Recherche 'gwelout...' : 1 mots trouvés
Page 1 : de gwelout-gwelet (1) à gwelout-gwelet (1) :- gwelout / gweletgwelout / gwelet
v. cf. gweled
I. V. intr.
(1) Regarder.
●(1926) FHAB C'hwevrer 65. Ke da doull ar gloued houarn ha gwel ac'hano ha tud a zo e bali ar c'hastell ! ●142. Gwelit, emezan, an dud-ze, nag e seblantont evurus ! ●(1929) FHAB Genver 3. Sellit, en dro d'eoc'h ha gwelit ha n'eo ket re wir ar pez a lavaran.
(2) Pe me welo :
●(1878) EKG II 62. c'hui a zislounko ar ger-ze, pe me velo. ●(1879) MGZ 238. na douchit ket outho, pe me a velo.
(3) Da welet : en apparence.
●(1909) FHAB Meurzh 68-69. Ar skol-laïk, zo evit netra ! da welet, an dra-se zo gwir, mez da c'houzout an dra-ze 'zo gaou ; mez hag e vije bet evit netra, da c'houzout evel m'eo da welet, e vije bet re ger c'hoaz. ●(1911) BUAZperrot 91. ne oa Jenovefa nemed eur vaouez chouchet, kalz gwelloc'h da welet eget da c'houzout. ●116. e leac'h ma 'z eus dimezi da welet, n'eus dimezi ebed da c'houzout. ●200. Eun dra vihan da welet, sin ar groaz a zo eta eun dra vras da c'houzout. ●279. diskouez beza kaletoc'h ouz ar boan da welet eget ne d'omp da c'houzout. ●(1913) FHAB Ebrel 100. ker chentil ha ker koant da welet ha m'oa fallakr da c'houzout. ●(1913) FHAB Mezheven 219. traou enno bravoc'h da velet eged da c'houzout. ●(1935) LZBl Du/Kerzu 281. ar c'haonv d'ezo a vez brasoc'h da welet eget da c'houzout. ●(1937) LZBl Genver/C'hwevrer 20. an diavêz a c'hell beza paour da welet, hag an diabarz pinvidik da c'houzout !...
(4) Kaout da welet =
●(1911) BUAZperrot 153. an holl goazed o deus keit ha keit da welet. (…) Goazed Franz m'o deus holl da welet, o deus holl ivez da respont.
(5) Gwelet a-dost : examiner.
●(1970) BRUD 35-36/145. Moarvad ivez abalamour ar zouezuz a zen-ze, war desteni R.-Y. Kreston, a gave da weloud a-dost e peb imbourh ar c’hoariva d’ar mare-ze.
II. V. tr. d.
(1) Voir.
●(1472) Js ms latin BNF 1294 f°198. Gruet eu tom hep chom an comun goude dilun an suzun guen. / breman ez guellet guelet scler na gueu quet ter map an spernenn. tr. « Le commun (des saints) a été fait vivement, sans s'arrêter, après le lundi de la semaine blanche (des Rogations) ; / Maintenant vous pouvez voir clairement si le fils de l'Épine n'est pas expéditif. » ●(14--) Jer A.117(b). Evytaff, a m’hevel, marvayll eu e guelet, tr. « Quant à lui, il me semble, c’est merveille de le voir » ●(1499) Ca 102a. Guelet. g. voir. ●(1530) Pm 27. Ma ho guyliff din em finuez, tr. «Afin que je les voie dignement à ma fin.» ●(1557) B I 100. Dre nep ampris (…) ne guilis quet / He quen parfet, tr. «je n'ai point connu (…) en aucune façon, aussi parfait à voir.» ●(1650) Nlou 489. Dre guir gaudet dont santel de guelet, tr. «de venir le voir saintement du fond du cœur.»
●(1856) VNA 97. Il ne m'a jamais vue, tr. «Biscoah n'en dès men gùélet.»
●(1925) DLFI n° 6/2c. Ah ! fidandoustik ! Laou, kountant braz oun avad da velet ac'hanoc'h aman.
(2) Voir, se rendre compte.
●(1530) Pm 129. Hac ez guelaf spes em leset, tr. «Et je vois clairement que vous me laissez.» ●(1575) M 352. Ouz guelet ez eux gloat, daz grat ha pompadou, tr. «Voyant que tu as fortune à ton gré, et grandeurs.» ●(1576) Cath p. 10. guellet na dout nemẽt vn grec fragil, tr. «en voyant que tu n'es qu'une faible femme.»
(3) Regarder.
●(1633) Nom 132a. Fori, spectacula : eschaffaut où sont ceux qui regardent ioüer : an chaffòt pè en læch an rè á vez ô guelet hoary.
(4) Comprendre.
●(18--) CST 9. Dioklesian a oa pagan, ha n'en divije gwelet netra er c'homzou-ze.
(5) Montrer, faire voir.
●(1929) SVBV 82. Gwell d'in da draou 'ta, Paganad !
III. V. tr. i. Kaout da welout war ub., udb. : avoir droit de regard sur qqn, qqch.
●(1847) MDM 345-346. hen-ez epken en deuz da velet varn-ezhan. Te n'ec'h euz pe-velez, pegement bennag ma'z oud mear. ●(1877) EKG i 257. n’en doa mear Lesneven (...) netra da velet var he oberou.
●(1894) BUZmornik 107. da vizita an holl gouenchou m'en doa da velet varnho.●(1909) FHAB Gwengolo 276. d'ho pugale eo e c'hoantaomp deski (...) o deveriou e kenver kement hini o deus da velet varno. ●(1925) FHAB Mae 170. an hini en devoa da welet war ar poultr. ●(1926) FHAB Kerzu 462. Landevenneg en doa Grallon da welet warni. ●(1967) BAHE 52/32. gwelet war : kaout en e garg.
IV. = (?).
●(1847) MDM 345-346. hen-ez epken en deuz da velet varn-ezhan. Te n'ec'h euz pe-velez, pegement bennag ma'z oud mear.
V. V. pron. réci. En em welout : se voir.
●(1856) VNA 97. Autrefois nous nous voyions souvent, tr. «Guéharal ni e hum huélé liès.»
●(1943) FATI 114-115. Eur blijadur e voe evit an diou vihan en em welout, pokat a rejont start an eil d'eben.
VI.
(1) Na welet nemet gant e c'henoù : voir genoù.
(2) Gwelet pemp heol o parañ : voir heol.
(3) Gwelet Michel e-dan ar chopin : voir Michel.
(4) Gwelet e pe lec'h eo kouezhet ar c'hleuz e park an nesañ : voir kleuz.
(5) Gwelet an delioù a-enep : voir delioù.