Devri

Recherche 'klask...' : 14 mots trouvés

Page 1 : de klask-1 (1) à klasket (14) :
  • klask .1
    klask .1

    m.

    (1) Recherche.

    (1876) TDE.BF 349a. Klask, s. m., tr. «Action de rechercher un objet qui est rare.» ●(1878) EKG II 125. edo ar c'hlask var va lerc'h.

    (2) Bezañ klask da ub. : être recherché.

    (1872) ROU 77b. On le cherche, tr. «Clasc a zo deza

    (3) Bezañ klask war udb. : être recherché.

    (1876) TDE.BF 349a. Klask a zo war ar mezer-ze hirio dre ma'z eo rouez, tr. «on recherche ce drap aujourd'hui parce qu'il est rare.»

    (4) Ober klask : chercher, rechercher.

    (1877) EKG I 218. eur vanden soudarded na baouezent da ober klask ha furch dre ar vro.

    (5) Ober klask da ub. : rechercher qqn.

    (1878) EKG II 233. pa vichet oc'h ober klask d'ezhi enn eul leac'h-all.

    (6) Lakaat klask àr udb. =

    (1929) DIHU 219/323. ne lakent klah erbet ar er gunéh bro.

    (7) Bezañ e klask eus : être à la recherche de.

    (1877) EKG I 68. emaoc'h e klask euz a unan-bennag.

  • klask .2
    klask .2

    v.

    I. V. tr. d.

    A.

    (1) Chercher.

    (14--) Jer.ms 51. Oar abec clasq truag, leuzryff un mesager / Abyl davede Pylat tyzmat hep nep atfer, tr. « Dans le but de chercher tribut, députer un messager / Habile à Pilate, vite, sans aucun retard » ●(1499) Ca 37b. Clasq. g. acquerir. ●(1530) Pm 259 (Mab Den). Da clasq coantys do queffrysa. tr. Ernault (M p. 257 note 4) « Pour chercher une beauté comme épouse. » ●(1557) B I 216. clasq dezy vn priet, tr. «lui chercher un époux.» ●457. Clesquet bizier hueru (...) / Ha gante (…) dezrouet / (...) de pilat, tr. «Procurez-vous de durs bâtons (…) et avec cela, commencez à la frapper.» ●469. Clesquet diff un pip, tr. «Cherchez-moi un tonneau.» ●(1633) Nom 206b. Æruscare : chercher & amasser argent par finesse & ruse : clasq ha dastum archant dre finessaff.

    (1659) SCger 99b. querir, tr. «clasq.» ●(1732) GReg 161a. Chercher, tr. «Clasq. pr. clasqet.» ●(1767) ISpour 356. e yass de glasque fréh enn ur figueézenn.

    (1849) LLB 271. Tré mé has te glah tan.

    ►[empl. comme subst.]

    (1936) PRBD 108. ober ar c'hlask eus hor pec'hejou. ●(1953) BLBR 57/2. ar c'hlask a zo frank, met ar c'haout n'eo ket stank.

    ►absol.

    (1899) STRA 56. Da c’hortoz, e klaskiñ, da noz, el lanneier / War c'herrek ann aochou, er c’hoat, er prajeier.

    (1911) BUAZperrot 774. kement hini a glask a gav.

    (2) Klask vil ub. : chercher des noises à qqn.

    (1907) AVKA 117. Mar vet klasket vil en ur ger, tec'het en un all.

    (3) Klask an dro da : faire le tour de.

    (1913) AVIE xiv. en dud ag er Galilé, a pe oé arnehé monet de Jéruzalem d'er gouilieu merchet, e oé guel geté, kentoh aveit trezein er Samari, monet de glah en dro d'er Jourden.

    (4) Klask an aluzen : mendier.

    (1499) Ca 37b. Clasq ann aluson vide in mediant et in aluson.

    (5) Klask e voued : mendier sa nourriture.

    (1612) Cnf 46b. ez vezo ret deoch monet da beuaff d'an hospital, pé da clasq ho boed.

    (1732) GReg 263a. Demander sa vie, tr. «clasq e voëd.» ●(1783) BV 2242. mah on Laquat gante casi da clas ma boet. ●(1790) MG v. dallès é clasq hé bouéd.

    (1867) FHB 125/162b. ne zilesje biken he relijion, hag e voa guell ganthi mont da glasc he bouet.

    (1909) MMEK 9. Salaün a rankaz mont da glask e voued.

    (6) Klask e vara : mendier sa nourriture.

    (1954) VAZA 34. A-drugarez d’am mamm, gallout a raen dija lenn an notennoù ha deut e oan da vezañ ur c’haner mat awalc’h, met alies e tremene dre Briel un dall o klask e vara, leviet gant e viell.

    ►absol. Mendier.

    (1659) SCger 76a. mandier, tr. «clasq.» ●(1767) ISpour 260. Hilleih é glasque hac é eellehai gouni.

    (c.1825-1830) AJC 3031. red a vo din moned da lair pe da glasc. ●(1869) FHB 237/217a. Red eo dezo clask pe c'hlaouri gant an naoun. ●(1877) FHB (3e série) 40/313a. huel an tam ennhi, na grede ket mont da glask.

    (6) Questionner, interroger.

    (1865) LZBt Gouere 16. am c'hlask a reont war ar relijion.

    (7) Klask ha diglask : chercher sans cesse.

    (1921) BUFA 20. Kaer e oé bet klask ha diglask, biskoah ne oé bet kavet.

    (8) Demander, exiger, réclamer, nécessiter.

    (1942) FHAB Gwengolo/Here 197b. Micheriou a zo hag a glask nerz an diouvrec'h, lod all nerz an diwesker, lod all startijenn ar c'hroazlez.

    B.

    (1) Klask penn : se demander, chercher.

    (1854) PSA I 135. ean e hra d'emb clasq pèn (…) hag é forh clasq pèn a guement-cé, é couéhér én arvar.

    (2) Klask penn a : chercher des traces de.

    (1919) BSUF 41. d'atersein ha de glah pen ag er burhudeu en doé groeit ér vro-men.

    (3) Klask penn eus ub. : chercher qqn.

    (1964) ABRO 91. Ha ne oant ket deuet da glask penn eus o daou genseurt ? ●119. e laoskis ar Spagnol da vont da glask penn eus e genvroiz.

    C. Se diriger vers (sans idée de chercher).

    (1855) BDE 47. monnèd de glah hou pouèd.

    (1902) PIGO i 159. daoust da ze e savaz hag ec’h eaz d’an ti da glask e lein. ●(1910) MAKE 52. E oa war bouez ober e zonj da glask penn an hent da vont d’ar gear. ●(1911) BUAZperrot 804. Ne yelo da glask e wele nemet pa vezo torret e gorf gant ar skuizder. ●(1921) FHAB Du 292. pep hini a yea[s] da glask e wele. ●(1935) ANTO 44. Deuomp bremañ d’ar gêr da glask hol lein. ●(1941) FHAB Du/Kerzu 99b. meur a leo a rae evit mont da glask e lein.

    II. [empl. devant un n. v.]

    (1) Chercher à.

    (1580) G 1203-1204. Memeus sachat quen na badaf / ouz clasq e gourrenn e crena, tr. «J'ai un sac plein, si bien que je suis étourdi ; / En cherchant à le lever je tremble.»

    (c.1680) NG 357. E clasq lahou Jesus.

    (1903) EGBV 190. klah gobér fal.

    (2) Klask gouzout : se demander.

    (1940) LZBl Gouere/Eost 343. Leon ne jom ket da nec'hi o klask gouzout ar pez en deus d'ober.

    III. V. pron. réfl. En em glask.

    (1) Se débrouiller.

    (1853) GBI I 106. Ma oan leusket war an hent-braz, / War an hent-braz ewit em glask, tr. «On m'abandonna sur le grand chemin, / Sur le grand chemin, pour chercher ma vie.» ●(1866) FHB 88/286a. Neuze e lavaras d'he matez iaouanc e c'halle ive en em glasc.

    (1907) FHAB Du 287. Er meaz, pa lavaran ; en em glaskit goudeze. ●(1931) VALL 656b. sans avoir le temps de se retourner, tr. «hep kaout amzer d'en em glask.» ●(1942) VALLsup 47a. Débrouiller (se), tr. «(avoir le temps) de se débrouiller, tr. «d'en em glask

    (2) Se préoccuper de soi.

    (1868) KMM 102. Diouallit d'en em glasc re, en dibri, en eva, er guisca ; rac re a zigorou ac a stad eus ar c'horf a zispliz d'ar Verc'hez, bet paour e-unan.

    (3) (en plt de qqn, de qqc.) Ne pas bien aller, ne pas bien se porter.

    (1909) RVUm 393. Er fallan reén zou ér har hum glask ketan (Pluv[igner]), tr. «dans une roue c'est le plus mauvais rayon qui se détraque le premier.» ●(1933) DIHU 261/226. pelzo é ma doh um glah, tr. «il y a longtemps qu'il ne va pas bien.» ●(1937) DIHU 313/292. aveit er merhed iouank goann pé doh emglah.

    (4) Se préparer.

    (1557) B I 581. Cza labour ha mez sicouro / Dues a goasq da hem clasq ha sco, tr. «Çà, travaille et je t'aiderai, prends ton élan, dur et serré, et frappe.»

    (1933) DIHU 261/226. pellik é vè hoah doh um glah, tr. «il lui faut encore pas mal de temps pour se préparer.»

    (5) S'agiter, se remuer.

    (1907) VBFV.bf 40b. hum glask, tr. «s'agiter.» ●(1933) DIHU 261/226. Klaskein (um), tr. «se remuer.»

    (6) En em glask da : se préparer à.

    (1931) VALL 812b. Préparer (se) en rassemblant ses forces, tr. «en em glask da

    (7) En em glask ouzh =

    (1942) FHAB Gwengolo/Here 198a. Eur blijadur eo neuze d'ar paotr-yaouank en em glask ouz e gorf, c'hoari gant e nerz. ●(1942) FHAB Du/Kerzu 225b. Ar fun a zo en e hed war ar park, a c'houec'hou e teuio ar baotred yaouank d'en em glask outi, c'houec'h e pep penn.

    (8) (en plt de lignes tracées) =

    (1921) FHAB Ebrel 84. linennou flour d'al lagad hag en em veske, en em glaske, ganto n'ouzon ped tro ha kildro.

    IV.

    (1) Klask rev ouzh ub. : voir rev.

    (2) Klask c'hwenn e chaosoù ub. : voir c'hwen.

    (3) Klask kastrilhez ouzh ub. : voir kastrilhez.

    (4) Klask pemp (troad, pav) d'ar (maout, marc'h) : voir troad.

    (5) Klask ur spilhenn e-touesk berniou foenn : voir spilhenn.

    (6) Klask ur spilhenn en ur galzenn blouz : voir spilhenn.

    (7) Klask ur spilhenn e-barzh ur chanilh : voir spilhenn.

    (8) Klask kant ha kant tro : voir tro.

    (9) Klask treiñ an avel diwar-bouez ur gordenn : voir avel.

    (10) Klask laou el lec'h ma ne vez ket nez : voir laou.

    (11) Klask an Ankou el lec'h n'emañ ket : voir Ankou.

    (12) Klask morilhoned da greisteiz : voir morilhoned.

    (13) Klask e ribinoù : voir ribinoù.

    (14) Klask e dreid : voir treid.

    (15) Mont da glask kailh : voir kailh.

    (16) Klask viou e neizhioù warlene : voir neizh.

    (17) Klask viou e neizhioù kozh : voir neizh.

    (18) Klask kaout an toull hag ar boutonoù : voir toull.

  • klask-boued
    klask-boued

    m. Mendicité.

    (1909) BOBL 20 février 217/3c. tri devez toull evid galouperez ha klask-boued.

  • klaskadeg
    klaskadeg

    f. -où Recherche collective.

    (1962) EGRH I 36. klaskadeg f. -où, tr. « recherche (faite à plusieurs). »

  • klasker
    klasker

    m. –ion

    (1) Chercheur.

    (1732) GReg 161a. Chercheur, celui qui cherche, tr. «Clasqer. p. clasqéryen

    (1899) BSEc xxxvii 155 / KRL 20. Eur c'hlasker mad a gav 'lec'h na ve ket, tr. «Il est rare qu'en cherchant bien on ne finisse par trouver.»

    (2) Celui qui cherche au jeu de cache-cache.

    (1965) KATR 29. eun abadenn-skoacha (...) Med ar hlasker a oa o tiredeg davete...

    (3) Mendiant.

    (1499) Ca 37b. Clasquer. g. quereur. ●(1633) Nom 54b. Cœna paupertina, necalis cœna : conuiue de mendiant : couuy an clasquer.

    (1659) SCger 76a. mandiant, tr. «clasquer.» ●137a. clasquer, tr. «mandiant.» ●(c.1718) CHal.ms i. Il est reduit a la besace, tr. «deit é de uout peur clasquour.» ●(1732) GReg 614a. Mendiant, qui demande l'aumône, tr. «Clasqer. p. clasqéryen. Van[netois] clasqour. p. yon, yan.» ●(1744) L'Arm 29a. Belitre, tr. «Clasquour.. rion. m.» ●(1752) BS 139. ne voa guisquet nemet eguis ar miserapla clasquer. ●(1792) BD 347. Petra clasquer laouec aglesquete ase, tr. «Mendiant pouilleux, que cherches-tu là ?»

    (1847) MDM 168. Eur vro reoliet mad a hell kaoud peorien, klaskourien nep-pred. ●(1869) SAG 108. e zomp oll klazkerien. ●(1877) FHB (3e série) 40/313b. eur c'hlasker paour, klan, dislivet ha disnaonet. ●(1889) ISV 412. Ieu evel eur c'hlasker e vezi.

    (1903) MBJJ 305. Pevien Jerusalem a zo klaskerien an darn-vuian anê. (1909) NOAR 62. ar paour kez klasker.

  • klasker-aour
    klasker-aour

    m. Orpailleur.

    (1900) LZBg 57 blezad-1 lodenn 59. Bâgeu er glaskerion-eur.

  • klasker-bara
    klasker-bara

    m. Mendiant.

    (1907) PERS 16. digas a rea d'an ti kement klasker bara a gave war he hent. ●(1923) KNOL 10. Edo o tribi ar sounjou-ze, pa deuaz en ti eur c'hlasker-bara. ●(1931) VALL 460a. Mendiant, tr. «klasker-bara pl. klaskerien-vara

  • klasker-boued
    klasker-boued

    m. Mendiant.

    (1839) BESquil 127. er peurran clasquour bouid. ●(1854) PSA I 76. ur heih clasquour bouit. ●(1861) JEI 30. er roué hag er hlasqour de vouèd ! ●(1872) KTB.ms 15 p 290. Un de hec'h arruas ur c'hlasker-boued en ti ur roue. ●(1890) MOA 339b. Mendiant, tr. «klasker-boed

    (1912) BUBU 54. mar a glaskour bouid. ●(1952) LLMM 32-33/79. klasker-boued, digalzer, debrour-ar vre. ●(1931) VALL 460a. Mendiant, tr. «klasker-boued pl. klaskerien-voued

  • klasker-chañs
    klasker-chañs

    m. Aventurier.

    (1872) ROU 75b. Aventurier, tr. «Claskeur chans.» ●(1890) MOA 132b. Aventurier, tr. «Klasker chans

  • klasker-e-damm
    klasker-e-damm

    m. Mendiant.

    (1874) FHB 476/46a. souezet e voue o velet eur c'hlasker he dam ker guesiec evel ma zoa. ●(1877) FHB (3e série) 10/80a. Perrin Strad, eur glaskerez he zam.

  • klasker-e-voued
    klasker-e-voued

    m. klaskerien-o-boued Mendiant.

    (1847) MDM 155. guelloc'h evid ar c'hlaskerien ho bouëd.

  • klaskerez
    klaskerez

    f. –ed

    (1) Chercheuse.

    (1499) Ca 37b. Clasqueres. g. quereresse.

    (2) Mendiante.

    (1732) GReg 614b. Mendiante, tr. «Clasqerès. p. clasqeresed. Van[netois] claqoures. p. ed

  • klaskerezh
    klaskerezh

    m.

    (1) Mendicité.

    (1732) GReg 614b. Mendicité, tr. «Clasqérez. Van[netois] clasqereh.» ●(1744) L'Arm 236a. Mendicité, tr. «Classquereah.. heu

    (1847) MDM 154. Ar c'hlaskerez-ze a ziskuez ne deo ket mad aoualc'h an traou etouesk arn dud hag er gouarnamanchou. ●162. ar c'hlaskerez, pehini eo ar vosen eus ann amzer-man.

    (2) Action de chercher, recherche.

    (1921) GRSA 222. Diskein e hra eùé, get é glaskereh, é vehè bet er Uérhez-mam-sé en dehè degaset ar en doar en eurusted. ●(1962) EGRH I 36. klaskerezh m., tr. « recherche, action de chercher. »

    (3) Klaskerezh aour : orpaillage.

    (1955) STBJ 36. Dizonet da-vat diouz ar c'hlaskerez-aour.

  • klasket
    klasket

    adj. Cherché.

    (1499) Ca 37b. Clasquet. g. acquis.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...