Devri

Recherche 'lodenn...' : 10 mots trouvés

Page 1 : de lodenn (1) à lodennin (10) :
  • lodenn
    lodenn

    f. & adv. –où

    I. F.

    (1) Pièce de terre, terrain.

    (1911) FHAB Here 283. Al loden eo bet savet warni an templ brudet a yoa neuze boutin etre daou vreur. ●(1933) BRND 36. tri c'hant akr a zo el lodenn-ze. ●(1982) TKRH 60. en doa paeet en dirañson al lodenn douar-se.

    (2) Partie d'un tout.

    (1732) GReg 698a. Partie, portion d'un tout divisé, tr. «lodenn. p. lodennou. Van[netois] lodeenn. p. ëu

    (1869) HTC 61. Eur ridoch euz ar re gaëra a ranne an telt etre diou loden. ●(1869) SAG 34. eul lodenn vraz euz ar gristenien ne reont nemeur sin ar Groaz. ●(1874) FHB 496/203a. eur chapel vrao (...) great evit al loden vraz a venadurez coant. ●(1877) EKG I 313. Dilost ar c'henta lodenn. ●(1878) EKG II 14. ec'h en em rannchont etre diou lodenn. ●184. el lodenn genta euz va histor. ●219. ne ket al lodennou bianna a zo eat gant-ho. ●(1879) GDI 105. ne vanquou quet jamæs a esprès é loden erbet ag en overen. ●(18--) PDO 6. eul loden euz a baotred kear ho deuz bet champet aoualc'h, galoupet aoualc'h, tourniet aoualc'h.

    (1907) KANngalon Gwengolo 485. Ar Sened (…) a zelaouaz al loden vrasa euz tud ar vro. ●(1914) KANNgwital 140/438. E lid sakramant ar Briedelez ez euz diou lodenn. ●(1917) LZBt Gouere 2. Al loden vrasan eus tud ar vro a den o bara dious an douar. ●(1927) LZBt Genver 23. Eul loden anê, 'n eur arruout e ti o zud, o deus bet eul las bac'hadou. ●(1930) KANNgwital 335/466. Ar c'heur a zo bras kenan, dibrad eo ive ha rannet e diou lodenn.

    (3) Lot, ce qui revient à qqn.

    (1659) SCger 95a. portion, tr. «lodenn.» ●(1732) GReg 584a. Lot, portion héreditaire : portion d'une chose divisée entre plusieurs personnes, tr. «lodenn. p. lodennou.» ●696a. Part, portion, lot, tr. «lodenn

    (1909) FHAB Ebrel 99. Loden an anaoun 'zo eat a skrab ganto evel madou ar re veo. ●(1913) AVIE 331. Er soudarded e gemér é zillad, e hra pedèr loden anehé, ul loden eit pep soudard, hag e den d'er billeu eit gout petra en dehé bet peb unan. Ean en devoé ur sé hag e oé groeit rah én ur péh hag hemb groui erbet. Ind e lar enta étré zé : n'he roegamb ket, mes tennamb d'er billeu eit gout più en dou hi. ●(1938) DIHU 330/182. Ur begotad pe ur skudellad bled, e oè loden pep unan anehè.

    (4) (prlt de nourriture) Part.

    (1942) DHKN 94. Seùel e hrant, falgoutant tré ag ou loden.

    (5) Lodenn + déterminant : lot, part de ce qui revient à qqn.

    (1915) KANNlandunvez 43/325. Red eo iun hag ober pinijen, evit kaout da lodenn varadoz.

    (6) (droit) Partie.

    (1872) ROU 94a. Partie. Ceux qui plaident ou qui contractent, tr. «lodenn

    (7) Kemer e lodenn en udb. : prendre part à qqc.

    (1905) MRPL 2. O tiouall va banden zaout var ieod ho letounen / M'em beuz gand va mignoned graet meur a abaden. / C'houi gemere ho loden en hon flijaduriou.

    II. Adv. A-lodennoù =

    (1922) EOVD 63. en des rannet a lodenneu er péh e lar en Aviel.

    III.

    (1) Ober lodenn wenn da : se passer de.

    (1943) VKST Mae/Mezheven 275. Evit plijout d’eun dornadig «begou gallek» – begou diskiant alies – e veze graet lodenn wenn d’ar brezoneg.

    (2) Kaout ul lodenn e park ar Brizh : voir brizh .3.

  • lodenn-varr
    lodenn-varr

    f. (agriculture) Ce que chacun doit houer.

    (1910) MAKE 1. an hini a zistag re a doliou-mar, en eur staga gant e loden, pa vez devez bras torri-terien, hennez a gouez war e benn a-drenv, hep gallout dont a-benn eus e loden-var. ●(1922) EMAR 13. touzet pep lodenn-var.

    (1950) KROB 25/12. E bro-bagan, an dud o deus geriou evelhen : ar «bevarenn», hag a zo an eizvet lodenn eus eun devez-arat. (...) al «lodenn-varr», an ugentvet...

  • lodennadur
    lodennadur

    m. Partage.

    (1931) VALL 534b. Partage, tr. «lodennadur m.»

  • lodennañ / lodenniñ
    lodennañ / lodenniñ

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Répartir, partager.

    (1659) SCger 39a. departir ou diuiser, tr. «lodenni.» ●74b. lotir, tr. «lodenna.» ●(1732) GReg 267a. Departir, deviser une chose entre plusieurs personnes, les partager convenablement, tr. «lodenna. pr. lodennet. Van[netois] lodenneiñ.» ●584a. Lotir, partager, tr. «Lodenna. pr. lodennet.» ●697a. Partager un héritage, tr. «Lodenna. pr. lodennet

    (1849) LLBg vi 47. Un tam bara segal e lodener ged joé. ●(1852) MML 145. lodennîn a re he faourante. ●(1874) POG 175. He ziwisk a zo lodennet. ●(1876) TDE.BF 408a. Lodenna, v. a., tr. «Partager, faire les parts.»

    (1902) PIGO I 154. Raktal e oe lodennet an treo. ●(1908) PIGO II 94. lodenni ar madou. ●(1910) MBJL 62. Pa varv eun tad, ne ve ket lodennet e vado : d'ar bugel henan e vent oll. ●(1942) DHKN 88. Ne vehè ket erhat, emé nezé timat, ur hadour bras ha koant, en ur seùel liant, ma vo Clet é e lodenno didan hor sel, hoh Mac Dâthô.

    ►absol.

    (18--) SBI II 254. mar carfenn lodenni, mann ganin na vâno ! tr. «si je voulais partager, il ne me resterait rien !»

    (2) Lodennañ udb. gant ub. : partager qqc. avec qqn.

    (1857) HTB 74. Mar keromp lodenni hon euruzted gante.

    (1908) PIGO II 184. N'em eus nemet trubuilh, poan hag ar maro da lodenni gant ma mignoned… ●(1911) BUAZperrot 63. c'houi (…) a lodenno neuze o foaniou ganto.

    (3) Lodennañ udb. etre : (se) partager qqc. entre (plusieurs personnes).

    (1883) MIL 266. lodenna relegou eur zant etre meur a barrez. ●(1889) SFA 65. epad m'edo Bernard, var leur gear Asiz, o lodenna he arc'hant etre peorien ar vro.

    (1907) AVKA 308. ar soudarded a lodenas e dillad etrehe.

    (4) Lodennañ e : partager en.

    (1902) PIGO I 181. Ar merc'hed a boac'haz anean, a lodennas anean en tri bez. ●(1928) BFSA 145. e lodennas Fransez an Itali e seiz rann-vro, pep-hini gant eun Tad Rannvroour.

    II. V. pron. réfl. En em lodennañ.

    (1) Se partager, se diviser.

    (1908) PIGO II 178. Ar vanden en em lodennas : eun hanter gant Kevarek, eun hanter-all gant Riwall.

    (2) Se diviser.

    (1925) FHAB C'hwevrer 100. Disklêriet eo bet, ha gwir eo, e teu eur yez d'en em goll dre ma teu d'en em lodenna e re holl a rann-yezou.

    III. Kaout gwregon da lodennañ gant ub. : voir gwregon.

  • lodennek
    lodennek

    adj.

    (1) Participant.

    (1876) TDE.BF 408a. Lodennek, adj., tr. «Participant.»

    (2) Bezañ lodennek en udb. : participer à.

    (1874) POG 14. ec'h oun hirio lodennek er sakrifiz braz meurbet euz ann oferen zantel. ●17. lodennek er memez gloar gant-ho.

    (3) Mont lodennek gant ub. : s'associer avec qqn.

    (1890) MOA 125b. S'associer pour un commerce quelconque, tr. «mont lodennek gant u. b.»

  • lodenner .1
    lodenner .1

    m. –ion Homme qui fait le partage.

    (1907) AVKA 192. piou an eus lakaet anon da varner pe da lodenner etreoc'h ?

  • lodenner .2
    lodenner .2

    m. –ioù (grammaire) Dénombreur.

    (1995) GBAH 748b. lodenner –ioù g. Termen, dezhañ ur garg lodennañ, a lakaer dirak an anvioù hollek evit ma c'hallfed geriañ traoù niveradus ganto.

  • lodennerezh
    lodennerezh

    m. Partage.

    (1931) VALL 534b. Partage, tr. «lodennerez m.» ●(1942) DHKN 86. Met araok el lodennereh, peb unan de ziskoein é nerh, a daoleu dorn didruhé, ar fri é gilé !

  • lodennet
    lodennet

    adj. Partagé.

    (1911) BUAZperrot 63. Poan lodennet / Poan dibennet. ●(1935) LZBl Du/Kerzu 274. poan lodennet, / poan dibennet.

  • lodenniñ
    lodenniñ

    voir lodennañ

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...