Devri

Recherche 'goulenn...' : 11 mots trouvés

Page 1 : de goulenn-1 (1) à goulennourez (11) :
  • goulenn .1
    goulenn .1

    m. –où

    (1) Demande, question.

    (c.1500) Cb 76a. [encerg] Jdem hoc exercitium / ij. g. exercitement. b. encerg / goulenn.

    (1659) SCger 151a. goulenn, tr. «demande.» ●(1732) GReg 262b. Demande, tr. «Goulenn. p. goulennou

    (18--) SAQ II 117. Ama, pevar goulen.

    (1907) PERS 225. araok ma vije echu ar goulen.

    (2) Ober ur goulenn ouzh ub. : poser une question à qqn.

    (1882) BAR 70. oc'h ober goulennou outho hag o respond dezho.

    (3) Seveniñ goulenn ub. : accéder à la demande de qqn.

    (1907) KANngalon Eost 473. neubeut a ast da zeveni goulen an dud anaoun.

    (4) Kaout e c'houlenn : obtenir satisfaction.

    (1911) BUAZperrot 784. Bez en devoue e c'houlenn. ●(1934) PONT 16. Hag en doa bet e c'houlenn.

    (5) Klevout ouzh, selaou goulenn ub. : accéder à la demande de qqn.

    (1889) SFA 91. Ar Zant a zelaouaz ho goulenn.

    (1932) BSTR 173. klevet e voe ouz e c'houlenn.

    (6) Hep goulenn na diskenn : sans autorisation, sans permission.

    (1870) MBR 146. Petra eo d'e-hoc'h beza ken afrontet da zont er c'hoat-ma (...) hep na goulenn na diskenn ? tr. «Vous êtes bien hardis, dit l'un deux, de venir dans ce bois sans permission.» ●154. Piou en deuz roet d'id an hardisegez da zont er c'hoat-ma hep goulenn na diskenn ? tr. «Qui a pu te rendre audacieux au point de venir dans ce bois, sans demander de permission ?» ●(1878) EKG II 191. Eno e kavaz eur riboul etre diou roc'h vraz, hag, e leac'h sevel ti, ne reaz nemed mont da vaner Kerouzere da gerc'hat, hep goulen na disken, skourrou guez da ober toen var he riboul. ●(1906) FHAB Mae/Mezheven 276. Kemeret a reant da zrebi ha da eva eb goulen na disken.

    (1915) HBPR 71-72. Kemeret a reant da zribi ha da eva eb goulen na disken. ●110. Beza great eb goulen na disken, labour eur persoun. ●(1934) CDFi 5 mai. Ha da ober petra hag evit peseurd ez out-te deut aman, hep goulenn na diskenn, Kerne ?

    (7) War goulenn : à la demande de.

    (1900) MSJO 215. Var goulen an Eskibien. ●(1911) BUAZperrot 78. E gorf var e c'houlenn a oue douget da Annesi. ●83. var goulen ar pab.

    (8) Goulenn gwenn : question non pertinente.

    (1970) BRUD 35-36/144. Eur goulenn gwenn ’ni eo.

    (9) par méton. Reiñ e c’houlenn da ub. : accorder sa demande, satisfaction à qqn.

    (c.1785) VO 127-128. rein d'er horf ol é oulèn.

    (1866) SEV 165. Pe seurt abek a c'hellfac'h-hu da gaout evit choum hep rei d'ezho ho goulenn ? ●(1887) SRD 7. Ronan a roaz he c'houlenn d'ezhan.

  • goulenn / goull .2
    goulenn / goull .2

    v. tr. d.

    I.

    (1) Demander.

    (1499) Ca 97b. Goulenn. g. demander. l. peto / tis. ●(c. 1501) Donoet 19-15. qua agolen lec ma tremen[er, tr. « Qua demande le lieu où l’on passe »

    (1659) SCger 151a. goulen, tr. «demander.» ●(1732) GReg 263a. Demander, tr. «Goulenn. pr. goulennet.» ●263a. Demander sa vie, tr. «goulenn an alusenn

    (1835) AMV 48. Goulennit hac ho pezo. ●(1862) JKS 239. Goulenn a reer petra a vraz en deuz great hen-ma-hen. ●(1864) SMM 102. Goulennit ar belec, kentre ma velot e viot clan a zevri. ●(1880) SAB 63. Daou baour kez dall (...) o c'houlenn an eluzenn. ●(18--) SAQ I 307. Goulennit hag ho pezo. ●(18--) SBI II 203. hac hi goulenn malan, tr. «ils demandèrent à faire moudre.»

    (1905) KANngalon Du 536. ar glemmaden-ma evit goulen zikour. ●(1905) IVLD xi. Ar Verc'hez he-unan e deuz goulennet ez afe tud di, ne ket a hiniennou eo, mes e prosesion. ●(1915) HBPR 73. goulen sikour an intru. ●(1926) BIVE 20. (Jobig) D'ober... petra ? / (Tonton Jakez) D'ober d'ar zod goulenn ha d'ar fur tevel !

    (2) Goulenn digant, gant : demander à (qqn).

    (1612) Cnf 27a. ha da goulen digantaff, pe-rac ez edoc'h-huy aman. ●(1621) Mc 84. autreit diff an pez á goullennaff digueneoch.

    (1727) HB 227. o c'houlen / Sikour digueneoc'h. ●(1732) GReg 263a. Demander une chose à quelqu'un, tr. «Goulenn un dra digand ur re.»

    (1876) TDE.BF 432a. me ia da c'houlenn digant ar mestr ha da loja a raio. ●(1878) EKG II 138. da c'houlenn golo digant Bielon. ●(1889) SFA 110. goulenn kuzul digant H.T.S. ar Pap. ●(1896) HIS 62. Hañi ag er soudarded ne brediras goulen doéré erbet geti.

    (1902) PIGO I 4. hag hen o c'houl gant ar c'hamarad-ze : (...). ●(1939) RIBA 1. Goulennet genein (…) penaos éh on deit de vout pinùik.

    (3) Goulenn ouzh, diouzh : demander à (qqn).

    (1530) Pm 53. Maz goulennas oute queffret / An guerches pur illur furmet / Perac tra eu ezouchuy duet / Guir commun vhel dam guelet, tr. «Si bien qu'elle leur demanda, à tous ensemble, / La vierge pure, glorieusement créée : / Pourquoi êtes-vous venus, / Haute et loyale compagnie, me voir ?» ●74. Neuse hy en enterrogas / Hac outaff tenn a goulennas, tr. «Alors elle l'interrogea, / Et fermement lui demanda : (…).» ●123. Neuse thomas a goulennas / Oute clouar ha hegarat, tr. «Alors Thomas leur demanda / Doucement et aimablement.» ●(1576) Cath p. 6. breman me goulen ouzit : pezadra ez eux te assemblet quemet-man a pobl en vean, tr. «pourquoi as-tu assemblé tant de peuple en vain (…) ?» ●(1621) Mc 83. An heuelep tra ma Doue à goulennaff diouzoch. ●(1633) Nom 215a. Quiritatus : cry, brayement : cry, pa goulenner sicour diouz vn al.

    (1659) SCger 38b. demander, tr. «goulen dioc'h.» ●(1727) HB 226. o c'houlen sikour ouzomp.

    (1880) SAB 174. e c'houlennsont ouz Jesus petra dliet eta ober d'ar vreg-se. ●(1894) BUZmornik 8. hag hema a c'houlennaz outhan pe hano en doa. ●(18--) TVG 6. Hac hi goulen diouzin ha me am boa guelet Yan-Gornec.

    (1911) BUAZperrot 453. goulenn diouz he fried aotre da vont da leanez.

    (4) absol. Mendier, quêter.

    (1923) KNOL 142. Me 'zo bet pinvidik. N'em eus gwenneg ebet mui. Mez am befe o vont da c'houlen.

    (5) [au passif] Bezañ goulennet da : être demandé comme.

    (1915) MMED 255. Theophil a oue goulennet da eskop gant ar gristenien pa varvas an eskop koz.

    (6) Yann Goulenn : personnification des mendiants.

    (1909) FHAB C'hwevrer 57. Yan-Goulen ne c'hell ket heb koll e hano en em viska ken faro hag ar mondian.

    (7) Goulenn ma : demander que.

    (1911) KANNgwital 105/58. goulen ma kresko en he ene buez ar c'hraz ha ma vo pelleat dioutan kement a c'hell he semplaat ennhan. ●(1911) DIHU 66-67/186. Drougeu ha poénieu e zou arnonn men goalh ; goulen e hran ma abafeint (diminuer). ●(1915) HBPR 27. Goulen a reomp ma vo galvet holl eskibien Bro-C'hall d'en em unani en eur c'honseil. ●(1916) KANNlandunvez 64/462. goulen ma vezo diarbennet an enebour kriz a dennaz ar goaleuriou-ma var ar bed.

    (8) Goulenn hag-eñ : demander si.

    (1862) JKS 239. Goulenn a reer hag hen zo (…) eunn den a daill ha desket kaer.

    II. [au nég.] Na c’houlenn (ket) : ne pas vouloir.

    (1947) YNVL 93. Ar yaouankiz a zo ur boked eus ar c’haerañ ’zo er bed, nemet bresk ha kizidik. Ne c’houlenn ket bezañ flac’hotet.

    III. [en locutions]

    (1) Goulenn amplik : demander un peu trop.

    (1872) ROU 73b. Vous demandez un peu trop, tr. «amplic a c'houlennit

    (2) Goulenn e vuhez : demander grâce, quartier.

    (1825-1830) AJC 5912. ehegond dan doulin da houlen o bué.

    (3) Goulenn termen : demander un répit.

    (1954) LLMM 47/42. Ar Ramz neuze a c'houlennas termen ac'han d'an deiz war-lerc'h d'an eur-se.

    (4) Goulenn degemer, digor, lojeiz : demander à être reçu, demander asile.

    (1909) KTLR 160. Hag evel ma oa eur zoudard koz, e zeaz na petra ta, d'an ti kear da c'houlen lojeiz. ●(1911) BUAZperrot 259. Yaouank flamm oa c'hoaz pa c'houlennas digemer e manati sant Mark. ●291. Anselm, d'e bemzek vloaz, a yeas da c'houlenn digor en eur manati eus e vro.

    (5) Goulenn kresk : demander de l'augmentation.

    (1847) MDM 3. mar teu ervad ho mestr da c'houlenn kresk.

    (6) Goulenn rank : demander un répit.

    (1931) VALL 648a. demander un répit, tr. «goulenn rank

    (7) Goulenn penn diwar ub. : demander des nouvelles de qqn.

    (1957) BRUD 1/16. Perig, atao, o houlenn penn diwar e dad... Tad... E peleh emañ ?

    (8) Goulenn anv eus ub. : demander des nouvelles de qqn, s'enquérir de qqn.

    (1869) HTC 156. Neuze ec'h en em lakejont da c'houlenn hano anezhan digant ho c'herent hag ho anaoudeien.

    (9) Goulenn anv a, ouzh ub. : demander des nouvelles de qqn, s'enquérir de qqn.

    (1909) KTLR 230. C'hui a ielo d'ho guelet evit goulen hano deuz ho tud. ●(1915) MMED 249. en eur glask Jesus e pep leac'h, o c'houlenn hano anezan hep ehan.

    (10) Goulenn par : demander le mâle.

    (1928) FHAB Genver (couv. 4). Poudre Africaine Moreul, louzou da lakaat ar parezed da c'houlenn par.

    IV. Goull voir goull .1

    (1942) DADO 11. A-walc’h, va faotr ! ne c’houllan ket beza moustret ganeoc’h.

    V.

    (1) Goulenn bezañ maout : voir maout.

    (2) Goulenn bezañ krouget : voir krouget.

    (3) Goulenn bezañ lonket : voir lonket.

    (4) Goulenn bezañ lonket gant al loar : voir loar.

    (5) Goulenn per digant an evlec'h : voir per.

    (6) Goulenn kastrilhez digant un halegenn : voir kastrilhez.

    (7) Goulenn skoaz : voir skoaz.

    (8) goulenn dour da evañ : voir dour.

  • goulennadeg
    goulennadeg

    f. –où

    (1) Demande en mariage.

    (1879) ERNsup 146. goulennadek, demande en mariage, déclaration à l'église, Pleud[aniel].

    (1908) PIGO II 10. pa 'man fenoz ar c'houlennadeg evit ma eured. ●(1996) VEXE 115. La demande en maraige (ar houlennadeg).

    (2) Ober e c'houlennadeg : faire sa demande en mariage.

    (1908) PIGO II 11. p'an evoa lavaret ober an nozvez-ze e c'houlennadeg.

    (3) Pétition.

    (1931) VALL 553b. Pétition, tr. «goulennadeg

  • goulennadenn
    goulennadenn

    f. -où Commande (de marchandise).

    (1959) BAHE 17/25. nebeut a-walc'h a skouerennoù a zo bet tennet ; grit eta ho koulennadenn ar c'hentañ ar gwellañ.

  • goulennata
    goulennata

    v. tr. d.

    (1) Questionner, interroger.

    (1927) GERI.Ern 29. goulennata, tr. «questionner, interroger.» ●(1935) VKST Du 390. goulennata e-unan an den santel. ●(1943) FATI 128. goulennata a ra tud desket. ●(1981) ANTR 97. da jom da houlennata pep hini.

    (2) [empl. comme subs.] Interrogatoire.

    (1942) VKST Du/Kerzu 185. Ar goulennata-se a badas diou eurvez.

  • goulenner / goulennour
    goulenner / goulennour

    m. –ion, goulennizion

    (1) Demandeur.

    (c.1718) CHal.ms iii. Il est obsedé par une troupe de demandeurs, tr. «ur vanden a c'houlennision ne ra quet peah dehou, n'endesquet a beah, guet ur vanden a c'houlennision, n'endes meit goulennision, tro ha tro dehou.» ●(1732) GReg 263a. Demandeur, tr. «Goulenner. p. goulennéryen. Van[netois] goulennour. p. goulennouryon. goulennouryan

    (2) (droit) Demandeur.

    (1732) GReg 247b. Le demandeur a été débouté de sa demande, tr. «Deboutet eo bet ar goulenneur

    ►[en apposition]

    (1772) KI 98-100. ar Person goulenneur (...) ar floc'h divenneur, tr. «le Recteur demandeur (...) du Floch défendeur.» ●166-168. penaos ky 'r goulenneur / En Doa clasquet isquign / ouch ky an Divenneur, tr. «le chien du demandeur avait cherché noise au chien du défendeur.»

  • goulennerez / goulennourez
    goulennerez / goulennourez

    f. –ed Demandeuse.

    (1732) GReg 263a. Demandeuse, demanderesse, tr. «Goulennerès. p. goulenneresed. Van[netois] goulenoures. p. ed

    (1914) DFBP 85b. demanderesse, tr. «Goulennerez

  • goulennet
    goulennet

    adj. Demandé.

    (1907) KANngalon Mezheven 431. E leac'h ar c'hras goulennet.

  • goulennidigezh
    goulennidigezh

    f. Interrogation, recherche.

    (c.1500) Cb 76a. [encerg] indagatio / is. g. encerche / ou indagation. b. goulennidiguez.

  • goulennour
    goulennour

    voir goulenner

  • goulennourez
    goulennourez

    voir goulennerez

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...