Devri

Recherche 'goulenn...' : 11 mots trouvés

Page 1 : de goulenn-1 (1) à goulennourez (11) :
  • goulenn .1
    goulenn .1

    m. –où

    (1) Demande, question.

    ●(c.1500) Cb 76a. [encerg] Jdem hoc exercitium / ij. g. exercitement. b. encerg / goulenn.

    ●(1659) SCger 151a. goulenn, tr. «demande.» ●(1732) GReg 262b. Demande, tr. «Goulenn. p. goulennou.»

    ●(18--) SAQ II 117. Ama, pevar goulen.

    ●(1907) PERS 225. araok ma vije echu ar goulen.

    (2) Ober ur goulenn ouzh ub. : poser une question à qqn.

    ●(1882) BAR 70. oc'h ober goulennou outho hag o respond dezho.

    (3) Seveniñ goulenn ub. : accéder à la demande de qqn.

    ●(1907) KANngalon Eost 473. neubeut a ast da zeveni goulen an dud anaoun.

    (4) Kaout e c'houlenn : obtenir satisfaction.

    ●(1911) BUAZperrot 784. Bez en devoue e c'houlenn. ●(1934) PONT 16. Hag en doa bet e c'houlenn.

    (5) Klevout ouzh, selaou goulenn ub. : accéder à la demande de qqn.

    ●(1889) SFA 91. Ar Zant a zelaouaz ho goulenn.

    ●(1932) BSTR 173. klevet e voe ouz e c'houlenn.

    (6) Hep goulenn na diskenn : sans autorisation, sans permission.

    ●(1870) MBR 146. Petra eo d'e-hoc'h beza ken afrontet da zont er c'hoat-ma (...) hep na goulenn na diskenn ? tr. «Vous êtes bien hardis, dit l'un deux, de venir dans ce bois sans permission.» ●154. Piou en deuz roet d'id an hardisegez da zont er c'hoat-ma hep goulenn na diskenn ? tr. «Qui a pu te rendre audacieux au point de venir dans ce bois, sans demander de permission ?» ●(1878) EKG II 191. Eno e kavaz eur riboul etre diou roc'h vraz, hag, e leac'h sevel ti, ne reaz nemed mont da vaner Kerouzere da gerc'hat, hep goulen na disken, skourrou guez da ober toen var he riboul. ●(1906) FHAB Mae/Mezheven 276. Kemeret a reant da zrebi ha da eva eb goulen na disken.

    ●(1915) HBPR 71-72. Kemeret a reant da zribi ha da eva eb goulen na disken. ●110. Beza great eb goulen na disken, labour eur persoun. ●(1934) CDFi 5 mai. Ha da ober petra hag evit peseurd ez out-te deut aman, hep goulenn na diskenn, Kerne ?

    (7) War goulenn : à la demande de.

    ●(1900) MSJO 215. Var goulen an Eskibien. ●(1911) BUAZperrot 78. E gorf var e c'houlenn a oue douget da Annesi. ●83. var goulen ar pab.

    (8) Goulenn gwenn : question non pertinente.

    ●(1970) BRUD 35-36/144. Eur goulenn gwenn ’ni eo.

    (9) par méton. Reiñ e c’houlenn da ub. : accorder sa demande, satisfaction à qqn.

    ●(c.1785) VO 127-128. rein d'er horf ol é oulèn.

    ●(1866) SEV 165. Pe seurt abek a c'hellfac'h-hu da gaout evit choum hep rei d'ezho ho goulenn ? ●(1887) SRD 7. Ronan a roaz he c'houlenn d'ezhan.

  • goulenn / goull .2
    goulenn / goull .2

    v. tr. d.

    I.

    (1) Demander.

    ●(1499) Ca 97b. Goulenn. g. demander. l. peto / tis. ●(c. 1501) Donoet 19-15. qua agolen lec ma tremen[er, tr. « Qua demande le lieu où l’on passe »

    ●(1659) SCger 151a. goulen, tr. «demander.» ●(1732) GReg 263a. Demander, tr. «Goulenn. pr. goulennet.» ●263a. Demander sa vie, tr. «goulenn an alusenn.»

    ●(1835) AMV 48. Goulennit hac ho pezo. ●(1862) JKS 239. Goulenn a reer petra a vraz en deuz great hen-ma-hen. ●(1864) SMM 102. Goulennit ar belec, kentre ma velot e viot clan a zevri. ●(1880) SAB 63. Daou baour kez dall (...) o c'houlenn an eluzenn. ●(18--) SAQ I 307. Goulennit hag ho pezo. ●(18--) SBI II 203. hac hi goulenn malan, tr. «ils demandèrent à faire moudre.»

    ●(1905) KANngalon Du 536. ar glemmaden-ma evit goulen zikour. ●(1905) IVLD xi. Ar Verc'hez he-unan e deuz goulennet ez afe tud di, ne ket a hiniennou eo, mes e prosesion. ●(1915) HBPR 73. goulen sikour an intru. ●(1926) BIVE 20. (Jobig) D'ober... petra ? / (Tonton Jakez) D'ober d'ar zod goulenn ha d'ar fur tevel !

    (2) Goulenn digant, gant : demander à (qqn).

    ●(1612) Cnf 27a. ha da goulen digantaff, pe-rac ez edoc'h-huy aman. ●(1621) Mc 84. autreit diff an pez á goullennaff digueneoch.

    ●(1727) HB 227. o c'houlen / Sikour digueneoc'h. ●(1732) GReg 263a. Demander une chose à quelqu'un, tr. «Goulenn un dra digand ur re.»

    ●(1876) TDE.BF 432a. me ia da c'houlenn digant ar mestr ha da loja a raio. ●(1878) EKG II 138. da c'houlenn golo digant Bielon. ●(1889) SFA 110. goulenn kuzul digant H.T.S. ar Pap. ●(1896) HIS 62. Hañi ag er soudarded ne brediras goulen doéré erbet geti.

    ●(1902) PIGO I 4. hag hen o c'houl gant ar c'hamarad-ze : (...). ●(1939) RIBA 1. Goulennet genein (…) penaos éh on deit de vout pinùik.

    (3) Goulenn ouzh, diouzh : demander à (qqn).

    ●(1530) Pm 53. Maz goulennas oute queffret / An guerches pur illur furmet / Perac tra eu ezouchuy duet / Guir commun vhel dam guelet, tr. «Si bien qu'elle leur demanda, à tous ensemble, / La vierge pure, glorieusement créée : / Pourquoi êtes-vous venus, / Haute et loyale compagnie, me voir ?» ●74. Neuse hy en enterrogas / Hac outaff tenn a goulennas, tr. «Alors elle l'interrogea, / Et fermement lui demanda : (…).» ●123. Neuse thomas a goulennas / Oute clouar ha hegarat, tr. «Alors Thomas leur demanda / Doucement et aimablement.» ●(1576) Cath p. 6. breman me goulen ouzit : pezadra ez eux te assemblet quemet-man a pobl en vean, tr. «pourquoi as-tu assemblé tant de peuple en vain (…) ?» ●(1621) Mc 83. An heuelep tra ma Doue à goulennaff diouzoch. ●(1633) Nom 215a. Quiritatus : cry, brayement : cry, pa goulenner sicour diouz vn al.

    ●(1659) SCger 38b. demander, tr. «goulen dioc'h.» ●(1727) HB 226. o c'houlen sikour ouzomp.

    ●(1880) SAB 174. e c'houlennsont ouz Jesus petra dliet eta ober d'ar vreg-se. ●(1894) BUZmornik 8. hag hema a c'houlennaz outhan pe hano en doa. ●(18--) TVG 6. Hac hi goulen diouzin ha me am boa guelet Yan-Gornec.

    ●(1911) BUAZperrot 453. goulenn diouz he fried aotre da vont da leanez.

    (4) absol. Mendier, quêter.

    ●(1923) KNOL 142. Me 'zo bet pinvidik. N'em eus gwenneg ebet mui. Mez am befe o vont da c'houlen.

    (5) [au passif] Bezañ goulennet da : être demandé comme.

    ●(1915) MMED 255. Theophil a oue goulennet da eskop gant ar gristenien pa varvas an eskop koz.

    (6) Yann Goulenn : personnification des mendiants.

    ●(1909) FHAB C'hwevrer 57. Yan-Goulen ne c'hell ket heb koll e hano en em viska ken faro hag ar mondian.

    (7) Goulenn ma : demander que.

    ●(1911) KANNgwital 105/58. goulen ma kresko en he ene buez ar c'hraz ha ma vo pelleat dioutan kement a c'hell he semplaat ennhan. ●(1911) DIHU 66-67/186. Drougeu ha poénieu e zou arnonn men goalh ; goulen e hran ma abafeint (diminuer). ●(1915) HBPR 27. Goulen a reomp ma vo galvet holl eskibien Bro-C'hall d'en em unani en eur c'honseil. ●(1916) KANNlandunvez 64/462. goulen ma vezo diarbennet an enebour kriz a dennaz ar goaleuriou-ma var ar bed.

    (8) Goulenn hag-eñ : demander si.

    ●(1862) JKS 239. Goulenn a reer hag hen zo (…) eunn den a daill ha desket kaer.

    II. [au nég.] Na c’houlenn (ket) : ne pas vouloir.

    ●(1947) YNVL 93. Ar yaouankiz a zo ur boked eus ar c’haerañ ’zo er bed, nemet bresk ha kizidik. Ne c’houlenn ket bezañ flac’hotet.

    III. [en locutions]

    (1) Goulenn amplik : demander un peu trop.

    ●(1872) ROU 73b. Vous demandez un peu trop, tr. «amplic a c'houlennit.»

    (2) Goulenn e vuhez : demander grâce, quartier.

    ●(1825-1830) AJC 5912. ehegond dan doulin da houlen o bué.

    (3) Goulenn termen : demander un répit.

    ●(1954) LLMM 47/42. Ar Ramz neuze a c'houlennas termen ac'han d'an deiz war-lerc'h d'an eur-se.

    (4) Goulenn degemer, digor, lojeiz : demander à être reçu, demander asile.

    ●(1909) KTLR 160. Hag evel ma oa eur zoudard koz, e zeaz na petra ta, d'an ti kear da c'houlen lojeiz. ●(1911) BUAZperrot 259. Yaouank flamm oa c'hoaz pa c'houlennas digemer e manati sant Mark. ●291. Anselm, d'e bemzek vloaz, a yeas da c'houlenn digor en eur manati eus e vro.

    (5) Goulenn kresk : demander de l'augmentation.

    ●(1847) MDM 3. mar teu ervad ho mestr da c'houlenn kresk.

    (6) Goulenn rank : demander un répit.

    ●(1931) VALL 648a. demander un répit, tr. «goulenn rank.»

    (7) Goulenn penn diwar ub. : demander des nouvelles de qqn.

    ●(1957) BRUD 1/16. Perig, atao, o houlenn penn diwar e dad... Tad... E peleh emañ ?

    (8) Goulenn anv eus ub. : demander des nouvelles de qqn, s'enquérir de qqn.

    ●(1869) HTC 156. Neuze ec'h en em lakejont da c'houlenn hano anezhan digant ho c'herent hag ho anaoudeien.

    (9) Goulenn anv a, ouzh ub. : demander des nouvelles de qqn, s'enquérir de qqn.

    ●(1909) KTLR 230. C'hui a ielo d'ho guelet evit goulen hano deuz ho tud. ●(1915) MMED 249. en eur glask Jesus e pep leac'h, o c'houlenn hano anezan hep ehan.

    (10) Goulenn par : demander le mâle.

    ●(1928) FHAB Genver (couv. 4). Poudre Africaine Moreul, louzou da lakaat ar parezed da c'houlenn par.

    IV. Goull voir goull .1

    ●(1942) DADO 11. A-walc’h, va faotr ! ne c’houllan ket beza moustret ganeoc’h.

    V.

    (1) Goulenn bezañ maout : voir maout.

    (2) Goulenn bezañ krouget : voir krouget.

    (3) Goulenn bezañ lonket : voir lonket.

    (4) Goulenn bezañ lonket gant al loar : voir loar.

    (5) Goulenn per digant an evlec'h : voir per.

    (6) Goulenn kastrilhez digant un halegenn : voir kastrilhez.

    (7) Goulenn skoaz : voir skoaz.

    (8) goulenn dour da evañ : voir dour.

  • goulennadeg
    goulennadeg

    f. –où

    (1) Demande en mariage.

    ●(1879) ERNsup 146. goulennadek, demande en mariage, déclaration à l'église, Pleud[aniel].

    ●(1908) PIGO II 10. pa 'man fenoz ar c'houlennadeg evit ma eured. ●(1996) VEXE 115. La demande en maraige (ar houlennadeg).

    (2) Ober e c'houlennadeg : faire sa demande en mariage.

    ●(1908) PIGO II 11. p'an evoa lavaret ober an nozvez-ze e c'houlennadeg.

    (3) Pétition.

    ●(1931) VALL 553b. Pétition, tr. «goulennadeg.»

  • goulennadenn
    goulennadenn

    f. -où Commande (de marchandise).

    ●(1959) BAHE 17/25. nebeut a-walc'h a skouerennoù a zo bet tennet ; grit eta ho koulennadenn ar c'hentañ ar gwellañ.

  • goulennata
    goulennata

    v. tr. d.

    (1) Questionner, interroger.

    ●(1927) GERI.Ern 29. goulennata, tr. «questionner, interroger.» ●(1935) VKST Du 390. goulennata e-unan an den santel. ●(1943) FATI 128. goulennata a ra tud desket. ●(1981) ANTR 97. da jom da houlennata pep hini.

    (2) [empl. comme subs.] Interrogatoire.

    ●(1942) VKST Du/Kerzu 185. Ar goulennata-se a badas diou eurvez.

  • goulenner / goulennour
    goulenner / goulennour

    m. –ion, goulennizion

    (1) Demandeur.

    ●(c.1718) CHal.ms iii. Il est obsedé par une troupe de demandeurs, tr. «ur vanden a c'houlennision ne ra quet peah dehou, n'endesquet a beah, guet ur vanden a c'houlennision, n'endes meit goulennision, tro ha tro dehou.» ●(1732) GReg 263a. Demandeur, tr. «Goulenner. p. goulennéryen. Van[netois] goulennour. p. goulennouryon. goulennouryan.»

    (2) (droit) Demandeur.

    ●(1732) GReg 247b. Le demandeur a été débouté de sa demande, tr. «Deboutet eo bet ar goulenneur.»

    ►[en apposition]

    ●(1772) KI 98-100. ar Person goulenneur (...) ar floc'h divenneur, tr. «le Recteur demandeur (...) du Floch défendeur.» ●166-168. penaos ky 'r goulenneur / En Doa clasquet isquign / ouch ky an Divenneur, tr. «le chien du demandeur avait cherché noise au chien du défendeur.»

  • goulennerez / goulennourez
    goulennerez / goulennourez

    f. –ed Demandeuse.

    ●(1732) GReg 263a. Demandeuse, demanderesse, tr. «Goulennerès. p. goulenneresed. Van[netois] goulenoures. p. ed.»

    ●(1914) DFBP 85b. demanderesse, tr. «Goulennerez.»

  • goulennet
    goulennet

    adj. Demandé.

    ●(1907) KANngalon Mezheven 431. E leac'h ar c'hras goulennet.

  • goulennidigezh
    goulennidigezh

    f. Interrogation, recherche.

    ●(c.1500) Cb 76a. [encerg] indagatio / is. g. encerche / ou indagation. b. goulennidiguez.

  • goulennour
    goulennour

    voir goulenner

  • goulennourez
    goulennourez

    voir goulennerez

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...