Recherche 'e-unan...' : 1 mots trouvés
Page 1 : de e-unan (1) à e-unan (1) :- e-unane-unan
adv.
(1) Lui-même.
●(1761) HBrezonec prefaç [4-5]. ne d’eus da attribui netra-tout a guemense nemet da Zoue ehunan, meulet ha glorifiet ra vezo.
●(1877) BSA 224-225. Setu ar pez en deuz countet ar c'habiten he-unan.
●(1903) MBJJ 174. Eilan 'ra e-unan an doktor koz gant ar re-all evit kanan eur psalm.
►[après le prén. pers. S3m]
●(1499) Ca 74a. Eff ehunan. ga. soy mesmes.
●(1910) MBJL 185. hen e-unan ac'h eas da glevet ha da zigemer o dinac'h. ●(1908) PIGO II 117. Hen e-unan a zouze war-zu ar c'hezeg.
►[renforce une prép. conj. S3m]
●(1360) Hd Tours n° 576 f°119v°. nep na ra mat her da guel / dezouf he hunan he fel tr. « quiconque ne fait le bien tant qu'il peut / à lui-même il manque » ●(1612) Cnf.epist 6. eguitaff è hunan. ●61b. Mezuiff anezaff è hunan. ●(1621) Mc 52. Gand an men bras sé a pechet ez deu da fermy outaff é hunan, porz an Barados, hac ez digor henyn ifern. Dont à gra da vezaff vn aduerser cruel dezaff é hunan.
●(1852) MML 64. ma na c'houlqet antren en'han hec'h-unan. ●(1856) VNA 164. Qui n'a rien en propre, tr. «En nemb n'en dès nitra dehou é hunan.» ●(1894) BUZmornik 249. Piz oa outhan he-unan.
●(1907) AVKA 193. an hini a daspign evithan e-unan. ●(1907) PERS 308. disken ennhan he-unan, evit sonjal ervad ha pedi. ●(1908) PIGO II 24. en eur c'hombot elec'h ne oa nemetan e-unan. ●(1912) FHAB Kerzu 376. gwin dreizan e-unan pe dour win hepken. ●(1926) FHAB Gouere 263. Peb hani, marc'h gantan e-unan, a jomo daou-bleget war e beiad (beziad) labour beteg teir eur.
►[renforce une prép. comb. S3m]
●(1907) PERS 350. Neuze e komze divar he benn he-unan. ●(1908) PIGO II 17. Droug zo ennan en e eneb e-unan.
(2) Seul.
●(1499) Ca 74b. Ehunan. g. seul. ●(1530) J p. 189a. Ma amour ayoa ouz gouruez / E hunan glan en creis an bez, / So quent an dez diannhezet, tr. «Mon amour ? Il était là, tout seul, couché dans cette tombe qu'on a ouverte avant le jour.»
●(1856) VNA 129. quand, à une seule personne, on dit vous, tr. «a pe larér hui d'un dén é hunan.» ●(1860) BAL 107. ac ez eo trist a mantruz beza lezed e-unan eb sicour ebed. ●(1877) BSA 139. ar martolod bihan anter-varo a jom he unanic.
●(1905) BOBL 22 avril 31/3a. o vut kavet anei, he heun barz eun hent dizro, he deuz frêet anei gant eur bod lann. ●(1912) MELU xi 252. Gwellan ma oufe d'ober ar blei / Eo mont e-unan warlerc'h ar prei. ●(1928) FHAB Meurzh 87. Eun den e-unan petra eo dirag ar c'houarnamant ? eun netra.
(3) E-unan-penn : tout seul.
●(1849) LLB 1526. é tonèt hé unan pen d'er hreu. ●(1890) MOA 101b. Absolument seul, tr. «he unan penn.»
(4) E-unan-kaer : tout seul.
●(1890) MOA 101b. Absolument seul, tr. «he unan kaer.»
(5) En e unan en e aez : absolument tout seul.
●(1834) SIM 10. ha da veva én é-unan en e eaz.
(6) En e soñj e-unan : songeur.
●(1902) PIGO I 100. pleget en e benn, en e zonj e-unan. ●(1908) PIGO II 132. Julig a vanas en e zonj e-unan.
(7) Propre, à soi.
●(1860) BAL 140-141. Arabat e ve da zen fiziout var e viritou e-unan.