Recherche 'gouenn...' : 5 mots trouvés
Page 1 : de gouenn (1) à gouennin (5) :- gouenngouenn
f. & adj. –où
I. F.
A. Race.
●(1633) Nom 321b. Peroriga, vel meliore lectione proriga, aut pruriga : qui garde les iuments, & les laisse saillir pour en auoir de la race, tr. «an hiny á mir quesequennet, hac á læs ô marchaff euit caffet an goüen.
●(1659) SCger 100a. race, tr. «gouen.» ●race de chiens, tr. «gouen chas.» ●de bonne race, tr. «a ouen mat.» ●(c.1718) CHal.ms iii. de bonne race, tr. «a oüen mat.» ●(1732) GReg 388b. Extraction, naissance, tr. «Gouënn.» ●775b. Race, extraction, tr. «gouënn.» ●Qui est de race Noble, tr. «a voüen nopl.» ●776a. Race de Viperes, tr. «goüenn an azred-Viber.» ●Race de chiens, tr. «gouënn chaçz.»
●(1878) EKG II 66. eun Aoutrou a vouen huel. ●(1889) ISV 446a. Cas da netra guenn al logod.
●(1900) MSJO 88. unan eus ho voen. ●(1909) KTLR 88. Beza dizanaoudek a zo a ouen an aered. ●(1939) MGGD 31. Ar ouenn a denn. ●(1973) LBFR 55. Ar ouen ar ouen. War lec'h al laou ve ket c'hwenenn. ●(1974) GAME 28. Ar vouenn a denn.
B. par ext.
(1) Dre ouenn : de nature.
●(1924) FHAB Genver 32. kanerien dre ouenn. ●(1924) FHAB Meurzh 104. eur vicher dies ha tenn evid ar beleg, ha pa vefe marvailher dre ouenn.
(2) (en plt de qqn) Bezañ gouenn ennañ da : avoir des dispositions, des capacités pour.
●(1872) ROU 81b. Eno e tesco mar d-euz goenn enna (da zont, da zeski), tr. «là il apprendra s'il a quelque disposition.» ●92b. Mortel, tr. «goenn enna da vervel.» ●100b. Il n'y a pas de ressource en lui, tr. «n'euz ket a voenn enna (da zont).»
(3) (en plt de qqc.) Bezañ gouenn ennañ =
●(1872) ROU 81b. Mar d-euz goenn er gountell-ma, m'e digasso (lemm).
(4) (météorologie) Gouenn c'hlav : signe de pluie.
●(1872) ROU 95b. Le temps est à la pluie, tr. «Goenn glao a zo.» ●(1890) MOA 99A. Le temps est à la pluie, tr. «gouenn c'hlao a zo.»●118b. Il y a apparence de pluie, tr. «gouenn c'hlao a zo gant-hi.»
C. sens fig. Ar ouenn : un peu, une petite quantité.
●(1952) LLMM 32-33/136. (Douarnenez) Ar vouenn : un tammig bihan, peadra da dañvañ (sic), da c'houzout petra eo. (D'ur martolod o tont eus ar peskerezh :) Be 'p eus ar vouenn, breur ? – Klevet 'p eus ar gurun ? Ar vouenn zo bet, n'eo ket terrupl. – Be 'zo c'hoazh ar vouenn e-barzh ar voest. ●(1968) BAHE 56/63. – Neuze, mab, peskerezh vat 'zo bet hiziv ? – Ar ouenn 'zo, Tad.
II. Adj. Bezañ a-ouenn da : être naturel à.
●(1872) ROU 92a. C'est sa nature d'être, tr. «A voenn eo deza.» ●(1889) ISV 79. mar deo a vouenn d'al laboused ober ho neiziou d'an nevez-amzer eo a vouenn ive d'ar vugale clask an neiziou-ze. ●(18--) CST 20. Kemeret a rankjont kalz poan, rak a ouenn eo d'ar Gelted kaout pennou kalet.
III.
(1) Trec'hiñ gouenn : avoir une attitude différente de celle de ses ancêtres.
●(1874) FHB 504/271a (L) G. Morvan. An tigr a gave he vugale cals re vuanek, re golerus. «Ha gouscoude, emezhan d'ar barbet, eo red o pefe laket anezho da drec'hi gouenn, rag ho mam oa ar vella euz ar mamou. ●(1888) SAQ I 40 (L) J. Quéré. Peurvuia eur c'hrouadur a vez ar pez ma vez great : nebeut a drec'h wen. ●(1889) ISV 462 (L) G. Morvan. Gouscoude avechou hiniennou anezho a drec'h gouenn, hag a zao c'hoant gantho da veachi. ●(18--) SAQ II 54 (L) J. Quéré. Rak ar vugale a vez ar pez ma vezont great. Nebeut a dreac'h gouen; lod her gra; mez rouez awalc'h int.
●(1921) PGAZ 31 (L) F. Moan. Marie-Jeanne Eucat ne dije ket karet trec'hi gouenn : Eucadez oa hed an neuden. ●(1924) FHAB Du 415 Yann an Eskob. «Fall hon eus grêt, sur a-walc'h, o klask trec'hi gouenn !» ●(1928) F (Ki-Plonevez Kernev) HAB Genver 3 (L) Y.-V. Perrot. Ar pez a zo sur eo n'he deus ket gellet trec'hi gouenn. ●(1944) FHAB Meurzh/Ebrel 43. Ar familhou pinvidika a zo bet, war dachenn ar gwiskamanchou evel war dachenn ar yez, da genta o trec'hi gouenn. ●(1944) SAV 30/72. Trec'h d'e gerent e-keñver korf pe spered. Ar bugel-mañ a zo trec'h d'e ouenn. ●(1950) KROB 26-27/6 Y. J.. An ao. Fave, breizad penn-kil-ha-troad, gwad Arvoriad en e izili, n'en deus ket trec'het e ouenn : evel ma ‘z a e genvroiz war ar mor, daoust d’an amzer, da deurel o roudou pe da droc’ha bezin war reier, hen a yae atao war e varc’h-houarn, dizamant ouz e gorf.
(2) Kaout ar ouenn eus udb. : avoir la jouissance de.
●(1947) YNVL 90. Yec’hed deoc’h, Aotrou Person ! (Skarzhañ a ra e skudell, en un taol. Lubaner.) An Aotrou’n Eskob, en e vaner kaer, n’en deus ket ar ouenn eus hennezh.
(3) Kaout ar ouenn : avoir un petit jet, être éméché.
- gouennad
- gouennañgouennañ
v.
I. V. tr. d.
(1) Acclimater.
●(1872) ROU 72a. Acclimater. (Naturaliser). Goenna. N-ômp evit goenna ini ebed ; tout e varvomp (lire : varvont), tr. «nous n'en pouvons acclimater aucun...» ●(1890) MOA 103a. Acclimater, v. a. Naturaliser, tr. «goenna.» ●Nous n'en pouvons acclimater aucun, tr. «n'omp evit goenna hini ebed ; – tout e varvont.»
(2) Faire revivre (une race de chevaux, etc.).
●(1913) BOBL 27 septembre 458/2e. Deuet d'anaout o dallentez a welomp adarre paotred ar c'hezek, renerien ar Haras, o klask gouenna en dro ar ouenn diskaret dre ho faot, ar c'hezek bian-pounner ha padus d'al labour a glaskont adarre.
II. V. intr.
(1) Être fécond, proliférer, se propager.
●(1870) ROU 97a. Un ver en peut produire un infinité, tr. «ur preo a c'hell goenna a-leiz a-leiz.» ●100b. Depuis qu'il n'y a pas eu de battue dans ce bois, les loups s'y sont reproduit, multiplié, tr. «abaoe n'euz ket bet hu ebed var ar bleizi er c'hoad-ma, ez eus goenned a leiz anezo.
●(1920) FHAB C'hwevrer 236. eul loan hag a zo e ouenn deuz eur vro hag a zo enni douar krenv ne ouenno ket koulz hag eno war eun douar hag a zo ennan nebeut a goundon. ●en eur ouenna a rum da rum war douar Breiz. ●(1924) CDFi 1er mars 1. It var gresk, bezit mad da ouenna.
(2) Gouennañ diouzh : faire se reproduire la race (des chevaux, etc.).
●(1921) FHAB Ebrel 90. En eur heuilh ar reolen-ze, el leac'hiou m'en deus gellet neuze ijin an den, dre labour ha temzou, rei eur stad frouezusoc'h da jaden an douar, eno eo ez eus gellet asamblez sevel kezeg brasoc'h ha tefoc'h ha gouenna diouto gant an amzer.
III. V. pron. réci. En em ouennañ : se reproduire.
●(1920) FHAB C'hwevrer 233-234. da zibaba atao en o zouez [ar c'hezeg] ar re wella d'en em ouenna etrezo.
- gouennel
- gouenniñgouenniñ
v. intr. Donner des signes de.
●(1872) ROU 95b. Le temps est à la pluie, tr. «o voenni rei glao, o voenni glaoia ema.»