Recherche 'lammat...' : 1 mots trouvés
Page 1 : de lammat-lammet-lammout-lammin-lampat-lampout (1) à lammat-lammet-lammout-lammin-lampat-lampout (1) :- lammat / lammet / lammout / lammiñ / lampat / lampoutlammat / lammet / lammout / lammiñ / lampat / lampout
v. intr. & adv.
I. V. intr.
A. (en plt d'un animé)
(1) Sauter.
●(1499) Ca 120a. Lamet g. saillir / saulter. ●107b. saillir, tr. «lammel.» ●(1659) SCger 108b. sauter, tr. «lamet.» ●155b. lamet, tr. «souter.»
●(1732) GReg 848a. Sauter, tr. «Lammet. Van[netois] lammeiñ.»
●(1838) CGK 4. lampat dreist ar guircher. ●(1877) EKG I 61. kerkent ha ma vezo iset ar c'hi, e lamm a razaill var ar c'haz. ●(1878) EKG II 136. Lammet a riz er park tosta. ●(1879) BMN 251. dal ma her guelas, a lammas a vriad d'he c'houzoug. ●(18--) GBI I 136. Lammout reont ha kounnari.
●(1914) MAEV 146. C'houi, marteze, pe me a vije lammet en ur park bennak evit redek a dreuz karter ?
►Loc. verb. Lammat ha dilammat : sauter sans arrêt, dans tous les sens.
●(1977) PBDZ 785. (Douarnenez) sellit anezhañ o lammat hag o tilammat, tr. «regarder le sauter sans arrêt.»
(2) Déguerpir.
●(1925) SFKH 17. Leich ha Jobik e gemér ou boteu én ou dehorn ha lampein e hrant a ol hou nerh de gavet er Stanguen
(3) Lammat gant ub., udb. : sauter sur qqn, qqc.
●(c.1825/30) AJC 3323. ma teuas eur fronquen din a me lamad gantan, tr. «Alors, de rage, je lui sautai dessus.» ●(1867) FHB 141/292b. lammat gant-hân ha reï d'heân roustadou druz. ●(1869) FHB 225/125a. da lamet ganthi a dro vriad, ha da boket dezhi.
●(1902) PIGO I 207. darn-all a lampe gant ar voger. ●(1904) BSAB 22. Kenkent e lampaz ganti evel eul loen kounnaret. ●(1911) SKRS II 186. lammet a reas gant he c'hreg evel eun den gouez, ha planta reas ganthi taoliou ken didruez ma oue hanter-lazet ganthan. ●(2003) ENPKP 56. (Ploueskad) Daoulagad lamm-ganti. Pe daoulagad da denna aered eus ar c'hleuziou, tr. «Des yeux saute-la ou des yeux à tirer les reptiles des talus. Se disait des femmes provocantes et légères.»
(4) Lammat war ub. : sauter sur qqn.
●(1878) EKG II 8. Daoust hag er mintin-man n'em euz ket lavaret d'eoc'h lammet var soudarded Canclaux ?
(5) Lammat war e benn e : se précipiter dans.
●(1866) SEV 59. hag o welet ann ifern digor d'he lounka, e lamm enn-han war he benn.
(6) Lammat gant ar gounnar : bondir de rage.
●(1911) SKRS II 11. N'oa ket dousseat dezhan tamm ebet ; er c'hountrol eo : lammet a rea gant ar gounnar.
(7) Lammat en e sav : se mettre debout (avec vigueur).
●(1961) LLMM 86/155. Lammat a reas ar Skosad en e sav hag eñ da dennañ e gleze e-maez ar feur.
B. (jeu) Lammat gant mein.
●(1941) FHAB Gwengolo-Here 89a. All ! all ! all ! = Paouezit ! echu eo ! gant ar vugale pa c'hoariont lammat gant mein. Ar c'hoari-mañ a vez graet d'ober tro ar porz, er skol. Lakomp e ve daou vugel o c'hoari. Teurel a reont eur maen a-bell. Lakaat a reont peb a vaen dirazo, neuze e reont evel evit c'hoari garrig kamm. An hini a zo erruet ar c'henta d'ar maen-pal a stlap hemañ pelloc'h d'e dro. Ar c'hoari-mañ a vez c'hoariet war an hent d'ar gêr, met ivez - siouaz d'ar skolaer paour - en eur zont d'ar skol.
C. (en plt du cœur) Battre.
●(1732) GReg 688b. J’ai des palpitations, tr. «lammet a ra va c’haloun èm c’hreiz.»
●(1878) EKG ii 38. ne gleven nemed va c’haloun o lammet em c’hreiz. ●46. Klevet a rean va c’haloun o lammet em c’hreiz.
●(1906) BOBL 03 novembre 110 (stagadenn)/2f. zantout ar galon o lampout. ●(1923) KTKG 32. ma tennomp hon halan, pe ma lamm hor goad.
D. (en plt de la mer) Avoir des vagues.
●(1866) FHB 96/346a. ar mor a c’hoeze hag a lamme goasoc’h goas.
E. Jaillir.
●(17--) EN 2819. quen a lamb ar mel a esquern edif vorsed, tr. «au point que la moelle jaillit des os de ses cuisses.»
II. Adv. A-lammat =
●(1969) BAHE 59/34 . A-baouez em eus e welet o tonet a-lammat.
III.
(1) Lammat dreist ar c'harzh : voir garzh.
(2) Lammat a-raok e skeud : voir skeud.
(3) Lammat en tu all : voir tu .1.