Recherche '"kac'hat"...' : 2 mots trouvés
Page 1 : de kachat-kachet-kachin (1) à kac_hata (2) :- kac'hat / kac'het / kac'hiñkac'hat / kac'het / kac'hiñ
v. intr. Chier.
I.
●(1499) Ca 29a. Cachet. g. chier. l. caco / cas. ●32a. Caoch in cachet vide. ●195a. [teil] g. chier ou fambreer. b. cahet pe teilat. ●(1633) Nom 261b. Tenesmus, tenasmus : espraintes, expressions, grand desir d'aller à la selle : vn chouant bras da monet dan cador, chouant bras da cachet.
●(1723) CHal 27. Cahein, tr. «chier.» ●(1732) GReg 165a. Chier, tr. «Cac'het. pr. id[em] Van[netois] caheiñ. pr. cahet.» ●(1744) L'Arm 212b. Lacher, détendre (...) Le ventre, faire ses aises, tr. «Cahein.» ●(1752) PEll 105. Cac'ha, décharger son ventre.
II.
(1) Aze e kac'hi :
●(1962) BRUD 16/34 (T) E. ar Barzhig. Ya, pôtr fin, ma roan dit va ine pe ineou all emaon karget da gas d'ar baradoz, aze e kahi, Satan ! ●(1977) EBZG 66 (T) E. ar Barzhig. «Aze e kac'hi, penn saoz, ne vez unanet ar c'hleze nemet etre Kelted !»
(2) Kac'hat ar marv : avoir une très grande frayeur.
●(1965) BAHE 46/49 (T) A. Duval. Prest da gac'hat ar marv (prest da sempliñ gant ar spont). ●(1982) TKRH 65 (T) A. Duval. Mamm-Gozh a oa aonik muioc'h c'hoazh. Ur wech bepred e oa bet darbet dezhi bezañ kac'het ar marv, evel ma vez lâret.
(3) Kas da gac'hat : envoyer promener.
●(1902) CRYP VI 24 (T). Kés dë gac'hat ! tr. «va-t-en chier ! se dit aux importuns qu'on veut chasser.» ●(1942) SAV 25/18 (T) *Jarl Priel. Mat, kae da gac'hat 'ta !... ●(1949) LLMM 17/58 (T) *Jarl Priel. Kae da gac'hat gant da gordenn !...
(4) Ne gac'ho ket ar yer war kofoù e zivhar : avoir des mollets de coq.
●(1978) PBPP 2.1/118 (T-Plougouskant). Ne gac'ho ket ar yer war kofoù e zivhar, tr. J. le Du «il a les mollets de coq /lit. les poules ne lui chieront pas sur les mollets/»
(5) Labourat evel ma kac'h ar saout en noz : travailler sans précision.
●(1902) CRYP VI 24 (T). Par a peu pré, vel ma kac'h zaoud 'noz, tr. E. Ernault «par à peu près, comme les vaches chient la nuit (il parait que le jour elles ont soin de faire au même endroit de leur étable.» ●(1943) SAV 29/9 (T) *Jarl Priel. E labour a ra dreist penn e viz, evel ma kac'h ar saout en noz. ●(1957) AMAH 13 (T) *Jarl Priel. Petra bennak ma vezent renet gant jeneraled hanter-vezv, pe a rae da vihanañ diouzh o c'harg war dastorn, da lavarout eo, evel ma kac'h ar saout an noz. ●(1958) ADBr LXV 526 (K An Ospital-Kammfroud) Ch. ar Gall. Faire quelque chose sans application, «par dessous la jambe» se dit : Ober tra pe dra e giz ma kah ar zaout en noz.
(6) Kac'hat en e dog : avoir une mauvaise conduite avant le mariage.
●(1912) RVUm 236 (Gu). Ean en des kahet én é dog, hag é ma bet ret dehou er lakat ar é ben. Ceci peut viser la mauvaise conduite avant le mariage.
(7) Bezañ kac'het e ti ub. : ne pas avoir été à l’aise chez qqun.
●(1993) PONTEKROAZ Roger Gargadenneg (Ki). Kac'het o deus en e di : ils ne sont pas à l'aise chez lui.
(8) Mont da gac'hat da gambr an hentoù : aller au diable.
●(1902) CRYP VIII 280 (T). Ed e dë gachet dë ganb ën hinchou, tr. E. Ernault «il est allé chier dans la chambre des chemins, il est parti au loin, allé au diable, Trég[or].»
(9) Kac'het en deus ar marc'h/e varc’h/e jav outañ (ouzh e garr) : projet avorté, sans effet.
●(1732) GReg 277b. Son dessein est avorté, son projet a resté sans effet (burlesquement on dit.) «Cac'het eo ar marc'h ountâ. cac'het èn deus ar marc'h outañ.» ●380a. La mine est éventrée, le secret est découvert, tr. G. Rostrenenn «(burlesquement. cac'het eo ar marh ouzomp.»
●(1912) RVUm 317 (Gu-Arvor). Kahet en des é jau doh tou, tr. P. ar Gov «Son cheval a fait sur lui : Il a mal réussi.» ●(1954) VAZA 137 (T) *Jarl Priel. Paour kaezh Abd-el-Aziz ! er bloaz warlerc'h e kac'has e varc'h ouzh e garr ; trec'het e voe e soudarded gant e vreur Moulay-Hafid, hag eñ diskaret a-ziwar ar bern torchennoù a dalve dezhañ da gador-veur, kollet gantañ pep galloud.
(10) Kac'hat eskern : voir eskern.
(11) Kac'hat en e votoù : voir botoù.
(12) Kas ar big da gac'hat : voir pig.
(13) Dougen ar big da gac'hat : voir pig.
(14) Bezañ kac'het ar gwellañ : voir gwellañ.
- kac'hatakac'hata
v. intr. Merdoyer.
●(1978) PBPP 2.2/269. (Plougouskant) kac'hata, tr. «merdoyer /bricoler sans avancer/.»