Devri

Recherche 'marl...' : 9 mots trouvés

Page 1 : de marl (1) à marlouan (9) :
  • marl
    marl

    m. (marine) Espar qui sert à étarquer les drisses, étarqueur.

    (1944) GWAL 163/161-162. (Ar Gelveneg) Ar marl a zo ur varrenn goad a implijer, er bagoù dre lien, evit teurkañ startoc'h, da lavarout eo evit peurstennañ dris ar ouel pa n'heller mui hen ober war-bouez brec'hioù an dud. Ne reer gant ar marl nemet er bagoù bihan a-walc'h.

  • marlank / merlank
    marlank / merlank

    m. –ed (ichtyonymie) Merlan.

    (1732) GReg 618a. Merlan, poisson de mer, tr. «Marlancq. p. marlancqed

    (1850) HHO 71. Merlans, Gadus ruber & Gadus merlangus, tr. « Merlanet. » ●(1876) TDE.BF 430b. Marlañk, s. m., tr. «Merlan poisson ; pl. ed

    (1979) VSDZ 53. (Douarnenez) ar merlanked, ar moulleged en em blij gwelloc'h 'lec'h zo kerreg, tr. (p. 217) «Les merlans et les tacauds préfèrent les fonds rocheux.»

  • marlaouinañ
    marlaouinañ

    v. tr. d. Souiller.

    (1914) DFBP 238a. patiner (avec les doigts), tr. «marlouina.» ●(1983) PABE 102. (Berrien) marlaouina, tr. «souiller, cochonner.»

  • marlenk
    marlenk

    m. Étarqueur.

    (1979) VSDZ 33. (Douarnenez) aze oa un tamm koad (suivan ledandez ar vag) solut a-walc'h a oa lesanvet ar marlenk, tr. (p. 201) «il y avait un morceau de bois (selon la largeur de l'embarcation) assez solide que l'on avait surnommé le marlenk…»

  • marlonk .1
    marlonk .1

    adj.

    (1) Vorace.

    (1872) ROU 108b. Vorace, tr. «marlonc.» ●(1874) FHB 504/271a. o lavaret e voa he vugale marlonk, ne voa netra evit ho c'harga.

    (1900) KZVr 104 - 18/02/00. (Lannuon) Marlonk pe glout, a ve laret en Leon-Uhel ha Treger-Izel, euz eun den pe eul loen a ve dirankoun. ●(1924) FHAB Kerzu 446. ar aerouant marlonk ma oa ar gouarnamant. ●(1925) FHAB Ebrel 131. beza ker marlonk a zo divalo d'eur c'hristen !

    (2) =

    (1907) DRSP 56. Hag e c'hinou marlonk digor rez e ziskouarn. ●(1924) NFLO. gueules dévorantes, tr. «skrinou marlonk

    (3) par ext. Qui dénote une envie de dévorer.

    (1926) FHAB Du 425. Ar c'haz a zebras e lodenn, d'ar red, p'en devoe he debret e selle gant e zaoulagad marlonk ouz an diou gouign a jom war blad ar perroked.

  • marlonk .2
    marlonk .2

    m. –ed Homme vorace.

    (1908-1910) VROJ Here-Kerzu. Ar marlonk divalo ! (d'après KBSA 251). ●(1923) KNOL 209. Eno, e tebrez evel eur marlounk. (1930) FHAB Here 370. en em zizober eus ar marlonk. ●(1932) FHAB Kerzu 516. o tebri bara ha kig-sall, evel eur marlonk. ●(1955) STBJ 16. setu kavet eur preiz a-zoare gant ar marlonk digernez.

  • marlonkerezh
    marlonkerezh

    m. Gloutonnerie.

    (1914) DFBP 157a. gloutonnerie, tr. «Marlonkërez

  • marlonkez
    marlonkez

    f. –ed Femme vorace.

    (1932) FHAB kerzu 434. Ken bec'hiet e oa bet ar varlonkez ma chomas eur pennad mat eno difiñv evel badaouet d'ezi.

  • marlouan
    marlouan

    m. –ed (ichtyonymie) Merlan.

    (1732) GReg 618a. Merlan, poisson de mer, tr. «Marloüan. p. marloüaned

    (1876) TDE.BF 430b. Marlouan, s. m., tr. «Merlan poisson ; pl. ed

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...