Devri

Recherche 'kanfard...' : 5 mots trouvés

Page 1 : de kanfard (1) à kanfardiz (5) :
  • kanfard
    kanfard

    m. –ed

    A.

    (1) Fanfaron.

    ●(1647) Am 725. Canfard., tr « (?) Galant (?) ».

    ●(1732) GReg 397b. Fanfaron, faux brave, tr. «cañfard. p. cañfarded.» ●Faire le fanfaron, tr. «ober ar c'hañfard. ober e gañfard.» ●Il y a deus petites Villes en basse Bretagne, dont on appelle les Habitans, fanfarons, tr. «Diou guæricq vihan a so eñ Breiz-isel, pe eus a re e halvér ar vourhisyan, cañfarded.» ●Les Espagnols fanfarons, tr. «cañfardet Spaign.»

    ●(1868) FHB 184/221a. eur orin kanfarted, briz Bretoned, eul lastez kristenien, a zebro kig guener ha sadorn, koraiz ha digoraiz.

    ●(1906) KANngalon C’hwevrer 34. eur guchennik kanfarted, ne vezont morse var dro iliz ebed. ●(1957) AMAH 244. Klev’ta, emezañ, a-benn ur sizhun e vo aet kuit ar ganfarded-se, rak n’int ket kustum da welout ur vaouez o verat en-dro dezho pa vefe o spiañ outo. ●(1967) BAHE 33. Pichon = kanfard, c’hwil, paotr fin, paotr da zisfiziout dioutañ h.a. Hennezh a zo ur pichon : kentoc’h gant ur ster gwashaat. Ne vez implijet nemet evit paotred. Evit ar merc’hed e leverer : honnezh a zo ur baborez, ur ganfardez, ur gavalez h.a.

    (2) Gamin adolescent.

    ●(1974) TDBP III 210. Kañfarded ar bourk ha paotred ar porz a oa oc’h en em veinata, tr. « les gamins du bourg et les garçons du port étaient en train de se battre à coups de pierres »

    (3) Yann-Ganfard : personnification des adolescents.

    ●(1908) PIGO II 5. Ar re-ze na chomont ket da chileo Yan Ganfard o sutal.

    B.

    (1) Toile grossière.

    ●(1909) BROU 210. (Eusa) Kánfard, tr. «Toile grossière faite de chiffons effilochés, cardés et refilés ; aussi ces chiffons eux-mêmes.» ●(1985) OUIS 220. Pour les travaux quotidiens, les femmes revêtent une lourde robe brune ou kanfard fait d’un tissu grossier à chaîne de lin et trame de laine.

    (2) sens fig. Ur c’hanfard a : un fier.

    ●(1889) ISV 343. edon o verdea var eur c'hanfard a lestr a reat al Louarn anezhan.

  • kanfardenn
    kanfardenn

    f. –ed Élégante.

    ●(1942) VALLsup 61b. une élégante, tr. «kañfardenn.»

  • kanfarderezh
    kanfarderezh

    m.

    (1) Fanfaronnade.

    ●(1732) GReg 397b. Fanfaronnade, vanterie, en paroles, rodomontade, tr. «cañfardérez.»

    (2) Mise recherchée.

    ●(1942) VALLsup 75a. kañfarderez, tr. «mise recherchée.»

    (3) Fatuité.

    ●(1931) VALL 296a. Fatuité, tr. «kañfarderez m.»

  • kanfardez
    kanfardez

    f. –ed

    (1) Fanfaronne.

    ●(1945) DWCZ 12. setu aze eur ganfardez na he vo ket mouget buan gant he relijion. ●(1967) BAHE 33. Pichon = kanfard, c’hwil, paotr fin, paotr da zisfiziout dioutañ h.a. Hennezh a zo ur pichon : kentoc’h gant ur ster gwashaat. Ne vez implijet nemet evit paotred. Evit ar merc’hed e leverer : honnezh a zo ur baborez, ur ganfardez, ur gavalez h.a.

    (2) Élégante.

    ●(1942) VALLsup 61b. une élégante, tr. «kañfardez.»

    (3) Ober he c'hanfardez : fanfaronner, faire sa belle.

    ●(1890) MOA 139b. Faire sa belle, tr. «ober he c'hanfardez.»

  • kanfardiz
    kanfardiz

    f. Fatuité.

    ●(1931) VALL 296a. Fatuité, tr. «kañfardiz f.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...