Devri

Recherche '"kazarc'h"...' : 5 mots trouvés

Page 1 : de kazarc_h (1) à kazarc_hus (5) :
  • kazarc'h
    kazarc'h

    coll. (météorologie)

    (1) Grêle.

    ●(14--) N 876. Gant an quaserch so, tr. «Avec la grêle qu’il y a.» ●(1633) Nom 221b. Grando : gresle : casarh.

    ●(1659) SCger 63b. gresle, tr. «cazarc’h.» ●136a. cazarc’h, tr. «gresle.» ●(1727) HB 302. ar c’hasarc’h, ar reo, al luc’het, hac an avelou rostus. ●(1732) GReg 471b. Greler, tomber de la grêle, tr. «ober cazarc’h.» ●Il grêle, il tombe de la grêle, tr. «Cazarc’h a ra.»

    ●(1857) CBF 3. Kazarc’h a ra, tr. «Il grèle.» ●(1866) FHB 73/167a. ar c’hazarc’h o deus distrujet an daou fars eus an ed. ●(1869) HTC 52. eur barr-cazarc’h spountuz. ●(1889) ISV 454. Cazerc’h a guez ’vel bolodou. ●(1894) BUZmornik 70. eur barr-kazarc’h spountuz.

    ●(1905) KANngalon Du 540. eur barr kazerc’h. ●(1909) KTLR 75. epad ma rea karnaj, er meaz, avel hag ar c’hazarc’h. ●(1929) SVBV 114. kazarc’h o koueza hag an teol war dôenn ar soudarti o vrevi dindano. ●(1929) FHAB Meurzh 116. kazerc’h a rae.

    (2) Kanetenn gazarc’h : gros grêlon.

    ●(1978) BRUDn 19/19. Pemp munut goude, setu o koueza kanetennou kazarh, a dorr an toennou, ar gwér, gand eur zafar skrijuz !

    (3) sens fig.

    ●(1790-1794) PC i 230. cazarch boulou rus on enemiet.

  • kazarc'henn
    kazarc'henn

    f. –où, kazarc'h (météorologie) Grêlon.

    ●(1868) FHB 177/167b. Cavet ez eus cazerc'hennou hag a boueze eun anter lur.

    ●(1931) VALL 344a. Grêle, tr. «kazarc'h col. sgf. kazarc'henn, grain de grêle,grêlon.»

  • kazarc'het
    kazarc'het

    adj. Abîmé, haché par la grêle, grêlé.

    ●(1732) GReg 471b. Les blez sont grêlez, tr. «Cazarc'het eo an edou.»

    ●(1890) MOA 100b. Le froment a été abîmé par la grêle, tr. «kazarc'het eo beta r guiniz.»

  • kazarc'hiñ
    kazarc'hiñ

    v.

    (1) V. impers. Tomber de la grêle.

    ●(1732) GReg 471b. Greler, tomber de la grêle, tr. «Cazarc'hi. pr. cazarc'het.»

    (2) V. tr. d. Gâter par la grêle.

    ●(1732) GReg 471b. Greler, gâter par la grêle, tr. «Cazarc'hi. pr. cazarc'het.»

  • kazarc'hus
    kazarc'hus

    adj. (Temps) sujet à la grêle.

    ●(1732) GReg 471b. Tems sujet à la grêle, tr. «Amser cazarc'hus.»

    ●(1876) TDE.BF 327b. Kazarc'huz, kazerc'huz, adj., tr. «Sujet à amener de la grêle, parlant du temps.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...