Devri

Recherche 'drezenn...' : 4 mots trouvés

Page 1 : de drezenn-1 (1) à drezenn-houarn (4) :
  • drezenn .1
    drezenn .1

    f. –où

    (1) Crémaillère.

    (1659) SCger 34a. cremaillere, tr. «drezen.» ●145b. dreizen, tr. «cremailliere.» ●(1732) GReg 232b. Cremaillere, ou, cremiliere, tr. «Drezenn. p. drezennou

    (1927) GERI.Ern 121. drezenn f., tr. «Crémaillère

    (2) Pièce du métier à tisser.

    (1905) FHAB Gwengolo/Here 151. eur poleo koat (...) Evit he drei, ez euz en eur penn eun drezen pe eur rod dantek hag eur c'hi varnezhi.

    (3) Bazh-drezenn : crémaillère.

    (1914) KZVr 75 - 09/08/14. Baz-drezen, baztrezen, tr. «crémaillère.» ●(1962) TDBP II 35. Ar vaz-drezenn, tr. «le bâton-ronce = la crémaillère (dont les dents sont comparées aux épines des ronces.»

  • drezenn .2
    drezenn .2

    f. –où, drez

    I. (botanique) Ronce.

    (1633) Nom 70a. Morum rubi, morum sentis, vaccinium : le fruict d’vne ronce : moüar garz, frouez an dresen. ●103b. Rubus, sentis, morus vaticaca : ronce : dresen.

    (Ku) Langoned (1857) HTB 102. en em diout gant eun drezen benag o tremen ar c’hleuiou. ●(1866) BOM 46. N’eus na drezen, / Linaden, na spernen. ●(1879) BLE 349. Ronce frutescente. (R. fruticosus. L.) Drézen.

    (1927) GERI.Ern 121. drézenn f., tr. «plant de ronces.»

    II.

    (1) Tremen a-dreuz drez ha spern : rencontrer des difficultés sur sa route. Cf. tremen dre ar pikoù.

    (1889) ISV 299 (L) G. Morvan. Bez' e devoa c'hoas da dremen a dreus calz a zrez hag a spern.

    (2) Mont da razhañ drez : être ruiné.

    (1982) PBLS 88 . êd oa da raha drez, tr. J.-Y. Plourin «il était ruiné (lit. il s'était mis à gratter des ronces».

    (3) Chom ouzh an drez : perdre le fil de son discours. Cf. chom ouzh ar c'harzh.

    (1732) GReg 226b. Il a demeuré tout à son sermon, il a manqué de mémoire, tr. G. Rostrenenn «chomet eo ouc'h an drez.» ●412b. Il a perdu le fil de son discours, et est demeuré court, tr. «collet eo bet penn e neudeñ gandhã, hac ez eo chommet ouc'h an drez.» ●(1772) KI 545-548 (Li) C.-M. le Laé. Chetu ase ar guistion / so savet er proces : / darn o deus opinion / E choumo ouch an dres, tr. G. Esnault «Le voilà, le problème qui est soulevé au procès. D'aucuns ont une fausse-idée qu'il restera au croc.»

    (4) (Teuler, chom, lezel) ouzh an drez : jeter aux orties.

    (1870) FHB 293/251b (L) Fañch ar Gall. C'houi ho poa taolet oc'h an drez ha Doue, ha peden, hag ofern, ha kovez, ha kement mad zo.

    (1911) BUAZperrot 340 (L) Yann-Vari Perrot. Eston eo ar vignoned a jom ouz an drez, pa gouezer eus bali an eürusted, e riboul ar baourentez. ●(1919) FHAB Kerzu 173 (L) Yann-Vari Perrot. Dalc'hit ho chaliou brodet a wisk ac'hanoc'h ken kaer ha prinsezed; mar o zaolit ouz an drez e vezoc'h henvel ouz laboused kollet ganto o eskell... ●(1928) FHAB Mezheven 219 (L) ? Yann-Vari Perrot. Amzere eo gwelet merc'hed yaouank o vont diskabell, dre an hentchou, chomet o c'hoefou, ouz an drez. ●(1935) FHAB Gwengolo 264. Breman emaint holl o klask lezel o c'hoefou ouz an drez evit kaout eun digarez vat da vont e tok ! ●(1938) FHAB Genver 31. E keit-se, merc'hed Breiz-Izel a lez o c'hoefou ouz an drez hag a glask en em wiska evel merc'hodennou Paris.

    (5) Kintus evel ur bod-drez : très hargneux. Cf. evel ur bod linad.

    (1877) FHB (3e série) 28/220a (L) *Torr-e-Benn. Ro peoc'h 'ta, den bervet ma'z out; heman zo kintussoc'h eget eur bod drez.

    (6) Stagañ drezenn : critiquer.

    (1886) GPI VIII. Et pourtant, je ne vous laisserai pas aller comme cela, et sans vous attacher ma petite ronce, comme nous disons en breton (1). ●(...) (raklavar gant F.-V. an Uhel) (1) Staga drezenn : dans le sens de critiquer, trouver à redire.» ●(1900) MELU X 16. Staga drezen, tr. E. Ernault «Attacher une épine, une ronce (faire une critique; expression citée par Luzel.»

    (7) Moan evel an drezenn : très mince.

    (1974) SKVT III 118 (Ki) Y. Drezen. «Moanik eo e-giz an drezenn», emezi. «Mes livet-yac'h eo.»

  • drezenn-bod
    drezenn-bod

    f. Crémaillère.

    (1857) CBF 12. Drezen-bod, f., tr. «Crémaillère.»

    (1924) BILZbubr 38/842. Mont da bokat dek gwech d'an drezenn-bod.

  • drezenn-houarn
    drezenn-houarn

    f. Crémaillère.

    (1732) GReg 232b. Cremaillere, ou, cremiliere, tr. «drezenn-houarn. p. drezennou-houarn

    (1857) CBF 12. Drezen-houarn, f., tr. «Crémaillère.»

    (1928) BFSA 191. E oa ar gaoter a-zioc'h an tan, peg an drezenn-houarn enni.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...