Recherche '"diskrediñ"...' : 1 mots trouvés
Page 1 : de diskredin (1) à diskredin (1) :- diskrediñdiskrediñ
v.
I. V. intr. Ne pas avoir la foi.
●(1894) BUZmornik 857. e leac'h diskredi, bez eunn den leun a feiz.
II. V. tr.
A. V. tr. d.
(1) Ne pas croire.
●(1659) SCger 143b. discridi p discredet, tr. «mecroire.»
●(1860) BAL 89. discredi ur virionez bennac. ●(1876) TDE.BF 145a. Diskredi, v. n., tr. «Ne pas croire à, se méfier de, avoir des soupçons, soupçonner.»
●(1904) DBFV 59a. diskredein, v. a., tr. «décroire, ne pas croire, douter, soupçonner.»
(2) Diskrediñ udb. diwar-benn ub., war ub. : soupçonner, suspecter qqn de qqc.
●(1876) TDE.BF 145a. Diskredet eo bet laeroñsi war-n-ezhañ, tr. «on l'a soupçonné de vol.» ●(18--) SAQ II 102. An drouk-sounjer ne ziskleir da zen an drouk a ziskred, heb rezoun, divar benn eun all...
●(1915) HBPR 133. an dud oa o tarempredi an hospital a ziskredas eun dra benag divar benn ar seur Lazare.
(3) [devant une prop. amenée par la part. verb. «e, ne»] Se douter que.
●(1878) EKG II 265. diskredi a rea n'e doa ket izoum a galz. ●(18--) SAQ I 120. e c'hellan diskredi e zeuz ama, kouls hag e peb leac'h, tri seurt tud.
(4) Ne pas croire (qqn).
●(1732) GReg 253a. Je ne le crois, ni le decrois, tr. «Ne'r c'hredañ, na ne'-n discredañ.»
(5) Se douter.
●(1878) EKG II 285. mez breman, pa rank kuitaat he zi, hag her c'huitaat evit biken, hen diskredi a ra, he c'haloun a venn mankout d'ezhi.
B. V. tr. i.
(1) Diskrediñ war ub. : se méfier de qqn.
●(1866) FHB 69/134a. ha discredi a rafez var d'ha dad ? ●(1862) JKS 93. Ann hini a vev er gwir beoc'h ne ziskred war nep den. ●(1877) EKG I 82. e ranket diskredi var an oll, dreist pep tra var an divroidi. ●(1878) EKG II 156. Eur c'hraouadur ker iaouank ne c'hell ket diskredi var-n-omp.
(2) Diskrediñ war ub. : soupçonner qqn.
●(1659) SCger 112b. Soupçonner, tr. «diiscredi.»
●(1876) TDE.BF 145a. Diskredi a reer war-n-ezhañ da veza great, etc., tr. «on le soupçonne d'avoir fait, etc.» ●(1894) BUZmornik 126. Diskredi a rejot var eur paour keaz hag ar paour keaz-ma a oue koundaonet d'ar maro.
(3) Diskrediñ d'ub. : soupçonner qqn.
●(1955) STBJ 100. Ne ouien ket petra da respont hag e chomis mezek ha dilavar, ar pez he lakeas da ziskredi din.