Devri

Recherche 'goap...' : 13 mots trouvés

Page 1 : de goap (1) à goapet (13) :
  • goap
    goap

    m. –où

    I. (en plt de qqn)

    (1) Moquerie, lazzi.

    ●(1499) Ca 89b. Gaes ha goap tout vng ibi vide. ●(c.1500) Cb 94b. [goapat] Jtem hec irrisio / nis. g. moquerie. b. goab. ●(1530) Pm 237. Hep goap apret parfet detal, tr. «Sans moquerie, tôt, parfaitement, exactement.» ●(1650) Nlou 49. hep goap quet, tr. «sans raillerie aucune.»

    ●(1659) SCger 39b. derision, tr. «goap.» ●81a. moquerie, tr. «goap.» ●(1710) IN I 292. ar goab hac ar c'haquet.

    ●(1876) TDE.BF 233b. Goap, s. m., tr. «Raillerie, dérision, moquerie.»

    ●(1939) RIBA 85. ne gavè mui gant unan ha get en aral nameit goapeu ha troieu kam.

    (2) Ober goap a, eus, ouzh : se moquer de.

    ●(1530) Pm 241. Gra goap az port az sort ordur, tr. «Moque-toi de ta conduite, d'une impureté telle que la tienne.»

    ●(1659) SCger 81a. se moquer, tr. «ober goap oc'h.» ●(c.1680) NG 1719. Anehou ober gouab, / Ha cals a ré. ●(1790) MG 126. me mès groeit goab men goalh a ré e bassai eit sorcerion. ●(1790) Ismar 45. er goab hac en disprisance e rér ag en devotion. ●(1792) HS 33. à gauss ma lausquai ur vatéh d'obér gouap à nehi. ●(17--) TE 135. Ean e ras goab a nehi peèl amzér.

    ●(1876) TDE.BF 233b. Ober goap euz a eunn den, s. m., tr. «se moquer de quelqu'un.»

    ●(1907) PERS 181. an hini a oa bet great goap anezhan. ●(1909) TOJA 22. 'Rez ket a wap ac'hanon, klevet a rez !

    (3) Bout goap gantañ =

    ●(c.1785) VO 3. Goab é guet en dud youanq cleuèt conze ag en devotion. ●(1790) MG 351. Goab-è guet-t’ai ma larét é jauge er gùir devotion guet quemènt-stad ha vacation-zou. ●(17--) TE 336. péré-zou goab guet-ai desquein guet en dud a Ilis er moyandeu de salvein ou inean.

    ●(1906) HIVL 112-113. Mes goap e oé get hé tennein ardran. ●(1912) BUEV 12-13. Franséz e oé goap getou guélet Jean-Mari é talein elsé dehon.

    (4) Bout goap gantañ : être indigné.

    ●(1907) VBFV.fb 54b. montrer de l'indignation, tr. «bout goap getou.»

    (5) Ober goap diàr ub. : se moquer de qqn.

    ●(1910) DIHU 60/88. Chetu perak e vezé dalbéh Lanlir é hober goap diarnehon ha diar er ré e oé bet téhet geton.

    (6) Ober goap gant ub. : se moquer de qqn.

    ●(1974) YABA 11.05. Chetu man sklepeu e greda obér goap genom !

    (7) C'hoarzhin goap (da ub.) : se moquer (de qqn).

    ●(1878) EKG II 310. edo an oll o c'hoarzin goap da Nonnik an Deun.

    ●(1909) HBAL 5. ken aliez guech ma teuont d'ho kwelet, ne reont nemet ho rouza, ha kerkent a ma vez ho zreid er meaz, e torollont da c'hoarzin goap… ●(1900) MSJO 201. beza c'hoarzet goab avoalc'h d'he ziskibien.

    (8) Ober goap ouzh =

    ●(1942) FHAB Gwengolo/Here 197. Hini pe hini (...) a ra goap eus micher o zad : «N'eo ket micher ebet, emezo, ul labour evit tud dizesk ha tud diwarlerc'h !»

    (9) Ober goap a : faire semblant de.

    ●(1934) MAAZ 93. e hra goap a chachein ar é ziskoharn.

    II. sans compl.

    (1) Ober goap =

    ●(14--) N 1619. Rac e mecher eo auber goab, tr. «Car son cas est une plaisanterie.» ●tr. R. Hemon (Jer 148) «car son métier est de se moquer.» ●(c.1500) Cb 48a. g. cest vne figure quant on entent le contraire de ce que len dit en taisant. bri. vn figur galuet pan grear goab.

    ●(1856) VNA 118. tu te moques, je crois, tr. «goab e hrès, me grèd.»

    ●(1904) BMSB 87. N'euz 'meit tud diramailh, marfad a Gær Wazi, Garanet war o fas muzul o zotoni, – / Ar re ze a ra goab.

    (2) C'hoarzhin goap =

    ●(18--) SAQ I 175. hag a deu da c'hoarzin goap, pa gozeer d'ezhan deuz a varadoz pe ifern.

    ●(1909) HBAL 5. ha kerkent a ma vez ho zreid er meaz, e tirollont da c'hoarzin goap... ●(1910) FHAB Genver 28. Ia, Enebourien Doue a ra van da c'hoarzin goap.

    (3) Stagañ goap = ober goap.

    ●(1925) DIHU 166/252. Gouiet e hrent stagein goap.

    (4) Dre c'hoap : par dérision.

    ●(1612) Cnf 19a. an heny à pech oz hoary pé dré goap.

    ●(1910) MBJL 176. Ar meulodi a roe d'imp vit an deio ar Pab (…) a vo troet breman, dre wap, enep d'imp.

    (5) Diwar c'hoap : par moquerie.

    ●(1530) Pm 83. Ha ne voe hep mar diuar goap, tr. «Et ce ne fut point sans doute par moquerie.»

    III. Épith. C'hoarzh goap : sourire moqueur.

    ●(1901) FHAB Genver 207. eur c'hoarz goab en ho daoulagad ha var ho muzellou.

    IV. Graet en deus e c'henoù goap eus e revr : voir genoù.

  • goapaat / goapal
    goapaat / goapal

    v. tr. d. Se moquer de.

    ●(1499) Ca 94a. Goapat. g. moquer. ●(1530) J p. 33a. Em goapaher, tr. «on se moquera de moi.»

    ●(1659) SCger 81a. se moquer, tr. «goapaat.» ●150b. goapat, tr. «se moquer.» ●(c.1680) NG 1542. gouapait guet pep vnan. ●(1732) GReg 637a. Se moquer de quelqu'un, tr. «Goapaat ur re.» ●On se moque de vous, tr. «Ho coapaat a rear.» ●(1790) Ismar 76. Ean e zihuèn dohemb enta (…) a er goapad. ●110. guet eun a vout goapeit. ●(1792) CAg 70. Aveit goah-ar-oah goapale / Jesus hun Roué gùirion. ●87. Goapal er-ré devod.

    ●(1829) HBM 15. evit va goapât. ●(1838) CGK 11. Pautret a veler bemde o voapat ar merc'het. ●(1860) BAL 221. poan e d-oa o velet goapaat unan bennac. ●(1869) KTB.ms 14 p 20. ann holl (…) a voapaë anezhan. ●(1878) EKG II 71. oc'h esa goapaat Jannet ar Go. ●(1889) SFA 62. lod all ho koapaio.

    ●(1911) BUAZperrot 176. hag e c'hoapât meur a wech. ●(1914) DFBP 38b. brocarder, brocarder, tr. «goapaat.» ●(1944) VKST Ebrel 115. daoust ma seblantont e c'hoapaat.

    ►absol.

    ●(14--) N 610. na goappa quet laedus, tr. «ne fais pas de railleries injurieuses.» ●(1650) Nlou 277. He map na goapeyt, voe à acuytat, tr. «ce fut son fils, ne vous moquez pas, qu'on sauva.»

    ●(1877) EKG I 72. da dremen eun tamm amzer en eur c'hoapaat. ●(1878) EKG II 183. Ar zoudarded a vizaz en eur c'hoapaat. ●(1889) ISV 114. nicun anezho n'en doa c'hoant goapaat.

    ●(1925) FHAB Mezheven 216. an Duk a lavaras d'ezan en eur c'hoapaat : (...). ●(1935) BREI 416/2c. Ober fent, dispenn, goapaat a zo brao.

  • goapadenn
    goapadenn

    f. –où Moquerie.

    ●(1939) RIBA 40. Met er maligorn e droh geton ur oapaden.

  • goapadur
    goapadur

    m. Provocation.

    ●(c.1500) Cb 94b. [goapat] inde hec irritatio / nis. ga. prouocation. b. goapadur.

  • goapadurezh
    goapadurezh

    f.

    (1) Tromperie moqueuse.

    ●(1732) GReg 444a. Gabatine, tr. «goapadurez. p. goapadurezou.»

    (2) Ober goapadurezh : tromper, en faire accroire.

    ●(1732) GReg 444a. Donner des gabatines, tr. «ober goapadurez.»

  • goapaenn
    goapaenn

    f. –où Moquerie.

    ●(1933) ALBR 28. e klevas ar wapaenn diweza.

  • goapaer .1
    goapaer .1

    adj. Moqueur.

    ●(1659) SCger 150b. goapaer, tr. «moqueur.» ●(17--) FG II 1. ar farvel göapër, tr. «le bouffon moqueur.»

    ●(1849) LLB 288. é skrigneu goaper.

    ●(1931) GUBI 200. ur min hoarh goapour. ●(1955) STBJ 81. Eun den mô e oa ma zad, goapaer eun tammig ha troet da farsal ha da gonta bidennou.

  • goapaer .2
    goapaer .2

    m. –ion Moqueur.

    ●(1633) Nom 329a. Samniones, vel potius sanniones, à sanna : mocqueurs, les fols au ieu : goabaëryen, furluquinet, fol an hoary.

    ●(1732) GReg 637b. Moqueur, tr. «Goapaër. p. goapaëryen. (Van[netois] goapour. p. goaperyon, goaperyan).»

    ●(1838) OVD 200. Mechér ur goapour e zou ur vechér forh didalvé. ●(18--) AID 215. eur goaper merc'het.

    ●(1905) KANngalon Genver 303. Goapaerien ar Zakramant. ●(1914) DFBP 38b. brocardeur, tr. «Goapaër.»

  • goapaerez
    goapaerez

    f. –ed Moqueuse.

    ●(1732) GReg 637b. Moqueuse, tr. «Goapaërès. p. goapaëresed. (Van[netois] goapoures. p. goaperesed.»

    ●(1909) NOAR 40. gwaperez daonet.

  • goapaerezh
    goapaerezh

    m. Moquerie.

    ●(1727) HB 283. Oc'h e dreti gant goaperez / Ha gant cals a voufonerez. ●(1732) GReg 637b. Moquerie, tr. «goapérez. Van[netois] goapereh.» ●(1792) CAg 67. Ind er stacg doh ur pilere / Guet dejann ha goapereh.

    ●(1857) HTB 103. kalz a rebechou hag a voaperez. ●(1861) BSJ 64. rac ma touge er méh hag er goapereah. ●(1865) LZBt Here 37. o vean (...) skoet gan-in gant fors goaperez.

    ●(1921) GRSA 264. un droiad goapereh dejañnus meurbet.

  • goapal
    goapal

    voir goapaat

  • goapaus
    goapaus

    adj.

    I. Attr./Épith.

    (1) (en plt de qqn) Qui est porté à se moquer des autres.

    ●(c.1500) Cb 94b. [goapat] Jtez hic irrisor / oris. g. deriseur / ou moqueur / gabeur. b. goapaus. ●100a-b. [gragaillat] Jtem garrulus / a / um. g. iangleur b. goapaus.

    ●(1659) SCger 17b. brocart, tr. «comps goapaus.» ●150b. goapaus, tr. «moqueur.» ●(1732) GReg 637b. Celui, & celle qui est sujet à faire des moqueries, tr. «Goapaüs. Van[netois] goapus.»

    (2) Moqueur.

    ●(1732) GReg 870a. Sobriquet, tr. «Leshanv, ou, leshano goapaüs. leshano godis.» ●(17--) TE 177. un ton goapus.

    ●(1876) TDE.BF 234. Goapauz, adj., tr. «Ironique, moqueur, parlant des choses.»

    ●(1902) PIGO I 197. ober eur zell goapaüz war an daou bôtr yaouank. ●209. gant eun tôn goapaüz. ●(1911) BUAZperrot 298. var eun ton goapeüs. ●(1909) DIHU 50/313. ur minhoarh goapus ha dejañus geté ar ou geneu. ●(1915) HBPR 135. klevet komzou goapaüs. ●(1955) STBJ 106. ganti eo e klevis, evit ar wech kenta, ar c'hrennlavar goapaus anavezet er vro.

    II. Adv. Moqueusement.

    ●(1909) FHAB Even 184. en eur gana dezo goapaüs. ●(1955) STBJ 82. Ha n'eo ket ret lavarout e savas skrign diwar e goust e-touesk ar vevelien-all. Betek an tammig bonton a oa ac'hanon a glaskas, zoken, ober bisk dezañ, o frota e zaou viz-youd an eil ouzh egile hag o lavarout goapaus ha gant eun tammig fê : (…).

  • goapet
    goapet

    adj. Moqué.

    ●(c.1500) Cb 94b. [goapat] Jtem derisus / a / um. g. moque. b. goapet.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...