Devri

Recherche '"dispegañ"...' : 1 mots trouvés

Page 1 : de dispegan-dispegin (1) à dispegan-dispegin (1) :
  • dispegañ / dispegiñ
    dispegañ / dispegiñ

    v.

    I. V. intr.

    A. (en plt de qqc. qu'on soulève) Dispegañ diouzh : décoller de.

    (1942) FHAB Du/Kerzu 224a. ha setu ar berchenn o tispega diouz an douar, o tibrada hag o sevel er vann.

    B. sens fig.

    (1) Cesser une activité, dételer, décrocher.

    (18--) SAQ II 59. Diouall eta da zispega re abred.

    (1959) BRUD 8/21. Ne zispegin ket dioustu.

    (2) Déraper.

    (1880) SAB 6. par d'an ini, evit sevel en ur skeul uhel, ne lacafe nemet begou e dreid var bep pazenn, e risc da zispega, da goeza d'an traon.

    (3) (en plt d'un habitude, etc.) Passer.

    (1944) VKST Mae 149. dispega a raio diouti klenved an digoefa.

    (4) Démordre.

    (1659) SCger 42a. demordre, tr. «dispega.» ●(1732) GReg 265b. Demordre, tr. «dispegui. pr. dispeguet

    II. V. tr.

    A. V. tr. i. Dispegañ diouzh : se démunir, se défaire de.

    ►sens fig.

    (1752) BS 556. ne dispegsent quet eus ur presant peini o doa recevet eus an eê.

    (1925) FHAB Mezheven 222. Gwelet 'ret / Ema gwall-biz an dud hirio, ema stard bras / Ober d'e dispega diouz o faper, siouaz ! ●(1976) LLMM 175/120. sot a-walc'h da zispegañ diouzh e bezhioù lintrus.

    B. V. tr. d.

    (1) Décoller.

    (1860) BAL 12. An nep a fell deza lacaat ur vezen da veva o tresplanta anizi, a dle, goustadic, dispega ar griziou dious an douar.

    (1914) DFBP 80a. decoller, tr. «Dispega.» ●(1977) PBDZ 767. (Douarnenez) dispegiñ, tr. «séparer, décoller.»

    (2) Retirer.

    (1878) EKG II 50. ne ouen ket pell evit dispega ar skeul dioc'h an ti.

    (1920) AMJV 18. dispega a reas poeziou an horolach evit ho c'has ganthan d'he di.

    (3) Donner, assener (un coup).

    (1924) BILZbubr 43-44/1021-1022. eur grabanad an neus tapet, ha dispeget mat, m'en assur d'ec'h.

    (4) Détacher, déprendre.

    (1880) SAB 112. dispega va c'halon diouz madou ac ebatou ar bed-ma.

    (5) =

    (1924) BILZbubr 40/898. evit dispega deus yalc'h ar belerined eun diner, eur gwennegig bennak marteze.

    (6) Parler (une langue). (?) coquille pour «displegañ» (?).

    (1922) FHAB C'hwevrer 43. na dispega mad a ra an Otrou Dubourg yez e vro !

    (7) Dispegañ diouzh : décrocher de.

    (1659) SCger 40b. decrocher, tr. «dispega dioc'h

    III. V. pron. réfl. En em zispegañ.

    (1) Se décoller.

    (1829) HBM 8. o velet e laer gludet var ar vezen, oc'h ober e oll effortchou evit en em dispega. ●(1846) DGG 469. evel ar c'hilaouennet pere n'en em zispegont nemet goude beza en em garguet a voäd.

    (2) sens fig. En em zispegañ diouzh : se débarrasser de.

    (1874) POG 171. En em dispegomp euz a c'hoantaennou ar c'hik. ●(1877) EKG I 247. Fouge ennho o veza gellet en em zispega kerkouls marc'had diouc'h eun den ker rust.

    (1921) PGAZ 77. Sant Fransez de Sales a lakeaz ugent vloaz evit dont a benn d'en em zispega diouz an têch fall a zouge anez'han d'ar goler.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...