Devri

Recherche 'jeu...' : 3 mots trouvés

Page 1 : de jeu (1) à jeun (3) :
  • jeu
    jeu

    f. –ioù

    I.

    (1) Jeu (activité).

    (1847) MDM 39. epad ar skol hag en ho cheuiou.

    (1985) AMRZ 190. c'hoariou a beb seurt : cheu gillou, cheu voulou.

    (2) Jeu, ce qui sert à jouer (cartes, etc.).

    (1936) BREI 460/2a. eur podad jistr hag eur jeu gartou.

    (3) (théâtre) Scène.

    (1929) EMPA [3]. Ar jeu a dremen en eun tammig ti-soul, a us d’an aod, e Bugelez (Perwenan).

    II.

    (1) Bezañ gant e jeu : être à son affaire, à son ouvrage.

    (1883) HJM 1. he ben gant he jeu, tr. «tout à son ouvrage.»

    (1936) BREI 459/2b. Bet gant ho «jeu», emezan, ha taolit evez mat !

    (2) Treiñ e jeu gi : tourner mal.

    (1935) BREI 427/4b. Ar jeu a droas souden en jeu gi : Bourdonnec a grogas e gorzailhenn e gamarad, ha heman (…) distaga gant egile eur pikol tôl troad.

    (3) Klevout e jeu : en entendre pour son compte.

    (1944) VKST Genver 13. Deiz ar bloaz-nevez hon eus klevet hor «cheu» gant an Aotrou Person. ●(1982) PBLS 46. (Sant-Servez-Kallag) klevet em-eus ma jeu, tr. «j’en ai entendu pour mon compte, je me suis fait rouspéter.»

    (4) Histoire, affaire.

    (1959) BAHE 18/6. e c’houlennas diganin hag-eñ e oan e sell da zerc’hel pell gant ar jeu-se.

    (5) Ober e jeu da ub. : régler son compte à qqn.

    (1967) BAHE 52/2. En ur ober 4 pe 5 devezh e voe graet o jeu da Nasser ha d’e Ejiptiz. ●(1970) BHAF 91. An taol-ze, ez eas ar paotr-koz en gouez hag urz a roas dioustu d’eur heginer a oa ive kiger d’ober e jeu d'ar paourkaez Mizerig, ha debret e oe d’e dro.

    (6) Ober ur jeu bennak : faire quelque chose.

    (1968) BAHE 56/11. N’heller ket derc’hel da jezuzal, ret eo ober ur jeu bennak.

    (7) Querelle.

    (1954) BISO.llmm 34. ha setu penaos e sav cheu a-wechoù etrezo hag an dud o felerinennoù glas.

    (8) Bezañ mat ar jeu gant ub. : être à l’aise financièrement.

    (1964) BAHE 41/64. Gwir eo e oa ar c’harter-se eus kêr-Lannuon, ur c’harteriad tud mat ar jeu ganto.

    (9) Mat ar jeu / Mat eo jeu ? : comment ça va ?

  • jeumjetenn
    jeumjetenn

    voir chemezetenn

  • jeun
    jeun

    adj. (argot de Morlaix, de Pont l'Abbé, de La Roche-Derrien) Jeune.

    (1893) RECe xiv 271. eun añbreyën jeün, un jeune homme, eur wamel jeûn, une jeune femme.

    (1912) KZVr 419 - 07/04/12. (projur) Eur veizel – eur plac'h. Eur veizel jeun – eur plac'h yaouank. ●(1947) YNVL 48. spontañ ar «voizenn jeun»-mañ. ●(1960) LLMM 82/310. Langaj-chon ar vilajenn gran. Jeun = Yaouank. ●(1973) SKVT II 27. un hanter-dousenn «moizenned jeun». ●(1974) SKVT III 97. ho truchon jeun.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...