Devri

Recherche 'douar...' : 60 mots trouvés

Page 1 : de douar_1 (1) à douaret (50) :
  • douar
    douar

    m. –où

    I. (en plt de la planète Terre)

    (1) Terre.

    (1456) Credo 2-3. Me cred bepret indoe an tat crouer / anneff han douar, tr. «Je crois toujours en Dieu le père, / créateur du ciel et de la terre.» ●(1575) M 727-728. An eff, hac an douar, hep mar na digarez, / Han Heaul aduy, han Loar, antrugar daz carez, tr. «Le ciel et la terre, sans doute ni prétexte, / Et le soleil viendront, et la lune, sans pitié te blâmer.» ●(1633) Nom 228a. Tellus, terra, humus : la terre : an douar. ●(1650) Nlou 95. An eaul splan, hac an loar, / An douar à paras, tr. «le soleil éclatant et la lune, / la terre, il forma.»

    (17--) CT Acte II 1118. pa voas voar an douvar, tr. «Quand tu était sur la terre.»

    (18--) SAQ I 129. An douar zo bet ha n'oa den varnhan.

    (2) fam. An tamm douar patatez(-mañ) :

    (1922) BUBR 14/41. he deus bet he lod da c'houzanv war an tamm douar patatez-mañ ! ●(1956) LLMM 57/29. Petra ne cheñch ket war an tamm douar patatez-mañ ? ●(1970) BHAF 151. sevel gand da spered a-uz da damm douar patatez an dud ordinal.

    (3) Mont diwar an douar : mourir.

    (1893) IAI 132. P'oa eat Bonifas eiz divar an douar.

    (4) Loc. adv. En douar : rien, aucun.

    (1849) GBI I 52. Na ouienn tra en douar nemet ma chapeled, tr. «je ne savais rien au monde que mon chapelet.»

    (5) par méton. An douar : les terriens.

    (1911) BUAZperrot 840. an nenv koulz hag an douar a embann e vurzudou.

    II. (en plt de la terre, matière)

    A.

    (1) Terre.

    (1499) Ca 19b. Bernn douar. g. moncel de terre. ●70b. Douar. g. terre. ●g. fait de terre. bri. azouar. ●148b. ga. hercier terre. b. cloedat ann douar. ●(c. 1501) Lv 234/100. doar gl. limus. ●(1530) Pm 50. Gant mam roe nouar hegarat, tr. «Envers l'aimable mère du Dieu de la terre.» ●82. An douar man plen a crenas, tr. «Cette terre certes trembla.» ●(1557) B I 121. An mor han douar egorant, tr. «la mer, et la terre immense !» ●(1575) M 388. prenaff douarou, tr. «acheter des terres.» ●3494. prenaff douarou, tr. «acquérir des terres.» ●(1580) G 261. Hep bro, ty, na douar, na goarez, tr. «Sans pays, maison, ni terre, ni protection.» ●(1633) Nom 228a. Tellus, terra, humus : la terre : an douar. ●238b. Limitanei agri : terres de frontieres : douarou á vez er fin ves an broezyou.

    (2) Pakañ douar d’e dreid e : mettre le pied sur.

    (1867) MGK 78. Ar pevar den keaz-man, ho c'horf out-ho broustet, / A bakas douar d'ho zreid enn eunn enezen vraz.

    (3) Mont d'an douar : tomber.

    (1877) EKG I 299. ne ehane ket da zeni kaer a ioa tenna, kaer o doa mont d'an douar, ar re a ioa en he gichenn.

    (4) Bezañ krog start en e zouar : avoir les pieds sur terre.

    (1921) PGAZ 47. Ton Eucat a ioa eur c'hrenn-den, krog start en he zouar.

    (5) (en plt des plantes) Chom da zouar =

    (1921) PGAZ 7. Korz a vez great deuz korf ar blantenn a jomm da zouar.

    (6) Douar benniget : terre sainte, cimetière.

    (1612) Cnf 10b. da vezaff sebellyet ha bezhet en douar benignet lire : beniguet).

    (1854) GBI II 108. Pred d'vont d'ann douar binniget ! ●(1868) FHB 156/412b. digassed d'e barrez d'an douar benniged. ●(1877) EGK I 205. ne deuaz e penn den ebed ar sonj d'ho c'has d'an douar binniget. ●(1877) BSA 291. Rei a reas d'ezhan da entent en devije da zivoueret epad he vuez ar zacramanchou hag an douar benniget goude he varo.

    (1909) NOAR 103. e dad, kaset gantan d'an douar benniget. ●(1945) GPRV 35. pa vo kaset korf an hini tremenet-mañ d'an douar benniget.

    (7) Diàr-zouar : par voie terrestre.

    (1818) HJC 168. peré e oai oeit ag er hèrieu eral ar i lèrh diar zoar.

    (8) Tapout douar : atterrir.

    (1904) KZVr Gouere (d’après KBSA 38). Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar baotred yaouank. ●(1906) CDFi octobre (d’après KBSA 123). ha yao war-du an enezenn. Tapout a ra douar prestik. ●(1906) BOBL C’hwevrer-Meurzh (d’après KBSA 189). ar marc’h a dap douar.

    (9) Ledañ douar : s’affaler.

    B. [empl. avec valeur de plur.]

    (1867) FHB 134/240b. Nag a zouar ne roont netra ? ●(18--) SAQ II 330. An douar-ze, kleuziet mad war ho zro...

    (1978) BAHE 97-98/27. hon douar n'int bet morse eus ar re wellañ.

    III.

    A. (agriculture)

    (1) Douar rouez : terre ameublie.

    (1857) CBF 106. Douar rouez, tr. «terre ameublie.»

    (2) Douar yen : terre froide.

    (1732) GReg 917a. Terre froide, tr. «Doüar yen

    (1834) SIM 69. perac e lezit-hu ar parc-hont en douar yen ? ●(1857) CBF 106. Douar ien, tr. «terre froide.» ●(1869) FHB 243/270a. evel m'en deuz kalz douar ien.

    (1847) MDM 303. an douarou-ïen ha dic'hounid-se.

    (3) Pezh douar : pièce de terre.

    (1889) ISV 164. nemet prajeier ha lanneier, hag eur pez douar gounit bennag.

    (4) Sol.

    (1844) DMB 4. En doar zou glas hag er gùé zo bleuhus !, tr. « Le terre est verte, les arbres se couvrent de fleurs ! »

    B. –où

    (1) Pièce de terre.

    (1862) JKS 214. eunn douar fraost ha difrouez.

    (1920) AMJV 77. da derri eno eun douar gouez, var 'n hed dek leo.

    (2) Espèce de terre.

    (1911) BUAZperrot 841. N'eus douar ebed, n'eus forz peger fall e vefe, ha ne c'hellfet ket lakât da zougen frouez gant poan hag amzer. ●(1967) BAHE 52/15. en douaroù gagn e-lec'h ma n'heller ket gonit trevadoù.

    (3) [au plur. avec valeur de sing.] douaroù plur. douareier : pièce de terre.

    (1913) AVIE 103. un trézol kuhet én un doareu. ●(1925) IZID 15. En doareu hag e oé / De arat, kent en noz, chetu ean / (…) rn un taul, aret ha kampennet. ●(1934) BRUS 279. Une vaste étendue cultivée, tr. «un doareu –iér.» ●(1938) DIHU 324/102. en doareuiér-sé hag e zou bet rueit get goed kement a Vreihiz kalonek doh em-iverein étrézé. ●(1941) DIHU 360/275. Kerlancheu e zo un doareu étré el Lann-Vras ha doar er Ronvu. ●(1941) DIHU 362/315. En un dremen én un doareu, é huélamb ur soudard é labourat doar.

    (4) Douar glas : terre schisteuse.

    (1970) LIMO 05 décembre. Doar glas, tr. «terre schisteuse.»

    C. (droit) Kemer war zouar =

    (1942) SAV 23/65. Eun den all diwar ar maez a oa o klask arc'hant da bresta war leve, met ne oa ket evit o c'hemerout war zouar, peogwir n'en devoa tamm font ebet.

    IV.

    (1) Terme qui sert à renforcer une négation. Kammed douar ebet : aucun pas.

    (1929) KANNgwital 316/264. Eur c'hrouadur mac'hagnet, ha n'en deus great kammet douar ebet c'hoaz, en em lak da vale en eun taol kount.

    (2) Kozh-douar : très vieux.

    (1907) PERS 257. Ar c'homt de St C., koz douar dija.

    V.

    (1) Mont ... war an douar // Mont war an douar noazh // En em gavout war an douar noazh // Bezañ lakaet war an douar noazh // Bout lakaet da gousket ar an douar // Bezañ lakaet da azezañ war an douar noazh : être ruiné. Cf. FHAB 1928/97 : o velout e oa dilezet e-unan penn war an douar-noaz, 1928/99 : va unan emaon war an douar noaz. Cf. Bout lakaet da gousket àr an douar. Bout lakaet da gousket àr ar plouz. Bezañ lakaet war ar c'holo.

    (1790) MG 22 (G) I. Marion. Ur hoh avar, péhani en dès gùerhét ol hun treu eid aqùittein er péh e zelièmb dehou, hac en dès laqueit mem bugalé ha mé de gousquèt ar en doar. ●128. hac eit recompance, goudé marhue ou zad, ind ou dès me laqueit de gousquet ar en doar.

    (1874) FHB 505/277a (L) G. Morvan. Taolet e voue er meaz euz he di, hag en em gavaz evelse var an douar noaz. ●(1889) ISV 417 (L) G. Morvan. Kemeret a rejont caz outhi, hag e voue condaonet da velet guerza he zi hag he zamic douar evit paea he dle, ha goudeze da vont gant he map eleac'h ma carje, da lavaret eo, var an douar noaz. ●(18--) SAQ I 393 (L) J. Quéré. Respount unan hag oa lakeat var an douar noaz : «Guelloc'h eo ganhen beza e m'roched eget e roched ar bourreo...

    (1907) FHAB Here 240 (L) F. Cardinal. Tremen pemp mill famill a zo lakeat var an douar noaz. ●(1928) FHAB Gwengolo 347-348 (L) Y.-V. Perrot. En taol-man ez peus va laket war an douar noas. ●(1929) FHAB Mezheven 229 (L) Y.-V. Perrot. Kaer a voe klask goudeze ne voe ket gellet kaout al laeron. Yann Derrien a oa laket war an douar noaz. ●(1931) VALL 524. Mis sur la paille, tr. F. Vallée «lakaet war an (douar) noaz.» ●(1932) ALMA 141. Ar paour keas tammik aotrou, lakeat da azeza var an douar noaz, en doa eur mab, e hano Yann, oajet a drivac'h vloaz d'ar mare ma kontan histor e dad. ●(1932) FHAB Ebrel 134 Y. U.. Ma sarront, setu i taolet war an douar noaz. ●(1957) BRUD 3/45 P.-J. Helias. Ha re ger an amzer da veza kollet. Ma rankfem selaou ouz ar baotred, ez afe ar stal ganeom war an douar abarz pell. ●(1981) ANTR 103 (L) *Tad Medar. Da fin ar bloaz eh en em gavi war an douar noaz.

    (2) Teuler war an douar noazh : ruiner. Cf. kas an den d'ar bern.

    (1922) IATA 9 *Alan Yann. Va Doue ! va Doue ! e maon rivinet ! var an douar-noaz... ●3O. Evelato, Goulc'han, lakât ken teo-ze an amann var da vara ! Ne peus koustians ebed. Dont a ri a benn da deuler ac'hanon var an douar-noaz.

    (3) Kozh evel an douar : très vieux.

    (1869) FHB 247/197b (L) Goulc'hen Morvan. Hogen ar pez a leveront a zo coz evel an douar. ●(1870) KTB.ms 15 p 150 (T). un denig bihan, koz evel ann douar. ●(1870) MBR 144 (L) A. Troude. Eur c'hrac'hik koz-koz evel ann douar.

    (1907) RNDL 33 (G) Y.-B. Kalloc'h. Ken koh èl en Douar e oé me fried, tr. «Mon épouse était vieille comme la terre.» ●(1913) DIHU 95/260 (G) *Bleiz Kamorzh. Ur voéz koh èl en doar. ●(1925) BILZ 153 (T) F. al Lay. Met eviti, koz-douar e oa ar marc'heg. ●(1935) ANTO 62 (T) *Paotr Juluen. Ar vaouez-man, koz evel an douar ha chomet intanvez... ●155. Eur c'helenner koz-koz-koz, koz evel an douar. ●(1955) STBJ 25 (K) Y. ar Gow. ar ouenn gos-douar-se. ●(1961) LLMM 86/153 (T) *Jarl Priel. Ur c'hlañvour koshoc'h eget an douar. ●(1962) GERV 124 (K) Y. ar Gow. Eun den koz-douar e oa, torret e gein gant e oad vras. ●(1970) BHAF 179 (T) E. ar Barzhig. Freminville a lavare penaoz e oa eun templ galianeg pe romaneg, koz-koz, ken koz hag an douar war vete nebeud.

    (4) Kaout liv an douar : être à l’agonie.

    (1849) LLB 248 (G) J. Gwilhom. Ha n'en des ar nehi meid el liw ag en doar.

    (5) Dont war an douar : naître.

    (193?) FHAB Meurzh 74 (L) M.-A. Abgrall. Pa vez eur bugelig war nez dont, war an douar, ar vugaligou all a vez kaset pe da di an amezeien, pe da c'hoari.

    (6) Sot ken e tro an douar dindanañ : être très fou.

    (1912) MELU XI 401. Zod e, ken a dro 'n douar dindanan, tr. E. Ernault «Il est si fou, que la terre tourne sous lui.»

    (7) Bezañ re izel an douar evit ub. : être parresseux.

    (18--) MIL.ms (d’après MELU XI 401). Izel eo an douar, ou Iazel eo an douar hirio, Paol, tr. E. Ernault «La terre est trop basse (aujourd'hui, Paul); vous la trouvez trop basse, vous êtes parresseux.».

    (1935) ANTO 149 (T) *Paotr Juluen. Tud na chomont ket da drei ar vein da sec'ha pe da sellout ouzh an oabl o tremen, tud na vez ket kammed re izel an douar evito.

    (8) Reiñ douar da ub. : faire tomber, glisser qqun.

    (1906) KPSA 146 (L) T. Pilven. Evel daou zen a grogfe an eil e kabiez egile, da c'houzout piou ar c'hrenva ha piou a roio douar d'egile. ●(1913) FHAB Ebrel 125 *Le Paysan. Mez me a c'hellas rei douar d'ezan, a grogas en e zivesker, a stlejaz anezan beteg eur ster a oa eno, hag a stlapaz anezan en dour.

    (9) Cheñch douar da ub. : renverser qqun.

    (1924) NFLO. Renverser. r[enverser] mon homme, tr. Loeiz ar Floc'h «chench douar d'am den

    (10) Bezañ staget ouzh e draoù evel an touseg ouzh an douar : voir touseg.

    (11) Toullañ d'an douar : voir toullañ.

    (12) Gouzout pe benn eus ar vazh da lakaat en douar : voir bazh.

    (13) Na vezañ deuet holl ar Spered Santel war an douar gant ub. : voir Spered-Santel.

    (14) Lakaat e fri war an douar : voir fri.

    (15) Ober e dreuz war an douar : voir treuz.

    (16) Muzulañ douar : voir korf.

  • Douar
    Douar

    voir douar I.

  • douar-beuzel
    douar-beuzel

    m. Combustible fait de bouse et de terre.

    (1988) TIEZ II 203. Les bouses, et le crottin pour ceux qui disposent d'un cheval, sont soigneusement recueillis pendant l'hiver et accumulés en tas séparés du fumier. Au début de la belle saison, ils sont étalés, arrosés et malaxés de manière à fournir une pâte homogène (douar-beuzel). (…) Dans le Cap-Sizun le douar-beuzel est ensuite chargé sur une charrette et porté en un lieu approprié : an tirienn ; il est réparti en petits tas qui sont roulés dans la balle d'avoine.

  • douar-bev
    douar-bev

    m.

    (1) Terre cultivable.

    (1903) MBJJ 11. gwe ha na deuont en douar beo nemet er broio tom. ●218. Ar blanten-man na deu en douar beo nemet er broio tom. ●(1942) DIHU 370/62. Didan en trohad doar biù, ama, n'en des nameit mein-rad.

    (2) Terre fraîchement labourée.

    (1962) TDBP II 41. Pa 'z an war an douar béo am-bez poan e pennou ma daoulin, tr. «quand je vais sur la terre vivante (fraîchement labourée), j'ai mal aux genoux.»

    (3) local. Terre glaise.

    (1732) GReg 225b. Courroy, ou, corroy, terre glaise dont on garnit les fontaines, les canaux pour retenir l'eau, tr. «Van[netois] doüar biv.» ●917b. Terre glaise, tr. «Van[netois] doüar biv.» ●(1744) L'Arm 16b. Argile, tr. «Douar bihuë. m.»

    (1904) DBFV 23b. doar biù, tr. «terre glaise.»

  • douar-bras
    douar-bras

    m. (géographie)

    (1) Continent (par rapport à une île).

    (1732) GReg 405a. La terre ferme, le continent, par rapport aux insulaires, tr. «An douar bras

    (1856) VNA 13. le Continent, tr. «en Doar-bras.» ●(1860) BAL 149. pa dostaont ouz an douar-braz. ●(1876) BJM 58. Eussa a so var dro seiz leo d'eus an douar bras.

    (1903) MHAD 253. Bet on de valé én doar bras / N'en des chet hoah guerso. ●(1911) BUAZperrot 796. en eun enezen c’houez, eul leo bennak diouz an douar bras. ●(1928) FHAB Du/409. O veza m'oa dies mont da Eusa, eneziz a wele nebeut a dud eus an douar bras.

    (2) Partie intérieure d'un pays (opposé à «arvor»).

    (1877) EKG I 93. Var bord ar mor o doa marteze muioc'h a izign an dud, eget enn douar braz.

    (3) Dicton, Bréhat.

    (1974) BAHE 82/12b. Briad (enez) Itron Varia a Gerrouz / Laket hoc'h avel d'ober trouz / Na zeuy ket tud an douar bras / Da zebriñ hor fav e glas.

    (2005) HYZH 244/37. Itron Varia a Gerrouz / Laket hoc'h avel d'ober trouz / Na zeuy ket tud an douar bras / Da zebriñ hor fav e glas (Barr-Heol 82/12).

  • douar-font
    douar-font

    m. (droit) Terres en possession.

    (1732) GReg 423b. Il a du fond, tr. «douar-fond èn deus.» ●(1752) BS 771. ma ofras dezàn cals a zouar-fond.

    (1847) MDM 129. n'em euz na douar-found na leve.

  • douar-geot
    douar-geot

    m. Jachère.

    (1876) TDE.BF 167b. Douar-geot, s. m., tr. «Jachère.»

  • douar-gounid
    douar-gounid

    m. Terre labourable.

    (1744) L'Arm 155b-156a. Le Feu doit contenir 120 journaux de terre, tant froide que chaude, tr. «Enn Tan, eid er fumageu, a deli enn-devoutt huéh-huiguênnt quevérr étré frosstage ha douar-gounitt.» ●168b. Gagnages, terres labourées ou à labourer ou de labeur ou de labour, tr. «Douar gounitt. m.»●(1790) Ismar 228. er-ré e brest argant, hac e guemér eid assurance doar-gounit.

    (1847) MDM 390. Maturin en deuz laeret diga-n-en eunn ero-zouar-gounid. ●(1857) CBF 89. n'euz ket a veac'h tri veudad douar gounid, tr. «il y a à peine trois pouces de terre labourable.» ●106. Douar gounit, tr. «terre labourable.» ●(1889) ISV 164. nemet prajeier ha lanneier, hag eur pez douar gounit bennag.

    (1962) EGRH I 70. douar-gounit m., tr. « terre labourable. »

  • douar-goz
    douar-goz

    m. Taupinières.

    (1857) CBF 106. Kompeza ann douar goz, tr. «Aplanir les taupinières.»

    (1908) PIGO ii 33. 'c'h an da zifreuzan ar c'haridennou hag ar berniou douar-gô.

  • douar-gwenn
    douar-gwenn

    m. (minéralogie) Kaolin.

    (1934) BRUS 184. Du kaolin, tr. «doar-guen

  • douar-kerc'h
    douar-kerc'h

    m. (agriculture) Terre labourable.

    (1849) GBI I 194. Seiz bloaz ’zo ez e maro, en douar-kerc’h interret, tr. « Il est mort depuis sept ans, et enterré en terre d’avoine » [note Luzel 195 : « Cette expression équivaut à terre labourable, où l’on peut mettre de l’avoine »]

  • douar-koll
    douar-koll

    m. (agriculture) Terre non labourable.

    (1960) EVBF I 327. Terres non labourables, douar-koll, Saint-Renan.

  • douar-koñjez
    douar-koñjez

    m. (droit) Domaine congéable.

    (1732) GReg 196b. domaine congeable, tr. «doüar congez

  • douar-kozh
    douar-kozh

    m. Jachère.

    (1732) GReg 917a-b. Terre qui se repose depuis longtems, jachere, tr. «Doüar-coz

  • douar-kuit
    douar-kuit

    m. (droit) Franc-alleu.

    (1732) GReg 17b. Terre affranchie, tr. «Douar quyt.» ●917a. Terre amortie, tr. «Doüar quyt

    (1876) TDE.BF 167b. Douar-kuit, s. m., tr. «Franc-fief du temps de la féodalité.»

    (1931) VALL 20a. Franc-alleu, tr. «douar-kuit

  • douar-labour
    douar-labour

    m. Terre labourable.

    (1790) Ismar 252. er-ré n'ou dès quet a zoar-labour.

    (1838) OVD 173. Er gùé queneu plantet én doar-labour. ●(1857) CBF 106. Douar labour, tr. «terre labourable.»

    (1908) BOBL 15 août 190/3a. streva dour haô war an douar labour. Neuz netra gwelloc'h ive evit drua ar prajeier. ●(1913) HIVR 14. doar labour ag er choéj. ●(1962) EGRH I 70. douar-labour m., tr. « terre labourable. »

  • douar-losk
    douar-losk

    m. Terre à écobuer.

    (1931) VALL 735a. douar-losk, tr. «terre à écobuer.»

  • douar-melen
    douar-melen

    m. Sous-sol.

    (1857) CBF 106. Douar melen, tr. «Sous-sol.» ●(1866) FHB 58/45b. eb cas kementse an douar melen pe an tuffe frozet eguisse e touez ar gwisk varc'horre.

  • douar-ouzh-douar
    douar-ouzh-douar

    adv. Contigu.

    (1925) FHAB Mezheven 223. diou barrez douar ouz douar gant Gwiskri.

  • douar-paouez
    douar-paouez

    m. (agriculture) Jachère.

    (1876) TDE.BF 496a. Douar paouez, tr. «friche, terre sans culture, jachère.»

  • douar-put
    douar-put

    m. (agriculture) Terre non labourable.

    (1960) EVBF I 327. Terres non labourables, douar-put, Morlaix (terre où pousse le jonc, sous sol humide et argileux).

  • douar-ran
    douar-ran

    m. =

    (1879) BMN 10. Setu perag e couske var an douar-ran. ●44. Couska a rea var an douar-ran.

  • douar-skidi
    douar-skidi

    m. Terre non cultivée.

    (1931) VALL 735a. Terre non cultivée, tr. «douar-skidi

  • douar-skod
    douar-skod

    m. Terre non cultivée.

    (1931) VALL 735a. Terre non cultivée, tr. «douar-skod

  • douar-spagn
    douar-spagn

    m. Terre non fertile.

    (1931) VALL 300b. qui n'est pas fertile, tr. «spagn T[régor].» ●(1942) VALLsup 76a. Terre peu fertile, tr. «douar spagn T[régor].»

  • douar-stlej
    douar-stlej

    m. Alluvions.

    (1929) FHAB C'hwevrer 53. etouez ar reier-rodell hag an douar-stlej.

  • douar-stuz
    douar-stuz

    m. (agriculture) Terre travaillée.

    (1732) GReg 917b. Terre chaude, qui est en valeur, tr. «doüar stu

    (1857) CBF 106. Douar stu, tr. «Terre chaude.»

  • douar-tagn
    douar-tagn

    m. Mauvaise terre.

    (1931) VALL 735a. mauvaise terre, tr. «douar-tagn

  • douar-teil
    douar-teil

    m.

    (1) Terre travaillée.

    (1732) GReg 917b. Terre chaude, qui est en valeur, tr. «doüar teil

    (2) Humus, terreau.

    (1857) CBF 106. Douar teil, tr. «Humus.» ●(1869) FHB 244/279b. dem-zu evel hini ann douar teil. ●(1876) TDE.BF 167b. Douar-teil, s. m., tr. «Terre chaude, humus, terreau.»

  • douar-tirien
    douar-tirien

    m. Jachère.

    (1876) BJM 31. Ama a so douar tirien da zigheri.

  • douar-tomm
    douar-tomm

    m. (agriculture) Terre travaillée.

    (1732) GReg 917b. Terre chaude, qui est en valeur, tr. «doüar tom

  • douar-vak
    douar-vak

    m. (agriculture) Terre non labourable.

    (1960) EVBF I 327. Terres non labourables, douar-vag, Plourin.

  • douara
    douara

    v. intr. Chercher à acquérir des terres.

    (1530) Pm 260. Bepret ezedout ouz routa / Daz map haz par ouz douarha, tr. «Tu es toujours (?) à faire du chemin (?), / Pour ton fils et ton épouse achetant des terres.»

  • douaraat
    douaraat

    v. intr. Débarquer.

    (1869) FHB 243/270b. En eur zouaraat, ar mestr a c'houlennas hag hen a anavezen unan bennag en enezen.

  • douaradur
    douaradur

    m. –ioù

    (1) Atterrissage.

    (1931) VALL 45a. Atterissage, tr. «douaradur m.»

    (2) Enfouissement.

    (1931) VALL 257a. Enfouissement, tr. «douaradur m.»

    (3) Inhumation.

    (1931) VALL 390b. Inhumation, tr. «douaradur m.»

  • douaraj
    douaraj

    m. Atterrage.

    (1732) GReg 61a. Atterage, l'endroit où l'on vient reconnoître la terre, en revenant d'un voïage de mer, tr. «Doüaraich. Van[netois] Doarach.» ●245b. Debarquement, atterrage, tr. «Doüaraich.» ●(1744) L'Arm 20a. Atterage, tr. «Douarage. m.»

  • douaramant
    douaramant

    m. Enterrement.

    (1912) MMKE 109. Ne oa ket kalz a dud en o douaramant.

  • douarañ / douarat / douariñ
    douarañ / douarat / douariñ

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Terrasser, jeter (qqn) à terre.

    (1659) SCger 10a. aterrer, tr. «douara.» ●117b. terrasser, tr. «douara.» ●(1732) GReg 137a-b. Jetter quelqu'un sur le carreau, tr. «Doüara ur re.»

    (1872) ROU 105b. D'un mot il le terrassa, tr. «Gant ur g'er en douaras.» ●(1877) EKG I 288. hag ac'hano e touarent ac'hanomp evel enn eur c'hoari. ●(1878) EKG II 102. em biche douaret Canclaux hag he zoudarded. ●(1880) SAB 215. o douaras eno gant ur gomz.

    (1925) BUAZmadeg 68. met int-hi a oue douaret gant eur sklerijen skeduz. ●(1958) BLBR 111/14. Douaret em-oa daou pe dri ganfart brudet evid o nerz.

    (2) Enterrer, inhumer.

    (1903) BTAH 106. Ama oun bet douaret. ●(1908) PIGO II 143. Ar c'horfou-man a zo da douari. ●(1912) LZBl Genver 309. a boan ma 'vez kavet tud da zouara ar c'horf maro... ●(1929) FHAB Meurzh 103. koueriaded o touara eur marc'h maro.

    ►[empl. comme subst.]

    (1848) SBI II 210. douarin ma fried !... tr. «enterrer ma femme !...» ●(18--) EER 27. Archant ann truajo a baë ho douari.

    (1924) LZMR 16. Ar re a oa digouezet kelou ar maro beteg enno – n'ouzoun ket penaos – a oa deuet d'an douara.

    (3) sens fig. Terrasser, vaincre.

    (1880) SAB 215. goude douara gant ur gomz un arme Iuzevien.

    (1925) BUAZmadeg 345. douara a reaz ar Zaozon var dachen emgann Patay.

    (4) (marine) Débarquer.

    (1923) DIHU 148/343. Dihuennet e oè bet doarein er Prins ér gér-sé. (...) dihuennet dohton a zoarein é brizonour. ●(1954) VAZA 90. Bev ’oa c’hoazh hor c’heneil pa zouaras ar C’hleber e Dakar.

    (5) (agriculture) =

    (1857) CBF 105. Douara ann teil, tr. «Couvrir le fumier.»

    (6) (agriculture) Buter, rechausser.

    (1723) CHal 67. Douarein er gué, tr. «Réchausser les arbres.»

    (1849) LLB 381. aveid hi doarat [hou kuneheg] skarhet hoah en anteu.

    (1908) PIGO ii 32. eun toullad pato 'zo chomet du-ze da zouari en Park-ar-Balan. ●(1925) DIHU 168/284. Surhoalh é hellet lakat irvin penneu émesk hous avaleu-doar. Hadet hous irvin, tenaù un tammig, érauk doarein hous avaleu-doar. (...) Er lézeu en devo kellidet ha hui ou laho é toarein hous avaleu-doar. ●(1925) FHAB Ebrel 138. ne vezo ket brevet ho korf o touara ar patatez.

    II. V. intr.

    (1) (marine) Débarquer, atterrir.

    (1732) GReg 61a. Atterrir, prendre terre, revenant de la mer, tr. «Doüara.» ●245b. Debarquer, prendre terre, tr. «Doüara.» ●739b. Aborder à un port, tr. «Doüara ên ur porz.» ●917a. Prendre terre, aborder, tr. «Doüara. pr. doüaret.» ●(1744) L'Arm 20a. Atterrir, tr. «Doarein

    (1849) LLB 646. doaramb er porh tostan.

    (1911) BUAZperrot 527. douara reas en aber Gwioul, e Breiz-Uhel, var dro ar bloaz 548. ●(1925) BUAZmadeg 162. Paol a zentaz, hag a zouaraz gant he dud e Pors-Paol, etre Lambaol ha Plouarzel. 171. e treuzas ar mor Mediteranee, hag e touaraz en Itali. 616. e oa sant Brevaler gant sant Sezny pa zouaraz ar vag.

    (2) (aviation) Atterrir.

    (1920) MVRO 40/1a. An adjudant Bernard a zisklerias (…) e c'houitas ar motor, hag e oue red d'ezo douara war an taez (lire : traez).

    (3) (en plt des animaux) Se terrer.

    (c.1718) CHal.ms i. Voila un chien qui terre bien, tr. «doüarein ara mat er c'hi man.» ●(1732) GReg 918a. Le Renard s'est terré, tr. «Doüaret èn deus al loüarn.»

  • douaraouad
    douaraouad

    m. Terrain.

    (1910) ISBR 42. el lann ne oé ket èl hiniù un doareuad lann. En hanù-sé e vezé reit d'en tachad ma té er veneh de seùel ou menati.

  • douarat
    douarat

    voir douarañ

  • douarc'hen
    douarc'hen

    s. Bezañ bouzar evel un douarc’hen : être très sourd. cf. taouarc’henn ?

    (1896) LZBt Mae 36 (T). pa ve laret traou ar giz-se din, me ve bouar 'vel eunn douarc'hen.

  • douareg .1
    douareg .1

    m. douareien Terrien (opposé à marin).

    (1874) FHB 491/161a. kemeret eul labourer, eun douarek, evel ma lavarent.

  • douareg .2
    douareg .2

    f. –i, –où Terrain.

    (1849) LLB 323. monèt t'en doareg. ●940. ged ferhier deu viz, bouljet hoah hou toareg. ●(1884) MCJ 177. Hur heih natur e zou læn a fal deicheu, èl un doareg a fal lezeu.

    (1927) GERI.Ern 117. doareg V[annetais] f., tr. «terrain.»

  • douarek
    douarek

    adj.

    (1) Terrestre.

    (1847) BDJ 10. En ho c'horfou doüarec. ●22. Va barados doüarec. ●59. Dên doüarec, preon doüar, mouga' rhez da heol. ●(1864) SMM 234. va c'horf douarec / A so eur beac'h ker pounner. ●(1868) FHB 176/154a. eneou hag a so c'hoas prizoniet en eur c'horf douarek.

    (2) =

    (1864) KLV 49. Er c'hrisien vraz, ann eien douarok a dard, beteg ma vezo arruet ar poent d'ezhi da sevel a zoare e korf ar blanten.

    (3) Terreux, couvert de terre.

    (1927) GERI.Ern 117. douarek, tr. «terreux.»

    (1936) IVGA 51. eur gountell douarek en eun dorn.

    (4) = (?) Qui a le teint terreux (?).

    (1831) MAI 107. un den douarec, disec'h. ●(1839) BSI 56. ur visaich douarecq.

  • douarel
    douarel

    adj. Terrestre.

    (1914) RNDL 51. Me eurvad douarel oeit de goll, tr. «Mon bonheur terrestre perdu.» ●(1923) SKET I 100. ne anavez Kreisteiziz eus ar garantez nemed ar perziou izel, douarel, loenel. ●(1941) FHAB Meurzh/Ebrel 32. ar c'hoantou douarel a chome c'hoaz en e galon. ●(1942) HERV 137. ar vuhez douarel.

  • douaren
    douaren

    m. & adj. –ed

    (1) M. Petit-fils.

    (1647) Am.ms n° 617. Allas va douren (lire : douaren), te a goar er vat, tr. ETCE 12, 720 « Hélas ! mon petit-fils tu le sais bien »

    (1732) GReg 341b. Petit enfant, à l'égard du grand pere, & de la grand mere, tr. «douaren. p. douarened.» ●413b. Petite fille de la petite fille, ou du petit fils (quatrième degré) tr. «Merc'h vihan an douarenès, pe an douarèn.» ●(1790) MG 129. É zouaran. ●(17--) TE 66. péhani e zessàu én é Balès hac e chériss èl é zoaran en hani e oai déstinét eit tennein a-zan é berh ur bobl e dourmantai.

    (1849) LLB 1086. Ou Douarened iouank. ●(1896) HIS 45. é ti douarañ Ruth ha Booz.

    (1918) BNHT 4. tri a vugalé, doarañned dehi. ●(1927) GERI.Ern 117. douaran, douaren tr. «L[éon], V[annetais] Petit-fils.» ●(1939) KOLM 3. Tad Kolmkel e oè douarén d'er roué bras Niall.

    (2) Épith. Bugale-douaren : arrières petits-enfants.

    (1920) LZBl Du 413. Beza ho deuz bugale, bugale vian ha bugale douaren, a zo oll bet badezet.

  • douarenez
    douarenez

    f. –ed Petite-fille.

    (1732) GReg 341b. Petit enfant, à l'égard du grand pere, & de la grand mere, tr. «douaren. p. douarened. (si c'est une fille. douarenès. p. douarenesed.» ●413b. Petite fille de la petite fille, ou du petit fils (quatrième degré) tr. «Merc'h vihan an douarenès, pe an douarèn.» ●(17--) TE 38. doarannès Nachor brær Abraham.

    (1839) BESquil 356. douairannès d'Edmond, roué ag en Angletèr.

    (1934) BRUS 204. La petite fille, tr. «douaranéz –ed

  • douarenn
    douarenn

    f. –où

    (1) Terrain.

    (1866) FHB 89/292b. divoanet (…) en eun douaren vad. ●(1869) FHB 229/155b. da ober eur gwel da zouarenn ar re varo. ●(1879) BMN 244. Meur a hini (...) he alie da glasc eun douaren guelloc'h.

    (2) Terrier.

    (1927) GERI.Ern 117. douarenn f., tr. «terrier (de lapin et de renard).» ●(1949) KROB 18-19/13. evel eur broc'h o kleuzia e zouarenn. ●(1957) BRUD 1/81. eun douarenn-bleiz. ●(1974) BRUD 46/16. ar houlin gouez a ziriboule euz e zouarenn.

  • douarer
    douarer

    m. –ioù (agriculture) Espèce de charrue.

    (1995) BRYV IV 31. (Milizag) evid palarad gand eur higner hag eun douarer… daou arar.

  • douaret
    douaret

    adj.

    I. Terré (dans un terrier).

    (1931) DIHU 241/294. ur broh doaret én ur vertim.

    II. sens fig.

    (1) Terré, caché.

    (1932) DIHU 249/44. pep unan doaret én é di, èl ur broh.

    (2) =

    (1787) BI 265. goudé ma hoh bet carnet, queviniet ha douaret guet er fatiq ét bét-man. ●(1925) BUAZmadeg 563. An enebourien a oue douaret.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...