Devri

Recherche 'dre-se...' : 2 mots trouvés

Page 1 : de dre-se (1) à dre-ser (2) :
  • dre-se
    dre-se

    adv.

    I. spat.

    (1) Par là.

    (1723) CHal 164. Traima, traizé, tr. «par ici, par là.»

    (1856) VNA 99. Allez par là, tr. «Quêrhet dré-zé

    (2) Dans ce pays-là.

    (1792) HS 124. ul lod-vat a dud fol e zou drai-zé.

    (1974) YABA 07.09. Kailhaj Berné, e vè laret dré-sé !

    II. sens fig. Par conséquent.

    (1575) M 1874. Ha dre se ouz pechet, miret hep arretaff, tr. «Et par conséquent se garder constamment du péché.»

    (1659) SCger 20a. a cause de cela, tr. «dre-se.» ●88b. parquoy, tr. «dre-se.» ●(1787) BI 255. Dræ-zè ema arriüet enn ur santeleah ihuel.

    (1838) OVD 256. hui e santé dré-zé un displegeadur brassoh. ●(1878) EKG II 13. dre-ze n'ho doa poazet nemed evel m'oant boaz da ober evitho ho-unan. ●258. Dre-ze ive-ta e teu va zra d'ign ker goestl ha da bep hini.

    (1910) MBJL 151. Dre ze e vo c'hoaz muioc'h a dro hirie gant an oferen bred evit ne vije an deio all. ●(1950) KROB 26-27/19. Dre-ze e chome dalc'h-mat en entremar da c'houzout ha roet e vefe dezi he dilez, pe get, gant ar perc'henn nevez... ●(1954) VAZA 28. abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank. ●97. Ministr ar Verdeadurezh-stad abaoe ur pennad, ha dre-se, kalz hiroc'h e vrec'h eget e vañch. ●(1957) AMAH 247. holl bennoù bras an arme, nemet unan hepken, de Gaulle, hag a dremene dre-se evit un oristal diahelet krenn.

  • dre-ser
    dre-ser

    prép.

    (1) [devant un subst.] Grâce à.

    (1868) FHB 188/251b. An Iliz goude, dre zerr ar Pab, an Iskibyen, ar veleyen ha re-all, a gendalc'h an anaoudegez euz ar guyrionezou-ze e touez an dud.

    (2) [devant un v.] À force de.

    (1922) BUBR 17/133. dre serr en em zikour. ●(1923) BUBR 29/554. Daoust hag eur muziker bennak, dre serr furchal, ne zeufe ket, c'hoaz hirio, abenn da gaout hini pe hini eus an toniou-se. ●(1924) ZAMA 88. dre zerr poania a-walc'h. ●207. Dre zerr poania, d'ar zadorn a-benn koan, a oa prest ar wiadenn.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...