Devri

Recherche 'friko...' : 9 mots trouvés

Page 1 : de friko (1) à frikoter (9) :
  • friko
    friko

    f./m. –ioù

    I.

    (1) Repas de noces.

    (1909) KTLR 87. Emechans, e c'hellan pedi anezho da zond da m' friko. ●(1921) LZBt Here 21. e plij d'e eur pred-friko. ●(1936) IVGA 235. ni a vo friko cheuc'h ganimp, e ti an Andro, Mimi. ●(1974) THBI 162. Memes m'oa evet eur voujaron «champagne» en e frikou. ●164. ar vadiennou, ar frikoiou.

    (2) par ext. Bon repas, gueuleton.

    (1835) AMV 712. quen bras abondanç a fricoyou. ●(1872) DJL 39. meur a gof dôn, / Goude ho frikoïou a halfe kaout naon. ●(18--) RGE 24. Evit festa molarje. / Pa veso deut ni a rai frico.

    (1921) PGAZ 55. evit laouennaat ho frikojou.

    (3) Friko ti-nevez : repas lors de la prise de possession d’une nouvelle maison.

    (1928) CONS 356. Anavezout a ran tud hag a vez o frikota pad ar bloa, pevar dewez war seiz d’an nebeuta : friko ti-nevez ; friko gwadigennou pa vez lazet ar porc’hel lard.

    (4) Friko gwadegennoù : repas de boudins frais lorsque le cochon est tué.

    (1928) CONS 356. Anavezout a ran tud hag a vez o frikota pad ar bloa, pevar dewez war seiz d’an nebeuta : friko ti-nevez ; friko gwadigennou pa vez lazet ar porc’hel lard.

    (5) Ober friko gant : se régaler de.

    (1903) MBJJ 210. ober 'reont friko gant an indrailho a vez distaulet duman ha duont.

    (6) De quoi manger.

    (1937) LZBl Genver/C'hwevrer 30. pep-unan a c'hellas debri e walc'h, rak n'eo ket friko a vanke.

    (7) plais. Plad ar friko : l'assiette au beurre.

    (1909) BOBL 03 juillet 236/1a. an den a ro eun taol lagad var stal hor ministred hag a wel an doujans ho deveus da blad ar friko.

    (8) sens fig. Bezañ doare ar friko war ub. : être à la noce.

    (1878) EKG II 96. Allaz ! paour keaz Ian Pennors, eme Mauriz Magerez, pa velaz ac'hanoun o tont leun-c'hoad, n'ema ket doare ar friko varnoc'h !

    II. Bezañ er friko // Bezañ en ur friko : être à la noce. Cf. bezañ en un eured.

    (1908) FHAB Ebrel 122 (L) *Potr e skourjez ler. Pa veze komzet rust outi n'eo ket gwellaat a rea dezi ken nebeut e c'hellit kredi. Rak-se, Fanch e goaz n'edo ket en eur friko; mez eun den a basianted oa, anez en divije torret he fenn outi. ●(1910) MAKE 107 E. Crocq. Ar glaouer, me lavar d'eoc'h, ne oa ket duze er frikou.

  • friko-c'hagn
    friko-c'hagn

    f./m. =

    (1958) BRUD 4/54. Hag e oe friko-hagn gant oll gizier-noz ar hanton. ●58. Friko-hagn : founnuz, druz.

  • friko-paeañ
    friko-paeañ

    m. Repas payant.

    (1952) LLMM 32-33/135. (Douarnenez) An dra-se zo frikou-paeañ : pa ranker paeañ prof pe pred e trugarez evit prof pe pred all.

  • frikoañ
    frikoañ

    v. intr. Faire des bons repas, gueuletonner.

    (1978) LLMM 186/14. n'eo mat ar veleien nemet da leinañ, da frikoañ, da gargañ o c'horf... Kofoù-stamm tout, emeze.

  • frikorneg
    frikorneg

    m. –ed (zoologie) Rhinocéros.

    (1931) VALL 659b. Rhinocéros, tr. «frikorneg m. pl. ed

  • frikotal / frikotañ / frikotat
    frikotal / frikotañ / frikotat

    v.

    I. V. intr.

    (1) Prendre part à un repas de noces.

    (1927) TSPY 34. peadra da frikota diwar goust eur vaouez. ●(1955) STBJ 210. a-berz piou e vezed o frikota.

    (2) par ext. Faire un bon repas.

    (18--) RGE 24. Da fricota ha da zançal.

    (1905) KANngalon Ebrel 379. o frikotal asamblez gant Luther. ●(1905) KANngalon Du 542. lipat ha frikotal da zul ha da bemdez. ●(1928) CONS 356. Anavezout a ran tud hag a vez o frikota pad ar bloa, pevar dewez war seiz d’an nebeuta : friko ti-nevez ; friko gwadigennou pa vez lazet ar porc’hel lard.

    II. V. tr. d. Nourrir.

    (1913) DIHU 92/215. de frikotat me hounifled.

  • frikotañ
    frikotañ

    voir frikotal

  • frikotat
    frikotat

    voir frikotal

  • frikoter
    frikoter

    m. –ion Invité à un repas de noces.

    (1925) FHAB Genver 33. Ar frikoterien o doa klevet. ●(1927) TSPY 11. Kenavo 'ta, frikoter ! ●(1955) STBJ 209. dizale e tegoueze frikoterien a bep tu.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...