Recherche 'dudi...' : 4 mots trouvés
Page 1 : de dudi (1) à dudius (4) :- dudidudi
m. & adv. –où
I. M.
(1) Plaisir, agrément.
●(1505) Vc 21. Meulody louenez dudy, tr. «Louange, joie, agrément.»
●(1710) IN I 380. ma zeo ur chalm hac un dudi e glevet o cana. ●(1732) GReg 254a. Deduit, divertissement, passe-tems agreable, tr. «Dudy. deduy.»
●(1855) MAV 6. dudiou kals dreist duduion (lire : dudiou) ar bed-man. ●(1860) BAL 67. an dudi o velet un dra ken caer. ●(1862) JKS 42. Ker braz oa dudiou ho ene pa droent ho spered war-zu Doue. ●101. Dudiou ann dud vad a zeu digant Doue. ●(1866) BOM 44. Kane dam euz gant kalz dudi. ●(1868) FHB 155/404b. ann dudiou en deuz dija tanveet. ●(1882) BAR 36. Eun dudi eo sellet outho.
●(1907) KORN 6. Ha c’hoarierien vrezonek Bro-Leon o deus kavet an tu da lakaat an daou dra-ze d’en em gocha ker klok ma’z eo eun dudi her gwelet evit holl vignoned Breiz-Izel. ●(1910) MBJL 100. bean hon deus breman on gwalc'h a dudi. ●139. C'hoant ganimp da hadtanva eun hevelep dudi.
(2) Délice, délectation, agrément, ravissement.
●(1924) ZAMA 188. Darn a ouel, ha darn a gan : Ar bed a zo dudi ha poan ! ●(1932) TUML 25. Pebez levenez ! Pebez dudi !
(3) Bezañ, en em gavout en dudi : être dans le ravissement, dans l'enchantement.
●(1911) BUAZperrot 728. An holl er gouent a ioa en dudi dirak an testeniou kaer a zantelez a ziskoueze bemdez. ●(1912) FHAB Genver 4. perag ec'h en em gavet en dudi, evel ma reat. ●(1928) BFSA 130. En dudi e voe Bugale ar Sant. ●(1953) BLBR 57/3. hag e vezan en dudi dirak an daolenn a zispak dirazon.
(4) Kavout un dudi : trouver plaisant.
●(1909) FHAB Here 300. Evelse ema an den : e galon, divlazet diouz ar mare breman a gav eun dudi prederia var an amzer goz.
(5) Kavout e zudi o : trouver son plaisir à.
●(1911) BUAZperrot 714. N'oa c'hoaz nemet eur bugel hag e kave he dudi o chom en iliz, daouarn kroaziet, da ginnig he c'halon d'he fried eus an nenv.
(6) Ober dudi ub. : ravir, enchanter qqn.
●(1969) BAHE 62/19. o neizhioù hag o vioù bihan a rae va dudi.
(7) Gant dudi : avec plaisir, avec ravissement.
●(1922) FHAB Gouere 204. e sellas gant dudi ouz oberennou (…) al liver. ●(1969) BAHE 60/50. Polo a flume gant dudi un dornad boued gwak.
II. Tr. adv. Evel un dudi : comme par enchantement.
●(1878) EKG II 124. ar gleizenn a deuaz ganen, evel un dudi.
- dudiañ
- dudietdudiet
adj. Ravi.
●(1868) KMM 237. ar joa-ze a lacass e galon ken dudied, m'en doa keuz o veza mired eul lagad da zellet ouz traou an douar.
- dudiusdudius
adj.
I. Attr./Épith.
(1) Intéressant.
●(1880) SAB 276. traou dudiuz da lenn.
(2) Délicieux, délectable, agréable.
●(1882) BAR 36. arm el dudiuz. ●(1890) MOA 109b. Agréable, adj. Au moral on dit : dudiuz.
●(1908) PIGO II 176. an huvreou dudius a oa diwanet ennan diwar gomzou Janig. ●(1909) MMEK 231. eur c'houez dudiuz a ioa ganto [ar roz]. ●(1911) BUAZperrot 542. Eur c'houez dudius a deuas anezan [ar bez].
(3) Agréable à voir.
●(1889) SFA 1. enn eun draonienn dudiuz meurbed da velet.
●(1925) LZBt Meurzh 29. Abardeï 'ra ; dudius eo ar vro.
(4) Ravissant, adorable.
●(1889) ISV 93. Oh ! Nag hi a voa caer, dudiuz ha madelezus ! [ar Verc'hez].
●(1911) BUAZperrot 723. ar Werc'hez a en em ziskouezas d'ezan gant eun dremm dudius.
II. Adv. Agréablement.
●(1915) MMED 253. me (...) a lakaio an iliz da dregarni dudius. ●(1924) BILZbubr 37/807. n'an neus (…) kleir (lire : kleier) da gana ken seder, ken dudius hag o re.