Devri

Recherche 'hebiou...' : 1 mots trouvés

Page 1 : de hebiou-e-biou (1) à hebiou-e-biou (1) :
  • hebiou / e-biou
    hebiou / e-biou

    adv., prép. & adj.

    I. Adv.

    (1) (Tremen, mont) hebiou : passer par un endroit dont on parle.

    (1557) B I 378. Rac me he guelas a pasou / Ouz tremen membry hebiou, tr. «car je viens de la voir aller par ici, pas à pas, je le jure.»

    (1659) SCger 146a. e biou, tr. «a costé.» ●(1710) IN I 46. ur gouabren o tremen ebiou.

    (1907) KANngalon Ebrel 371. Pesketerien o vont abiou hen c'havaz miget, leun c'hoad. ●(1955) STBJ 94. Eur redadeg kezek-houarn a dlee mont e-biou ha, morse c'hoaz, ne oa bet e Pleiben eur seurt tra da zidui an dud.

    (2) Mont hebiou : passer son chemin, continuer sa route, son cycle.

    (1557) B I 131. Hag ez aff membry hebiou, tr. «et, ma foi, je m'en vais continuer ma route.»

    (1871) FHB 310/386a. Cals tud vad a lente, hag a iea ebiou ep lavaret ger.

    (1942) DRAN 143. E oa an noz o vont e-biou.

    (3) (en plt du temps) Mont hebiou : passer.

    (1857) CBF 34. Ar zizun a ia ebiou, tr. «La semaine passe.» ●(1860) BAL 223. Un dervez all eat abiou.

    (1936) IVGA 130. etre chourdal ha dalea, e oa aet an amzer e-biou.

    (4) Skeiñ hebiou : manquer le but visé.

    (1878) EKG II 90. Ne skoen tenn e bed abiou.

    (1917) KZVr 220 - 20/05/17. skei ebiou, tr. «frapper à côté, manquer le but, (Léon) Loeiz ar Floc'h.»

    (5) Emañ hebiou : le coup est manqué.

    (1927) GERI.Ern 126. emañ ebiou, tr. «(il a passé à côté), le coup est manqué.»

    B. sens fig.

    (1) Mont hebiou : passer à côté.

    (1857) CBF 56. ar bastel bevin saourek-ma a ielo ebiou da c'henou, tr. «ce morceau friand te passera sous le nez.»

    (2) Mont hebiou : manquer, louper.

    (1960) BLBR 128/21. Daoust hag er bloaz-mañ on-do muioh a jañs gand Marijan ? Beteg-henn om êt e biou beb taol.

    (3) Mont hebiou : ne pas tenir compte.

    (1866) SEV 37. eul lezenn eo ha ne c'heller ket terri ode war-n-hi evit mont e-biou.

    (4) Skeiñ hebiou : se tromper.

    (1868) FHB 185/229a. pa scoent abiou, an doctor bian a responte evitho. ●(1880) SAB 247. Mar d-euz un darn anezo ac a sco abiou, a dreuz caer.

    (1907) PERS 341. an Impalaër en euz skoet abiou.

    (5) (en plt d'un mal) Tremen hebiou : passer.

    (1710) IN I 168. rac tremenet ar boan-se e-biou.

    II. Prép.

    A. [sans la prép. auxil. «da»]

    (1) (Passer) à côté (d'un endroit, de qqn).

    (1849) GBI I 350. Biou porz hi zad pa dremene, tr. «En passant devant la cour de son père.» ●(1869) KTB.ms 14 p 137. Pa oa o tremen a-biou an ti-forn, a kommerras are ar rozel-forn. ●281. pa oann o tremenn a-biou Menez Bré. ●(1877) EKG I 23. abiou Pempoull, a ribl ar mor. ●(1889) SFA 78. en eur dremen abiou kear Orti. ●(1893) IAI 55. Enn eur dremen abiou Paris. ●(1895) GMB 315. pet[it] Trég[uier] 'búo.

    (1906) KPSA 143. en eur vont a-biou eur manac'hti. ●(1915) HBPR 96. En eur dremen ebiou Plouzane. ●(1923) KNOL 69. Tremen a eure ebiou va zi. ●114. edon o tremen ebiou eur park. ●(1942) FHAB Du/Kerzu 214. Tremenomp buan ebiou an dud-se.

    ►[form. comb.]

    S1 hebiou din

    (1860) BAL 175. e cavan berr an amzer, a ne ouzon peur e tremen abiou din. ●(1872) FHB 394/226b. o velet eur vam o vont ebiou din, eur potrik ganthi o ren var bouez an dorn. ●(1878) EKG II 123. me am beuz klevet ar boulejou o sutal dreist va fenn hag abiou d'ign.

    S3m hebioù dezhañ

    (1576) Cath p. 26. ha pan edoay vng guez oz ober oraison : ez guelas vn nompr bras a guerheset hebiou dezaff, tr. «Et quand il était un jour à faire oraison il vit un grand nombre de vierges (passer) près de lui.»

    (1877) EKG I 55. Pa 'z eant abiou d'ezhan e selle outho a gorn.

    S3f hebiou dezhi

    (1877) EKG I 194. o vont abiou d'ezhi.

    (1905) IVLD 40. ha setu eur sourrad avel all o tremen abiou d'ezhi.

    P1 hebiou dimp

    (1864) SMM 83. An nemorant a dremen ebiou deomp evel eur skeud.

    (1909) FHAB Meurzh 91. eun «train» a dremenas abenn ear abiou d'eomp.

    P3 hebiou dezho

    (1869) FHB 229/153b. Unan euz ar bleuniou (…) hag a dremener ebiou dezho ep teleur evez outho.

    (1939) CDFi 29 avril. o tremen tiz ha tear ebiou d'ezo.

    (2) sens fig. Tremen hebiou : ne pas tenir compte de.

    (1907) FHAB Genver/C'hwevrer 17. da dremen, ken dijen a tra, abiou lezennou an Iliz.

    (3) Par.

    (1909) KTLR 64. Ebiou ar c'hoataj diskloz, e velet an env, ar stereden. ●(1974) GAME 29. N'ouzon ket bur peleh komañs. ●(1984) HYZH 154-155/16. Hag ez aemp a-dreuz dibiou Lesval. ●22. Hag aet eo dibiou an hent kozh aze.

    (4) [sujet : qqc.] =

    (1904) SKRS I 97. koulskoude n'eo ket brao lezel ar priziou all da vont a biou d'id.

    B. [avec prép. auxil. «da»] Hebiou da : à côté.

    (17--) EN 1770. (e)vel ma voay o tremen a biou dan jlis, tr. «comme il passait à côté de l'église.»

    (1870) MBR 4. Ha nemet ez afe e-biou d'as fri-te, teod kaer ma'z oud, a rwirionez ne d-a morse da goll. ●72. o vont e-biou d'ann ti zoul. ●(1877) EKG I 124. eat abiou d'ho den. ●(1889) SFA 81. pesked paket er ganol a iea abiou d'an iliz. ●(1889) ISV 120. o clask he dam bara, e tremene ebiou d'eun davarn.

    (1901) FHAB Meurzh 246. Pa dremenoc'h abiou d'ar bêleg. ●(1903) MBJJ 147. Goude bean græt eur gildroen pe diou, e tremen a-biou d'ar chapel. ●(1910) MAKE 45. En eur dremen a-biou d'ar gegin. ●(1923) KNOL 30. e tremenont ebiou d'eun ti milin. ●(1925) BUAZmadeg 710. epad ma tremene abiou da gear Guinal.

    III. Adj. À côté.

    (1890) MOA 505b. Il est facile de se tromper, tr. «ann toull ebiou a zo frank (Fam.).»

    IV.

    (1) Chom da gontañ pet bran a ya hebiou : voir bran.

    (2) Mont an heol hebiou d'e brenestr : voir heol.

    (3) Tennañ hebiou : voir tennañ.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...