Recherche 'heskenn-brad...' : 1 mots trouvés
Page 1 : de heskenn-brad (1) à heskenn-brad (1) :- heskenn-bradheskenn-brad
f. (agriculture) Hache à pré.
●(1877) EKG I 273. digas gantho fuziliou, freier, eskennou-prad ha kement tra a c'helle terri ho fenn ouc'h ar republikaned. ●274. pep hini a grogaz enn he fuzil. Ar re n'o doa ket, a deue gantho freier-houarn, eskennou-prad ha filc'hier. Mez ar falc'h n'oa ket lezet evel ma vez pa'z eer da falc'had ar foenn d'ar foennok ; troet oa e lagaden d'ezhi, hag evelse ec'h en em gave al lammenn a eeun gand an troad ; hevel oa ouc'h eun eskenn-brad, nemed m'oa hirroc'h ha pounneroc'h. ●283. ar re n'o doa nemed ferier, eskennou-prad pe filc'her, a lamme var ar zitoianed. (…) Ar re o doa eskennou-prad a skoe a dro-chouk hag a faoute penn eun den evel eun irvinenn.
●(1985) AMRZ 175. Evid goueria e ranked kaoud eun trañch, eun heskenn-brad hag eul linenn. ●285-286. Trohet e veze ar mouded gant eun heskenn-brad, a-renkadou. Goude-ze e vezent diskolpet gant eun trañch a-dammou brao, evel brikennou. ●339. heskenn-brad f. pl. heskennou-prad, tr. «lame tranchante pour faire des rigoles dans les prairies.»