Devri

Recherche 'ditour...' : 3 mots trouvés

Page 1 : de ditour (1) à ditourin (3) :
  • ditour
    ditour

    m. –où cf. titour

    (1) Information.

    (1868) FHB 168/90b. Cridi a rer en deus ditourou mad avoualc'h evit cavout ar c'horf-ze.

    (2) Kavout un ditour eus : trouver une trace de qqc. qui renseigne.

    (1889) ISV 82. Bagea a rejont tro var dro d'an enez, a dreuz hag a hed, a bell hag a dost, da velet hag hi a gafche eur roud, eun ditour bennag euz ar vak vihan.

    (3) Klevout ditour eus : entendre parler de.

    (1868) FHB 167/86a (& ISV 434). Gouskoude ar re a iea evelse da redek hent o deveze clevet araog ditour euz a eun ti.

    (4) Reiñ (un) ditour : donner une information, un renseignement.

    (1867) FHB 146/334b. e c'helje rei eun ditour bennag divar benn ar pez a vije da ober evit he c'haout. ●(18--) SAQ I 153. Hag hen-ma, pa vel eun enebour o vont tre, a ro ditour, kelou d'e genvreudeur.

    (1915) HBPR 88. Karga 'ra c'hoaz, an Distrigou, da rei ditour d'hezan deuz ar veleien a vo eun abek a freuz evit ma vezint, ive, kaset da Vrest.

    (5) Reiñ an ditour eus udb. =

    (1874) FHB 515/357b. an derouizez e doa roet dezhan an ditour euz ar c'hao-ze.

    (6) Mention.

    (1890) MOA 340a. il n'en est pas mention, tr. «n'euz ditour ebed d'e-z-han.»

    (1934) KOMA 49. Kaer e oa ditouri ne gleved ditour ebet d'ezi.

    (7) Apparence, façon.

    (1868) FHB 177/168a. E pep leac'h ez eus ditour euz eun eost mad.

    (8) Proverbe, dicton.

    (1727) HB 300. Ac'hano e deut martese an ditour etouez ar gomuñ da goms hano eus a guelyen sant Marc.

    (1948) KROB 3/6. «Diou, teir amzer en deus an den, / N'int ket heñvel an eil ouz eben.» a lavar an ditour koz. ●(1949) KROB 12/10. Gwelet ez eus bet eur gazez o vont 82 vloaz ; eur giez betek 28 vloaz, daoust d'an ditour : «tri bloaz o tont da gi, / Tri bloaz ki, / Tri bloaz o vont er maez a gi.» ●(1950) KROB 28-29/14. «dorn leun, diogell e berc'henn» a lavar an ditour.

  • ditourer
    ditourer

    m. –ion =

    (1847) MDM 322. rei forz arc'hand d'an notered ha d'an ditourerien koumananchou.

  • ditouriñ
    ditouriñ

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Indiquer.

    (1874) FHB 493/184b. Me am oa ditouret ar mevel-ze deoc'h. ●(1874) FHB 515/357b. ar prins Breiz en devoue poan avoalc'h o caout ar c'hao a ioa ditouret dezhan.

    (1909) FHAB Eost 233. Hen eo a zitoure an taoliou da ober. ●(1936) FHAB Kerzu 466. D'ar zul peurvuia, goude beza lipet meur a zaou wennegad, e ti Fanch ar Marichal, e veze ditouret an taoliou da ober. ●(1943) FHAB Gwengolo/Here 350. Detouri. Lakaat da gavout. «Piou en deus detouret ar mevel-se d'it ?» (Kleder).

    ►[au passif]

    (1922) FHAB Eost 249. (Jilig) – Eur c'helou bennak ho peuz bet diwar e benn ha diwarbenn e bennher ? (Kerlaban) – Ah ! nan avat ! Ditouret on bet d'an aotrou gant eur mignon d'in hag a lavar eo ar plas diouz va doare.

    (2) Annoncer.

    (1860) BAL 78. an druzunel a zo bet cleved etouez an deliou o titour an amzer vrao. ●148. ne d-int netra e kever ar Rouantelez all-se, ditoured ha prened deomp gant hor Zalver. ●155. da gass ar c'helou mad, da zitour ar Baradoz var ar meaz ac er c'heriou. ●(1874) FHB 516/377a. Te reder pri, beleg santel, / M'her lavaro a vouez huel / Did me zitour peb karantez / Did me zitour peb levenez.

    (3) = (?) Repérer (?).

    (1877) BSA 264. Meur a hini anezho, ho c'habiten e penn, a zo bet casset var an dachen evit ditoura an enebourien, hag alies, m'hen assur d'eoc'h, o deuz clevet ar bolodou o sutal endro d'ezho.

    (4) Dire, prononcer.

    (1933) KANNkerzevod 77/9. Chut… Ne ditourit ger da zen ebet… ●(1933) KANNkerzevod 78/11. Yann Vraz, en tu klei, ra (lire : na) ditoure ger / Gant aoun da gaout ar fouet var e ler…

    II. V. tr. i. Ditourañ da : indiquer à.

    (1935) FHAB Meurzh 122. Ditouret e voe d'an aotrou da belec'h e oa aet e gole.

    III. V. intr. = (?) Chercher à s'informer (?).

    (1934) KOMA 49. Kaer e oa ditouri ne gleved ditour ebet d'ezi.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...