Devri

Recherche 'foar...' : 12 mots trouvés

Page 1 : de foar (1) à foarvezh (12) :
  • foar
    foar

    f. –ioù

    I.

    A.

    (1) Foire.

    (1499) Ca 85b. Foar. g. foire ou marche. ●(1612) Cnf 44b. monet dan foaryou ha marchatgiou. ●(1633) Nom 225b-226a. Nundinæ : foires, marchez publics : faryou (lire : foaryou), marchadou publicq. ●241b. Emporium : marché, ville marchande, lieu où on tient foire : marchat, kær marchadour, an læch ma vez an foar. ●242b. Forum nundinarium, mercatus : foire : foar.

    (1659) SCger 58b. foire, tr. «foar, pl. iou.» ●148b. foar, tr. «foire.» ●(c.1680) NG 751. gorteit bet er foir. ●(1732) GReg 422a. Foire, marché extraordinaire, tr. «Foar. p. foaryou. Van[netois] foër. p. foëryêu. On dit encore, for, en Leon.» ●(1790) Ismar 130. ér foërieu, ér marhadeu…

    (1882) BAR 241. eur marc'hadour a oe boazet da heuilla ar foariou hag ar marc'hajou. ●(1890) MOA 134a. J'ai été à la foire, tr. «bet ounn er foar

    (1925) SFKH 13. Foér er méned gavr. ●(1929) MKRN 161. Eur jao anavet er foariou. ●(1934) BRUS 285. Une foire, tr. «ur foér –ieu

    (2) Foar gozh =

    (1955) STBJ 195. e veze c'houezek foar ar bloaz e Pleiben : peder foar goz ha daouzek-all, pep hini eus ar re-mañ d'an tride meurz eus ar miz.

    (3) Foar nevez : foire mensuelle.

    (1955) STBJ 195. Ar foariou nevez, pe foariou miz.

    (4) Leur-foar : champ de foire.

    (1922) FHAB Meurs 71. en deiz all am euz gwelet war al leur-foar eur benveg souezus.

    B. (droit)

    (1) Foar diegezh : vente aux enchères d'une ferme.

    (1982) MABL I 56. (Lesneven) hag e veze kuchamant bep sul foar diegezh en tu mennak.

    (2) Lakaat foar war stal ub. : faire vendre les biens de qqn aux enchères.

    (1929) FHAB Mezheven 228. Heman a ranke kaout e arc'hant dioc'htu hag a lavare da Yann e lakaje foar, war e stal, ma ne vije ket paeet.

    (3) Ober foar da ub. : faire vendre les biens de qqn aux enchères.

    (1880) SAB 9. oat o vont da ober foar deza, guerzidigez var e oll danvez...

    (4) Foar ar begoù : marché annuel des valets.

    (1943) FHAB Gwengolo/Here 350. Staget hoc'h eus ho kole ? Gwerza hoc'h eus graet ? Eur c'hole gwerzet a veze staget ouz eur ruilhenn hag ar perc'henn aes d'ezan mont da vale. E foar ar begou evit goulenn gant eur mevel ha graet en deveze koumanant, ha foar en deveze graet e veze goulennet outañ : Staget ho peus ho kole ?

    II. sens fig. Bruit.

    (1580) G 566. Abat eth do cador : her re a foar a ret, tr ; «Abbé, allez à votre chaire, car vous faites trop de bruit.»

    III.

    (1) Kas d'ar foar : envoyer au diable.

    (1877) EKG I 174 (L) L. Inisan. Mad, mar kavit abek enn ho tudou koz, distroit hoc'h-unan var an hent mad, ha kasit d'ar foar, divar ho tro, kement galouper-bro a deuio da viret ouzoc'h da vale. ●(1877) FHB (3e série) 13/99b *Mik an Dourdu. Eat d'ar foar pa garo, n'em euz ket affer anezhan.

    (2) Kas da foar an ifern : envoyer au diable.

    (1927) YAMV 30 A. de Carné. C'hoant em eus d'ho kas holl da foar an ifern, hen da genta, ha Biel hag an hurcher war ar marchad (lenn : marc'had).

    (3) Kas da foar an tri mil : kas diwar-dro.

    (1877) FHB (3e série) 17/139b (L) *Filhor Itron Varia Gallot. Er c'hiz all, m'ho cass da foar an tri- mil. ●(1877) FHB (3e série) 28/222b (L) *Jakez ar Velchenneg. Ar jezuisted da foar an tri mil; ar seurezed da gastrillessa !

    (4) Kas da foar ar c'hwitelloù : envoyer au diable.

    (1929) DIHU 215/270 (G) J. H.. Laret e hra d'Elen, um bakein get hé hansortéz pé monet de foér en huitelleu. ●(1931) VALL 418 (G). Envoyer faire lanlaire, tr. F. Vallée «kas de foér en huitelleu V[annetais].» ●(1935) DIHU 285/229 (G). Kas e hra de «foèr en huitelleu» rah er ré e za de gonz dehi a briedeleh. ●(1955) VBRU 165 (T) *Jarl Priel. E-lec'h kas ar brammsac'h-se da foar ar c'hwitelloù, ne rae Siou yaouank nemet gweañ e veg war sin gouelañ ha klemmichat.

    (5) Kas da foar an diaoul : envoyer au diable.

    (1877) FHB (3e série) 15(2)/121b (L) *Mik an Dourdu. Ha casset an apotikerien-ze da foar an diaoul.

    (1931) VALL 215. Va au diable ! tr. F. Vallée «kea da foar an diaoul !» ●(1932) FHAB Eost 336 (L) L. ar Floc'h. Perag ne gasfent ket da foar an diaoul ar c'hiz sot-ze da lipat ar werenn evid an distera digarez ! ●(1932) TUML 11 A. de Carné. O c'has a rafen holl, me, da foar an diaoul. ●(1942) VALLsup 31 (L). Chasser, tr. F. Vallée «on ajoute familièrement da foar an diaoul (L. ar F[loc'h.» ●(1990) STBL 149 (L) *Tad Medar. Kae da foar an diaoul ! (...) pa vezer o klask en em zizober diouzh un torr-penn bennak.

    (6) Mont da foar an diaoul : s’en aller très loin, disparaître.

    (1959) BRUD 7/26 (L) F. Inizan. O, tribunale ! a ra va mamm, emaint aet da foar an Diaoul adarre !

    (7) Keit hag ac'hann da Foar an Nec'h :

    (1935) ANTO 153 (T) *Paotr Juluen. Met ac'hano d'ober strobinellou, d'ober tuniou, ez keit ha ma'zeus ac'han da Foar-an-Nec'h.

    (8) Bezañ graet foar (da,war) ub. : faire faillite.

    (1931) VALL 291. Faire faillite, tr. F. Vallée «beza ar foar warnañ.» ●(1936) PRBD 30 (L) K. Jezegou. Setu aze, me laka, o peus prestet hanter kant mil lur da eur mignon. Met an traou-zo troet fall. O mignon a zo great foar d'ezan.

    (9) Aet an holl likedou da foar ar brochou : voir likedoù.

    (10) En em glevet evel laeron e foar : voir laeron.

    (11) Kas e vel da foar sant Laorañs : voir mel.

    (12) Lakaat an traezh er foar : voir traezh.

  • foar-vegenn
    foar-vegenn

    f. Foire qui suit un pardon.

    (1931) VALL 310a. Foire, assemblée qui suit un pardon, tr. «foar-vegenn h[aut] L[éon].»

  • foara
    foara

    v. intr.

    (1) Fréquenter les foires.

    (1878) BAY 22. foera, tr. «fréquenter les foires.»

    (2) Vendre à la foire.

    (1927) GERI.Ern 157. foara, tr. «conduire, vendre en foire.» ●(1935) BREI 428/3a. Hag ho puoc'h, Janig, Foaraet ec'h eus ? ●(1942) VALLsup 79a. Conduire, vendre en foire, tr. «foara : part. –aet

  • foaraat
    foaraat

    v. Aller à la foire.

    (1903) EGBV 124. foérat (p. –eit), tr. «aller aux foires.» ●(1904) DBFV 81b. foérat, v. n. part. eit, tr. «aller aux foires.» ●(1942) VALLsup 79a. aller à la foire, tr. «foérat

  • foaraer / foaraour
    foaraer / foaraour

    m. –ion

    (1) Marchand forain.

    (1895) FOV 247. Hag eit er marhattad, mar da ur foéraour. 268. er foéraézion.

    (1904) DBFV 81b. foéraour, m. pl. –aerion, –arion, tr. «celui qui vient à la foire (pour vendre), marchand forain.» ●(1912) DIHU 90/187. Ur foéraour e oé hou tad. (...) er foéraerion. ●(1934) BRUS 285. Un marchand qui coure les foires, tr. «ur foéraour, pl. aerion

    (2) Marchand qui fréquente les foires.

    (1931) VALL 310a. marchand qui fréquente les foires, tr. «foaraour V[annetais].» ●(1942) VALLsup 79a. qui fréquente les foires, tr. «foaraer

    (3) Foaraer tud : recruteur.

    (1905) BREH 35. Ur foéraour tud oh-hui, me gav.

  • foaraj
    foaraj

    f./m. Affaire à la foire.

    (1895) FOV 262. aveit gobér foéraj.

    (1904) DBFV 81b. foéraj, s., tr. «affaire, marché à la foire.» ●(1975) YABA 06.11. d’obér fall foéraj.

  • foarañ
    foarañ

    v. tr. d.

    (1) Vendre à la foire.

    (1931) VALL 310a. conduire, vendre en foire, tr. «foara act. et n.» ●(1935) CDFi 21 septembre. Abenn kreisteiz e voe foaret ganto moc'h ha denved.

    (2) par ext. Donner.

    (1909) FHAB Kerzu 379. Hag hen a foara e zac'h-mîn da Lan.

  • foaraour
    foaraour

    voir foaraer

  • foarataer
    foarataer

    m. –ion Marchand forain.

    (1925) SFKH 31. Ur foératour bras (...) get é vanden kohléieu tret. ●(1942) VALLsup 79a. qui fréquente les foires, tr. «foarataer

  • foariad
    foariad

    f. –où Foire, considérée dans sa durée.

    (1932) BRTG 137. Ag er foériad ketan é ma oeit én hent get er magetan ag é vuohed.

  • foarlec'h
    foarlec'h

    m. –ioù Champ de foire.

    (1732) GReg 422a. Lieu où se tient la foire, tr. «Foar-lac'h. Ide[m] foar-leac'h

    (1876) TDE.BF 209b. Foar-lec'h, tr. «le champ de foire, le lieu où elle se tient.» ●(1889) CDB 53. Dans ma toute petite jeunesse, j'ai assisté aux Quatre fils Aymon, sur le forloc'h de Lannion.

    (1927) GERI.Ern 157. foarlac'h m., tr. « Foire, lieu où elle se tient.» ●(1931) VALL 310a. lieu où se tient la foire, champ de foire, foirail, foaral, tr. «foarlac'h m.»

  • foarvezh
    foarvezh

    f. –ioù Foire considérée dans sa durée.

    (1867) FHB 143/309a. divar eun teir pe beder foarvez.

    (1931) VALL 310a. journée de foire, tr. «foarvez f.» ●(1981) ANTR 202. Eur foarvez a zo evito evel eur gouel braz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...