra, he c'haloun a venn mankout d'ezhi.

    B. V. tr. i.

    (1) Diskrediñ war ub. : se méfier de qqn.

    ●(1866) FHB 69/134a. ha discredi a rafez var d'ha dad ? ●(1862) JKS 93. Ann hini a vev er gwir beoc'h ne ziskred war nep den. ●(1877) EKG I 82. e ranket diskredi var an oll, dreist pep tra var an divroidi. ●(1878) EKG II 156. Eur c'hraouadur ker iaouank ne c'hell ket diskredi var-n-omp.

    (2) Diskrediñ war ub. : soupçonner qqn.

    ●(1659) SCger 112b. Soupçonner, tr. «diiscredi.»

    ●(1876) TDE.BF 145a. Diskredi a reer war-n-ezhañ da veza great, etc., tr. «on le soupçonne d'avoir fait, etc.» ●(1894) BUZmornik 126. Diskredi a rejot var eur paour keaz hag ar paour keaz-ma a oue koundaonet d'ar maro.

    (3) Diskrediñ d'ub. : soupçonner qqn.

    ●(1955) STBJ 100. Ne ouien ket petra da respont hag e chomis mezek ha dilavar, ar pez he lakeas da ziskredi din.

  • diskredoni
    diskredoni

    f.

    (1) Incrédulité.

    ●(1876) TDE.BF 145a. Diskredoni, tr. «Soupçon, défiance.»

    ●(1904) ARPA 114. Ne reas ket eno calz a vurzudou abalamour d'ho discredoni. ●147. Credi a ran, Aotrou. Sicourit va discredoni. ●(1931) VALL 230a. Doute, incrédulité, tendance à l'incrédulité, tr. «diskredoni f.»

    (2) Irréligion.

    ●(1907) FHAB Meurzh/Ebrel 39. Eur barrez hag a vezo lennet ennhi skridou fall a zo sur da goueza en disurz hag en discredoni.

  • diskredus
    diskredus

    adj.

    (1) Incroyable.

    ●(1732) GReg 525a. Incroïable, tr. «discredus.»

    (2) Incrédule.

    ●(17--) TE 66. réd-è bout discredus ha diavis hilleih eit refus hanàuein é ma Doué-è tout. ●85. Mæs en Israëllèt perpet ahurtét ha discredus.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...