Devri

Recherche 'dismantr...' : 14 mots trouvés

Page 1 : de dismantr-1 (1) à dismantrus (14) :
  • dismantr .1
    dismantr .1

    adj. Décharné.

    ●(1870) MBR 24. e kave d'ezhan gwelet anezhi glac'haret ha dismantr evel eur spez, tr. «il croyaiet la reconnaître, pleurant et décharnée, sous la figure d'un spectre.»

  • dismantr .2
    dismantr .2

    m. –où

    I.

    (1) Destruction, délabrement.

    ●(1869) HTC 227. Ar pez a lavaras hor zalver divar benn an dismantr a dlie beza great euz a Jerusalem. ●(1880) SAB 208. e comzas dezo divarben an distruj ac an dismantr a vize.

    ●(1907) FHAB Gwengolo 196. Ma tigouezfe gant ar re-ze dirolec'hia ha mont da steko an eil ouz eben, pebez dismantr. ●(1909) FHAB Eost 226. n'emaint ket var var evit discleria e talc'h ar vuez goude dismantr ar c'horf. ●(1911) BUAZperrot 129. dismantr spontus kear Jeruzalem. ●(1919) LZBt Du 24. goût a ren e oa ma iliz ha ma frespitoar 'n eur stad truezus a zismantr. ●(1925) FHAB Mae 163. dizurz ha dismantr ganet diwar al liberte rik. ●(1949) KROB 12/9. an dismantr, a jom warlerc'h an drailh, a ziskouez dremm heuzus hag iskis ar brezel milliget.

    (2) Défaite.

    ●(1911) BUAZperrot 323. Konversion ar bayaned ha dismantr ar Juzevien.

    (3) [au plur.] Ruines.

    ●(1911) BUAZperrot 324. dindan dismantrou Templ Venus. ●465. var dismantrou ar gear goz. ●(1935) BREI 431/3a. dismantrou eur gêr goz.

    (4) Choses cassées, débris.

    ●(1934) FHAB C'hwevrer 57. Nag a stlabez, nag a zrailhou a reont ! Nag a zismantrou-ta !

    (5) Dilapidation, gaspillage.

    ●(1935) BREI 419/1c. Eun dismantr mezus a arc'hant.

    II. [en locution]

    (1) Kas e dismantr : saccager, détruire.

    ●(1732) GReg 295a. Dissiper, consumer, détruire une chose, tr. «caçz ê dismand.».

    (2) Ober dismantr : faire, causer des ravages.

    ●(1924) ARVG Ebrel 76. An evned, ar brini a ra dismantr ive : ouz ar re-man e ve diwallet.

    (3) Mont en dismantr : se délabrer.

    ●(1903) MBJJ 188. Mont a ra en dismantr o zreid hag o diouhar.

    (4) Lakaat an dismantr : semer la destruction.

    ●(1921) PGAZ 89. lakaat ar freuz, al lazerez hag an dismantr var douarou Goeled-Leon.

    (5) (Kouezhañ) en dismantr : (tomber) en ruines, en décadence.

    ●(1847) MDM 323. ar bed a goese e dismantr. ●(1857) CBF 120. evit miret na gouezo hor iez kaer enn dismegans pe enn dismantr, tr. «pour prévenir le mépris ou la décadence de notre précieux idiôme.»

    ●(1903) MBJJ 354. Diou pe daer gos tourel, hag hi en dismantr. ●(1911) BUAZperrot 480. eur manati e dismantr. ●(1924) ARVG Ebrel 78. hon chapellou en dismantr. ●(1975) YABA 05.04. mangoérieu én dismantr.

  • dismantr .3
    dismantr .3

    voir dismantrañ

  • dismantradeg
    dismantradeg

    f. -où Destruction générale.

  • dismantradenn
    dismantradenn

    f. -où Destruction.

  • dismantradur
    dismantradur

    m. Destruction.

  • dismantrañ / dismantriñ / dismantr
    dismantrañ / dismantriñ / dismantr

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Saccager, détruire.

    ●(1557) B I 775. Ha doe gardis en punisso / Da neant eff en dismanto, tr. «Dieu le punira sévèrement, et le détruira.»

    ●(1732) GReg 295a. Dissiper, consumer, détruire une chose, tr. «Dismanta. pr. dismantet. (Van[netois] dismanteiñ pr. et). dismantra. pr. dismantret.» ●(1744) L'Arm 112b. Dissiper, (…) Détruire, tr. «Dissmantein.»

    ●(1911) BUAZperrot 221. o tismantri dre an tan hag ar c'hleze kement tra en devoa graet. ●(1915) HBPR 11. dismantri ar c'hestell a zo en dro d'eomp.

    (2) Ravager (un pays).

    ●(1882) BAR 212. da zont da laerez ha da zismantra Breiz-Izel.

    ●(1906) KANngalon Mae 116. evit dismantri ar vro. ●(1911) BUAZperrot 262. a venne dismantri kement bro ma taolent troad enni. ●558. dismantri ar vro.

    (3) Dilapider.

    ●(c.1718) CHal.ms i. Il a consumé tous ses biens, tr. «dismantet endes bloh e zanné.» ●Dissiper manger son bien, tr. «dismantein ol e zanné ol é binuidigueh, ol é vadeu.» ●(1744) L'Arm 309a. Prodiguer, tr. «Dismanttein danné.»

    ●(1912) BUAZpermoal 698. êt pell diouz ar gêr da zismantr e zanve. ●(1913) AVIE 206. dismantein e hras é zañné é hobér chervad. ●(1925) SFKH 38. Dèbrein, pé kentoh, dismantein e hras rah é vadeu. ●(1932) GUTO 1. Dismant e hrè é zañné é treu fal.

    (4) Gaspiller.

    ●(1901) EPLQ 38. M. Vallée m'a appris qu'on dit en haute Cornouaille dismañto 'r bara gaspiller le pain. ●(1903) MBJJ 92. dismantr yec'hed ha bue en broio ha nan int ket goall yac'huz.

    (5) Dismantriñ e amzer : perdre, gaspiller son temps.

    ●(1932) BRTG 99. hemb dismant amzér. ●(1939) RIBA 24. bourein e hrè paod muioh é tarempredein er gouréneu eget é tismant é amzér éh obér el liz. ●39. Nen don ket bet mé eùé é tismant me amzér.

    (6) Défaire, dissiper (une armée).

    ●(17--) TE 25. ean e zismantas ou Armé.

    ●(1911) BUAZperrot 294. endre m'edo an tan hag ar c'hazarc'h o tismantri arme ar barbared.

    II. V. intr.

    (1) Se mourir, dépérir.

    ●(1530) J p. 189b. Na ne guillif tam suramant / Beuaf gant langour ha tourmant / Dre e bout absant ez dismantaf, tr. «Telle est ma torture, telle ma défaillance, que je ne puis plus vivre éloignée de lui, que je me meurs !»

    ●(1659) SCger 39a. deperir, tr. «dismanta.»

    ●(1868) KMM 201. ne c'hallint mui erzel ouz ar c'houez cre a zavo diouz va c'horf prest da zismantri. ●(1869) FHB 240/243a. Koz evel ma'z oa oc'h penn, a zeiz da zeiz e tismantre, e tizec'he var he zreid. ●(1880) SAB 40. abars mervel, o tismantri er poaniou, goude brevi gant al labour, dissevelebi, difurmi, gant poaniou corf.

    ●(1905) HFBI 56-58. dismantri a réant, ma vézé clévet ab dud ô lavaret, na badint ket pell er guissé. ●(1909) NOAR 58. Daoust hag-en ema ho rouanteleziou o tismantri ?

    (2) Se déchaîner, faire rage.

    ●(14--) N 882. Gant an tourmant oz dismantaf, tr. «Avec la tourmente qui se déchaîne.»

    (3) Se dissiper.

    ●(1659) SCger 44b. disparoistre, tr. «dismanta.» ●(1790) PEdenneu 216. Me gar bamdé calz a dreu e zismantt èl er moguéet. ●(1790) MG 159. é corv pedair-ær-ar-n'uguênt me fortun e zismantas èl ur voguêdèn.

    III. V. pron. réfl. En em zismantriñ : s'autodétruire.

    ●(1854) PSA I 284. ou goal-gonzereaheu hum zismantou a nehan ou hunan.

    ●(1926) FHAB Kerzu 288. Breiz breman, gant a niver a gredennou pe, kentoc'h, a amgredennou a gaver etouez an dud, a zo eur Vreiz oc'h en em zizober, oc'h en em zispenn, oc'h en em zismantri. ●(1937) TBBN 42. de viret azohté a hum zismant get ou foetereheu pamdiek.

  • dismantrer
    dismantrer

    m. –ion

    (1) Destructeur.

    ●(1913) FHAB Kerzu 353. dismantrer ar pec'hed hag ar maro. ●(1962) EGRH I 63. dismantrer m. -ien, tr. « celui qui ravage. »

    ►Épith.

    ●(1918) LZBt Gouere 25. Gret 'm eus evel ar bugel dismanter.

    (2) Dilapidateur.

    ●(1744) L'Arm 309a. Prodigue, tr. «Dismantourr.»

    ●(1934) BRUS 197. Un dissipateur, tr. «un dismantour –erion.»

  • dismantrerez
    dismantrerez

    f. –ed Destructrice.

    ●(1936) BREI 442/2c. an Itali, dismantrerez ar peoc'h.

  • dismantrerezh
    dismantrerezh

    m. Destruction.

  • dismantret
    dismantret

    adj.

    (1) Détruit.

    ●(1530) Pm 248. Ho brut quen munut ha ludu / Cougant (variante : congant) dysmantet, tr. «(?) Leur renom (?) aussi menu que cendre, / Entièrement détruit.»

    ●(1931) ALMA 62. adsevel an iliz dismantret.

    (2) Dismantret gant ar c'hleñved : ravagé par la maladie.

    ●(1860) BAL 241. E gorfic ken dismantred gant ar c'hlenved, a deuas da veza brao-caer pa oue liened.

    (3) Défiguré.

    ●(1659) SCger 37b. defiguré, tr. «dismantet.»

    (4) Piteux.

    ●(1659) SCger 92b. piteux, tr. «dismantet.»

  • dismantridigezh
    dismantridigezh

    f. Dévastation.

    ●(1931) VALL 214a. Dévastation, tr. «dismantridigez f.»

  • dismantriñ
    dismantriñ

    voir dismantrañ

  • dismantrus
    dismantrus

    adj. Destructeur.

    ●(1923) LZBt Gwengolo 34. Ar brezel 'zo bet dismantrus evite. ●(1928) LZBt Mae 101. epad ar brezel dismantrus a reas Tokugawa d'an Iliz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...