Recherche '"ledañ"...' : 15 mots trouvés
Page 1 : de ledan (1) à ledanvez (15) :- ledanledan
adj.
I. Attr./Épith.
(1) (en plt de qqc.) Large.
●(1499) Ca 122b. Ledan. g. large. ●157b. Pezz ledan a houarn g. large piece de fer ou dargent / ou daultre metal. ●(1633) Nom 46b. Pectem : large coquille, coquille de sainct Iacques : croguen sant Iacques, crogen ledan. ●115a. Galerus, petalus, vmbella, causia : chapeline, chapeau : tocq ledan euit miret diouz an eaul. ●161b. Lanx, magis, discus : plat ou escuelle large : plat pe scudell ledan, pezell, scudell-dorz. ●237b. Actus : chemin large : henth lædan.
●(1659) SCger 72a. large, tr. «ledan.» ●113b. spatieux, tr. «ledan.» ●156a. ledan, tr. «large.» ●(1732) GReg 563b. Large, seconde dimension des corps, tr. «Ledan.»
●(1878) EKG II 217. eur pres ledan, daou stalaf varnez-han.
●(1903) MBJJ 43. eur min sonn, ledan euz traou hag a ya war voanaat. ●(1908) FHAB Ebrel 111. an dervennou krenv ha ledan. ●(1909) MMEK 169. pignat eun delez ledan, en doa diou bazen ha tregont.
(2) (en plt de qqn, d'un animal, d'une partie de son corps) Large.
●(1868) FHB 153/388a. eur vam-viz a zo ledan, a zo kovek, a ro bep bloaz moc'higou dioc'h an dousen. ●(1877) EKG I 70. Guenn oa he benn, ledan he dal, lemm he lagad.
●(1912) BUAZpermoal 345. eur c'hrennard, daoulagad lemm d'ezan, teo a c'houg, ledan a ziouskoaz. ●(1923) FHAB Mezheven 222. Ar c'higer a zellas c'hoaz ouz ar vioc'h... Eun tamm brao a gig a zo enni, a zonjas ; ledan eo ha doun. ●(1924) BILZbubr 37/808. eul Leonardez talfasek, eun dorgosenn a blac'h teo ha ledan. ●(1926) FHAB Mezheven 216. An denved a rank beza ledan o diouskoaz. ●(1943) FHAB Gwengolo/Here 345. ledan e dal. ●(1949) KROB 9/12. Eur mailh a zen, bras ha ledan.
(3) (en plt d'un lieu) Large, vaste.
●(1530) Pm 186. doe roe an bet ledan, tr. «Dieu, Roi du vaste monde.»
●(1868) FHB 184/221b. re a henchou ledan a zo brema... ●(1870) FHB 281/155b. eur vali ledan. ●(1878) EKG II 138. ginou ar siminal a zo ledannoc'h eged he vek. ●(1888) SAQ I 90. Ar mor a zo ledan, nerzus, dijaden.
●(1902) PIGO I 207. eun toull don ha ledan braz. ●(1903) MBJJ 3. Eur blenen ledan-ledan. ●(1909) KTLR 192. Fecher ledan, leun a zour. ●(1932) GUTO 13. ul len hir ha ledan.
(4) Hed ha ledan : en long et en large.
●(1575) M 94. Maz renonçer dan bet, parfet het ha ledan, tr. «Que l'on renonce au monde complètement, au long et au large.»
B. par ext.
(1) Ample.
●(1499) Ca 87a. g. ample. b. ledan. ●(1633) Nom 108b. Vestis laciniata, striata : robbe plissée, ou pleine de plis, vestement fort large : sæ plisset leun á plissou, guiscamant lædan.
●(1867) BUE 56. eur zae dindan gant divrec'h hirr ha ledan.
(2) Grand.
●(1839) BEScrom 4. un hospital forh-lédan.
C. sens fig.
(1) (en plt de qqn) Spered ledan : esprit large.
●(1925) FHAB C'hwevrer 50. sperejou ker bras ha va hini, digor, ledan ha diere evel ma 'z eo !
(2) (linguistique) Ster ledan : sens large, étendu.
●(1952) LLMM 32-33/132. En ur ster ledanoc'h : dont da zen a zo kreskiñ.
II. Épith. (botanique)
(1) Ach ledan : maceron.
●(1732) GReg 588a. Maceron, ou leneche, plante, tr. «An aich ledan.»
(2) Del-ledan : plantain.
●(1869) FHB 244/280a. e galleg plantain, hag e brezoneg gand lod all sclànvesk, gant lod all skloe, gant lod all deledan.
III. Adv.
(1) Largement.
●(1909) KTLR 178. Hag e tigoras frank ha ledan dor an ifern.
(2) =
●(1909) KTLR 115. ho ginou flanchet ledan. ●(1926) FHAB C'hwevrer 62. eun tagoz a baotr bruchedet ledan.
(3) =
●(1983) PABE 17. (Berrien) Ar Fouilleed (a) gaoze ledannoh.
(4) De loin.
●(1575) M 1673-1674. Hoguen ne guell bout quet, comparachet ledan, / Muyguet poes pluff ouz plom, tr. «Mais il ne peut pas être comparé de loin, / Plus que le poids de la plume au plomb.»
IV.
(1) Ledan evel an dorn : voir dorn.
(2) Bezañ ledan e vañch : voir mañch.
(3) Bezañ ledan plas e loa : voir loa.
- ledañ / lediñ / ledekledañ / lediñ / ledek
v.
I. V. tr. d.
A.
(1) Étendre.
●(1499) Ca 122b. Ledaff g. attendre vide in astenn cest tout vn.
●(1659) SCger 42b. deplier, tr. «leda.» ●(1732) GReg 373a. Étendre en large, tr. «Leda. pr. ledet. ledecq. pr. ledet. Van[netois] ledeiñ. ledeëcq. ppr. et.»
●(1849) LLB 2115. lidet ul liein guen. ●(1872) ROU 83b. Etaler, étendre, tr. «Leda.»
●(1970) GSBG 246. (Groe) ledek, tr. «étendre.»
(2) Étaler.
●(1849) LLB 2113. Er gloren koer tenaw lidet ar en touleu.
●(1915) LIKA 5. (Groe) our peh tam bara, hag e lédinn amenenn arn'hon. ●(1932) BRTG 78. Lédein e hrè hé hlogéiadeu ar er grazeréz.
(3) Épandre (du fumier).
●(1915) FBBF 107 (16 décembre). o tenna legumach, ho ledec teil.
(4) =
●(1903) CDFi août-septembre (d’après KBSA 65). me a yelo da leda foenn.
(5) Ledañ e gorf : tomber de tout son long.
●(1970) BHAF 119. ha ma 'z afen da leda ma c'horv ? ●164. darbet e oe dezañ leda e gorv en iliz...
(6) Ledañ a-hed e gorf : s’affaler.
●(1963) LLMM 99/265. he setu hemañ ledet a-hed e gorf e poultrenn ar straed.
(7) Ledañ douar : s’affaler.
B. sens fig.
(1) Répandre (l'instruction).
●(1912) BUAZpermoal 182. An Iliz, dreist-holl, he deus ledet an deskadurez.
(2) Conter à tout le monde.
●(1909) NOAR i. N'ho peus ket a zonj (…) eus ar varvailherien-valeerien-ze, a rede gwechall henchou hor bro (…) en eur leda konchennou dre ma 'z aent ?
(3) absol. Ledañ gant ar forc'h : dissiper les économies.
●(1953) BLBR 57/2. Hennont a zo o verniañ gant ar rastell epad m'emañ e vugale o forani e beadra, o leda gant ar forc'h.
II. V. intr.
(1) S'étendre, s'appliquer.
●(c.1872) LVL 3. Evit dont a-benn da gaout eur verniz kaer hag a ledo mad oc'h ar podou-pri.
●(1978) BZNZ 53. (Lilia-Plougernev) pa veze tomm an heol, ablamor ar c'holtar a led gwelloc'h.
(2) Se répandre.
●(1907) AVKA 51. Kelo deus ar burzud-ze a ledas dre oll vro C'halile.
III. V. pron. réfl. En em ledañ.
A. (en plt de qqn)
(1) Tomber de tout son long.
●(1944) EURW I 119. da ziwall ez eus d'en em leda.
(2) S'étendre.
●(1882) BAR 144. oc'h en em leda var ar groaz.
●(1915) HBPR 191. hag he za he unan d'en em leda var planken ar c'hillotin.
(3) (en plt de plusieurs personnes) Se répandre.
●(1882) BAR 212. Divar ar mor e teuint (lire : teuent) gant ho bagou hag en em ledent var ar vro dre ar stiri gant bagou disteroc'h.
B. (en plt de qqc.)
(1) S'étendre, se propager, gagner du terrain.
●(1882) BAR 26. O velet an devalijen oc'h en em ledek muioc'h mui var ar bed.
►[empl. comme subst.]
●(1911) BUAZperrot 323. divar benn e Iliz hag an en em leda a dlie dre ar bed.
(2) S’étaler.
●(1909) KTLR 205. evel (..) ar goagou mor pa 'en em ledond var an treaz.
(3) par erreur et influence du fr. S'étendre (en plt d'un lieu, d'une surface, etc.).
●(1933) OALD 45/206. En-dro da dorgen Menez-Hom, ec'h en em lede, gwechall-goz, eur c'hoad dero dek gwech brasoc'h eget an hini a zo bremañ.
- ledanaatledanaat
v.
I. V. intr. S'élargir.
●(1931) ANDO 30. Ledanaat a rae an aber. ●(1949) KROB 12/12. Ar pengenn troet a ya war ledanaat.
►sens fig.
●(1878) EKG II 123-124. Va c'haloun a laouennaaz, hag, a gaf d'ign, a ledanaaz em c'hreiz.
II. V. tr. d.
(1) Élargir.
●(1499) Ca 122b. g. eslargir. b. ledanhat.
●(1732) GReg 327b. Élargir, faire plus large, & étendre, tr. «ledanaat. pr. ledaneët. Van[netois] ledannât.» ●(1744) L'Arm 126a. Elargir, tr. «Lédannatt.»
●(1872) GAM 33. ledanat ar riboul.
●(1902) PIGO I 87. red e oe d'Arnus hirrât ha ledanâd e borz. ●(1911) BUAZperrot 385. o tounnât hag o ledannât anezi [an doufez]. ●(1929) FHAB C'hwevrer 41. ledanaat a ray an nor pe ar prenestr.
(2) Ledanaat e vañch =
●(2003) TONKA 62. Ledannaad ho mañch ive ne dalvez a boan chom keit-se. ●Ledanaad ho mañch : bezañ euz an amzer-vremañ.
III. V. pron. réfl. En em ledanaat : s'élargir.
●(1926) FHAB Kerzu 455. pep yez he deus daou seurt lusk, keit ha m'eo beo : techet eo da vont gwech war en em strishaat, gwech war en em ledanaat.
- ledanaet
- ledanañledanañ
voir ledaniñ
- ledandedledanded
f.
I. Largeur.
●(1732) GReg 563b. Largeur, tr. «ledanded.» ●(1744) L'Arm 439a. Entrevoux, tr. «Lédandaid er hourzatt m.» ●(17--) TE 195. a gaus d'é vrastæd ha d'é ledandæd.
●(1861) BSJ 140. un hantér-leàu a ledandèd. ●(1868) FHB 159/19b. eur raouenn ledanded a bep tu. ●(1868) FHB 185/227a-b. seiz troatad ha tregon a hirded, var ugent troatad ledanded. ●(1889) SFA 258. eur gouli ruz, ledanded tri biz. ●(1893) LZBg 51vet blezad-4e lodenn 235. un ty-scôl (...) Deu-uiguènt troétet a hirdèd hag un uiguêndat a ledandèd.
●(1913) AVIE 155. A ziabèl é griben e zisko bout goal luem ; ha neoah bout es ar er blein anehou ur bratel en des un hantér lèu a ledanded. ●(1922) FHAB C'hwevrer 51. tri droatad ledanded.
II. sens fig.
(1) Envergure.
●(1925) FHAB Du 409. Ar gwirioneziou displeget edoug an deiz-ze o deus muioc'h a zounded hag a ledanded.
(2) Ledanded a galon : magnanimité.
●(1744) L'Arm 225a. Magnanimité, tr. «Ledandæd a galon.»
●(1934) BRUS 210. La magnanimité, tr. «el ledanded a galon.»
- ledanderledander
m. Largeur.
●(1499) Ca 122b. g. largesse. b. ledander. ●(1633) Nom 146b-147a. Foramen palmare : vn pertuis large de quatre doigts : vr toul ledander peuar bis.
●(1659) SCger 72a. largeur, tr. «ledander.» ●73a. lese, tr. «ledander.» ●(1688) MD II 8. oll ledander va c'halon. ●(1732) GReg 563b. Largeur, tr. «Ledander.» ●(1774) AC 35. eis meudat ledander. ●(17--) EN 3454. ledander plas eun troaid.
●(1849) GBI I 50. ledander ul linsel-wenterez, tr. «la largeur d'une nappe à vanner.» ●(1869) HTC 8. eul lestr braz hag en devezo 512 troatad a hirder, 85 troatad a ledander, hag 51 troatad a huelder. ●(1894) BUZmornik 831. ar memes ledander (....) ha mogeriou an ti.
●(1903) MBJJ 42. en tu-hont da ziou leo a ledander. ●(1909) FHAB Meurzh 72. 3 droatad ledander. ●(1915) MMED 32. kant metr ledander d'ezan. ●(1919) BUBR 3/63. ne chom nemet ledander an hent ganeomp.
- ledandez
- ledandiñ
- ledanentezledanentez
f. Largeur.
●(1944) GWAL 165/317. (Ar Gelveneg) Hirder, hirded a zo dianav ; ne leverer nemet hirentez, evel ledanentez, uhelentez.
- ledanerezh
- ledanidigezh
- ledaniñ / ledanañ
- ledanoùledanoù
m.
(1) Endroit large (d’une rivière, etc.).
●(1931) VALL 418b. les endroits larges, tr. «ledanou T[reger].» ●(1944) DGBD 58. Da vare ar reverzhioù bras e vez kalz a gas gant an dour o vont hag o tont en aberioù strizh-se, dreist-holl ma kaver alies a-walc’h gwir ledanoù en a-dreñv.
(2) Ledanoù : Al Ledanoù (partie la plus large du Trieux dans son aber, Pleudaniel, Plounez).
●(1896) GGI 31. O tremen dre al Ledano / E lavarent o fedenno.
●(1912) BUAZpermoal 927. O tremen al Ledano.
- ledanvez