Recherche 'eeun-hag-eeun...' : 1 mots trouvés
Page 1 : de eeun-hag-eeun (1) à eeun-hag-eeun (1) :- eeun-hag-eeuneeun-hag-eeun
adv.
I. spat. Exactement.
●(17--) ST 98. Pa ez a eeun hag eeun elec'h n'e dle ket mont, tr. «va tout droit où elle ne doit pas aller.»
●(1921) GRSA 243. Ret é monet éañn hag éañn get ivarheu er uirioné. ●(1926) FHAB Meurzh 104. Eun hag eun dirag ar mor braz. ●(1927) FHAB Genver 7. Red e voe eta sevel an neo nevez eün hag eün war dachenn an hini goz. ●(1936) TKAL I 70. An teñzor a gaver eeun-hag-eeun el lec'h ma en em drouc'ho an diou linenn-se. ●(1943) FHAB Gwengolo/Here 336. En aour melen edo graet an daol, a oa eeun-hag-eeun e-kreiz ar sal.
II. temp.
(1) Juste au moment où.
●(1927) KANNkerzevod 4/7. eun hag eün d'ar mare m'ê digaset di ar mabig Jezuz gant e gerent. ●(1936) TKAL I 44. Eeun hag eeun, pa edon o vont da hopal d'eoc'h diwall ha tec'hout. ●59. Eeun-hag-eeun e lammemp war ar c'hleuz, pa santis o tremen (...) kerniel ar vuoc'h kounnaret. ●(1936) TKAL II 13. lazet eeun-hag-eeun p'en doa touet beva eur vuhez reiz.
(2) Exactement.
●(1936) TKAL II 42. warc'hoaz vintin e vezo eiz devez eeun-hag-eeun.
(3) Directement.
●(1847) FVR 178. d’ezhi eo e teuaz ivez eeunn-hag-eeunn, euz a Vro-Zaoz.
III. sens fig.
(1) Précisément.
●(1906) BOBL 03 février 72/2d. Hag eün hag eün e c'hoarvez an traou egiz-se. ●(1936) TKAL I 61. Lavarit d'imp ar wirionez eeun-hag-eeun ha penn-da-benn.
(2) Exactement.
●(1928) BFSA 167. Ha Doue, eün hag eün a zigasas d'ezan eun den hag a oa mat dreist. ●(1958) BLBR 109/5. gwerz Lokrist-an-Izelvet, hounnez eeun-hag-eeun hag a zeue ar marsoñj anezi da droidella beb eur mare em spered. ●(1936) TKAL II 73. hag ar bleiz, eeun-hag-eeun, a oa kenderv kompez da Job.
(3) Sans tergiverser.
●(1925) SATR 21. Eün hag eün ec'h an ganti, me...