Devri

Recherche 'madober...' : 6 mots trouvés

Page 1 : de madober (1) à madoberus (6) :
  • madober
    madober

    m. –où

    I.

    (1) Bienfait.

    ●(1621) Mc 79. trugarecat é mat oberou. ●(1710) IN I 43. e vad-oberou. ●(1732) GReg 94a. Bienfait, faveur, plaisir, tr. «Mad-ober. p. mad-oberyou.»

    ●(1835) AMV 42. ar madoberou oc'h eus recevet digatan [Doue]. ●(1860) BAL viii. Sonjal e madoberou Doue. ●(1877) EKG I 238. n'en deuz ket ankounac'heat madouberou ar re goz.

    ●(1910) FHAB Meurzh 78. eur vestrez hag a skuilhe warno kement a vadoberou. ●(1911) BUAZperrot 126. Ar madober dispar-ze. ●(1930) KANNgwital 329/396. eun niver bras a vadoberou.

    (2) Lezel ub. en e vadober : laisser qqn agir à sa guise.

    ●(1872) ROU 108b. Il fait ce qu'il veut, tr. «Lezed e vez en e vad-ober.» ●(1880) SAB 11. An Iliz a lez peb ini en e vadober.

    (3) War e vadober : à sa guise.

    ●(1955) STBJ 103. En diskennou ha war ar plên e kerzent ganti d'an dripig, met, er zaoiou, o laoske [ar c'hezeg] da vont war o madober. ●(1957) BRUD 2/43. o chaokad, war e vadober, eun nebeud frouez. ●(1958) BRUD 4/87. oh ober, da vad ha war o mad-ober, eur hovad kerez.

    II. War e vadober : doucement.

    ●(1957) BRUD 2/43 (K) Y. ar Gow. Eur porhell kaer du-pod, hir ar reun warnañ, a oa eno, dindan eur wezenn avalou kaoh-moh, o chaokad, war e vadober, eun nebeud frouez trenk-put kouezet diouti e-touesk ar pri. ●(1958) BRUD 4/87 (K) Y. ar Gow. E-pad an amzer-ze emede an daou lampon oh ober, da vad ha war o mad-ober, eur hovad kerez er wezenn hag o leunia o fanerou e-ser goapaad diwar goust Yan Zeiteg.

  • madoberer
    madoberer

    voir madoberour

  • madobererezh
    madobererezh

    m. Bienfaisance.

    ●(1927) GERI.Ern 369. madobererez m., tr. «bienfaisance.» ●(1931) VALL 66b. Bienfaisance, tr. «madobererez m.»

  • madoberour / madoberer
    madoberour / madoberer

    m. –ion Bienfaiteur.

    ●(1612) Cnf 17b. Rac greffusoch ez pech an ré à cañ, à detrac, à iniur, hac à car drouc do tat, do mam, do mestr ha do mat obereuryen, eguit na grahent oz ober an trasé da tut arall.

    ●(1659) SC 114. pe mat oberour, pe drouc oberour. ●(1659) SCger 161b. mat oberour, tr. «bien facteur.» ●(1727) HB 38. Va mad-oberouryen. ●(1732) GReg 94b. Bienfaiteur, tr. «Mad-obérèr. p. madoberéryen. mad-oberour. p. yen.»

    ●(1847) FVR 154. Diwall mad ne ankouefez ma madoberourien.

    ►[empl. comme épith.]

    ●(1854) MMM 46. diansao ar mad-oberou, ha n'ac'h an den mad-oberour.

  • madoberourez
    madoberourez

    f. –ed Bienfaitrice.

    ●(1860) BAL 235. madoberourez ar re a rancas tec'het.

    ●(1912) MMPM 94. Deuet oant da zigemeret ho madoberourez.

  • madoberus
    madoberus

    adj. Bienfaisant.

    ●(1732) GReg 94a. Bienfaisant, tr. «Mad-oberus.»

    ●(1890) MOA 142a. Bienfaisant, tr. «Madoberuz.»

    ●(1925) FHAB Gwengolo 331. Al louzeier madoberus. ●(1926) FHAB Mezheven 214. eur mouch evid en em ziouall diouz flemm al loened madoberus-ze. ●(1933) OALD 45/211. Doue a zo madoberus, eme ar sant.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...